Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Anna ar Gardien.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 448-456)



ANNA AR GARDIEN
Kentel genta
______


I


   Na selaouet holl na selaouet,
Ur werz a zo a-newe savet ;
Ur werz a zo a-newe savet,
D’ar Gardien koz ha d’he verc’hed.

   Ar Gardien koz a lavare,
O troc’ha bara d’he vugale :
— Ma merc’hed, diouzinn mar sentet,
D’al leur-newe na efet c’hui ket,

   Rag eno ’vô ’nn aotro Mezobran,
Ha Mezomeur, ha Mezomorvan ;
Hag iwe ann aotro Runangô,
Gwasa merc’hetaër ’zo er vrô.

   — ’Wit bet drouk gant ann nep a garo,
’Wit d’al leur-newe me ’ielo,
Ha mar be sonerrienn, me danso,
Ha mar na ve ket, me a gano !


II


   Ann aotro Mezomeur ’c’houlenne
Euz he baj bihan hag en de-se ;
— Ma fajig bihan, d’in-me lâret,
Piou ar merc’hed koant ’zo arruet ?

   — Merc’hed Ar Gardien eo ar re-se,
’Zo bet en de-man euz taol Doue.
— ’Wit ma vijent bet euz taol Doue,
Na dlefoant ket dont d’al leur-newe ;


   Dlefoant bout ’c’h ober tro ’r chapello,
Hag o lavaret ho fedenno.
Ma fajig bihan, d’in lâret
Pe hano lârer eux ar merc’hed ?

   — Nag ar verc’h hena a zo Anna,
Hag ar iaouanka, Marianna.
— Deus-te ganin-me, ha deus raktal,
Ma ’z inn d’ho goulenn ewit dansal.

   — Na ma mestrig paour, mar am c’haret,
Ma c’hoar-vageres a respetfet ;
Respetet ma c’hoar-vageres d’in,
Me ’chommo ur bloaz d’ho servijin.

   — Na diskouez da c’hoar-vageres d’in,
Ha mar n’eo ket koant hi respetin.
— Ma c’hoar-vageres, Anna ’r Gardien,
Braoa feumelenn ’varch en dachenn !

   — Demad d’ac’h, Marianna ’r Gardienn,
Pegement a goust d’ac’h ar walenn ;
Pegement a goust d’ac’h ar walenn,
Dimeuz hoc’h abit kamolot-gwenn ?

   — Aotro Mezomeur, ma iskuzet,
N’ouzonn ket pegement eo koustet ;
N’ouzonn ket pegement eo koustet,
Gant ma c’hoar Annaïg e klewfet.

   — Lâret d’in, Annaïg ’r Gardienn,
Pegement ê koustet ar walenn ;
Pegement ê koustet ’r walenn d’ac’h
Dimeuz hoc’h abit kamolot glaz. ?

   — Na hoc’h affer, aotro, na eo ket,
Kloz ez oa ho ialc’h pa oa paeet ;
Kloz ez oa ho ialc’h pa oa paeet ;
Hag hini ma zad ’oa digorret ;


   Hag hini ma zad ’oa digorret,
Marteze ’sonj d’ac’h ’m eus hi laeret ?
— Kent ma ’z i er-mês euz al leur-me,
Me am bô paeet did ar gomz-se ! [1]

   Marianna ’r Gardien a lâre
D’ann aotro Mezomeur eno neuze :
— Aotro Mezomeur, mar am c’hredet,
Euz ma c’hoar Anna n’em fachet ket,

   Rag ’tre he broz hag he semizettenn,
Honnes ’zoug ur vâz a daou-benn ;
Honnes ’zoug ur vâz a daou-benn,
Kapabl, aotro, da dorri ho penn.

   Met ur c’huitell arc’hant ’oa gant-han,
Ter c’huitelladenn ’n eus grêt en-han;
Ter c’huitelladenn en-han ’n eûs grôt,
Seitek den-jentil ’zo arruet.

   Kriz a galon ann nep na oelje
Ebars al leur-newe ma vije,
’Welet al leur-newez o ruia
Gant goad ann dud-jentil o skuilla ;

   Gant goad ann dud-Jentil o skuilla,
Anna ’r Gardien euz ho lac’ha ;
Hi a lac’he seis gant un tol-bâz
Ha difenn he c’hoar ’dann he c’hazel c’hoaz !


III


   Anna Ar Gardien a lâre
En toull dor he zad pa arrue :
— Ma zadig paour, digorret ho tor
D’ho merc’h, a zo gleb ’vel ar mor.

   — Petra a newez a t-eûs-te grêt,
Na ma ’z out er stum-se em strouillet ?
— Newentis a-walc’h am eus me grêt,
Tric’houec’h den-jentil am eus lac’het;

   Lac’het ’m eus ann aotro Mezobran,
Ha Mezomeur, ha Mezomorvan ;
Lac’het ’m eus ann aotro Runangô,
Gwasa merc’hetaër a oa er vro.

   — Mar t-eûs lac’het ann holl dud-se,
Te varwo iwe, a-benn tri de.
— Oh ! na varwinn ket, na ’benn tri miz,
Rag me a ielo beteg Paris.


IV


   Anna Ar Gardien a lâre
Bars en kêr Gwengam pa arrue :
— Pelec’h ’man ar prizon er gêr-man
Ma ielo Anna ’r Gardien en-han ?

   — Er prizon, Annaïg, n’efet ket,
Warc’hoas, da dek heur, c’hui ’vô krouget !
— Oh ! me ’c’h a da bales ar roue,
Da c’houlenn asurans ma buhe.


V


   Anna Ar Gardien a lâre,
En pales ar roue p’arrue :
— Demad d’ac’h, roue ha rouanes,
Me ’zo deut iaouankig d’ho pales.

   — Na pe-seurt torfed hoc’h eus c’hui grêt,
’Wit bea deut ken abred d’hon gwelet ?
— Na torfed a-walc’h am eus me grêt,
Tric’houec’h den-jentil am eus lac’het ;


   Tric’houec’h den-jentil am eus lac’het,
O klask difenn out-hô ma gwerc’hted.
— Anna ’r Gardien, d’in-me lâret,
Na gant pe-seurt armo c’hoariet ?

   — Gant-hê a oa pep a gleve noaz,
Ganen-me na oa met ur penn-bâz ;
Ganen-me n’oa met ur gelweenn
Houarnet er c’hreis hag en daou benn ;

   Houarnet er c’hreis hag en daou benn,
Kapabl, sir, da dorri d’ac’h ho penn.
— ’Wit-on-me n’ varninn ket ar merc’hed,
Barnet ’nn ezhi, itron, mar karet.

   — Ewit mar hi barnan, hag a rinn,
Na vô ket d’ar maro hi lakinn ;
Me skrivo d’êhi war baper-glaz
Em difenn hardis gant he bâz ;

   Me ’skrivo d’êhi war baper-gwenn
Em difenn hardis en pep tachenn ;
Me ’skrivo d’êhi war baper-ru
Ewit bale hardis en pep-tu.


VI


   Annna Ar Gardien a lâre
Er gêr a Wengam, pa zistroë :
— Ma malloz gant-hoc’h, muntrerrienn c’hoenn,
C’hui ho poa ma barnet d’ar gordenn !


Kanet gant Marianna Ann Noan,
a barouz Duault


______________
  1. Variante : Anna 'r Gardien, ’vel ma klewas,
    Da gavoud he breur mager a redas :
    — Lâret-c’hui d’in-me, ma breur mager,
    C’hui ma sikourfe, m’am be afer?

       — Mar d’eo eus ma mestr ho pe afer,
    N’ho sikourinn ket, ma c’hoar vager,
    Ma vije euz unan all a vije,
    Ma c’hoar vager, me ho sikourje.

       Anna ’r Gardien, ’vel ma klewas,
    En ur penn-bas kerkent a grogas ;
    En ur penn-bas kerkent eo kroget,
    Brec’h he breur mager e d-eûs toret.

       Hag hi lac’ha ann aotro ar c’homt,
    Hag iwe ann aotro Ar Beskont ;
    Hag hi ’lac’ha ’n aotro Mésobre,
    Iwe ann aotro Mezonewe.

       Hag hi ’lac’ha ’nn aotro Penanger,
    Kerkoulz evel he balefrenier ;
    Hag hi ’lac’ha ’nn aotro Mezobran,
    Kerkoulz ann aotro Mezomorvan.