Lajat, 1909  (p. 356-360)



Dirak eur be…


Tôn : Ker Is.

d’am mam garet


Hag e stouïs ouz troad ar be
Ha ma daerou stank a ruilhe,
Eiz mizez hir oa tremenet
Aboue n’am oa ket he gwelet…

En keit-se oa bet ar Maro,
Dizeblant oc’h ober e dro,
O falc’het ar vleuen dener
A boan krog an neve-amzer.

Sonj poanius !… Ar wech diwean
He gwelis, e oamp c’hoaz aman,
Deut holl da laret eur beden
War be hon eontr en eur dremen…

— « Koantât da lec’h… Bravât bered !
» Pa vin maro, emei, m’ho ped,

» Laket ma c’horf da ziskwiza
» Eus koste ma eontr, en tu-ma… »


Hag en eur zellet d’an douar,
Hi a chomas pell dilavar,
Hep sonjal, marvad, e vije
He c’horf eno dek sun goude.

Ha ma daerou stank a ruilhe,
War he men-be me a lenne
He hano ker… Filomena,
Oajet a ugent ha tri bla…

Tri bla warn-ugent, ma Doue,
Poanius eo mervel d’an oad-se !
Dilezet kerent, mignoned,
En kreiz yaouankiz ha gened.

Eur c’hlenved garv ha didrue
He diskaras abenn tri de :
— «… Ma Doue, ec’h an da vervel
» Ra vezo groet ho youl zantel… »


Hag evel m’he devoa bevet,
Harpet gant eur vam c’hlac’haret,
E tremenas al lilien,
Pell re gaer evit hon zraouïen.


Krisât kêlo… Oh ! pa glevis,
Kredi kement-se me n’hallis ;
Ne oa ket c’hoaz nemeur amzer
Hi a zigase d’in lizer…

Ar gwasan, a greiz serviji,
Dalc’het ma-unan er c’hlanvdi,
N’hallis ket, en despet d’am c’hoant,
Heuilh he c’horf d’an douaramant

Evit distan glac’har ha poan,
War gwern al lestrig, ma unan,
E saven goude da bedi,
Da bedi, da huanadi…

Hag e welen ma c’hoar garet,
Ma bugaleaj alaouret ;
Hi ar c’hosan, karget d’hon ren,
Holl a blegemp d’he gourc’hemen ;

Hag e welen anei bepred,
Gant eur galon leal meurbed,
O varn pep-hini ac’hanomp
Pa vije dizurz entrezomp,


D’he c’homz fur ar peuc’h a deue
Hag an ebad a hadkroge,
Mar vane unan da vouza
Hi a deue d’hen kennerza…

Sonj ar blaveziou tremenet,
Ha me war he be daoulinet,
A lake ma glac’har krisoc’h
Ha ma daerou da ruilh puilhoc’h…

— Nan, nan, arabad chom aze,
A waz ’vi goude, marteze,
N’ankoua ket ec’h out o sevel [1]
Diwar eur c’hlenved, ma bugel.

Ha warlerc’h ali mam ha tad,
E kwitaïs gant kalonad,
En eur drei eur zell diwean
War ve didrouz ma c’hoar henan…

— Kousk aze en peuc’h, c’hoar garet,
Na vi birviken ankouaet,
War da ve gwenn zul, gouel, pemde,
E taoulinfomp gant karante.


Ar c’hlaz o klem ebarz an tour,
Hiboud tener ar wazig dour,
An avel o vouda kanvus
A luskello da hun padus…

Ha ni a bedo da c’hortoz
Bezan ganit er Baradoz,
Elec’h vo hon daerou sec’het,
Hon evurusted hadkavet…


————
  1. D’ar c’houlz-ze e tizroen a Doulon.