Wikimammenn:Burevidi

Ar vurevidi er Wikimammenn eo ar verourien gant ur galloud teknikel :

  • da envel implijerien evel merour pe bureviad;
  • da reiñ ar statud bot d'un implijer pe d'e dennañ digantañ; ha
  • da adenvel un implijer.

Met ne c'hellont ket reiñ ar gwirioù a verour pe a vureviad d'un implijer all nemet ur wech prouet dre ur vot ez eo a-du an darn vrasañ eus implijerien ar gumuniezh gant seurt ober. En hevelep doare, reiñ ur statud bot, pe kemm anv un implijer, ne c'hello bezañ graet nemet en un doare ral ha prederiet. Ur perzh ret evit bezañ bureviad a zo doujañ da ali ar muiañ-niver ha bezañ gouest da zisplegañ kement dibab graet gant an den en un doare seven. Ar vurevidi ne c'hellont ket tennañ ar gwirioù a verour pe a vureviad. Kement-mañ ne c'hell bezañ graet nemet gant ar stewarded, tud dizalc'h eus neb wikimammenn dilennet bep bloaz.

Burevidi er wikimammenn kemmañ