Dogan
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Dogan skolveuriek.
LOM, eur polis.
LAOU, eur polis.
JEREMI, komiser.
POLISED 22, 6, 50, 9, 13
AN ARZOUR.
AR C’HANER, er-maez.
aparent rari nantes
Bureviou ar polis, e kêr Roazon.
Allo ! allo !… Eur c’hard eur ’zo emaoun o hopal e genou ar pellgomzer ha ne deu respont ebet d’in dre an orjalenn.
Ken d’it chom eur pennadig hep hopal, hag e teuio dit marteze eur respont bennak.
Allo ! allo ! Bouzar eo ar c’homiser Jeremi… Tri mil c’hast !…
Unan hepken…
Unan petra ?
Unan hepken. (Sila a ra d’ezañ eun draig bennak e pleg e skouarn.) Eur c’hast hepken. Den ne respont ha den ne responto : an Aotrou Komiser bras a zo, d’an eur-mañ, o c’hoari gant… Kompren a rez, Lom ? Unan hepken…
Ho ! la ! la ! ar seurt traou-se a gomprenan dioustu. (C’hoarzin a reont). Adarre gant e vestrez goant. A ! hennez a zo eul loen, m’hel lavar d’it. Ha setu perak en deus kaset e wreg da Sant-Malo !…
D’an hotel Solidor. Evit yec’hed an itron, a lavar an Aotrou.
A ! sant Malo benniget… Kerniel ar vaouez kaez a dle beza re bar da douriou an Itron-Varia. (Er pellgomzer) Allo !… Allo !…
Koll a rez da amzer, ha koll a ri da vouez.
Koulskoude, n’oun ket evit chom hep goulenn.
Goulenn pe chom hep goulenn a vo ingal d’imp. Pa lavaran d’it emañ, d’an eur-mañ, souchet brao e gwele e vestrezig.
Mar ne deo ket bet dihunet gant ar stailhadenn spontus, neuze moarvadt n’en-deus ket bet damant da nerz e gorf.
Hennez a zo eur c’hole-taro.
Allo !… Allo !… An houc’h anezañ ! ne responto ket.
Ar ger Jeremi a zegouez gant salopri… (Ar c’homiser o tont tre).
Allo ! petra ’ c’hoarvez ?
Petra ’ zo c’hoarvezet ?
Eun hanter eur ’ zo emaoun…
Da c’henou !… (D’ar c’homiser). Eun dra spontus a zo c’hoarvezet.
Petra ’zo c’hoarvezet ha petra a zo spontus ?
N’hoc’h eus ket klevet eur stailhadenn da bemp eur nemet ugent ?…
Eur boum hag eur bing, ’vel an ifern o tarza.
Klevet em eus — dre gousk pe dihun — ar boum hag ar bing, hag evit-se emaoun amañ, beure mat.
Evit-se e c’halven ac’hanoc’h.
…Evit-se emaoun amañ.
An Aotrou Komiser ne oa ket er gêr, moarvat ? O ! n’eus forz.
Hein ?
O ! pep hini a zo libr…
Inosant, petra a zo c’hoarvezet ?
Ar monumant a zo bet dic’hastet.
Hein ?
A zo bet diskaret.
Monumant piou ha monumant petra ?
Ar monumant kaera a oa e kêr Roazon.
Hini plasenn an ti-kêr ?
Ya ! Monumant an Unvaniez !
Ar Mo… Ar Mo… mo… nunu… Allas ! Allas ! (Hag e kouez war e goañze, mantret).
(Mao an tamm anezañ, gant e zeskadurez nevez prenet) Gouzout a rez, Laou : an unvaniez etre Breiz ha Bro-Hall ?
Gouzout a ran ; mil bell ’zo eo bet desket d’in ar gentel-se eus hon istor.
Te ’ oar an dra-se mil bell ’zo ha me n’em eus desket ar gentel-se nemet ar mintin-mañ, — gant ar gazetenn ! Gwir eo, n’on ket bet keit ha te er skoliou ha den ne zeskas d’in e voe ar Vretoned, gwechall goz, o mistri d’ezo o-unan. Pevar c’hant vloaz ’zo nemetken, eo bet staget Breiz ouz Bro-C’hall, ha ne oulen ket… Na tad, na mamm na mestr ne zeskas d’in ar gentel-se. (Breizad taer, en eun taol). Tad, mamm ha mistri-skol a zo torfetourien.
N’int ket torfetourien, Lom ; rak, kazi sur, ne oant ket gwall zesket o-unan.
Hizio, e Gwened e vo graet gouel bras gant pevare kantved an Unvaniez, hag, eeun hag eeun, d’ar penn-deiz… bing ! Hervez ar mod, ne blije ket ar monumant-se d’an holl.
Hein ?
Me ’oa o tisplega da Laou penaos eo c’hoarvezet an taol…
An taol, ar gwall daol… Daoust hag eo c’hoarvezet e gwirionez ?
Mar deo c’hoarvezet ?
Flastret ha flistret.
Mac’hagnet e kement korn ha war gement tu.
Frikaset.
Hirvoudusat noz !
Eur saladenn.
Eur saladenn ?
Ya ! ar monumant.
Re wir.
A du ganto emaoc’h ?
C’hopala ! ha n’emaomp ket.
Ar c’hontrol beo. Ni a zisplege an eil d’egile penaos eo c’hoarvezet an taol evit gouzout an tu da lakaat hor c’hrabanou war an dorfetourien.
Pet eur eo ? (Sellout a ra ouz e vontr). Pemp eur hanter…
Eun hanter eur oun bet o telefoni…
Piou a c’houlenn netra diganit ?… Perak eo bet gwintet ar monumant da bemp eur nemet ugent ? N’oa den eta war ar blasenn ? (LOM ha LAOU a sell an eil ouz egile, nec’het) Respontet ’ vin ?
Feiz ! evel kustum e oa, Aotrou Komiser.
Petra ’oa evel kustum ?
Ne oa polis ebet.
Siouaz ! ne oa polis ebet war ar blasenn d’an eur eus an noz ma oa lankidi o lakaat an tanfoeltr. Ne oa den war ar blasenn !… Ha perak, ne oa den war ar blasenn, d’an noz ha d’an eur ?…
N’ouzon ket, Aotrou Komiser.
Me n’ouzon ket muioc’h.
N’eo ket me ar mestr.
Me eo ar mestr. Nemet pelec’h emañ hoc’h Inspektor ?
Eiz devez en deus kemeret.
Brao emaomp ganti. Kemer eiz devez repoz d’ar zeiz a viz eost mil nao c’hant daou ha tregont. Den ebet war ar blasenn evit diwall monumant an Unvaniez !… (E zivrec’h d’al laez) Biskoaz kement all ! Domaj eo n’oc’h ket bet gwintet ivez, rak, ma red an dorfetourien, daou dorfetour a welan dirazoun.
Ha me a oa em soñj kaout avañsamant.
Da avañsamant ha va hini a zo e sac’h an diaoul.
Sac’het oun. (Goude eur pennad). Ha piou ar mestr amañ goude ar mestr ?
Me eo ar mestr war-lerc’h an hini all.
Dioded lakaet da vistri. Souezus eo n’out ket deût a-benn da c’houzout, te pe unan all, a-hed da droiou a-dreuz kêr, e vije bet diskaret ar monumant d’ar beure.
Feiz, nann !
Na den, na piou, na penaos, na petra, na pelec’h… Mat, paotrig, gouzout a ri hep dale pell, piou eo ar mestr bras en ti-mañ. Ha n’ac’h eus zoken kaset den war lerc’h ar voiouchen ?
N’em boa den da gas.
Pelec’h emañ neuze paotred an Urz : polis war droad ha war vilo, archerien, ar c’hedourien war varc’h ?…
E Gwened, Aotrou Komiser.
Ar polis e Gwened hag ar reuz e Roazon ! O ! malloz ruz ! C’houi ’oar ha me ne ouien ket… Holl int bet kaset da Wened ?
Hiniennou a zo e kêr gant o servich.
Ha n’int ket deût c’hoaz en-dro ?
Marteze emaint war-lerc’h an dorfetourien ?
(Sellout a ra ouz Laou o tastum e gartou.) Petra an dra-se ? Ma n’eo ket malevurus ! Servicherien ar Vro o c’hoari « manille » hag an tan e kêr hag an dorfetourien o redek ! Den n’en doa gouezet, den n’en deus gwelet ! (Gwinta a ra gant penn e vaz ar c’hartou a ziwar an daol.) N’eus bet den gloazet na lazet ? N’eo ket eus ar polis e komzan, nemet eus an dremenidi.
N’hon eus klevet klemm ebet war ar blasenn, Aotrou Komiser.
Ken buan eun tad a familh o vont abred da gemer an treñ, pe eur paour kaez micherour o vont da besketa, a vije bet tizet gant an tammou houarn talmet ha strinket tro-war-dro. Petra ar baperenn-mañ ?
Abaoe dec’h, d’an noz, emañ war ar bureo. Soñjet em boa da genta he c’has deoc’h d’ho ti.
Ne dalveze ket ar boan. Arabat e vije bet, zoken. Pa ne deuan ket d’ar bureo, ar paperennou degaset em ano a zo da veza miret war ar bureo, nemet urz e vije bet roet d’it araok, d’o degas din, d’am zi. (Regi a ra golo ar baperenn, lenn a ra ar baperenn). Tonnerre de Dieu ! dleet e oa degas an dra-se d’in dioustu.
Mes…
D’ar red, d’ar red…
N’em boa urz ebet.
Ar paperou didalvez a c’hell gortoz em buro ; nemet hemañ a oa eus ar re gapitala, ha n’ac’h eus ket gouezet. Azen ac’hanout, azen gornek memes, n’ouzez ket an A B K eus da vicher.
Pelec’h em bije kavet an Aotrou Komiser ?…
Em zi, em zi… (Sellout a ra ouz LOM gant daoulagad kasaũs). Em zi… (Lenn a ra, a vouez uhel, ar baperenn).
« Emañ ar C’hallaoued o lida hizio an deiz ma voe trec’het ar Vretoned pevar c’hant vloaz ’zo ha staget Breiz ouz Bro-C’hall. Bretoned omp atao. N’omp ket bet gounezet c’hoaz abaoe pevar c’hant vloaz m’emañ ar C’hallaoued er vro. Fellout a ra d’imp eta, e vefe renet Breiz hiviziken gant Bretoned a ouenn, evit brasa mad Pobl Vreiz.
« Kregi a reomp en emgann evit dieubidigez hor bro, e deiz ha bloaz he stagidigez, en eur zistruja arouez hor sklaverez bet savet gant hor mistri e kreiz hor c’hêrbenn. »
Dre urz : GWENN-HA-DU.
An torfetour en deus bet ar vadelez da lavarout d’imp, neizeur, e vije bet diskaret ar monumant d’ar beure, ha den ne ouie… ha den ne ouie…
Domaj eo, Aotrou Komiser, n’eo ket bet digoret al lizer.
Domaj eo n’eo ket digor da spered… Koll a ra unan e benn.
Er bloaz a zeu, d’ar mare-mañ, ni a ’vo adarre hon daou, Lom ha me, o labourat douar. (Sellout a ra piz ouz ar sinadur war ar baperenn).
Piou eo Gwenn ha Du ?
Aotrou Komiser, Gwenn ha Du n’int ket anoiou tud. Ar gwenn hag an du zo liviou, er politik. (O vont, a gred d’ezañ, a-du gant e vestr). Ar gwenn hag an du a zo mat, nemet ar ruz a zo an tad.
Gwenn ha Du ?… Daou e tleont beza.
Aotrou Komiser, gwenn ha du a dle beza liviou Breiz.
Liviou Breiz ?
Liviou ar banniel.
Daoust ha Breiz he deus eur banniel ?
Sur he deus.
Nann ! (D’ezañ e-unan). Banniel Breiz a dle beza. Piou ar re-se : gwenn ha du. (O prederia, eur pennad. Da LOM ha da LAOU) Penaos ? c’houi atao amañ, ha Gwenn ha Du o redek ?
Mont a ran.
Mont a ran ivez. (Mont a reont).
Polis an diaoul ! (Eur polis o tont trumm)
Aotrou Komiser, gwelet em eus eur wetur dre dan, tiz braz warni, o vont war hent Redon. An torfedour a zo e-barz.
Heñ e-unan en deus roet d’it da c’houzout e oa e-barz ?
E gwirionez, n’em eus ket gouezet, nemet sur oun, hervez tiz ar wetur.
(An N°6 o tont)
Aotrou Komiser, eun den en deus treuzet, eun eur ’zo, plasenn an ti-kêr hag a zouge en e zorn eun dra bennak.
Petra ’zouge ?
N’ouzon ket. Marteze, avat, e oa eun dra dañjerus hag an den a c’hell beza an torfetour. Rak, da genta e jilgamme, kerkent, avat, m’en deus gwelet ac’hanon, en deus troc’het kuit, ha, pa oa aet a ziwar weled, ne jilgamme mui.
Aotrou Komiser, daou zen o deus treuzet, bremaik, war vilo-tan, plasenn Santez-Anna… Eur gwaz a-dreñv, eur vaouez a-raok… Nann, ar c’hontrol a fell d’in lavarout. Chouket e oant o daou gant aon da veza anavezet. Eun trouz spontus a rae ar vilotan ha tiz an diaoul oa warnañ, ken na daole moged. War o lerc’h em eus redet, en eur soñjal e vijent chomet a-sav en eun tu bennak, tost da Roazon. N’o d’eus bet pann ebed hag, a-benn bremañ, moarvat, e tleont beza pell.
Pe hent o deus kemeret ?
Hent Sant-Malo.
A, ya ?
(An N°9 o tont)
Aotrou Komiser, tri den a zo o pourmen war lez ar Wilen… Tri den : unan bras, unan bihan hag unan etre an daou. An hini bras, bras evel eur skeul ; an hini bihan, skañv evel eur marmous evit pignat war gein an hini bras ha lammat a-dreñv ar monumant ha lakaat an tan er poultr. An hini etre an daou a oa evit ober ar ged.
Gwelet mat hoc’h-eus anezo ?
Ha klevet ar pez a lavarent.
Ha petra a lavarent, an eil d’egile ?
An hini bras a lavare d’an hini etre an daou : hizio e vo gwall sklaer an dour evit chom e Roazon.
Pesketourien int neuze ?
Marteze pesketourien ha kazi sur pesketourien « en eau trouble » da lavarout eo an dorfetourien, ha « gwall sklaer an dour » a zo geriou troet evit lavarout : gwall zañjerus ar pavez evit chom e Roazon.
(An N°13 o tont).
Aotrou Komiser, pevar den am eus gwelet war-du an Tabor. Pe goz pe yaouank e oant, n’ouzon ket re vat. Unan ’oa kamm, an daou all a oa evel c’houi ha me. Ha marteze an hini kamm ne oa ket kamm, an hini tort ne oa ket tort hag an daou a valee kompez a zo marteze tort ha kamm en o bale ordinal. Noz oa.
Ya ! Ya ! gwelout a ran ; ho tiskleriaduriou a zo ivez gwenn ha du ha n’oc’h ket souezet eo bet diskaret ar monumant gant kement a dud e kement korn eus kêr. (Eur pennad. Dezañ e-unan) Taol Gwenn ha Du zo bet graet a-hed an noz, pe, d’an nebeuta, a-raok an deiz. N’int ket moarvat paotred dispont ha dont a rin a-benn da graouia war eun dro an du hag ar gwenn. Gwenn ha Du… Gwenn ha Du a zo gavout. (D’ar polis). Chomit eun hanter ac’hanoc’h war ar blasenn, da ziwall ar monumant en kas e vefe laeret eun tamm bennak anezañ ; an hanter all a stanko an hentou a zegas da Roazon. Klevit : eur muntrer a zistro alies da dachenn e dorfed, keuz ennañ pe fouge. Taolit evez eta ! An hini kenta a dostao ouz ar monumant bruzunet, lakait d’ezañ an ereou ; an neb a dremeno e-biou d’ezañ en eur c’hoarzin pe zoken gant eur mousc’hoarz, an ereou d’ezañ ; d’an neb a glasko kuitaat Roazon, prez warnañ, an ereou ; d’an neb a droio kein ouz ho kwelout, an ereou ; d’an den a dremeno, stouet e benn, an ereou. Ereou ! ereou ! gant ma vo ereet an torfetour gwir ! Rak Gwenn ha Du a zo da gavout. Klevout a rit ! Ahe ! prim ac’han ha pep hini an e blas, ha degasit d’in eur gwenn pe eun du. An hini a raio kazeg en e dro en do keuz moarvat. (Ar polis en em denn). Pa soñjan e paro bremaik an heol war blasenn an ti-kêr… Ha pa soñjan e paro an heol-se e lec’h all ivez… (Sellout a ra ouz an deiziadur a verk 7 a viz Eost 1932. Diframma a ra ar bajenn, ouz he zortuilha, en eur waska war e imor). Seiz… a… viz eost mil… nao c’hant… daou… ha… tre… gont…
Quo vadis ?
Kambr un arzour yaouank.
Hi ! hi ! hi !… ha ! ha ! ha !… Petra ’m eus gwelet ? Petra ’m eus lennet ? (lenn a ra eur pennad a vouez uhel) « Ar mintin-mañ, lakepoded o deus diskaret monumant an Unvaniez. » Lakepoded ! Hag amañ : « Ma vez kavet an torfetour, e c’hell beza barnet d’ar maro… » Oc’ho ! o ! o !
(Lenn a ra) :
Pennad 434vet (Lezenn 13 mae 1863)
« An neb piou a vo bet lakaet, a-youl hag a-ratoz, an tan-gwall e savaduriou, listri, bagou, magazinou, chañteriou, gant tud o chom e-barz, pe a c’hellfe tud beza o chom e-barz, ha, bewech, e lec’hiou- annezet pe annezek, pe ez int perc’hennet pe ne dint ket, gant an torfetour, a vo barnet d’ar maro. »
Pennad 435vet (Kemmet gant Lezenn 2 ebrel 1892) Eilved dilinenna.
« Al lakaat gant eur meno-torfed war eun hent boutin pe berc’hennet eun ardivink-tarza a vo hevelebekaet ouz ar c’hlask-muntra a-youl hag a-ratoz. »
Ha ! ha !… Lakepoded !… Torfetour !… Ar maro !… Dic’houget… Paotred ar c’hazetennou a skriv, memestra, berniou sotoniou. Tud farsus int pe tud diskiant. Dont a ra an dour em daoulagad… gant ar joa. Ha ! ha ! ha !… (Skei a raer war an nor) Deus tre ! A ! Gortoz ! gortoz ; prennet eo an nor. Te an hini eo, Youenn ? (Digeri a ra an nor. Eun den, barodenn du, gant eun tok melon hag eun disglavier, a zeu tre).
Ar polis an hini eo.
Deuit tre, memes tra !
Me eo ar c’homiser bras.
D’ezañ ar brasa salokras. Azezit !
Trugarez ! N’on ket skuiz ha, dreist holl, n’em eus ket amzer da goll. Evit labourat oun deuet amañ.
A, ya ?
Souezet oc’h moarvat, o welout ac’hanoun o tont ken abred d’ober eun enklask en ho ti ?
Feiz ! N’oun ket re an holl. An arzourien a zo boazet da welout kemend-all a draou : kaer ha divalo, noaz ha dinoaz… Peseurt enklask ho tegas ?
Evit ar monumant… Kompren a rit bremañ, emichañs.
Ho komzou a gomprenan ; a-hend-all, avat…
Da furchal en ho ti.
A-berz piou an enor bras-se ?
Na c’hoarzit ket ! tremenet eo ar mare. Kemer a ran eur gador, kemerit unan all. Meur a dra am eus da c’houlenn diganeoc’h.
Senti a ran. (Azeza a ra)
Savit ho torn dehou, ha touit e lavarot ar wirionez ha netra nemet ar wirionez.
Toui a ran.
Pelec’h hoc’h eus tremenet an noz eus ar c’houec’h d’ar seiz ?
E Sant-Malo, aotrou komiser.
E Sant-Malo ? Gevier ! E Roazon oc’h bet gwelet er beure-mañ, pa zone pemp eur e tour an iliz veur.
N’eo ket gwir.
Mat ; an eil gaou.
Ar wirionez.
Gwelet e vo, paotrig, piou emañ ar wirionez ouz e du. Ha bremañ selaouit mat ha respontit fraez : perak hoc’h eus diskaret ar monumant ?
Ha ! ha ! biskoaz kement all ! Me an hini en deus diskaret ar monumant ?
Ya ! C’houi an hini eo, ha me ho ped da chom hep c’hoarzin e-keit ha ma vezin dirazoc’h.
Ha !… ha !… ha !…
Ne vin ket paket genaouek gant hoc’h Ha ! ha ! ha ! Anzav a rit pe ne rit ket ?
Anzav petra ?
Te an hini eo ; prouet eo.
Bezit seven, aotrou komiser bras, ha lavarit : c’houi !
Malevurus eo, memes tra, lavarout : c’houi ! d’eun torfetour. Pa ne fell ket deoc’h anzav, gwaz a-se ! Ober an azen ganin, ha lavarout d’in e oa en e wele, e Sant-Malo… A ! Sant-Malo benniget !…
E Sant-Malo e oan, Aotrou Komiser..
Ta ! ta ! ta ! Kompren a ran : e straed Sant-Malo, e Roazon, ha goude blasenn Santez-Anna, hag, ac’hano, dre laer da dre guz, cheddit en ho torn, betek plasenn en Ti-Kêr, hag eno… boum !
E Sant-Malo, en hotel Solidor.
Ta ! ta ! ta ! gwelloc’h e karfen bezan dogan eget kredi ho kevier.
Hi ! Hi ! Hi !
Perak e c’hoarzit ?… Hogen, evit furchal oun deut amañ.
Furchit !
Pelec’h emañ ho liziri ?
N’em eus ket a liziri.
Eur bern mignoned a skriv deoc’h, koulskoude. Gouzout a ran o anoiou ; gant eur paotrig eus ar P.T.T int bet degaset d’in.
Mignoned, ha mignonezed zoken, ken alies ha bemdez… Nemet ne viran ket o liziri. O devi a ran, kerkent lennet.
A ? Perak e tevit anezo ? Gant aon marteze da veza diskuliet ganto eun deiz bennak ?
Abalamour ne gomzont nemet eus karantez, ha morse eus Breiz.
Diot an hini ho kredo. Louarn oc’h ; re hir avat, eo ho lost.
Hirik, aotrou komiser.
(An Ao. Jeremi a furch.)
Paperou koz… Petra ’dalvezont ?… Hum… Eur poltred… Piou hounnez ?
Va c’hoar vihan.
Pe oad he deus bremañ ?
Er bloaz-mañ he deus graet he fask kenta.
Pelec’h emañ o chom ?
E ti he zad hag he mamm.
Mat ! Derc’hel a ran ar poltred-se ganin. Marteze e talvezo diwezatoc’h. Ne oar den… Hag ar poltred-mañ ?
Hini va mamm-goz.
En em zarempredi a rit ?
Daou vloaz ’zo n’en em zarempredomp mui.
A ! N’en em zarempredit mui ? Perak ?
Daou vloaz ’zo eo bet kaset d’ar vered.
Neuze, ar poltred-se n’en deus talvoudegez ebet… (Teurel a ra ar poltred war an daol. En traoñ, war ar ru, eur paour a gan war e zornoglez. Jeremi a selaou, sebezet da genta, ha mantret goude).
Mes chers et bons amis, écoutez la nouvelle,
Une nouvelle triste et fraîche d’aujourd’hui ;
Le monument de l’Union vient de faire étincelle
Et, comme une salade, il s’est aplati.
O ! Petra ’glevan ? Piou hennez ? piou hennez ? (Emañ o vont er-maez.) Allas ! allas ! n’oun ket evit mont ac’han ; panevet se…
Il s’est aplati comme une salade
En tombant d’la niche où il était logé ;
Et moi, en vous donnant cette sérénade,
Je sens que mon cœur s’est aussi brisé.
N’emañ ket c’hoaz er bidouf ?
Je sens en mon cœur une grande tristesse
En songeant à ce bronze qu’était si bien niché.
Le duo d’amour du roi et d’la duchesse
Est mort le sept août, hélas ! assassiné.
Mont a ran buzubul o selaou an istrogell-se. (Mont a ra d’ar prenestr). Ha n’eus den war ar blasenn d’ober d’ezañ stanka e c’henou ? Morse den war ar blasenn d’ar munut ma vez ezomm eus ar baotred.
La bonne duchesse est maintenant gisante,
Gisante et honteuse, son cul à l’envers,
Ah ! donnez l’aumône au bard’ qui vous chante,
Au barde qui vous fait l’aumône de ses vers.
(An Aotrou JEREMI a gemer eur c’hreuzeur hag emañ o vont da winta anezañ dre ar prenestr war benn ar c’haner).
An aluzen ? Anduilhenn !
Resped d’eoc’h ! Aotrou Komiser bras, ar c’hreuzeur a zo d’in. (Selaou a reont eur pennadig. Ne glever mui ar c’haner.)
Ouf ! Emichañs emañ war hent ar bidouf. Kendalc’homp !… Pelec’h emañ ho paperou ?
N’em eus na paperou na liziri. Va micher a zo liva. Levriou diwar-benn va micher, netra ken.
Petra eo ar paperig-mañ a zo oc’h astenn e fri a-zindan an horolach, war mantell ar siminal ? (Sevel a ra an horolach hag e kav eul lizer. Lenn a ra.) Eureka ! amañ e oa an teñzor kuzet. Furchet em eus, paoniet em eus, kavet em eus. Ka… vet… em… eus ! Souezet e choman : penaos em eus kavet ken abred an hini a glasken ?… Gwir, gant tregont vloaz er vicher oun deût da veza eur fri-furch dispar. (Lenn a ra a vouez uhel).
« Va muia karet,
« Da darz an deiz gant arem o tarza, ni a lido dirak ar bed holl, ar pevare kantved. » Al lizerig a zo sinet : Berneza.
Eun ano flour
Mil bennoz : ano va gwreg !
Gouzout a ran.
Gwaz pe vaouez eo Berneza ? E skritur moul eo bet skrivet al lizer ha gant ar skriverez eo sinet an ano. (Eur pennad) N’eus forz ; dont a rin da c’houzout ha dindan bragez pe dindan broz e kavin kroc’hen Berneza…
Al lizer-se a oa eul lizer sakr.
Anzavet hoc’h eus. Sklaer eo an afer penn-da-benn ha ne dalvez ket ar boan chom da furchal pelloc’h. Setu amañ, a-berz ar barner, eur baperenn hag a bed ac’hanoc’h da zont bremañ d’am heul.
Ho polontez bezet graet !
C’hoarzit goap da c’hortoz c’hoarzin glas… (Eur pennad) Marteze en eur furchal pisoc’h e kavin eun ano all, gwaz pe vaouez, rak daou e oant evit kas o zaol da benn… Ha c’houi, pehini oc’h eus an daou ? Ar gwenn pe an du ? (An Arzour a ginnig mouga kement e c’hoarz.) Goude c’hoarzadeg e vo leñvadeg, paotrig. Diskouezit d’in ar poltredou hoc’h eus livet.
Ne dalvezo ket d’eoc’h, Aotrou Komiser bras, arvesti poltredou livet gant eun arzour yaouank. Emaoc’h o tont ouz lavarout edo echu hoc’h enklask.
Gouzout a ran, moarvat, ar pez am eus d’ober. Gwelomp ! (Digeri a ra eur c’hartoñs ez eus ennañ taolennou)
Na sellit ket outo, Aotrou Komiser ! Difenn a ran.
N’em eus na difenn nag urz da reseo digant den, amañ. Piou ar mestr, d’an eur-mañ, en ti ?
An hini a oa mestr araok, a zo bremañ ar mestr.
Hi ! hi ! hi ! arzourig farsus…
Gwelit !
Ar pez a ran. O ! an daolenn-mañ a zo kaer kenañ : bleuniou mae, bleuniou a garantez tener. Hag amañ, eur c’hein noaz. Eur c’hroc’hen flour he deus hounnez, moarvat. (Luchat a ra ouz an arzour.)
Gwir eo.
An trede-mañ, petra ’dalvez ?
N’he deus an daolenn-se talvoudegez ebet. Na sellit ket outi ! ho pedi a ran, Aotrou Komiser.
Ha ! bremañ e pedit ! Lavaret em boa d’eoc’h : goude c’hoarzadeg, leñvadeg. Perak ne sellin ket ouz an daolenn-se ? Toui a rafen oun degouezet war an neiz.
Eeun.
Gant m’eo eur pec’hed bras… Goude eur c’hein noaz, setu eur vaouez noaz pilh ! Hudur eo gant he fenn en traoñ. Dereat eo sellout ouz eur vaouez en he sav. (Cheñch a ra penn d’an daolenn. Souezet maro e chom.) Petra ? piou ?… pehini… penaos… va… va… va… o ! n’eo ket va… va… gwreg… va gwreg… va gwreg…
Ho kwreg, Aotrou Komiser.
Hein ? Va gwreg ? Me ’lavar d’it, paotrig, ne deui ket da veza eun arzour brudet. Ha va gwreg, pa deuio amañ da sellout ouz ar poltred-se a roio d’it eur flac’had war da fri hag a skopo d’it e-kreiz da zaoulagad.
Hi eo, koulskoude.
Hi ? hi ?… Piou ?…
Ho kwreg, an Itron Jeremi. Tenna a ra d’ezi pe ne ra ket ?
Tenna a ra dezi, sur, hag an dra-se eo ar gwasa ; ar gwasa evidout a fell d’in lavarout. Ar penn a denn, netra ken… Ar peurrest ? Pouah ! A ! paotrig, ker e kousto d’it an taol farserez-se. Ma n’eo ket spontus liva poltred eur c’hast, e noaz pilh, ha lakaat warni penn va gwreg. Ya ! ker e kousto d’it, marmouz fall ; ker e kousto d’it…
Penaos em bije gallet lakaat penn ho kwreg war an daolenn-se ? N’em eus ket dibennet eur c’horf na digorfet eur penn all evit lakaat da zegouezout ar pez na zegouez ket.
Ne gomprenan ket.
Eun arzour en dije komprenet. Penaos em bije gallet liva ho kwreg e noaz hep hi dirazoun ?
Pa lavaran d’it eo penn va gwreg war gorf eur c’hast. Liva dre vemor dremm eur vaouez hag a weler bemdez o tremen war ar ru, n’eo ket sorserez evit eul liver. Va gwreg, hounnez ? Ne denn ket d’ezi zoken, nag a bell nag a-dost.
Gwir ! n’eo ket heñvel outi c’hoaz, neudenn ha neudenn, rak ar poltred n’eo ket echu. Mankout a ra ar pik du a zo dindan he bronn dehou.
A ! o !… (Ret eo d’ezañ azeza).
Ho kwreg, Aotrou Komiser, a zo eur Vretonez vat.
(D’ezañ e-unan). Daou e oant war varc’h-dre-dan, maouez a-raok… nann, gwaz a-raok, maouez a-dreñv… An n°50 n’eo ket ken diot ha ma krede d’in. Ha me a gase va gwreg… (Eur pennad. D’an Arzour.) Ne gomprenan na penaos, na perak hoc’h eus kredet ober d’in eun taol farserez ken brao kudennet, rak eun taol farserez n’eo ken… Perak oc’h aet da Sant-Malo ha diskennet en hotel Solidor ? Ne c’houlennan ket diganeoc’h perak oc’h aet da dremen an noz eus ar c’houec’h d’ar seiz e Sant-Malo, peogwir… — n’am respontit ket ! — peogwir, e-kreiz an noz, oc’h deut da Roazon d’ober an taol ?… Mousc’hoarzin a rit. Ha kompren a ran ; ar prouennou-mañ a zo farserez ivez ha n’eo ket c’hwi hoc’h-eus graet an taol.
N’eo ket me, a lavaran d’eoc’h.
Soñjal a raen n’eo ket c’houi an hini oa. An arzourien n’int ket gwall baotred hag o zaoliou dispar a lak atao da c’hoarzin. Soñj am eus, pa oan e skol ar skulterez e Pariz — rak me ’zo bet darbet d’in mont da skulter panevet e oan eur zero war ar vicher — nag a droiou kamm am eus c’hoariet… Ha n’oc’h ket evit lavarout d’in petra a zouge ac’hanoc’h da vont da Sant-Malo ?…
Abalamour…
Ne c’houlennan ket diganeoc’h an abalamour eus ho pourmenadenn. Lavarit d’in perak, c’houi, eur Breizad taer, n’oc’h ket aet da Wened, evel ar re all ?
Abalamour ez aen da Sant-Malo…
Mat, mat ! (D’ezañ e-unan) Al loen… (Kregi a ra er pellgomzer) Allo ! Sant-Malo 45-74 evit 89-46. (D’an arzour) An hotel Solidor am eus goulennet.
Gouzout a ran ; boazet oun ouz an numero.
Diot oun, memes tra ! (Galv ar pellgomzer) Allo ! an hotel Solidor ? A ! mat ! Amañ ar c’homiser Jeremi, eus Roazon… Eur c’homiser. Ne gomprenit ket ? Polis, mar komprenit gwelloc’h. Klevit ! Daoust hag an Aotrou… (D’an Arzour) Ankounac’haet em eus hoc’h ano
An Du.
Allo ! daoust hag an Aotrou Gwenn ha Du… Allo ! Allo ! an Du hepken, An Du, arzour ha liver, en deus kousket en hoc’h hotel en noz eus ar c’houec’h d’ar seiz, da lavarout eo en noz diweza ?… A ! ya ? Mat, mat ! Soñjal a raen. Trugarez, Itron ! (D’an Arzour) E Sant-Malo hoc’h eus tremenet an noz ; sklaer eo n’eo ket c’houi an hini eo, n’eo ket c’houi an hini a glasken.
Lavaret em boa deoc’h.
C’houi a zo evelato eun den farsus. Allo ! kenavo ! (Sevel a ra da vont er-maez. An Arzour a ginnig d’ezañ e zorn ; Jeremi a sell outañ gant daoulagad kasaüs hag a dro kein. En eur huñvreal) Daou e oant war vilo-tan, gwaz a-dreñv, maouez a-raok… Daou a oant war vilo-tan o redek war-du Sant-Malo… Trouz an diaoul ha tiz ganto… (Eur pennadig) « Ho kwreg, Aotrou Komiser, a zo eur Vretonez vat… » (Distrei a ra en eun taol krenn d’an arzour.) Petra ’ lavarit ?…
Stouit ho penn, Aotrou Komiser, en kas e vefe re izel an treust !
Foei ! n’oun ket ken bras-se emichañs. (Hag o tremen e zorn war e dal. D'ezan e-unañ). Loen brein !… Daonet va ene ! gant piou an diaoul eo bet taolet ar monumant en traoñ ?…