Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/89 : diforc'h etre ar stummoù

Phe-bot (kaozeal | degasadennoù)
Saig_Keryann: split
 
 
Statud ar bajennStatud ar bajenn
-
Hep adlenn
+
Adlennet
Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :
Linenn 1: Linenn 1:
{{Niv||{{sc|ar relijion}}|89}}
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :
Linenn 1: Linenn 1:
<br/>
Iwerzon.''' — Soñjet ez eus bet e vije kavet eur sklerijenn bennak diwar-benn doueed ar Gelted koz e skridou Kelted ar Grenn-amzer, Breiziz hag Iwerzoniz. Skridou ar Vrezoned, dre n’int ket gwal-goz ha ma’ z int bet kristenaet doun, n’o deus miret nemet roudou dister eus ar fals-doueed gwechall. En enep, danevellou iwerzonek-zo, laket, moarvat, dre skrid evit ar wech kenta en III<small><sup>et</sup></small> kantved <ref>Hervez ar beajour Aethicus Istrius, gouizieien Iwerzon a oa ganto levriou d’an amzer-se. G. Dottin, ''Le philosophe Aethicus et les Celtes insulaires,'' war ''Rev. des Et. anc.'', 1923, pp. 144-50.</ref>, evito da veza bet adaozet gant ar Gristenien hag al lenneien, a ro tu d’eomp da gaout eun anaoudegez bennak eus an doueed azeulet gant Kelted Iwerzon er I<small><sup>a</sup></small>, II<small><sup>et</sup></small> ha III<small><sup>et</sup></small> kantved goude H. S. En Iwerzon, ez eo rannet an doueed etre daou vagad a vez atao brezel etrezo ; an eil, ar bagad kosa, eo hini doueed ar maro, an noz, an arne hag ar goañv, ha ganto eun ano a oa da lavarout, war a greder, « ramzed » ; egile eo bagad doueed ar vuhez, an deiz, an amzer gaer an hañv, a vez graet anezo tud doue Dana <ref>An diouranna doueed Iwerzon a zo bet an dezenn displeget gant Herri d’Arbois de Jubainville en e levr ''Le Cyde mythologique irlandais et la Mythologie celtique,'' 1884. N’eman ken ar voull gant an diouranna. Lenn levrig mat Sjoestedt, ''Dieux et Héros des Celtes,'' Gwaskerellou Hollzeskadurez Bro-C’hall, 1940. Ha da genveriadur, en hevelep rumrnad-levriou, Dumézil, ''Mythes et dieux des Germains, essai d’interprétation comparative,'' 1939. (M. M. 2-6-1943.)</ref>. Er bagad kenta en em gav ''Belios,'' doue ar maro ha tad kosa Iwerzoniz ; ''Belaros,'' an doue a daol an tan-foeltr ; ''Bodua,'' doueez ar brezel ; ''Nentos,'' doue ar brezel ; ''Nemetona'' doueez an emgann ha gwreg Nentos. En eil bagad, emañ an doueez ''Dana,'' anvet ivez ''Ana'' ha ''Brigenti,'' doueez ar varzoniez, ar vezegiez hag ar govelerez ; he mab ''Brênos,'' doue ar ouiziegez hag awen al lennegez ; mab Brênos, ''Ategnion,'' e talv war eun dro an ano anezañ kement ha « gouiziegez », « lennegez » ha « barzoniez » ; ''Dagodêvos'' « doue mat », doue galloudek an douar, lesanvet ''Maros'' « ar meur » ha tad Brigenti ; ''Nodons,'' roue e zourn arc’hant, a zo, a-gevret gant Dagodêvos unan eus renerien ar bagad ; ''Ogambios,'' ar brezeliad kreñv ; ''Matugenos,'' ar sorser ampart ; ''Gobanniu,'' gov an doueed ; ha, da gloza, ''Lugus,'' an doue hag a zo eur mailh war bep micher, war eun dro brezeliad, aremour, gov, kalvez, telennour, barz, sorser ha louzaouer pe vezeg <ref>Er pennad-se, da aesaat d’al lenner an heñvelekaat gant doueed Kelted an Douar-bras, hon eus rôet furm hengeltiek an anoiou-se, da lavarout eo ar furm a oa ganto er I<small><sup>a</sup></small>, II<small><sup>t</sup></small> ha III<small><sup>t</sup></small> kantved goude H. S. Er skridou iwerzonek o devez ar furmou war-lerc’h : 1<small><sup>a</sup></small> meuriad : Bile, Balar, Bodb, Nêt, Nemon ; 2<small><sup>t</sup></small> meuriad : Dagde, Brigit, Ana, Dana, Brian, Aithgne (ha Ecne), Nuadu, Ogme, Mathgen, Goibniu, Lug.</ref>.


'''Doueed Kelted Iwerzon.''' — Soñjet ez eus bet e vije kavet eur sklerijenn bennak diwar-benn doueed ar Gelted koz e skridou Kelted ar Grenn-amzer, Breiziz hag Iwerzoniz. Skridou ar Vrezoned, dre n’int ket gwal-goz ha ma’ z int bet kristenaet doun, n’o deus miret nemet roudou dister eus ar fals-doueed gwechall. En enep, danevellou iwerzonek-zo, laket, moarvat, dre skrid evit ar wech kenta en III<small><sup>et</sup></small> kantved <ref>Hervez ar beajour Aethicus Istrius, gouizieien Iwerzon a oa ganto levriou d’an amzer-se. G. Dottin, ''Le philosophe Aethicus et les Celtes insulaires,'' war ''Rev. des Et. anc.'', 1923, pp. 144-50.</ref>, evito da veza bet adaozet gant ar Gristenien hag al lenneien, a ro tu d’eomp da gaout eun anaoudegez bennak eus an doueed azeulet gant Kelted Iwerzon er I<small><sup>a</sup></small>, II<small><sup>et</sup></small> ha III<small><sup>et</sup></small> kantved goude H. S. En Iwerzon, ez eo rannet an doueed etre daou vagad a vez atao brezel etrezo ; an eil, ar bagad kosa, eo hini doueed ar maro, an noz, an arne hag ar goañv, ha ganto eun ano a oa da lavarout, war a greder, « ramzed » ; egile eo bagad doueed ar vuhez, an deiz, an amzer gaer an hañv, a vez graet anezo tud doue Dana <ref>An diouranna doueed Iwerzon a zo bet an dezenn displeget gant Herri d’Arbois de Jubainville en e levr ''Le Cyde mythologique irlandais et la Mythologie celtique,'' 1884. N’eman ken ar voull gant an diouranna. Lenn levrig mat Sjoestedt, ''Dieux et Héros des Celtes,'' Gwaskerellou Hollzeskadurez Bro-C’hall, 1940. Ha da genveriadur, en hevelep rumrnad-levriou, Dumézil, ''Mythes et dieux des Germains, essai d’interprétation comparative,'' 1939. (M. M. 2-6-1943.)</ref>. Er bagad kenta en em gav ''Belios,'' doue ar maro ha tad kosa Iwerzoniz ; ''Belaros,'' an doue a daol an tan-foeltr ; ''Bodua,'' doueez ar brezel ; ''Nentos,'' doue ar brezel ; ''Nemetona'' doueez an emgann ha gwreg Nentos. En eil bagad, emañ an doueez ''Dana,'' anvet ivez ''Ana'' ha ''Brigenti,'' doueez ar varzoniez, ar vezegiez hag ar govelerez ; he mab ''Brênos,'' doue ar ouiziegez hag awen al lennegez ; mab Brênos, ''Ategnion,'' e talv war eun dro an ano anezañ kement ha « gouiziegez », « lennegez » ha « barzoniez » ; ''Dagodêvos'' « doue mat », doue galloudek an douar, lesanvet ''Maros'' « ar meur » ha tad Brigenti ; ''Nodons,'' roue e zourn arc’hant, a zo, a-gevret gant Dagodêvos unan eus renerien ar bagad ; ''Ogambios,'' ar brezeliad kreñv ; ''Matugenos,'' ar sorser ampart ; ''Gobanniu,'' gov an doueed ; ha, da gloza, ''Lugus,'' an doue hag a zo eur mailh war bep micher, war eun dro brezeliad, aremour, gov, kalvez, telennour, barz, sorser ha louzaouer pe vezeg <ref>Er pennad-se, da aesaat d’al lenner an heñvelekaat gant doueed Kelted an Douar-bras, hon eus rôet furm hengeltiek an anoiou-se, da lavarout eo ar furm a oa ganto er I<small><sup>a</sup></small>, II<small><sup>t</sup></small> ha III<small><sup>t</sup></small> kantved goude H. S. Er skridou iwerzonek o devez ar furmou war-lerc’h : 1<small><sup>a</sup></small> meuriad : Bile, Balar, Bodb, Nêt, Nemon ; 2<small><sup>t</sup></small> meuriad : Dagde, Brigit, Ana, Dana, Brian, Aithgne (ha Ecne), Nuadu, Ogme, Mathgen, Goibniu, Lug.</ref>.
90
{{Niv|90|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}