Wikimammenn:Petra eo ar Wikimammenn?

Ar bajenn-mañ a zo he fal deskrivañ petra eo ar Wikimammenn ha perak ez eus outi.

Ar pezh eo kemmañ

Ur raktres a diazezadur Wikimedia a-youl-vat he c’henlabourerien eo Wikimamenn. Ul levraoueg enlinenn eo. Kavet e vo amañ oberennoù frank a wirioù ha troidigezhioù e brezhoneg eus forzh peseurt yezh. Dielloù istorel a c'heller kavout amañ met ivez pajennoù gouestlet d'an oberourien ha d'o oberennoù.

Ar pezh n'eo ket kemmañ

Ne vez ket degemeret pep tra er Wikimammenn. N'eus ket tu da derriñ ar gwirioù oberour war un oberenn warni gwirioù miret strizh, dre-se ne vo ket kavet er wikimammenn oberennoù ha n'int ket en domani foran pe gant un aotre-implijout frank. Ne vo ket kavet kennebeut skridoù ur c'henlabourer eus ar wiki-mañ na danvez o tennañ d'ar matematikoù (formulennoù, taolennoù…). Tarzhoù (evit ar stlenneg) ha stadegoù (disoc'hoù votadeg) a vo skarzhet ivez. Traoù all a c'hell bezañ forc'het evel-just eus ar wikimammenn dre bolitikerezh pe kenemglev.