Ar breur hag ar c’hoar (An Uhel)

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Breur hag ar C’hoar.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 202-208)



AR BREUR HAG AR C’HOAR.
GWES KENTA.
________


   Selaouit holl hag a klewfet
Ur zon a zo newez zavet ;
D’ur zoudart iaouank ez eo gret,
A oa d’ann arme partiet.

   A oa d’ann arme partiet,
Hag e dad ’zo as-dimezet…
Pa oa he amzer achuët,
D’ar ger ez eo bet distroët.

   — Demad ha joa bars an ti-ma,
Ar verc’h-henan pelec’h ema ;
Ar verc’h-henan eus ann ti-ma,
Oa hi hano Marianna ? —

   — Et eo duze da dall ar stank,
Et da ved-hi, soudart iaouank ;
Hounnes eo plac’h ’nn daouliarded,
Goullit, n’ veet ket refuset. —

   — Penaos monet da dall-ar-stank,
Biskoas na on bet en-hi frank ! —
— It d’ann traon gant ar vali-c’hlaz,
Hag a klewfet trouz hi golvaz ;

   It d’ann traon gant ann âle frank,
Hag ho rento etal ar stank. —
— Demad dec’h, plac’hik o kannan !
Kannan a ret gwenn, a gredan ?

   C’hui a gann gwenn hag a wask stenn,
C’hui gannfe d’in ma rokedenn ! —
— Na gannann gwenn, na waskann stenn,
N’ gannfenn ket dec’h ho rokedenn. —

   — Plac’hik koant, d’in-me lavaret,
C’hui brestfe d’inn daouliarded ? —
— O salv-ho-kraz, ma iskuset,
N’on ket plac’h ann daouliarded ;

   N’on ket plac’h ann daouliarded,
Nag ar gwenneienn ker neubed :
Me ’m eus ur breurik en pell-bro,
Ha mar klewfe ho resoniou :


   Oh ! ia, mar klewfe ho komzou,
A vreofe d’ec’h ho holl vemprou ! —
— Plac’hik iaouank, d’inn lavaret,
C’hui ’n euz ho preur anavezet ? —

   — Salv-ho-kraz, siouas ! n’am euz ket,
Me oa re-iaouank pa oa et ;
Me oa re-iaouank em zoutou
Pa ieaz ma breur e-meaz ar vro.

   Me oa iaouankik em c’hawell,
Pa ieaz ma breurik d’ar brezell ;
Me a oa c’hoaz iaouankik-mad,
Pa ieaz ma breur a di ma zad. —

   — Plac’hig iaouank, d’in-me laret,
A c’hui a garrje hen gwelet ? —
— A greiz kalon hen goulennan,
Me garrie ’vije bet aman ! —

   — Leusket ho kolvez gant ann dour,
Hag ho saon gant ann dinamour ; [1]
Hag ho saon da vonet da c’heul,
Ha deut da vriata ho preur !

   Ho lez-vamm a doa d’in laret
Ez oac’h plac’h ann daou-liarded,
Ez oac’h plac’h ann daou-liarded,
Brema welann mat n’ez oc’h ket ! —

   Kriz ’vije ’r galon na oelje
Etal ar stank nep a vije,
O welet ar breur hag ar c’hoar
En em vriata gant glac’har ;

   En em vriata gant glac’har,
Koueza raint ho daou d’ann douar !


AR BREUR HAG AR C’HOAR.
EIL GWES.
________


   Mab ar Roue a lavare
En Coadelez pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Merc’h ar Roue pelec’h ema ? — [2]

   — Medi duze bars ar gambr-wenn,
Nag o kribad hi bleo-melenn ;
Man o kribad hi bleo-melenn,
Ha titira al lienn-gwenn. —

   — Mab ar Roue, vel ma klewaz,
Gant ar vinz d’ann nec’h a bignaz ;
Gant ar vinz d’ann nec’h a bignaz,
Kerkent d’ann traon a ziskennaz. —

   — Me n’eo ket hounnes a glaskann ;
Merc’h ar Roue, ar verc’h henan,
Merc’h ar Roue a Goadelez,
Oa choumet ama minorez. —

   — Na mar d’eo hounnes a glasket,
Falla feumelenn a gavfet.
Et eo ’boe ’r beure, beure-mad,
’Wit kannann un neubeud dillad…… —

   — Ma ouijenn-me ann hent d’al lenn,
Me aprouvfe ar feumeulenn. —
— It gant ann âle, hed-a-hed,
Ebars ar c’hoad a em gavfet ;

   Ha pa vefet arru er c’hoad,
C’hui a glewo trouz ar pez-koad ;
C’hui a glewo trouz ar pez-koad,
Gant-hi o skei war hi dillad. —

   — Demad, plac’hik diwar al lenn,
C’hui a gann gwenn hag a wask stenn ;
C’hui a gann gwenn hag a wask stenn,
C’hui a saonvfe d’inn ma brondenn ? —

   — Na gannann gwenn, na waskann stenn,
Na saoninn ket d’ac’h ho prondenn. —
— Sellet-c’hui euz ma mantell du,
A zo alaouret en daou-du, —


   — Na rann vân euz ho mantel du,
Mui ma rann euz ur boud burlu ! —
— Sellit euz ma inkane gwenn,
’ Zo ur brid-arc’hant en he benn. —

   — Na rann vân ho inkane-gwenn,
Kerneubeud ’rann euz he berc’henn ! —
— Deut-c’hui ganin-me bars ar c’hoad,
Hag a c’honefet ur gobr mad. —

   — Wit-on da veza kannerez,
Ma zad a zo en he balez……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Me ’m euz ur breurik en pell-bro,
Aotro, mar klewje ho komzo,
Ho tiframje a bechadou,
Da lakad war ar c’hroaz-hentjou ! —

   — Me eo ho preurik a bell-bro,
’ Zo deut ama wit ho ampro ;
Ho lez-vamm d’in-me ’ doa laret
Ez oac’h plac’h-fall, ha n’ez oc’h ket ! —

   Kriz vije ’r galon na oelje,
Etal al lenn nep a vije,
O welet ar breur hag ar c’hoar
En em vriata gant glac’har ! [3]

Kanet gant Janet ar Gall. — Kerarborn, 1849.

  1. Les chanteurs prononcent presque tous dinamour ou diamour ; mais ces mots sont une corruption évidente pour dinaoudour, composé de dinaou, pente, et de dour, eau, courant de l’eau.
  2. Ar Roue, Le Roi, doit être ici un nom propre.
  3. Ce sujet, la reconnaissance du frère et de la soeur, après une longue absence, — sept ans ordinairement, — a été très-souvent traité, comme celui du mari et de la femme, par la poésie populaire de presque tous les pays. Je me contenterai de citer, comme offrant beaucoup d’analogie avec notre chanson bretonne, la ballade écossaise de Lord Thomas et de la Gentille Annie, et surtout les deux pièces contenues dans le recueil de M. le comte de Puymaigre, Chants populaires du pays Messin (pag. 54 et 56), sous le titre de l’Épreuve. Mais la comparaison est tout à l’avantage de la jeune bretonne, comme moralité du moins. Une autre pièce, une ballade suédoise, insérée dans le recueil de M. X. Marmier, Chants du Nord (p. 175), aussi sous le titre de l’Épreuve, présente un dénouement plus conforme à celui du chant breton.