Baro Spern hag Ivin

J. Maisonneuve, 1898  (p. 148-158)



BARO SPERN HAG IVIN
————
I



Ann de m’on et poll ouz ma bro ;
D’ann oll ’meuz laret kenavo.

Hag o tremen ouz ar vered
Da droad ar groaz on daoulinet ;

Eur garlantez spern ha lili
Am euz boutet en douar pri,

Eur boudik-spern, ’vid ho gempenn
Staget tro-a-zro lili gwenn ;

Pedet ’m euz ann otro Doue
(Ma glev Doue pedenno-ze) :


— Honnez a dalc’h ma c’halon baour,
Ann Anko ra dai d’am sikour

Evid ann anken d’hi starda,
Eur wech ma ve d’ei d’am enkoua !

Evel eur sparl e rod ar c’har
Treuzo houd—spern kalon digar,

Ha mesk lili gwenn hec’h ine
D’ober hi foan chomo noz-de !

Ha r’c’hoarvefe d’in kement all !... —
Diwalled ouz pedenno fall

Rok oe dizec’het ar boud glaz
Ha gwenvet lili ’troad ar groaz,

Troaz hi fenn d’ar plac’h iaouank ;
Goelet am euz, ’vel ruill ar stank.

Ma dousik-koant am boe gwestlet,
Ha d’ann Anko z-eo dimezet ;

E bered hon farouz breman
A gousk hec’h hunik divezan.


II


O vond en hent, hep tra da frealz ma c’halon,
Troc’hiz eur boud ivin e ti ann anaon.

Bar ivinen koantik, c’houez vad at euz losket
’Vel louzou war gouli d’ar paour kez divroet !

Pa sav ma nec’hamant ’vel awel-kroz war vor,
Boudig ann anaou digas koun ouz Arvor :

N’eo ket ann od du-hont, ha pelloc’h al listri,
Ha tro-trez diwar nij o c’hoagat ar brini ?

Ekreiz ar c’hoajo frank ann evned a diroll,
Dreist kribel ar menez arok ma guz ann heol ;

Skiltr eo dre ann hent kleuz tol skourje ar glaouer,
Ha mouez ar foueter-bro pa gan ken dibreder.


War-dro koan, ouz ar skol war ann dachen huel,
Me ’fel1 d’in klevet c’hoaz mamm gez ouz ma gelwel.

Ar c’hleier a vransell : ’vid ann ofern-bred e,
Evid eur vadeiant, pe d’eur c’haon marteze ;

Kempennet ann iliz, ha chetu tond emez
Eur rum merc’hed en gwenn, ’vel de gouel ar Werc’hez ;

C’houec’h ’doug ho mignonez d’he be zo war ar roz,
C’houec’h all kan gwerz ’digor ann nor er baradoz…

Bemnoz arsav mouejo ’zo mouget da viken,
Pa bar ma daoulagad war ar boud ivinen.


III


Me ’gar dindan skeud ar stered
Heulia koumoul en oabl stignet,
Bale d’ann ineo poaniet.


Groage ’m euz sellet eur vandenn
O vond en du, goeliet ho fenn ;
Unanig a semplaz adren ;

D’hi c’halon dougaz hi dornik,
Lec’h eur spemen a dreuze mik,
Ha bleun lili ’bek ar boudik.

Ha klewet ’m euz ’vid ann noz-ze
Eur vouezik kun dre ma hunvre,
Ken truezuz d’in a lare :

— Mar plijfe d’ac’h sevel ma foan,
Distrofed war ma be buhan,
’R bar ivin boutfed hoc’h-unan... —

Evid hi c’havout, Doue oar,
Afenn dre eur mor a c’hlac’har
Pe tan ar purkator dispar ;

Me oar ive oe miret d’in
P’eman en enkrez, bete m’in
D’hi diboania war ine daoulin ;

Ha p’am o savet hec’h anken,
War ar goabr skanv n’hirvoudo ken,
Na biken n’hi gwelin, biken...


Ha didruez on ’ta, Siwaz !
Ma finijen-me ve re waz :…
D’ez-hi me dougo ’nn ivin glaz,

P’em galvo Doue ma-unon ;
Ha d’hi zro treuzo ma c’halon
Gand hi spernen ; ra treuzo don !

Ha war-he-lerc’h m’ine poaniet,
Holl daouïg ouz skeud ar stered
Gand ar c’houmoul afomp bepred.