Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Vinorezig.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 106-114)



AR VINOREZIK.
GWES KENTA.
________


I


   Me oa ’r bugelik iaouank-flamm,
Pa varwaz ma zad ha ma mamm ;

   Oblijet oann da glask ma boed,
Kapabl d’hen gonit na oann ket.

   Ma oann leusket war ann hent-braz,
War ann hent-braz ewit em glask.

   Pa oann diskennet en hent doon,
Me o rankontr tud-a-feson ;

   O rankontr aotro hag itron,
Pa oann diskennet hent doon ;

   Ma laraz ’nn aotro d’ann itron :
— Sell aze ’r bugel-a-feson ;

   Hi c’homerromp ganimb ’n hon zi,
’Vel d’hon bugel greomp d’ez-hi. —


II


   Pa oann bet tric’houec’h miz ’n ho zi,
Oa gret un habit newez d’in :

   Me a oa maget ha gwisket,
’Vel pep-hini ann-he bewet.

   P’oann bet tric’houec’h vloaz en ho zi,
(Tri bloaz war-n-ugent ’m boa neuze)

   Laraz ma mestr mad d’am mestrez :
— Poent e dimizi ’r vinorez,

   Rei d’ei noblanz ar Feunteuniou,
Kaera noblanz a zo er vro ;

   Kaera noblanz a zo er vro,
Un darn, itron, euz hon mado. —

   Ma laraz neuze ma mestrez :
— N’ vo ket dimet ar vinorez ;

   N’ vo ket dimet ar vinorez,
Ken ’vo bet ganimb ’n pardon Agnez ;

   Bep-bloa ’teu ganimb d’ar pardon,
Dre m’eo ur bugel-a-feson…… —

   Pa arruaz ebars ar c’hoad,
’Teu c’hoant-kousket d’am mestrez-vad ;


   Me ’c’h azeza war ar c’hlazenn,
Tapout hi fenn war ma barlenn ;

   Tapout hi fenn war ma barlenn,
Hag a vanaz kousket soudenn.

   O tont un dra da laret d’in :
— Laz da vestrez, zent a-ouz-in ;

   Laz da vestrez, zent a-ouz-in,
Hag itron en hi flaz e vi ! —

   Euz ann dra-ze am euz zentet,
Ma mestrez vad am euz lazet ;

   Ma mestrez vad am euz lazet,
Seiz taol-kontel d’ei ’m euz roët.

   P’am boa lazet ma mestrez vad,
Na ouienn pelec’h hi lakad.

   O tont un dra da laret d’in,
Dre ma oann ken nec’het gant-hi :

   — Na kerz te gant-hi d’ar poull-glaou,
Ha kuz ’nn ez-hi gant deilou-kraou. —

   Me a ieaz neuze d’ar pardon.
Doue ’ouie ma intantion.

   Me o rankontr ma mestrik mad,
O kana hag o c’huibanad ;

   O kana hag o c’huibanad,
Me ’roaz d’ez-han kalonad !

   — Ma mestrez vad a zo lazet,
Bars ar c’hoad, gant ar forbaned !

   Me vije iwe, penamet
E-meaz ar c’hoad am euz redet. —

   — Ma vijac’h bet fidel d’ez-hi,
C’hui vije lazet koulz ha hi ! —

   Ma mestrik mad, p’hen euz klewet,
Ter-gwes d’ann douar ’zo koezet ;

   Ter-gwes d’ann douar eo koezet,
Hag am euz-han bep-gwes savet :

   — Tawet, mestrik, na oelet ket,
Me ho servijo ’vel bepred ;

   Met n’inn ket ganec’h da gousket,
Ken ’vomp dimet hag eureujet. —


III


   Sevel ’ra ’tre-z-he prepoziou
Na diwar-benn ann dimiziou.


   Pa oant dimet hag eureujet,
Hi poent da vonet da gousket,

   ’C’h antrenn ar c’horf maro en ti,
Ha seiz sierj koar dira-z-hi ;

   Seiz sierj allum dira-z-hi,
Unan a oa war bep-gouli.

   — Savet al lec’h-se, minorez,
C’hui oc’h euz lazet ho mestrez ;

   C’hui ’c’h euz lazet ho mestrez-vad,
Tamallet d’ar forbaned er c’hoad ! —

   Hi friet, pa hen euz klewet,
’Meaz he wele a zo zavet ;

   En ur fuzul ez eo kroget,
En aviz hi lazan eo et :

   Met ar c’horf maro ’n euz laret :
— Ma fried paour, n’ hi lazet ket,

   Met hi leusket da glask hi boed,
Etre Cavan ha Tonquedec[1],

   Lec’h na vezo ket anvezet,
M’ tamanto hi c’horf d’hi fec’het ! —


Kanet gant Janet Ar Gall.
Plouaret, 1853.

─────────


AR VINOREZIK.
EIL GWES.
________


I


   Me oa iaouankik, wit a oad,
Pa varwaz ma mamm ha ma zad :

   Ha me da vale dre ar bed,
Da glask ur re d’am c’homerret.

   Pa oann o vont gant ann hent-braz,
Daou den iaouank a rankontraz ;

   Ur plac’h iaouank, vel un itron,
Un den-jentil, ’r giz d’ur baron.


   Ma lare ann eil d’egile :
— Kassomp ganimp ar bugel-me ;

   A vrema hon divertisso,
P’ vo deut en oad hon servijo. —


II


   Ma lare ar mestr d’ar vestrez,
— Dimezomp ’r mewel d’ar vatez. —

   — Dimet ho mewel pa garfet,
Ma matez na vo ket dimet ;

   ’Benn ma timezinn ma matez,
Me renk ober gant-hi tiegez ;

   Me renk ober gant-hi tiegez,
Pevar eujenn, peder buc’h leaz,

   Diou boezellad a bep-seurt ed ;
En ti hi mamm n’ho c’havjac’h ket. —


III


   Pa ’z ia ma mestrez d’ar pardon,
Me ia gant-hi, evel rezon ;

   Me ia gant-hi, evel rezon,
Dre ma oann plac’hik a-feson.

   Pa oamp-ni o tremenn ar c’hoad,
Ha ni o vont da disheoliad ;

   Oc’h azeza war ar c’hlazenn,
Tapout hi fenn war ma barlenn.

   O tont un dra da laret d’in :
— Kommer da gontel ha laz hi.

   Te a vo laket en hi lec’h,
Te ’vezo groeg ann tiegez ;

   Kuz ann ez-hi ’n touez ann deillou,
Met hi botou hag hi loerou…… —


IV


   Ar vinorezik a lare
Er ger d’hi mestr pa arrue :

   — Itron Varia ann Drindet,
Ma mestrez paour a zo lazet !

   Lazet ez eo ma mestrez-vad,
Gant ar forbaned, bars ar c’hoad ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


   — Tawet, mestrik, na oelet ket,
Me a reï d’ac’h-c’hui ’vel bepred ;

   Me a reï d’ac’h-c’hui ’vel bepred,
Met monet ganac’h da gousket ;

   Met monet ganac’h da gousket,
Ha monet iwe, mar be red. —


V


   Pa oant dimet hag eureujet,
Ha poent d’ez-hi mont da gousket[2],

   Oc’h arruout unan en ti,
Peder sierj-koar dira-z-hi ;

   Peder sierj-koar dira-z-hi,
Ur goulou-koar war bep-gouli !

   — C’hui eta oc’h euz eureujet
Ann hini a deuz ma lazet ?

   Ma c’huzet e-touez ann deillou,
Met ma botou ha ma loerou ! —

   — Ha petra vezo gret out-hi ? —
— Klask pevar marc’h d’hi ziframmi !

   Klask pevar marc’h d’hi ziframmi,
Gori ar forn hag hi dewi ;

   Ha gant ann tan pa vo dewet,
Gant ann awell ’vezo gwentet ! —


Ur baourez koz a Blougonver. — 1855.


──────────
  1. Deux communes des environs de Lannion.
  2. On trouve une situation analogue dans le recueil de M. Jérôme Bujeaud, Chants et chansons populaires des provinces de l’Ouest (tome II, page 239), à la pièce qui porte le titre de : Le Mari assassiné :

    …… Quand fut au lit, le soir des noces.
    Elle aperçut un ange blanc,
    Qui avait l’ cœur couvert de sang.

    — Ah ! tiens-le bien, ma chère femme.
    Ah! tiens-le bien entre tes bras,
    Celui qui m’a mis au trépas.

    Garde-le bien, ma chère femme.
    Garde-le bien toute ta vi’,
    Moi, je m’en vais dans l’ paradis ! —