Doue eternel, leun a c’hloar
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Doue eternel, leun a c’hloar (1934).
1. Doue eternel, leun a c’hloar,
Krouer an env hag an douar,
M’oc’h ador breman em c’halon
Gant respet ha devosion.
2. Penos hellin-me, ma Doue,
Trugarekat ho majeste ?
Na welan netra em ine
Nemet pec’het ha paourente.
3. A greiz ma c’halon, ma Doue,
M’ho kar hag ho karo bemde,
Abalamour ma veritet,
Dreist peb tra ol bezan karet.
4. Me ofr em flas, Tad eternel,
Jezus ma mest, ho Mab Zantel ;
Me ofr c’hoaz, euz ma faourente,
Ma c’halon, ma c’horf, ma ine.
5. O ma Jezus, zelet ouzin
Ha reit d’in ar pez a fel d’in ;
Ar c’hras d’ho serviji bepret
Hag ar c’hras n’oc’h offansin ket.
6. Ma Jezus, beniget ive
An Ilis gant he bugale,
Ma bro, ma zud, ma mignonet,
Hag ar re n-euz ma offanset.