Disput etre eur Pesketaer hag eur Pesk bihan

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar pesketaer hag ar pesk bihan.



Disput etre eur Pesketaer hag eur Pesk bihan
————

War dôn : Disul vintin pa oan zavet (bis)
Tri gavalier la du ron don,
Moa rankontret lan lu ron.

An de-all ec’h is gant ma gwall
Da besketa, ’bord ar c’hanal.

Da besketa trese Lan-Bern,
Lec’h ’zo pesked, pesked, eur bern.

Pesked alaouret, pesked flour,
O filostal ebars an dour.

Eun tammik hini a dapiz,
Oa ket brasoc’h eget ma biz.

Un’ e tapis, bihan bihan,
Hag hen berr berr, munut ha moan.

Un’ yaouank, un’ yaouankik c’hoaz,
Gwell vije bet ganin un’ braz.

Ar paour bihan, ar paourik kez,
A lavaras d’in en e yez :

« Me ’zo re vihan, ma leusket,
« N’eus ket diouin eur c’hinaouet.

« Pa vin deut braz, c’houi am zapo,
« Pa vin deut lart, c’houi am lac’ho. »

D’ezan kenkent e lavariz :
« Mad oc’h, gwell vad er c’horaïz.

« Deut em zac’h, nag e vec’h bihan,
« Kalz eveldoc’h a rei eur goan.

« Tammou bihan hag alies
« A garg ar c’hof, nag eo dies.

« Pesked bras, re vihan, re grenn,
« ’Zo mat d’ober eur fritaden.

« Gwell e pesk bihan er gôter,
« Eget un’ braz, un’ braz er ster.

« Emzavoc’h eo eur c’had tapet
« Eget eo diou, diou o redek. »

An Eün.