An hini varwas gant ar c’hoant dimi

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An hini varwas gant ar c’hoant dimi (Duhamel).

1890  (Levrenn I, p. 222-224)



AN HINI VARWAS GANT AR C’HOANT
DIMI
____


   Ar plac’h a zavas beure mad,
Ewit lacâd he c’hoeff er fad.

   He mamm a lavare d’ezhi :
— « O Doue! braoa plac’h oc’h-c’hui !

   — « Petra dâl d’in-me beza coant,
« Pa na allan caout ma c’hoant?

   — « Tawet, ma merc’h, na oelet ket,
« Bars eur blâ, c’hui vô dimezet !


   — « Eur blâ zo hir da scuill daëro !
« A-benn eur blâ, me vô maro.

   « A-benn eur blâ, me vô maro ;
« Dimei neuze neb a garo !..,

   Pa vin maro hac interret,
« Laket ma be ’n creiz ar verred ;

   « Laket ma be ’n creiz ar verred,
« Ha warnezhan pewar bouquet !

   « Laket warnhan peder rozenn :
« Diou a vô du, diou a vô gwenn.

   « Diou a vô du, diou a vô gwenn,
« Wit ma vô canvo en pep penn ;

   « Diou a vô rû, diou a vô glaz,
« Wit ma vô canvo en pep plas.

   « Ar c’hloer iaouanc, pa dremenfont,
« Peb a bater a lavarfont ;

   « Peb a bater, peb a ave,
« Wit ar plac’hic a vô aze ! »

   Ar c’hloaregic a lavare,
Dre ar verred pa dremene :

   — « Setu aze he eur plac’h coant
« A zo marwet gant keûn d’he c’hoant ;

   « Gant keûn da eur c’hloarec iaouanc,
« Deuz a goste ’r gêr a Wengamp ! »

   Ar plac’h iaouanc a lavare
Diwar bordic he be newe :

   « Cloarec iaouanc, it en hoc’h hent,
« Me a zo breman evel kent !

   « Cloarec iaouanc, it en ho tro,
« Ha lest en peoc’h ’r re zo maro.


Mac’harit Fulup.

______________