L. Prud’homme, 1817  (p. 19-23)


Bezàn a so un Doue.

Ar virionez-màn, bezan a so un Doue, a so quen sclær evit piou benac n’en deus quet renoncet d’ar ræson, quen n’en deus nemet an den insanset o lavaret en e galon penaus n’en deus Doue ebet. Dixit insipiens in corde suo : non est Deus.

Quenta ræsonamant a ra an den, eo lavaret : sonjal a ràn, par consequant e zôn, pe e c’hexistàn ; or mar songean, eo ret din anzav penaus e heus un Doue ; rac n’em eus quet gallet rei din ma unan ar pez a ra din sonjal. Ar matier n’en deo quet capabl da sonjal, na da rei din ar facultee eus ar sonch ; ar faculte-se eta a so roet din gant un all, superieur din ha differant eus ma phersonaich. Or hennez eo a hanvàn Doue. Bezàn a so hanvet cant vloas ne voan netra, n’en deo quet bet possubl din receo ar vuez diguenèn ma hunan, un all e deus-hi roet din ; rac ret eo bezàn quent evit ober un dra : ne allan quet bezàn ha non pas bezàn a-sambles. Ma zad ha ma mam ne dint bet nemet an instruntant eus ma guinivelez ; rac mar reculàn ma imagination bete an tad quenta, eo ret din avoui penaus en deus recevet ar vuez, hac eo bet crouet gant un all dishanval dioutàn ; or hennez eo an hini a hanvan Doue ; èn eo an hini quenta, an hini a so dreizàn e unan, hac ar c’hrouer eus an oll.

Mar selaouàn ma c’halon, e lavar din e heus un Doue ; hac ar sclærigen-se fontet gant ar c’hrouer en oll galono, a ra d’ar bed oll hanaveout ha crial en ur voez penaus e heus un Doue. Netra voar an douar na ell contanti ar galon ; douguen a reomp memes en despet dimp, hon desiro en tu-all d’an amser : hon desir a so ep fin ; ret eo evit en contanti, cavet un objet infinit. C’hoant hon deus da veva eternelamant, pe da vezàn immortel ; ret eo eta e ve placet an desir-se en calon pep-hini dre an hini en deus roet dimp ar vuez ; or hennez eo Doue. Birviquen ar speret ar muya subtil na allo compren union e gorf hac e ine. Ar speret hac ar matier ne dint quet groet evit bezàn naturelamant unisset assambles ; couscoude ar c’horf, ar mempro, a so obeissant d’ar volonte ha d’ar speret. Den na ell compren quement se ; ur gallout infinit en deus eta formet un accord quen incomprenabl, hac ar gallout-se eo Doue. A aveout a reomp petra so drouc, petra so mad ; or netra nemet ur squiant, ur justiç dreist an oll n’en deus gallet rei dimp an anaoudeguez-se : quement-se eo Doue. Mar santomp ur boan benac, souden e c’helvomp Doue d’hon sicour ; hac an impi en hevelep occasion er groa eveldomp. Quement tra eta a santomp en hon interieur ; a lavar dimp e so un Doue.

Mar dougàn ma reflexiono er maëz a c’hanon, ha mar gràn usaich eus ma ræson, quement tra a velàn a lavar din e heus un Doue.

Pa gonsideràn ar bed bras-màn, e ornamant, e regularite, e astro, ho reglamant, ho ment, ho sclærigen, al loar, an eaul pere en em discoe hac en em guz en termen merquet ; an nevez amser, an naon, ar gouàn, hac an oll saisonio quen reglet ; an douar, ar mor hac an oll anevalet, ar gonstitution admirabl, non pas epquen a gorf an den, mæs c’hoas a hini ur prenv douar, e c’halvàn a boez ma fen an ourgouillus philo-sophet da dont da explica din petra eo an treo a velan, ha piou en deus ho formet. Moez an natur antier, muyoc’h eloquant evit an oll savantet, a lavar din penaus n’en deus nemet ur furnez infinit capabl a guement-se, hac ar furnez se eo Doue. Cœli enarrant gloriam Dei. Env, douar, mor, lapoucet pere a ninch dre an aer, pesquet pere a neuvi dre a mor, anevalet pere a guers pe a russ voar an douar ; guez, plant, saisonnio, deiz, noz, comset, respontet din. Ho clevet a ràn o lavaret en ur voez : Bezàn e so un Doue, bezàn e so un Doue ; èn en deus hon c’hrouet hac hon gouvern. Totius mundi una vox : Deus est.

Digoromp eta hon daoulagat. Ar guel eus ar bed-màn a so ul levr en peini ar re muyàn ignorant a ell lenn. Scrivet eo ennàn penaus e heus un Doue. An hini ne c’houlen quet selaou ar voez eus e galon hac eus an natur en general, a so muy antêtet evit ur mûl, peini n’en deus nac ententamant nac anaoudeguez. Den na ell en em bersuadi penaus n’en eus quet un Doue ; ha quement-se a so ur breuven a existanç Doue memes. Epicure, tad an atheet, en defoa aon rac Doue hac ar maro, en amser ma pede e scolaërien da vezàn hep aon rac an eil hac eguile. Piou eo en effet ar re a anzao e heus un Doue ? N’en deus, eme Ciceron payen, nation quen barbar voar an douar, ne voar erfad e heus un Doue, non obstant ma hel en em drompla voar an espeç eus an Doue a dle da anaveout. N’en deus eta nemet ar gorruption a galon an den a guement a garfe na ve quet a Doue. Me garfe, eme Labruyere, clevet un den sobr modest, chast, just, o lavaret n’en deus Doue ebet ; an den se da viana a gomse ep interest ; mæs ur sort den na vezo birviquen cavet. Cridi ar pez a gred an oll eo ar brassa furnez ; an oll n’en em dromplont quet voar un greden universel. Maes piou eo ar re a dislonq ar blasphem mezus penaus n’en deus quet a Doue ? Un dornat tud corrompet, pere evit pompadi o c’hourgouil, evit non pas sonjal evel ar gomun, o defe c’hoant na ve Doue ebet, evit beva tranquil en ho buez debordet. Ur c’hriminel ne gar quet e varner ; en distruja a rafe memes, ma ve possubl dezàn. Helas en heur ar maro e coez ar masq ; an den a ro d’en em anaveout : dre vanite ha gompasion e rer ar speret crenv, er momet-se, en despet dezàn, an impi a ra ar spèret foibl.

Bezàn e so eta un Doue. Inutil e ve imppligea amser da brouvi ur virionez quen sclær. Mæs pa so un Doue, hon ine a so ive immortel, ha quement se a so ur suit eus a existanç un Doue. En effet, n’en deus quet a Doue ep justiç, nac a justiç ep punition evit at pec’het ha recompanç evit ar vertu. N’en deus na punition na recompanç a nez ur vuez all : n’en deus quet a vuez-all mar marv hon ine gant hon c’horf. N’hon deus ezom evit compren an immortalite eus hon ine, nemet guelet er bed-màn an triomph eus an dud mechant ha tourmancho an dud just. Doue a gasti alies ar re just ep punissa ordinal an dud fall. Par consequant pa zeo just Doue, (ha na ve quet Doue a nez) eo ret penaus e reserve ar bunition hac ar recompanç evit ar bed all : hon ine a so eta immortel. Ret eo eta renonç d’ar fe ha d’ar ræson evit doueti memes e ve un Doue, hac immortel hon ine.

Profit.

1°. Meditet alies ar perfectiono divin evit anaveout ho miser, ho paourantez hac oc’h imperfection.

2. Adoret Doue a greis ho calon, ha goulennet digantàn pardon evit an dud impi a deu quement d’en outragi, d’en blasphemi.

3. Songet er vadelez infinit a Doue, pardonet, groet vad d’an oll, memes d’oc’h enemiet.

4. Respectet en tout ha dre oll ar bresanç adorabl a Zoue. Guelet hac anaveout a ra oll ; divoallet rac ober en e bresanç ar pez ne garfac’h quet da ober en presanç an dud.

5. Divoallet da heuil ar gorruption eus ar bed ; combatet hac e vezet curunet.