Ann Itron a Gergadio

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Itron a Gergadio.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 524-526)



ANN ITRON A GERGADIO
______


I


   Itron Kergadio a lâre,
War bave Montroulez pa varche :

   — Hastomp ober hon marc’hajou,
M’eomp d’ welet Anna Willou ;

   Ma ’z inn d’ welet ma fillores,
A zo er bloaz-man klanvoures.


II


   Itron Kergadio ’vonjoure,
’N ti ’r Gwillou koz pa arrue :

   — Demad ha joa holl en ti-ma,
D’ac’h-c’hui, Gwillou goz, da genta ;

   Hoc’h holl verc’hed, pa n’ho gwelan ?
Ma fillores, ar verc’h henan ?

   — ’Man duze klanv war he gwele,
Aoun ’m eûs hec’h aë diganen.

   Itron Kergadio, pa ’d-eûs klewet,
Gant ar vinz ouz krec’h ’zo pignet.

   Itron Kergadio a lâre,
’N kambr he fillores p’arrue :

   — Demad ha joa, ma fillores.
— Ha d’ac’h iwe, ma maerones.

   — M’ fillores, p’on deut d’ho kwelet,
Petra diganen ’c’hoantaët ?

   Pe ur bêlek, pe ’r podad gwinn,
Pe ma fried da vedesinn ?

   — Me ’m bô ur bêlek d’am noui,
Ann dud ma zi hen klasko d’in.

   Itron Kergadio ’lâre,
’N kambr he fillores pa valee :


   — Me, ma fillores, ’m boa kredet
Poa ur bugel euz ma fried.

   N’oa ket he gir peurlavaret,
Anna Willou ’zo tremenet.


III


   P’ee Anna Willou d’ann douar,
C’huibane ’r skour a-uz d’ar c’har.

   Ma lâre ’r skour dre he c’huibann :
— Anna Willou ’zo pell a-c’hann !

   ’Nn itron Gergadio lâre,
Da Willou goz, na pa glewe :

   — Pa goustfe d’in-me pemp kant skoed,
’Vô rèd digorri ann arched !

   Ann arched pa ’z eo digorret,
Anna Willou en-han ’zo kavet ;

   Anna Willou en-han ’zo kavet,
Hi kaer ’vel ar c’hoar binniget ;

   ’R Werc’hes Vari war he barlenn,
Hag un êl gwenn en he c’hichenn !

  ’Nn itron Gergadio ’lâre
D’he fillores, pa hi gwele :

   — Me ’bromet, warlec’h graz Doue,
Lakad ’pad ur bloaz un offern bemde.

   Anna Ar Gwillou a lâras
D’he maerones, pa hi c’hlewas :

   — Pedet ewit-hoc’h hoc’h-unan,
Ewit-on me n’on ket en poan !


Kanet gant Marc’harit Fulup.


_____________