Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Janed Derrien.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 490-492)



JANNET DERRIEN
______


I


   Ann Derrien koz a lavare
D’he verc’h Jannet, un dez a oe :
— Ma merc’h Jannet, mar am c’haret,
D’al leur-newe na efet ket.

   — Bet drouk gant ann nep a garo,
D’al leur-newe me a ielo ;
Mar be sonerrienn, me danso.
Gant ma dous koant Iouenn Gwillou.


II


   Jannet Derrien a lavare
D’ Iouenn Gwillou, el leur-newe :
— Mar am difennet mad fete,
Me hoc’h eureujo goude-ze.

   Ann aotro ar Recho ’lâre,
El leur-newe pa arrue :
— Demad holl el leur-newe-ma,
Jannet Derrien pelec’h ema ?

   — Eman duze ’n korn ann dansou,
Gant he dous koant Ervoan Gwillou.
’Nn aotro ’r Recho ’vel ma klewas
’Tal ann danso a em rentas.

   Ann aotro ’r Recho a lâre
D’Ervoan Gwillou eno neuze :
— Em denn al lec’h-se, preponier,
Honnes n’eo ket euz da affer.

   — ’Wit kement am eûs friponet,
Ho plajo n’am eûs ket lipet ;
M’am bije un tammig krennenn,
M’ho kasje kuit brema soudenn !

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Kriz ’vije ’r galon na oelje,
El leur-newe nep a vije,
O welet al leur o ruia
Gant goad ’nn dud-jentil o skuilla ;


   Gant goad ’nn dud-jentil o skuilla,
Ervoan Willou euz ho lac’ha…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


III


   Ervoan Willou a lavare
’N ti ’nn Derrien koz pa arrue :
— Set’ ho merc’h aze, Derrien koz,
Ma eo deut d’ar gêr, me ’zo kaoz.

   Ann Derrien koz a lavaras
D’he verc’h Jannet, ’vel ma klewas :
— Dalet ma merc’h, ’nn alc’houeo-man,
Roët gwerz un tok newe d’ehan ;

   Roët gwerz un tok newe d’ehan,
’Vô diou blumachenn warnehan.
— N’ ê ket ’vel-se a c’hoarveo,
Ho merc’h Jannedig hen defo !

   — Aotro Doue, ha posubl ’ve
Perc’henn pemp kant skoed a leve,
Ur bouezellad gwinis bemde,
Mab ’n amunuzer as be-te !

   — Bet drouk gant ann nep a garo,
Ervoan Ar Gwillou me am bô !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Kanet gant Jannet Ar Gall,
Mates en Kerarborn, — Plouaret


_____________