Diskenet euz an Envou, sperejou
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Diskennit eus an Nenvou.
1 Diskenet euz an Envou, sperejou evurus,
Deut adare da ganan meulodi da Jezus ;
Publiet e vadeles dre gantikou a c’hloar,
Hag anonset a neve ar peoc’h war an douar.
2. Diouanet zo eur rozen war vrouien Izaï,
N’euz ket en hon liorzou eur fleuren evelti ;
Evel eur flourdelizen zavet e kreiz an drez,
Deuz ar wezen a bec’het eo deut ar zanteles.
3. Ar vam a n-euz hen ganet a zo hanvet Mari,
Ar c’haeran euz an ele zo neubet dirag-hi ;
Choaset eo bet da bried gant ar Speret-Zantel,
Evit bezan Rouanes er pales eternel.
4. Mes pelec’h e fel d’ac’h-hu e kavfemp hon Roue,
En eur palez alaouret, pe eur c’hastel neve ?
E Bethleem a glevan e tle bezan ganet...
En eur gerik ken dister na n’euz palez ebet !
5. « Chilaouet, a lavare an èl d’ar bastoret,
« Ar feson d’hen anaout raktal ma hen gwelfet :
« Ar bugel zo mailluret en eur c’hraouik dister,
« War eun tam plouz astenet, hennes eo ho Salver ! »
6. Deut da vizitan Jezus, tud iaouank a weler
O pourmen dre an henchou ho kwiskamanchou kaer :
Mest an ol binvidiges ganet er baourante,
A rei d’ac’h eur gentel vad eneb d’ar vanite.
7. Evidoc’h, tud impudik, na dosteit ket aman ;
Na n-eo ket ho taoulagad dign da zellet outan !
Ne zavet ket ho sellou war e Vam ar Werc’hes,
Tec’het pel euz al lec’h-man, ha ruet gant ar vez !
8. Tosteit, ineou fidel, da domman ho Krouer,
Krenan ra gant anouet ar bugelik tener !
Lojet-han en ho kalon, kled mad a vo eno,
Gwel evit en eur palez genac’h enem blijo.
9. Pe kentoc’h, tommet ho Mab, Mari, ouz ho kalon.
Eno ema e balez, e oter hag e dron :
Ne gavo nemet eno an denerediges,
A n’euz karante eur vam e kalon eur werc’hes.
10. Ar galon-ze ken tener a ranno hant glac’har
Pa renko ho Mab unik mervel war ar C’halvar :
E ol voad dre bemp gouli a skuillo evidomp ;
C’houi ive, Mam druezus, bezet zonj ac’hanomp !