Alfonso Maria de Liguori
troet gant Gab Milin
Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 158-169).
◄   Trizekved kentel Diwar-benn senti Pevarzekved kentel   ►


Diwar-benn senti


15. - Ar gwella tra evit anaout ar pez a c’houlen an Aotrou-Doue digan-e-omp, eo senti oc’h kement hini ho deuz da welet var-n-omp. « Ar pez a fell da Zoue, eme sant Visant a Baol, ne vez great gweach ebed gwelloc’h eget pa zenter oc’h ar vistri ; » hag he lavar a zo hevel oc’h lavar ar Spered-Santel. Doue zo gwelloc’h gant-han ar zakrifis a reomp, o senti, eget an holl sakrifisou all, rak dre an aluzennou hag ar gastiz ne roomp da Zoue nemet hon tra, a zo ive he dra, e leac’h ma roomp d’ezhan, o senti hag o lakaat hor c’haloun hag hor spered dindan hon treid, e roomp d’ezhan kement tra a zo ac’hanomp. Mar taolomp evez mad e welimp ne d-eo ar madou hag ar gastiz nemet hep-ken eul loden ac’hanomp ; hogen Doue o kaout hor c’haloun hag hor spered, en deuz kement tra a c’houlen. Pa lavaromp eta da Zoue : « Aotrou, va Doue, grit d’in anaout war boez senti, ar pez a fell d’e-hoc’h hag a c’houlennit digan-en, ha me her graio dioc’h-tu ; » neuze ne choum mui netra da ginnig ha da rei d’ezhan.

16. — An den eta, hag a zo en em lakeat a-zevri da zenti e pep tra, a dle beza distag mad dioc’h kement a gar pe a gred. Pep hini a c’hell kaout he greden he-unan e-kever meur a dra zo, eme zant Fransèz a Zal, rak an dra-ze ne d-eo ket tamm e-bed a-enep ar mad hag ar zantelez ; ar pez a zo enn ho enep eo beza ker stag oc’h he greden, ker stag ma voar koulz lavaret hualet gent-hi. Hogen, ne d-euz siouaz ! netra diesoc’h d’an den eget en em zistaga evel-se diout-han he-unan, ha dre-ze ez eo bihan an niver euz ar re en em ro holl da Zoue, o veza ma ’z eo dibaot ar re a bleg da zenti a galoun vad. Tud a zo hag a gar kement ober pep tra dioc’h ma ’z eo lakeat enn ho fenn, ha pa gafent mad ober ar pez a lavarer d’ezho, mar d-eo red senti oc’h eun all-bennag, an dra-ze neuze a den da veza diez ha poaniuz d’ezho ; ha kement-se dre ne garont mont nemet da heul ho fenn. Ar zent n’ho den; ket bevet evel-se, ha war bouez senti ed ez mt bet atao euruz hag e peoc’h. Santez Janned a Gantal a lavaraz eun dervez d’ar c hoarezed euz he breuriez ober ar pez a garjent epad an deiz. Ne voa ket c’hoaz pardaez, ma teujont holl d’he c’haout, da bedi anezhi n’ho lesje ket hiviziken enn ho roll, rak, emez-ho, n’omp bet biskoaz ken enouet.

17. — Fazia a ra piou-bennag a gred ez euz eun dra-bennag gwelloc’h dirak Doue eget na d-eo senti a galoun vad. Sant Fransèz a Zal a lavar e pella dioc’h Doue, evit heuilla he garantez he-unan, an hini ne zent ket hag a fell d’ezhan beza a-unan gant Doue o pedi, o lenn pe oc’h en em zastum enn-han he-unan. Santez Thereza a lavar ouc’h-penn : « An ene a ra eun dra-bennag a eneb ar gourc’hemen, an ene-ze a zent kentoc’h oc’h an droug-spered eget na ra oc’h Doue, rak, eme ar zantes-se, aliou an Aotrou-Doue n’int ket a-enep senti ; ar pez a c’houlen digant an ene a zo troet mad d’he garet, eo ma sento a galoun vad. » Eun dra hag a zo great hervez ar gourc’hemen, a zo gwelloc’h, eme an tad Rodrigèz, eget na d-eo n’euz forz petra-bennag all ; gwell eo, a lavar c’hoaz, sevel eur goloen diwar an douar evit senti eget epad pell-amzer pedi ac’hanomp hon-unan, pe en em gastiza kalet. » Santez Mari-Madalen a Bazzi a lavare e voa gwelloc’h gant-hi senti eget pedi a galoun, rak, emez-hi, o senti e ran er-vad ar pez a fell da Zoue, e-leac’h marteze ne ran ket oc’h ober eun dra-bennag all. An holl Dadou santel euz an Iliz a lavar ive, oc’h hor c’helenn, e talvez kalz muioc’h d’an ene lezel eun dra vad-bennag hep he ober evit senti, eget na d-eo he ober heb ar gourc’hemen. Ar Werc’hez Vari a lavaraz da zantez Berc’hed : e c’hounid daou dra an hini n’en em gastiz ket, evit senti, ar mad en devije bet oc’h en em gastiza hag ar mad en deuz o senti.

An tad Fransèz Arias a ieaz eun dervez da welet an tad Iann Avila, he vignoun, hag o welet he-man nèc’het e c’houlennaz out-han perak. « Ha pegen euruz oc’h, eme an tad Avila, o veza ma vevit dindan eur mestr ha ma c’houzoc’h er-vad e rit ar pez a fell da Zoue ! Evid-oun-me, eme-z-han, ne c’houzoun ket ha plijout da Zoue a ran, o vont da brezeg euz ar gear-man d’ar gear-ze, pe o kovez ar re a zeu d’am c’haout. » An hini a-vad a zo dindan mestr, a c’hoar e ra ar pez a fell da Zoue, hag ez eo kavet mad gant-han kement tra a ra. Ha petra zo kaeroc’h d’an ene !

18. — Evit senti er-vad ez eo red d’an den plega he galoun hag he spered, red eo senti a galoun vad hep na ve izomm d’hor gourdrouz na d’hor c’hastiza, evel bugale. Red eo plega ar spered, da lavaret eo, senti oc’h hor mistri hep sellet na perak nag evit petra e roont d’e-omp ar gourc’hemen. War gement-man e lavare santez Mari-Madalen : evit senti er-vad, kaout eun ene hep spered a zo red. Sant Filip Neri a lavar c’hoaz ez eo red senti hep klask abek d’ar gourc’hemen, o veza ma tleer gouzout ez eo gwelloc’h senti, eget na d-eo ober netra all e-bed, ha pa ve zo-ken ar pez a fell d’e-omp da ober gwelloc’h kalz da welet.

19. — Setu penaos e tle senti ar gristenien oc’h ho zad-kovesour, ha talvoudek braz e ve d’ho ene heuilla, e pep tra, ar gourc’hemen hag an aliou mad a vez roet d’ezho e kador ar binijen ; oc’h ober kement-se e raint pep tra evit ho brasa mad. Sant Filip Neri a lavare : « Ar re a fell d’ezho kerzet ha bale skanv gant hent an nev, a dle kaout fisianz enn enn tad-kovesour mad ha senti out-han evel oc’h Doue he-unan. » Mar greont kement-se, ne vezo ket diez d’ezho displega ho c’houstianz d’an Aotrou-Doue, pa vezo red d’ezho mervel. Red eo kredi an tad-kovesour, rak an Aotrou-Doue a viro out-han da fazia enn hor c’hever. Ne d-euz netra hag a lakafe an droug-spered ken abaf enn he droidellou, evel heuilla, evit ar mad, kelenn tad an ene hag ober hervez ma fell d’ezhan. A hent all, ne d-euz ive netra gwasoc’h eget na d-eo en em ren an-unan. Sant Fransèz a Zal, o komz diwar-benn tad an ene, a lavar : « Evit bale rag-êeun enn hent an nev, ne d-euz gwelloc’h all da rei eget kelenn ar gristenien da zelaou mad ho zad-kovesour, ha da ober evel a lavaro d’ezho. » — « Klaskit el leac’h ma karoc’h, eme an tad Avila, birviken ne anavezoc’h kerkoulz ar pez a fell da Zoue a rafac’h, evel mac’h anavezoc’h o senti gant eur galoun izel. » Dre an hent-se, a lavar an holl dud a skiant d’e-omp da heuilla, ho deuz kerzet ar zent enn hor raok. Ar gentel-ze a zo roet d’e-omp c’hoaz gant sant Bernard, sant Bernardin a Zien, sant Antonin, sant Iann ar Groaz, santez Thereza, Jerson hag an holl dud gwisiek e lezen Doue. Sant Iann ar Groaz a lavar zo-ken ez eo tost da ziskredi euz ar feiz nep ne ra ket ar pez a lavar he dad-kovesour d’ezhan, hag ema enn ene an den paour-ze an ourgouill o vouga ar feiz. Etouez lavariou kaer sant Fransèz a Zal, an daou-man warlerc’h a zo mad da denna a boan ar re a zo re dost d’ho c’houstianz, pe a zo nec’het diwar-benn eun dra bennag a zell oc’h ar feiz. « Da genta, eme ar zant-se, biskoaz den e-bed ne d’eo bet eat da goll o senti a wir galoun ; d’an eil, pa lavar eun tad-kovesour da eun ene ema war an hent mad, a zo a-walc’h d’ezhan, hep n’en deuz izomm mui da glask gouzout penaos hag e pe zoare. » Kalz a deolojianed, me lavar tud santel ha gwisiek e komzou hag e lezennou Doue, ho deuz lavaret ez eo red ha red mad d’ar re skrupuluz mont a e-nep d’an nec’h ho deuz gant aoun na rafe, gweach a vez, gaou oc’h ho ene hag oc’h ho c’horf, evel ma ve o lakaat anezho da goll ho skiant pe ho iec’hed. Ar re eta a zo aounik a goustianz a dle krena kentoc’h pa ne zentont ket oc’h ho zad-kovesour. Evit peur-lavaret, setu ama warlerc’h e petra ema santelez an den : da genta, en em zilèzel he-unan a galoun hag a spered ; d’an eil, ober e pep leac’h hag e pep tra ar pez a fell da Zoue ; d’an trede, pedi hep paouez an Aotrou-Doue da rei d’e-omp an nerz da gas da benn an daou labour-ze, a zo digoret gan-e-omp hag hor beuz lavaret a raimp.


Peden a Garantez


Jezus, tad karantezuz, va Doue ha Salver va ene, pa ’z oc’h deut euz an nev war an douar d’en em rei holl d’in-me, petra a glaskin d’am zro war an douar hag enn nev nemed hoc’h-hu, va Doue, c’houi a zo mad dreist pep mad, ar mad ne d-euz nemet-han mad da veza karet ? Deut eta, c’houi hep-ken, deut da veza Roue war va c’haloun ! Grit ma vezo ho tra ha grit ive na garo va ene nemed-hoc’h ; grit na zento nemed ouz-hoc’h ha na glasko plijout nemet d’e-hoc’h-hu hep-ken ! Ne c’hoantaan tamm madou an douar, c’houi hep-ken eo a fell d’in, c’houi a zo hag a vezo va zenzor er bed-man hag er bed-all da viken. Rei a ran d’e-hoc’h, va Jezus, va c’haloun ha va spered : gwechall e savent a-enep d’e-hoc’h, evit brema ez int stag ouz-hoc’h gant liamm ar garantez. Grit mac’h anavezin ar pez a c’houlennit digan-en, ar pez a fell d’e-hoc’h, setu me ama o vont da ober kement a lavaroc’h d’in, gant ma vezo ho kras oc’h harpa ac’hanoun. Grit ac’hanoun eta hag euz a gement tra zo d’in, grit anezho holl ar pez a fell d’e-hoc’h ; e leac’h klemm, e tigemerin a galoun vad pep tra a zigasoc’h d’in ! O va Doue, mad ha karantezuz-meurbed, karet ho peuz ac’hanoun bete mervel evid-oun, me ho kar ive muioc’h eged-oun va-unan, hag etre ho taouarn e lakaan va ene. Dilèzel a ran a-vrema pep karantez ouz ar bed, dilezel a ran kement zo krouet, evit; en em rei holl d’e-hoc’h-hu, va Doue, va C’hrouer ha va Zalver. Dre ar poaniou hag ar gloaziou ho peuz gouzanvet o vervel evid-oun war ar groaz, va digemerit enn ho kaloun zakr, ha grit ma vezin enn-hi bete ma ’z in diwar ar bed-ma. Hiviziken, o va Jezus, ne fell d’in beva nemed evid-hoc’h, ne fell d’in karet nemed-hoc’h, ne fell d’in klask netra nemet ar pez a garit ; roit d’in ho kras, me ho ped, ha c’houi ive, Gwerc’hez Vari, c’houi a zo va fisianz enn-hoc’h, astennit ho tivreac’h d’am diwall ha d’am harpa.