Lavar d’in-me, kenvrôad kêz,
Eus an douar petra dennez
Nemed c’houezenn ha dîenez ?
Ar Maeziad :
N’eman ket va foan vit netra :
An douar a ro d’in bara
Hag eur vuhe deus ar c’haera.
Ar C’hêriad :
Da labouriou vê divalo,
E-kreiz ar pri, dindan ar glo,
E riskl da baka da varo.
Ar Maeziad :
Divalooc’h c’hoaz da re-te,
Kreiz poultreun ha moged bemde,
Hep kan, nag êr na librente.
Ar C’hêriad :
Hogen, eus va diaezamant
Me vê digollet gant arc’hant :
Deus unan d’id me a douch kant.
Ar Maeziad :
Goude ma touchez goprou kaer,
Te gav buhan o flas en kêr
Hag a zistro paour-du d’ar gêr.
Ar C’hêriad :
Nag a blijadur hon deus-ni
Gant an « theatr » hag ar c’hoari !
Te vê poaz gant ar velkoni.
Ar Maeziad :
Ya da ! eur wech bep pemzek-te
E vê klevet da c’hoarzin-te ;
Me vê zeder noz ha beure.
Ar C’hêriad :
Em labouriou me wel bepred
Ijin an dén hag e Spered
O tispak gant nerz ha kened.
Ar Maeziad :
Pa boanian war va labour kouer,
Me wel lugernus en oabl sklaer
Brasder ha galloud va C’hrouer.
Ar C’hêriad :
Me gav da ziskuiza bemnoz
Eun ti dalc’het kempenn ha kloz,
Kement ha maner « Koad-an-Noz ».
Ar Maeziad :
Vit ma zi da veañ dister,
Pa ’n em gavan me vê er gêr,
Frank warnon, dizaon rag al laer.
Ar C’hêriad :
Pa zigoue va deiou dihan,
Gant va moneiz e kemeran
Pe hent-houarn pe kirri gran.
Ar Maeziad :
Me c’ha bep sul d’an oferenn
Etre diou regennad spern-gwenn ;
Ne baëan sord evit tremen.
Ar C’hêriad :
Me zebr kig mad hag a ev gwin,
Evit chom nerzus ha lirzin
Da labourat ha da c’hoarzin.
Ar Maeziad :
Daoust ne zebran ket a voed flour,
Daoust n’evan nemed jistr pe dour,
Me zo bec’h d’id en pep labour.
Ar C’hêriad :
Me ruilh da heul va flanedenn,
Distag va muzell a bedenn,
Dizamm va spered a gredenn.
Ar Maeziad :
Me vale gant hent an dever,
Ha pa varvin, ’m eus an esper
Da veañ deut mad d’am Zalver.
|