Ann daou vanac’h hag ar plac’hig iaouank

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An daou vanac’h hag ar plac’hig yaouank.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 272-282)



ANN DAOU VANAC’H
HAG AR PLAC’HIK IAOUANK.
GWES KENTA.
________


I


   Bars ar ger euz a Rudon, war ann hent pa her da Rom,
’Zo zavet ur gouant newez, ’ zo en-hi menec’h o chom ;

   ’Zo zavet ur gouant newez ’ zo en-hi menec’h iaouank,
Ha noz na de na sessont o tebauch ar merc’hed koant.

   Ma oa ur vinorezik a oa meurbet devodes
A ie bemdez da bedi Doue da gouant Sant-Franses.

   O tont unan ar menec’h, hag o lavaret d’ez-hi :
— Deut ganin, minorezik, dent ganin-me d’am zi ;

   Deut ganin, minorezik, deut ganin-me d’am c’hambr,
Me diskoueso d’ec’h ’nn taolinier, ar misteriou ekselant. —


   Ebars en kambr ar manac’h na pa ’z eo bet antreet,
Ann orojou war-n-ezhi kerkent a zo alc’houezet :

   Hag ar spaz euz a seiz miz, ar spaz euz a seiz miz kloz,
Eo bet ar vinorezik, hep gwelet na de na noz ;

   Eo bet ar vinorezik, hep gwelet na de na noz,
Met ann daou jakob iaouank, ’ ia da ved-hi bep-noz.

   Ha war-benn ann eizvet miz, en em gavas dougerez,
Ann daou jakobin iaouank oe neuze meurbet diez.

   ’Tonet unan ar venec’h, ha d’ez-hi o lavaret :
— ’Tro Doue ! minorezik, na penaos a vezo gret ?

   ’Tro Doue ! minorezik, na penaos a vezo gret ?
Arru ’ zo ’r vikel newez, ma vefomp holl visitet ! —

   — ’N han ’ Doue ! tad Olierr, ma c’hasset da gambr ’r studi,
Na euz vikel na eskop a ielo wit ma c’hlask di. —

   O tont unan ar venec’h, hag o lavaret d’ez-hi :
— Selaouet, minorezik, ha zentet a ouzomp-ni ;

   Hastet-c’hui, minorezik, da gwiska ho pantouflou,
Wit ma teufet d’ann iliz, da laret ho kousperou ;

   Wit ma teufet d’ann iliz, da laret ho kousperou,
Mar n’ho laret euz ann dez, ho larfet euz ar goulou. —

   Ma oa ur c’hloarek iaouank a oa arnaouet meurbet,
Mont eure da c’houll loja da gouant ar Fransesed.


   ’Tonet unan ar venec’h hag o lavaret d’ez-han :
— En em dennet, ma mignon, na ve lojet den aman. —

   Hag hen neuze o tistreï, hag o vonet war he c’hiz,
O vont ’n ur govezion, bars en traonik ann iliz.

   War dro ter-heur rok ann dez hen deveuz bet ur spont braz,
’Welet enaoui goulou war gornik ann aoter-vraz.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Hag ar vinorezik paour, pehini doa epouvant,
’C’houlenne a greiz kalon, ann nouenn, ar zakramant ;

   ’C’houlenne a greiz kalon ann nouenn ar zakramant,
D’ar c’hrouadur a zouge a c’houlenne badeziant.

   — Tawet-c’hui, minorezik, tawet ha na welet ket,
Rag n’eo ket c’hui ar c’henta, ann diwesa n’ larann-ket :

   Aman a zo et nao verc’h, krouadur gant pep-hini,
E-leall sur, Fanchonik tric’houec’h ’ eo a reont-hi !

   Ni ’ zo deut hon c’halonou ’ vel ann houarn pe ann derv,
Setu aze, Fanchonik, lec’h m’eo et ho kininterv ! —


II


   Ar c’hloaregik iaouank gant spont vraz a lavare,
Bars en ti ann hostises, ann de warlerc’h ar beure :

   — Digasset d’in, hostises, gwinn-ruz dimeuz ho kwella,
Ma teuïo d’in ma memoar, am euz kollet ann noz-ma ;

   Ma teuïo d’in ma memoar, am euz ann noz-ma kollet,
Rag gwelet ’m euz ann noz-ma pez na rafe den a-bed;

   Gwelet laza ’r feumeulenn, ar vraoa plac’h a welis,
War ma fe a zen honest, brases a oa d’am avis ! —

   Ann hostiz a c’houlenne euz ar c’hloarek, p’hen klewe :
— C’hui anavefe ’r re-ze, m’ho gwelfac’h war ar bale ? —

   — Laket ar c’hleïer da zoon, ’r prosession da vont en dro,
Mar marchont war ar pave, sur me ho anaveso…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   ’Nn hini ’ zo gant ’r zakramant, ez eo paotr ar c’hontellou,[1]
’Nn hini ’ zoug ar sibouar, oa o terc’hel ar goulou !

   Kroget en-he, archerienn, ia, en-he raktal kroget,
’R re-ze ho deuz gret ur muntr, ha na raje den a-bed ;

   Deuz lazet ur feumeulenn, braoa plac’hik a welis ;
War ma fe a zen honest, braz a vije ho malis ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


II


   Hi lez-tad a lavare, pa zaouline war hi be :
— Ha posupl ve Fanchonik, a ve te a ve aze ?

   Me ’ zo bet seiz miz ’r prison, barnet da veza krouget,
Balamour did, Fanchonik, a oa din-me tamalet ! —


Kanet gant Mari-Job Kerival.
Kerarborn, 1849.

________


VARIANTE.

   ’Nn hini ’ rok a ansanse, oa ’ terc’hel ar goulou ;
’Nn hini ’ zouge ’r zakramant, oa paotr ar c’hontellou.

   — Tostaët, aotro ’r person, tostaët promtamant
Da lemel ’nn aotro Doue a zaou-dorn ’nn den mechant !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
   Endann seitek dewez ho froses a oe gret,
Barnet gant ar Parlamant da veza dibennet.

   Lennet a oe dira-z-he gant rigor ho setanz,
Konduet gant ar bourrew da vont bete ’r potanz ;

   Konduet a oant gant-han bet ’ ar vaz huella,
Eno a renkjont merwell bet’ ar varn diwesa !


____________


ANN DAOU VANAC’H
HAG AR PLAC’HIK IAOUANK.
EIL GWES.
________


I


   Etre traon ar Rudonou [2], hag ann hent ’z ia da Rom,
’Zo zavet ur gouant newez, en-hi menec’h o chomm ;

   ’Zo zavet ur gouant newez, en-hi menec’h iaouank
N’ baouezont noz na de o tebauch ’r merc’hed koant.

   Bars en ker ’ zo ’r vinores, ’ zo meurbet devodes ;
Mont ’ra bep-sul d’ann ofern, war ar pemdez alies :

   Mont ’ra bep-sul d’ann ofern, war ar pemdez ’ wesiou,
Na da iliz Sant-Franses, da laret hi euriou.

   Ha daou jakobin iaouank o vont da gomz out-hi :
— Deut ganimb, minorezik, deut ganimb-ni d’hon zi ;

   Deut ganimb, minorezik, deut ganimb-ni d’hon c’hambr,
D’esplikan ann taolinier, ’r misteriou ekselant…… —


II


   Pa oa bet nao miz eno, hag hi laret d’ez-hi :
— ’Tro Doue ! minorezik, na petra refomp-ni ?

   ’Tro Doue, minorezik, petra a vezo gret,
Arru ’r vikel-jeneral d’ar gouant d’hor gwelet ? —

   Hag hi o c’houlenn kuzul. Lusufer ho c’helennas
D’hi laza, d’hi interrin en korn ann aoter-vraz……

   Ur paour en iliz lojet, a oe meurbet spontet,
Na buhez ar plac’hik ’n noz-se p’hen euz klewet.

   Ar manac’h ar C’hardinal hen euz d’ez-hi laret :
— Lar d’ in manus pa gari, out en eur m’ vi lazet ! —

   Ha hi da c’houlenn hi graz, wit n’ vije ket lazet,
’Wit ar frouez a oa gant-hi, ma vije badezet.

   ’Wit hi bugelik bihan ’ c’houlenne badeziant,
Hag ewit-hi hi unan, nouenn ha zakramant.

   Met ar manac’h-braz neuze a dies-krog ’n ur bal,
Ha ’ skoas ar vinores paour d’an douar raktal.


   Seiz taol-pal, hep-c’houitan, hen euz d’ez-hi roët,
Ar bugel, ar vinores, ho daou ’n euz ho lazet !

   Neuze ’z iejont d’ar gouant, ha ’ pakjont ho dillad,
Gant ann aouenn rag ar c’hlask, balamour ma oa goad.

   Ann deiz-warlerc’h ar beure, pa oa strinket ann de,
Unan ann daou vanac’h-man ann or a zigorre.

   Ar paour e-meaz ann iliz kerkent a zo bet et,
Ebars un hostaliri ez eo bet antreet :

   — Roët d’in tamm da zibri, ha banne da eva,
Nag ewit kaout ma memoar, ’m euz kollet en noz-ma ;

   Me am euz gwelet laza ’n noz-man ur vinores,
Am euz aoun-braz, ma Doue, rag ma oa dougeres,

   Rag ar vouez euz hi bugel, me gred, am euz klewet,
Met kaer hen euz bet krial, bepred eo bet lazet ! —

    Tud oa en hostaliri a zo bet sortiet
D’ober ann diskuil kerkent ha m’ho deuz bet klewet.

   Ar vikel a lavare d’ar paour, p’hen interroje :
— Na taolet-ewes mad paour, petra ho pe laret !

   Na taolet-ewes mad paour, petra ho pe laret,
Da zamma ma ministred brema, hep kaout sujet ! —

   — Leall, aotro ar vikel, mar n’am c’hredet-c’hui ket,
Gret-c’hui ur prosession, neuze ’vezo gwelet ;

   Gret-c’hui ur prosession, gret d’he monet en dro,
Dishenvel int ar re-all, ar goad euz ho bouto…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
   Toullet a oe ann douar ’l lec’h ma oa bet laket,
M’eo kavet ar c’horf ’l lec’h hen doa ar paour laret.

   M’int bet neuze kommerret ha kasset d’ar prison ;
En Paris a resevjont ho c’hondaonation.

   Ha ter zro d’ann iliz ho deuz renket ober,
Ewit ho finijenn, ann dut indign ha kruel.

   Gwisket a oe d’ez-he peb a rochet rousinet,
Ha goude-ze ho c’horfo ’n un tanted braz dewet ;

   Ha goude-ze ho c’horfo ’n un tanted braz dewet,
Ewit reï skouer d’ar re-all ’n ho flaz ’ vije laket.

   Ar manac’h braz a lare na pa ieas bars ann tan :
— Roït d’in nerz ha kalon ’ wit gallout resistan,

   Ewit ma rinn pinijenn euz ma fallagries !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
   Allas ! penaos, ma memoar, biskoas n’am boa sonjet
A vijenn me d’ar maro blamour d’ur plac’h laket !

   Kalz euz a verc’hed iaouank ’hallo brema laret
Am euz me kousket gant-he ha tapet ho gwerc’hted…… —


   Brema ’ hallo ann ezec’h, p’eo ar manac’h dewet,
Dougenn ar c’hanvo d’ez-han, dre ma voint delivret.

   Ha koulsgoude ar groage lareur ’zo dezolet
D’ar manac’h ha d’ar paillard, en heur ma oe dewet.

   Finisa ’ na he vuhe gant kalz euz a ankenn,
Ha lezel bars ar bed-ma kalz bars ar binijenn.

   Hag a-baoue m’eo maro, biskoas na euz klewet,
’Vell ’lare, p’oa en buhez, a teuje da brezek :

   Met ’ baoue ma ’z eo maro, hag et bars ann douar,
N’euz ket bet brasoc’h galloud wit ’ roeur d’ar re-all !

   Hogenn lezomp ar manac’h, dre ma oa ur gwall-baotr,
En keït ma oa er bed-man, hen deveuz gret he baotr.

   C’hoas lavare ann indign, dre ma oa un den-fall,
N’hen defoa ket a skrupul o vont er c’hostez-all !


Kanet gant ur vates hostaliri, en bourk Pleubihan.
Ebrel, 1864.

________


Une autre version présente les variantes qui suivent :

   — Hennont ’ zo war ’r marchepi, a zouge ar golou,
He gamarad ’nn tad Olier, oa paotr ar c’hontellou. —


________


   Kriz a vije ar galon, kriz-kaer, mar na oelje,
Bars en iliz Sant-Franses, ur zulwez da greiz-de ;

   Bars en iliz Sant-Franses, ur zulwez da greiz-de,
O welet tad ar plac’hik, ’welet penaoz ’ krie :

   — Me a oa gret ma froses da veza dispennet,
Blamour did, minorezik, a oa d’in tamallet ;

   Blamour did, minorezik, a oa d’in tamallet,
En beo pe hen maro a renkjes beza rentet ! —

____________
  1. Voir la variante, page 276.
  2. Toutes les versions que j’ai recueillies de ce chant portent Rudon ou Ruduno, ou Rudonou. Faut-il y voir une altération de Redon ?