Piou e ta na welas, war lein ar meneziou.
Arzur, ar Roue meur hag e dud a vrezel ?
Arzur n’eo ket maro. Lemmomp hor c’honteliou,
Da droc’ha ’n hualou ’zo en treid Breiz-Izel…
Barzed, dornatet ’ta kerden an Delen dir,
Zonerien, c’houezet ’ta en ho sac’h-binïo :
Breiz a zo disparlet, dihunet eo ’vit gwir.
— Arzur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoaz maro.
Aboue pemzek kant vloa, hon deus gwelet ni-holl,
’Mesk ar c’hwabrennou gwenn a nij en tarz-an-deiz,
Pe ’mesk ar c’hoummoul ruz a lugern d’ar c’huz-heol,
Brezelourien spountus hag Arzur en o c’hreiz.
O c’hlezeier pounner ’hijent a-uz d’o fenn :
Reuz d’an enebourien ! Ar c’hlezeier ’falc’ho
An izili evel an ed war an dachen :
— Arzur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoaz maro.
Gallet ’c’h euz hor plega, enebourien trubard,
Pad eur pennad amzer rei lezennou d’imp-ni ;
Mez prestik ’arruo an dervez kaer ha zard
Elec’h e vo red d’ac’h diouz ar vro dilec’hi.
Ha na glevet-u ket an douar o finval !
En bered peb parrez, euz pep bez’ sav klemmo :
— « Pouner eo an douar moustret gand an dud fall… »
— Arzur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoaz maro.
En Breiz e ve kavet tudou nec’het o vont,
Pa deu an abardaez, na oar den da belec’h ;
Ha ruza e reont, kentoc’h ’vit na kerzont,
En-tre an hinchou treuz en eur hija o brec’h…
Kaset armou-brezel war bez an anaon :
Felc’her lemm, bouc’haliou, kren-vejer ha gwafiou :
Maro ha beo ’c’h efomp, pa vo ’n drompilh o son :
— Arzur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoaz maro.
Oh ! kanet ’ta, Barzed, reudet ar c’herden dir,
Ma vezo skiltrusoc’h Telen an Emgannou.
Tud gwiziek lakaet an tan-gwall en peb gir ;
Paotred Kernew, c’houezet, gouezek, ’n ho pinïou.
C’houi holl, paotred a verv, en ho kalon, ar gwad,
Dindan ar vac’herien a c’hoarz ouz ho poanio,
Zavet ho mouez d’an nec’h, en Arvor, en Argoad :
— Arzur, Roue kadarn, nan eo ket c’hoaz maro.
Kanomp holl, war-eun-dro : « Breiz eo ar vraoa bro.
Mui eget ar Breizad, den na zo kalonek :
Muioc’h leal na zo, zo bet, nag a vezo ;
Ar wirionez ’difenn ’n e-unan enep dek,
Re bell an Ermeziad ’n euz c’hoariet gantan.
En-kreiz e nerz, prestik al leon a zavo.
Trubarded digalon, zouden ’ c’halfet krenan ;
— Arzur, Roue kadarn, nan eo ket c’hoaz maro.
Eur vro evel homan, mervel biken na c’hall !
Tud evel ar re-ma ’eil-c’han ’n o bugale !
Meur ’wech hon eus skuilhet hor gwad evit Bro-C’hall,
Gouzomp ta hen skuilha evit hor Bro ive.
Hor zent hon difenno pa ’c’h omp dimeus o gwad,
Ken pell ma vo lagad Doue war hon farko.
Er Bed, evel en Nenv, Breiz-Izel a dle pad :
— Arzur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoaz maro.
|