- Diskenomp holl, kristenien, diskenomp war-eun-dro,
Betek e-kreiz an ifern d’ober eun tammig tro
’vit ma heuilhimp ar furnez, an onestiz kristen
Hon miro ouz ar poaniou a bado da viken.
- An ifern a zo eul lec’h leun a denvalijenn,
Ne weler kammed ennan eur fulenn sklerijenn,
An doriou ’zo bet serret ha prennet gant Doue,
Ha n’ o digoro biken ; kollet eo an alc’houe(z).
- An tangwall an euzusa ne deo nemet moged,
E-kichen tan an ifern, pa grog er re daonet ;
Hag aman e-kreiz an tan, ma tev korf, izilli,
En ifern, korf hag ene chom bepred da virvi.
- Eno, war ar re zaonet o redet ar c’houez,
A-berz lealded Doue, dalc’hmat hag hep paouez.
Na pegen kriz ne vo ket eno ’ta ar vuhez,
E-kreiz eun tan peurbadus, hep gallout kaout truez.
- Kaer devo eno yudal, klask distana o foan,
Ne ray nemet o brouda war wasaat an tan.
Siouaz kouezet en ifern, echu da bep pardon
N’eus met dizesper eno o krignat ar galon.
- N’eo ket eur vuhez hounnez, klevout eno dalc’hmat
Ar malloziou o koueza barrad war-lerc’h barrad :
Tad ha mamm ha bugale bepred en em damall,
O skei an eil egile, didruez, en tangwall.
- Pa vezer leun a yec’hed, yaouank ha dibreder,
Da heul kement fals vignon, dinec’h-brao e reder ;
Met e-kreiz tan an ifern, mignoned an douar,
N’int ken met enebourien, ’vel chas klanv e kounnar.
- Diwallit-mat, m’hoc’h asped, c’houi a vev hep kredenn ;
N’eus Doue ’bet evidoc’h, na mui feiz na lezenn.
An neb na glask er bed-man nemet mont en e roll,
Deut ar maro, en ifern, da viken a ’n em goll.
- Pegen kriz chom da viken da leski ’kreiz an tan !
Mar deo eur Gwall boan hounnez, ez eus c’hoaz gwasoc’h poan :
Beva pell diouz Doue ha biken pardon ebet,
N’eus gwasoc’h merzerenti da galon, da spered.
- Dalc’homp, evel kristenien, hon penn uhel d’an nec’h,
Hag hon treid, hed hon buhez, digailhar war ar sec’h,
Ha ne vo ket evidomp ifern ebet goude ;
A-denn-askell e nijimp da Varadoz Doue.
|