Jezuz-Krist en Breiz-Izel



JEZUZ-KRIST EN BREIZ-IZEL.
________


IEZ TREGER.


I


Hon Zalwer Jezuz-Krist a oa deut da ober un dro en Breiz-Izel, gant sant Pezr ha sant Iann. Mont a rent dre-holl, da di ar paour evel da di ar pinvik, hag a prezegent en ilizo, er chapello, hag alies en dachenno, dirag ar bopl dastummet.

Un dez, en kreiz ann hanv, a oant o pignad ur c’hreac’h hir ha zonn. Tomm a oa ann heaul, ha zec’het ho defoa, ha na gavent ket a dour. Digwêt war-leinn ar c’hreac’h, a weljont un ti bihan zoul war vord ann hent.

— Eomp aman da c’houlenn dour, a laras sant Pezr.

Pa oent êt en ti, a weljont ur vroac’hig [1] koz azeet war men ann oaled, ha war ar bank-dosal, ekichenn ar gwele, ur c’havr o rei da dena da ur bugel bihan.

— Ur bannac’h dour, mar plij, mamm-goz, a laras sant Pezr.

— Ia sur, dour am euz, dour mad ; met n’am euz ket kalz ouspen iwe.

Diskenn a rez ur skudellad dour euz ar picher, hag ac’h evjont ho zri. Neuze a tostajont da welet ar bugel o tena ar c’havr.

— N’eo ket d’ac’h ar bugel-man, mamm-goz ? a laras hon Zalwer.

— Nann sur ; ha koulzgoude ec’h eo ’vel pa vije d'in. D’amm merc’h eo ar bugelig ; met marwet eo he vamm o c’henel anehan, hag ac’h eo chommet war ma diouvrec’h.

— Hag he dad ? — He dad a zo beo, hag ec’h ha bemde, kerkent hag ann de, da deweziata da un ti pinvik a zo en-kichenn ; hag a c’hone eiz gwennek bemde hag he voued ; ha setu holl ar pez hon euz ewit bewa hon zri.

— Ha mar ho pefe ur vuc’h ? a laras hon Zalwer.

— Oh ! mar hon befe ur vuc’h, neuze a vefemp evuruz ; me ac’h afe da vesaa anehi war ant hentjo, hag hon befe leaz hag amann da gass d’ar marc’had ; met n’am bo bikenn ur vuc’h.

— Ma ! roet d’in ho paz un tammig, mamm-goz.

Hon Zalwer a gommerras baz ar vroac’h-koz, hag a skoas gant-hi un tol war ven ann oaled ; ha kerkent a savas ac’hane ur vuc’h-vriz ar c’haera, ha leaz gant-hi a-leiz he zez !

— Jezuz-Maria ! a laras ann hini goz, penoz eo digwet ar vuc’h-se aman ?

— Dre c’hraz Doue, mamm-goz.

— Bennoz Doue war-n-oc’h, aotrone geiz ! me a bedo ewit-oc’h bep-beure ha bep-noz.

Hag ec’h ejont ho zri en hent.

Ann hini goz, chommet ic’h-unan, na skuize ket sellet euz he buc’h : — Kaera da vuc’h ! ha vel ma zo leaz gant-hi ! met penoz eo digwêt aman iwe ? O skei un tol gant ma baz war ann oaled ! Ar vaz a zo chommet ganen, ar men oaled a zo bepred iwe. Mar am befe ur vuc’h-all evel homan a-vad ! Marteze n’am euz netra da ober ewit-se nemet skei gant ma baz war ann oaled ?

Hag a skoas un tol gant he baz war ar men-oaled ; — ha kerkent a tilampas ac’hane ur pikol Bleiz pehini a dagas ar vuc’h-vriz war al lec’h !

Hag ann hini-goz e mez he zi, ha da redek warlerc’h ann tri dremeniad, ha da grial : — Aotronez ! Aotronez ! — Evel na oant ket êt pell c’hoaz, hi c’hlewjont hag a c’hortozjont anehi.

— Petra a zo c’hoarveet, mammig-koz ? a laras hon Zalwer.

— Allas ! ur Bleiz braz a zo digwêt bars ma zi, kerkent ha ma ’z oc’h bet êt-kuit, hag hen euz taget ma buc’h-vriz !

— Ia pa oc’h euz galwet anehan, mamm-goz. Distroït d’ar gèr, hag a kavfet c’hoaz ho puc’h, beo ha iac’h. Met beet furoc’h en amzer da dont, ha na c’hoantaet ken ober ar pez na c’hall nemet Doue he-unan.

Hag a tistroas d’ar gèr, hag a kavas he buc’h beo ha iac’h, hag a anaveas neuze penos a oa ann aotro Doue a oa bet en he zi.


II

Ur wez-all a oant are en hent ho zri. Digwêt a oa wardro diou eur goude kreizdez, hag ével n’ho defoa debret tamm a-bed aboe ar beure, ho defoa naoun. Pa oant o tremen a-biou un ti war vord ann hent, a weljont en toul ann or ur vates o verrad toaz ewit ober krampoez.

— Eomp en ti-man, a laras Sant Pezr, hag hon bo krampoez.

Mont a reont ho zri bars ann ti.

— Demad d’ac’h holl bars ann ti-man, tudo geiz. —

— Ha d’ac’h iwe, aotrone. —

— Ni a zo tri zremeniad, pell a zo en hent, hag a zo skuïz, hag hon euz naoun ; kavoud a raemp un draig bennag da debri, ewit arc’hant ?

— Ia sur, a laras ar vestres ; eman ar vates o verrad ann toaz, ha bremaïg a vo krampoez.

— Mar be bolante Doue, a gredan, a ve mad da laret, eme hon Zalwer.

— Oh ! a laras neuze ar vates, gret eo ana toaz, ha krampoez a vo sur !

— Ma ! eme hon Zalwer.

— Hag ec’h azejont da c’hortoz. Ar vates a lakaas neuze daou drebez war ann oaled, hag a rez tan indan-he. Goude a kommerras ar varac’h a oa ann toaz en-hi, wit hi zostaad d’ann oaled. Met setu ma tifonz ar varac’h ; ha skuillet war ann douar holl ar pez a oa en-hi ! hag ar vates da estlammi ; hag ar vestres da grozal !

— Breman, Aotronez, emehi, ec’h hallet mont da glask krampoez el lec’h-all, rag ewit aman na vo ket a grampoez fete !

— Eo ! eo ! gant graz Doue, a laras hon Zalwer.

Ha gant penn he vaz a stokas ar varac’h a oa êt a bezio, ha setu-hi da dont kerkent en he fez hag ann toaz en-hi. — Ha souezet braz tud ann ti ! — Hag a oe gret krampoez, hag a tebrjont, hag ec’h ejont goude en hent are. Met a-rok mont-kuit, hon Zalwer a laras d’ar vates : — Ha dalc’hit sonj-mad, ma flac’h, ez eo mad laret bepred : Mar be bolante Doue [2] !


Kontet gant Marc’harit Fulup, a baroz Plunet.

Miz ewenn 1869.


_____________


  1. Tous les diminutifs bretons en ig ayant leur pluriel en igou, je pense qu'il convient d'écrire le singulier en ig, par un g et non par un k comme on le fait généralement, et comme je l’ai fait moi-même dans mes précédents écrits bretons.
  2. Les paysans bretons ont sans cesse cette phrase à la bouche, quand ils expriment un désir ou un espoir.