Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Margodig.

1890  (Levrenn I, p. 178-182)



MARGODIC.
____


O retorn deuz Sant Iann-ar-Biz,
D’ac’h, Margodic, a brometis

Birviken james feumeulen
Met-oc’h, Margot, na eureujfenn.

— Salocraz, otro, trugare !
N’ veritan ket an enor-ze,

C’hui a zo mab eur c’honseiller,
Me a zo merc’h eur jardinier.


— ’Wit-on d’ veza mab a di braz,
Margodic, me n’ ran ket a gas,

Gant ma hallin-me beza well
Euz ho carante ’roc merwell.

— Ma c’harante, keit ma vewin,
Wit se, otro, hoc’h assurin.

Se, otro, hoc’h assurin rin,
Met nann en hano da dimi.

— Margodic, d’in-me leveret,
Petra ’zo caus n’am c’haret ket ?

Petra ’zo caus n’am c’haret ket ?
Me ’m eus mado, c’hui n’oc’h eus ket.

— Hac ho pe mado, ’meï, otro,
Me ’meus genet, hac ho dalvô ;

Hac a dalv muioc’h ma genet
Wit kement mad hoc’h eus er bed.

’Wit-on me da veza dister,
Ha beza merc’h eur jardiner,

Me oar lenn, scrivan war baper,
Coulz ma oar mab eur c’honseiller.

— Margot, Margot, ma dousic coant,
C’hui deufe ganin-me d’am c’hambr ?

C’hui deufe ganin-me d’am c’hambr ?
A bemp cant scoet m’ho craï contant.

— Miret, otro, ho pemp cant scoet,
Pe reit-int d’an nep a garfet ;

Pe reit-int d’an nep a garfet,
Wit-on me n’ho goulennan ket.

— Margodic, lavaret-hu d’in,
C’hui deufe ganin-me d’am zi ?

C’hui deufe ganin-me d’am zi ?
Me vewfe anoc’h disoursi ;

Ha me ho cuisco en goege,
Hac en pourpr hac en cadrine.

— Ar goèg, otro, ’zo d’an iliz,
Hac ar pourpr a zo d’ar bourc’hiz,


D’an dud gentil ar c’hadrine ;
Me n’ c’houlennan nicun an-he.

Tarn diaoul hini deuz ma ligne
Na’ n eus bet dec scoet a leuve ;

Na n eus bet dec scoet a leuve,
Me n’ouzon ket ar c’hontjou se

— P’in d’ho coulenn, Margot, d’ho ti,
Na ret ket a wall-respont d’in,

Met roët d’in eur respont-vad,
’Vel ma roas ho mamm d’ho tad !

— Ho ! euz ar goulenn a refet
Otro, a veet respontet ;

Rac, mar goulennet agreabl,
C’hui vo respontet favorabl ;

Ha mar goulennet dishonest
Ho comprimant finisso prest.


II


— Margodic, lavaret-hu d’in,
Breman pa ’z oc’h dimezet d’in ;

Breman pa ’z oc’h dimezet d’in,
Ha c’hui am c’har dreist peb-hini.

— Ho ! ia sur, ho caret ran-me
’Vel m’am bije genet, leuve ;

Ma vijac’h er prison laket,
Endan tri alc’houe ranfermet,

Me angachfe ma hol leuve
Ewit ho tennan ac’hane.


Mac’harit Fulup, 1872.

______________