Dousik koant ar Barz

René Prud'homme, Moriz an Dault, 1904  (p. 152-154)



XXI


DOUSIK KOANT AR BARZ

War eun ton tennet dimeus an hini diaraog.


Ma Dousik koant a zo hep par ;
N’euz ket eun all war an douar
Talvoudek da skoulm’ he botou
Na da zevel outi zellou.

Ma Dousik koant a zo kousket
War ribl eur mor glaz eonet ;
An awel a c’hoari ’n he bleo,
En he bleo gwenn evel ar reo.

A-uz d’ezi ar c’hwabrennou,
Ken gwenn, ken skanv, en o hinchou,
A ya goustadik hag a stroll,
Oc’h ober d’he dremmik disheol.

Er gwe dero, dre-holl zavet,
Evnedigou a gan bepred,
An deiz, an noz hag ar beure,
Da lakaat c’houekoc’h hec’h huvre.

Rak ma Dousik koant zo oc’h hun,
Aboue meur a zeiz, meur a zun,
Meur a vloavez, meur a gantved,
E-meaz, war an douar bleuniet,


Hogen, daoust pegen pell amzer
’Ve tremenet, bepred seder,
En he dremm flour, en he c’horfik,
Manet eo evel eur voudik.

Evelse kousket en hec’h hed,
He c’horf a wagen ’vel an ed ;
He bronnou zo ’vel daou vene
Soun dindan gliz-gwenn ar beure.

He diouar, he divrec’h digor,
’Vel steriou laez o ruilh d’ar mor,
A ya d’an eil mor d’egile
A-dreuz ar prajou hag ar gwe.

Koz eo, ’larer, p’ eo gwir he bleo
’Zo gwenn ’vel lin hag evel reo ;
Mez he c’horf-boudik, hec’h ene
A chom yaouank, en gwirione.

Pa ’n euz an Estren he gwelet
Kerkent en euz-hi c’hoantaet,
Mez biken, daoust ma ’c’hon bihan,
Na stoko outi e graban.

Ho ! dihun ’ta, koantiz Arvor !
Ho ! sao da zifenn da enor !
Araok ma vo sec’het ma gwad,
Digor, digor da zaoulagad.

Kentoc’h ’vit gwelet tam kailhar
War da gorf gwenn, da gorf hep par,
Ho ! ma Dousik koant Breiz-Izel,
Koantiz ha mamm, kentoc’h mervel !