Françis Simon, 1907  (p. 1-95)



DRAGON SANT PAOL

J.-M. PERROT
————
Dragon Sant Paol
DRAME EN TROIS ACTES ET EN VERS



Er mor, hag arabad d’id ken
Dizrei da deuler spont e bro ar gristenien !

RENNES
IMPRIMERIE BREVETÉE FRANCIS SIMON

————

1907
DROITS RÉSERVÉS

KINNIGET GANT DOUJANS

HAG ANAOUDEGEZ VAD

d’an Aotrou MENGANT ha d’an Aotrou TREUSSIER

o deuz va renet etrezek an Aoter,

ha d’an Aotrou de GUEBRIANT

Difennour Spered Breiz.

J.-M. P.


Lizer skrivet d’an Aotrou ’n Eskop Dubillard evit kaout digantan aotre da lakaat moulla « Dragon Sant Paol ».

Saint-Pol de Léon, le 29 août 1907.


Monseigneur,

C’est un bonheur pour moi d’avoir à fournir à Votre Grandeur mon humble appréciation sur la nouvelle pièce dramatique bretonne intitulée « Dragoun Sant Paol », œuvre de M. l’abbé Perrot, vicaire à Saint-Vougay.

Un résumé succinct du drame dira mieux que toute autre attestation l’esprit qui y domine.

L’auteur, en thèse générale, glorifie la victoire du Christ sur le paganisme et l’heureuse fusion de la race bretonne d’Angleterre avec les Celtes du pays d’Arvor. — La première entrevue de Pol Aurélien avec le comte Withur, chef des émigrés bretons, lui servira de thème.

La rencontre se produit dans les circonstances les plus dramatiques. — Les Druides poursuivent de leur haine les émigrés bretons, d’abord parce qu’ils sont étrangers, ensuite parce qu’ils veulent implanter une nouvelle religion. Ils font jurer à leurs Armoricains de les poursuivre jusqu’à complète extinction de la race. Le serment est tenu ; la chasse à l’homme commence.

L’oppidum de Kastel ne résiste qu’un moment à leur fureur : le temps pour Pôl, le prêtre du Christ, d’adresser à son Dieu une des plus belles prières que la littérature humaine ait enregistrées. — L’île de Batz est envahie. C’est le dernier refuge. L’intrépidité de Pôl, l’autorité de sa parole, la majesté répandue sur toute sa personne les arrête un instant et les aurait fait reculer n’avait été la rage du Druide. — C’est alors que le Dragon entre en ligne. Le reste est oublié. Pôl fait appel à ses chrétiens. Un seul y répond, tant est grande la terreur qu’inspire le monstre. Nuz, le nouveau baptisé, marche sans peur aux côtés du futur apôtre du Léon. L’étole du Saint est nouée au cou du dragon, et le vaillant jeune homme le conduit a la mer, ou il se jette pour ne plus revenir. Nuz reçoit de Pôl le glorieux nom de Gournadec’h (l’homme qui ne fuit pas).

La réconciliation des Celtes-Armoricains et des Bretons est le fruit de leur foi et de leur vaillance.

M. Perrot suit pas à pas les anciens écrits. Les cérémonies druidiques, magnifiquement décrites, sont empruntées à Pline le Jeune. — Tous les noms de lieux et des principaux personnages appartiennent à l’histoire, et leurs discours sont entièrement conformes au caractère que leur attribue la légende. C’est assez dire que l’esprit chrétien le plus intense y domine partout.

Un détail qui ne gâte rien : la langue est impeccable, l’action ne languit pas un instant, l’intérêt, vivement excité dès le début, va grandissant jusqu’à la dernière ligne du troisième acte.

C’est une œuvre de plus, Monseigneur, à ajouter à notre littérature bretonne.

Je suis avec un profond respect,
Monseigneur,
de Votre Grandeur,
le fils très humble et très dévoué.


F. Cardinal,
Supérieur de Saint-Joseph.



ÉVÉCHÉ ............................Quimper, le 31 août 1907.
de
QUIMPER et de LÉON


Bien cher Monsieur le Supérieur,

Vu votre excellent rapport je permets l’impression du Dragon sant Paol.

Votre tout dévoué,

+ Franc.-Virg.,
Évêque de Quimper et de Léon.


Levriou hag a zo bet etre daouarn an oberour hag o deuz talvezet dezan en eun doare pe zoare da zevel « Dragon sant Paol ».

————

Les Vies des Saints de la Bretagne Armorique, par Albert Le Grand.
Buez sant Paol, gant an Aotrou Kerne.
Saint Pol Aurelien, par MM. Thomas et Abgrall.
Saint Pol Aurelien, par l’abbé Alexandre Thomas.
Maro sant Tremeur, par l’abbé Jean Roudot.
Sudarded sant Korneli, par l’abbé Joseph Bayon.
Barzaz-Breiz, par le vicomte H. de la Villemarqué.
Introduction à l’étude de la littérature celtique, par H. d’Arbois de Jubainville.
Histoire de Bretagne, par A. de la Borderie.
La Poterie aux époques préhistorique et gauloise en Armorique, par Paul du Chatellier.
De la Persistance de La langue celtique en Basse Bretagne,
depuis l’établissement des Celtes dans la péninsule armocicaine jusqu’à nos jours, par A. Travers.
'Les Inscriptions gauloises et le Celtique de Basse Bretagne, par A. Travers.


N’ouzoun ket piou en deuz skrivet ar gomz-man : « La Grèce dictait, Eschyle Sophocle et Euripide écrivaient » ar pez a rankan da anzav eo, evit « Dragon sant Paol » Breiz ivez he deuz komzet ha n’em euz bet ken tra da ober nemet destum he c’homzou.

J. M. P.


————

DRAGON SANT PAOL
C’HOARIERIEN
(PERSONNAGES)
AN ARVORIZ
An Drouiz Devedek, beleg an heol bet c’hoariet da genta gant 
 K. Boulc’h.
Ury, Roue kos an Arvor 
 Yv. Paul.
Nuz, eur paotr 15, pe 16 vloaz 
 P. Guillou.
Telo, en oajou Nuz 
 F. Floc’h.
Kadour 
 Yv. Tanguy.
Millour 
 Yv. Calvez.
Guy 
 J.-M. an Nan.
Orvoen 
 Renan Milin.
Ninian 
 J.-M. Pot.
Edern 
 Jn Edern.
Potred ar Run, 5 paotr euz 15 da 16 vloaz 
 Fs Palut.
 
 Fs Mear.
 
 L. Colliou.
 
 L. Cueff.
 
 J. L. an Her.
Bugale - Benen 
 J. P. Stephan.
...... - Dider 
 J. Y. Stephan.
...... - Herve 
 P. Dantec.
...... - Efflam 
 Joseph Stephan.
...... - Eneour 
 F. Pot.
...... - Derc’hen 
 Joseph Boulc’h.
...... - Neventer 
 Fs Dantec.


AR VRETONED
An abad Paol beleg ar C’hrist 
 Jn Milin.
Wizur, tiern ar Vretoned 
 A. Palut.
Patrik, mestr-mesaër Wizur 
 L. Quere.
Mesaerien - Nan 
 Yv. an Nan.
......... - Arzel 
 Louis Cueff.
......... - Seny 
 Fs Prigent.
......... - Uffol 
 Guil. Tanguy.
......... - Fregan 
 Per. Tanguy.
Tri denjentil oc’h heulh Paol - Kolomban 
 J.M. Guennegan.
- Keran 
 J.M. ar Bihan.
- San 
 Guil. Ropars.
Erwan, mestr-offiser e lez Wizur 
 Daïk Boulc’h.
Suliau, barz Wizur 
 Saík Guillou.
Patern, Kaner kos Wizur 
 Jn-M. Ollivier.
Tud euz lez Wizur - Jermen 
 H. Gourc’hant.
- Divi 
 J. P. Milin.
- Ar Gedour 
 Jn Berrou.
Bugale 
 Louis Floc’h.
 
 J.-M. Cueff.
 
 Yv. Dantec.
 
 Fs Dantec.
 
 Ls Dantec.
 
 Fs Pengam.
Eur floc’h 
 Fs Pot.
Eur manac’h oc’h heulh Paol 
 Fs Herry.
Eur pesketaer euz Enez Vaz 
 Fs Quéré.


An dra-man a c’hoarvezas er bloaz 512 ; p’edo ar Vretoned kenta harluet euz Breiz-Veur gant ar Zaozon o tiskenn war aochou an Arvor, el leac’h ma ne oa d’ar mare-ze nemed paganiz a ioa an heol o doue brasa.

An Arvest kenta a dremen en hanter ’n hent etre Lesneven ha Kastell.

An eil arvest a dremen er c’hastell kos bet savet gant ar Romaned ha perc’hennet gant Wizur.

An trede arvest a dremen e Baz azioc’h ar mor.

DRAGON SANT PAOL

————

I ARVEST

————

I DIVIZ

PATRIK ha NUZ.

PATRIK.

Hag a nevez ’ta Nuz ? Gant petra ’maout e chal
P’ema da zell ken trist ha da dal ken tenval
Lavar d’in petra c’hell krignat d’id da spered
Marteze ’m’euz louzou da voukaat da vorc’hed.

NUZ.

Va zal a zo tenval, ha va c’halon doaniet
Pa zonjan er goueliou a vo bremaïk lidet
Ha ne vin ket enno.

PATRIK.

Ha ne vin ket enno.Goueliou, pe seurt goueliou.
A zo ?




NUZ.

A zo ?An drouized, hizio e Brengoulou.
A zo ganto Patrik, tantad ar goulou deiz
Ha kement arvoriad ’zo kalon en e greiz
Da genver ar gouel-man m’en deuz c’hoaz ar c’herzed
Adalek aot Kastell, tre betek Penn ar bed
Ne vank morse da zont ! Ah ! bremaïk en dervenn
Ar vro a bez a vô daoulinet er bedenn
Nemedoun-me hebken.

PATRIK.

Nemedoun-me hebken.O krouadur edro !

NUZ.

Tenn eo kuitaat a grenn doueou koz ar vro.

PATRIK.

Deac’h edos o c’houlenn, ma redje war da dal
Dour sakr ar vadiziant : Prest e oaz ha pa dal
Emaout oc’h hunvreal atao en doueou
Hag o sonjal zoken dizrei c’hoaz d’o goueliou.
Ar C’hrist pa vez kavet n’heller ket e guitaat
Ar pez a garet kent ’zo red ankounac’haat.
Ar C’hrist ne c’houlenn ket eun dra war zaouanter
P’en em roer dezan va mignon e ranker
En em rei penn da benn ha betek ar maro,
N’euz ket a urz gantan pa vezer en ero
Da zellet war al lerc’h na da jom da ehan
War araok eo red mont betek an tremenvan.




NUZ.

E lez o mestr Wizur, e Kastell nag e Baz
N’ho peuz ket a lidou nak a oueliou ken braz.
Gouel an heol a zo kaër : Ah ! m’ho pije gwelet
Eur wech ma vez ganto an tantad peurzevet
Ar c’har a beder rod o vont euz Brengoulou
Da gaz an drouiz-meur da zervenn al lidou
Nao ejen gwen outan starnet a dri a dri
Ha tud yaouank tro dro o armou o lintri
Ha tud o vont warlerc’h, euz Kervorvan, Kerneac’h
Kerilien, Porzliogan ha me a oar pe leac’h
Kan ha trouz son ha youc’h eted an hent ganto
Nao bann baltam etre an daou benn anezo.
Ah! m’ho pije gwelet an drouiz o sevel
Gant e falz aour skedus war an dervenn uhel
Da glask en he skourrou al louzaouen dispar
A zigas peb dudi, a bella peb glac’har
An uhelvar zantel[1]
An uhelvar zantelDre ma kouez he blenchou
Dindan falz ar beleg war zeiz an toucherou
Ah ! m’ho pije gwelet na gant pebez doujans
Peb hini a c’hed kaout e damm bodik a jans.
Goude lid an dervenn, wardro anter an deiz
E pigner da Vrenn heol evit ar sakrifis.
Eno war an dosen a vir ar re varo
O deuz krouet gwechall ha difennet ar vro
E vez gant an drouiz lazet an nao ejenn

En henor d’an heol rus « Doue ar sklerijen ».
Hag eur ganaouenn skiltr o tregarni dre oll
A embann dre ar vro galloud dispar an heol.
Ha ! m’ho pije klevet an dud-ze o pedi
Ha klevet gant ar barz an delenn o seni
Eul lid hag a unan an nenv hag an douar
Ouz her gwelet Patrik, ne jomjec’h ket klouar
Nan nan, nan nan, eur bobl hag a bed evelse
A c’hell en e gredenn fazia marteze
Mez n’eo ket fall a grenn an oll lidou a ra
Ha perag e ve fall mont d’o gwelet eta.

PATRIK.

C’hoant az peuz da drei kein da sklerijenn ar C’hrist !

NUZ.

Beza heb lid ebed, na beleg, a zo trist
An den a zo ennan eur c’horf hag eun ene
A dle anaout o mestr an eil hag egile.

PATRIK.

Ni hon deuz lidou kaër, ha re an Drouized,
A zo en o c’henver distum ha dislivet.

NUZ.

N’ho peuz netra ken kaer ha soniou an delenn.

PATRIK.

Ni hon deuz ar c’hleier d’hor gelver d’ar bedenn.



NUZ.

Etre Doue ha c’houi n’euz ket an drouiz-meur

PATRIK.

Ni hon deuz ar beleg, hennez, d’ar C’hrist zo breur

NUZ.

An dervenn sakr ganeoc’h n’eo ket anavezet

PATRIK.

Hon aoteriou a dal oll dervennou ar bed

NUZ.

N’ho peuz ket kutuillet biskoaz an uhelvar
He deuz ouz peb klenved eur c’halloud heb he far

PATRIK.

War hon aoteriou-ni ema bara an nenv
A ra d’ar gristenien beza yaouank ha krenv[2]

NUZ.

Grit d’in eta tanva ar bara benniget
E chomin krenv gantan ha yaouank flam bepred

PATRIK.

Ken a vez bet skuillet an dour sakr war an tal
Euz dibri ar pred-ze n’euz ket da hunvreal.




NUZ.

Ho kleier, ho peleg, hoc’h aoter, ho para
Pa n’euz ket anezo ne dalvont da netra
Patrik, ne gomzit d’in nemed euz traou da zont
Gant an traou zo hebken e c’heller ober kont

PATRIK.

Beleien zo pell-zo hag aman vint prestik

NUZ.

Kaër am euz o gedal, ne deu hini Patrik

PATRIK.

Goulennomp ouz Doue m’o lakaio da zont
Kentoc’h

NUZ.

Kentoc’hTavit, en hent tud a glever o tont
Tud o vont d’an tantad o kana kan an heol.
Ken a dregarn ganto an ekleoiou dre oll
Potred ar Run a zo, ha diouz son e vouez
Ec’h an avezan mad, Telo Kerandevez.




II DIVIZ

NUZ, PATRIK, TELO, ha potred ar Run, MILLOUR, KADOUR.

KADOUR.

Petra rez aze Nuz ?
Petra rez aze Nuz ?O komz divarbenn Patrik.
Petra rez aze Nuz ? O komz Piou eo ?

PATRIK.

Petra rez aze Nuz ? O komz Piou eo ?Eun divroad
En deuz ranket tec’het euz e vro

NUZ.

En deuz ranket tec’het euz e vroEur breizad.

AR BOTRED.

Eur breizad !

PATRIK.

Eur breizad !A zo bet treac’het gant ar zaozon

KADOUR.

Ar zaozon a blanvas gwechall en aot Bloskon
Hag a redas ar vro euz eur penn d’egile.
O laerez, o laza betek hor bugale.
En o raok euz Breiz-Veur ho peuz ranket tec’het ?




PATRIK.

Ya !

KADOUR.

Ya !Potred ar skod-tan, ra vezint pulluc’het
Gant hon Doue Taran.

PATRIK.

Gant hon Doue Taran.Arabad eo goulenn
Ma kouezo euz an nenv malloz ebed war den

KADOUR.

Kaset o deuz hor gouenn hag hor bro da netra

MILLOUR.

Ra gouezo warno oll an oablou d’o flastra

KADOUR.

Pa ne ve m’eo ec’hon dounder hor c’hoajou
Ha pa ne ve m’eo braz galloud hon doueou
Edo great a vreman ar rins ebarz er vro
Ha sebeliet hor gouenn e linsel ar maro

MILLOUR.

N’o deuz nemed lakaat o fri war hon aochou

KADOUR.

Neuze war an teven e straklo o c’horfou

AR BOTRED.

Mil malloz d’ar zaozon !



PATRIK.

Mil malloz d’ar zaozon !N’eo ket red o c’haret
Chom heb kaout outo drouk evelato zo red.

MILLOUR.

Pa n’oa mui seurt aman diouz o doare m’oar vad
Int eat warzu ho pro da ober eun droïad

PATRIK.

Daou c’hant vloaz penn da benn omp bet ouz o laza
Heb gellout o lakaat tamm ebed da giza
Dre ma falc’het unan dek all a zirede
Euz bro an anter-noz da glask heol ha leve.
Euz bro an anterAr baganiz oll a unan.
Henor, henor, d’an heol Roue ar sklerijenn
Ra gouezo puill hizio e vennoz war hor penn.

PATRIK.

Kaer on deuz bet gourin ouz an dud digernez
Koll a dapemp bep taol ha kiza reamp bemdez
Setu m’hon deuz tec’het pa n’oat mui vit herzel
Da glask pell diouz ar vro hor gwelas o c’henel
Eun toull distro bennak da veva didrabas.
E Kastell, e Rosko, e Bloskon hag e Baz
Emaomp meur a hini.

KADOUR.

Emaomp meur a hini.E koajou Balanan

Ez euz deuet ivez Breiziz war a glevan
Da jom a nevez zo.

TELO.

Da jom a nevez zo.El leac’h ne garfe den
Na bleiz ebed beva.

PATRIK.

Na bleiz ebed beva.Kalz easoc’h eo tremen
Diouz al lôned gouez eget diouz tud a zo

TELO.

Hag ar marlonk e Baz, hennez eo o lounko
Ma ne girit diouall.

PATRIK.

Ma ne girit diouall.Ra blijo gant Doue
Diouall ar Vretroned ha Wizur o Roue
Diouz peb droug ha diouz dir ar zaozon digristen

MILLOUR.

Ra blijo gant Taran lakaat hiviziken
Flemmou e luc’hed kamm da ziskar peb den kriz
A venno dismantri ouenn zakr an arvoriz

NUZ.

Arvoriz ha Breiziz ma vefent a unan
A c’hellfe dont abenn euz Pôtred ar Skod-tan



KADOUR.

Ya ! kanomp a unan kanaouenn an heol aour
Ma teurvezo miret seder hon diou ouenn baour :
Deuit ganeomp, breizad.

PATRIK.

Deuit ganeomp, breizad.Siouaz n’hellan ket mont.

KADOUR.

Abred pe zivezad e vezo red deoc’h dont.
Neb ne fell ket dezan dirak an heol plega
A vez taolet er mor d’ar pesked da lounka
A vez taolet er morAn oll
Henor ! henor ! d’an heol Roue ar sklerijenn
Ra gouezo puill hizio e vennoz war hor penn.

Goad gwin ha koroll[3]

D’id heol

Goad gwin ha koroll

Tan tan ! dir ! oh ! dir, tan tan dir ha tan
Tann tann ! tir ha tonn tonn ! tann
Tir ha tir ha tann.




Ha koroll ha kan

Kan ha kann !
Ha koroll ha kan

Koroll ar c’hleze
En eze
Koroll ar c’hleze.

Kan ar c’hleze glaz
A gar laz
Kan ar c’hleze glaz

Kann ar c’hleze goue
Ar Roue
Kann ar c’hleze goue

Kleze ! Roue braz
Ar stourmeaz
Kleze ! Roue braz

Kaneveden gen
War da benn !

Kaneveden gen !


An oll

Henor ! henor ! d’an heol, Roue ar sklerijenn
Ra gouezo puill hizio e vennoz war hor penn.

KADOUR.

N’eo ket awalc’h Potred, an amzer a dremen
Ha Brengoulou zo c’hoaz eur pennad a c’halenn
Ha ’ta Nuz dont a rez !




NUZ.

Ha ’ta Nuz dont a rez !It atao mont a rin
O c’hedal Lan Gerlaz ha Sane Kerivin
Emaon eur pennad ’zo.

MILLOUR.

Emaon eur pennad ’zo.Ha c’houi jomo gant Nuz
Pe ganeomp e teufot da c’houel an heol ruz !

PATRIK.

Na ganeoc’h na gant den, rak ne c’hellan ket mont.

KADOUR.

Ha petra ’ta neuze a vir ouzoch da zont.

PATRIK.

Ne blegan ket va glin dirak ho Toueou
Rak ho Toueou-c’houi n’int nemed hunvreou
Eun Doue zo ha n’euz nemed unan hebken
En nenv war an douar hag en iferniou yen.

MILLOUR.

Ah ! paourkeaz reuzeudik, tav gant da wall gomzou
Ha diouall ne zounnfe da deod en da c’henou.

KADOUR.

Evelse ’ma Breiziz, oh ! n’oun ket souezet
E vefent dre ar bed taolet ha distaolet,
Trei o deuz great o c’hein da zoueou ar vro,
Hag o malloz breman a gouez pounner warno.

Tec’homp ac’han Potred, n’eo ket brao chom aman
En aoun ne ziskennfemp izelloc’h da domman.


III DIVIZ

PATRIK ha NUZ.

NUZ.

Mouez ar goad a gomz hag a lavar d’in mont
Da heuill va c’henvroiz d’ar goueliou a lidont
Evit tenna bennoz an doueou er vro
Ne garfen ket beza kiriek euz he maro.

PATRIK.

Mad eo karet ar vro, mad eo karet ar ouenn
Mez karantez ar C’hrist a dle beza e penn
An oll garantesiou.

NUZ.

An oll garantesiou.Ho kenteliou zo bet
D’am c’halon evel gliz d’ar bleun, hag em spered
Me gave d’in edo goulou deiz o para,
Ha pa dal e teuan ha ne welan netra.

PATRIK.

N’az peuz ket gouezet Nuz, diouall mad an haden
A ziouane ennout ken drant ha ker kempenn




NUZ.

Patrik livirit d’in hag eur bobl zo er bed
Ken truezuz e stad ha stad ar Vretoned

PATRIK.

Ne gredan ket e ve hini ebed ken trist.

NUZ.

Ha Breiziz evel pobl eo mab hena ar C’hrist
D’in me n’euz ket goall bell c’houi gomze evelse

PATRIK.

Ya en ober a riz.

NUZ.

Ya en ober a riz.Mar d’eo gwir an dra-se
Mar d’eo Hen ar Mestr braz, perak e lez e dud
Da veza gwall gaset gant gouezidi yud
Livirit d’in Patrik, rak me garfe gouzout
Perak ar C’hrist a jom heb diskouez e c’halloud

PATRIK.

Galloud ar C’hrist a bar war ouenn ar Vretoned
Rak p’o sko’vel m’her gra e tiskouez o c’haret

NUZ.

Skei hervezoc’h eta eo merk ar garantez.

PATRIK.

An tad pa sko e vab her gra gant digarez
Seul vui e vezer bet kizellet gant ar boan

Ha seul den e vezer : Eur bobl a vezo goan
Ma n’he deuz bet bïskoaz netra evit mezur
Nemed hervez he youl eurvad ha plijadur

NUZ.

Gwir eo !

PATRIK.

Gwir eo !Tud adarre.

NUZ.

Gwir eo ! Tud adarre.Potred Kerberenez
Ha re Gerradenek.


IV DIVIZ

GUY, ORVOEN, NINIAN, EDERN.

GUY.

Ha re Gerradenek.Ah ta Nuz dont a rez.

NUZ.

N’hellan ket !

ORVOEN.

N’hellan ket !N’hellez ket : Setu aze eur gont
Netra ne c’hell m’oar vad miret ouzid da zont.




NINIAN.

Ha goude ma rankfe mont war e varlochou
Peb arvoriad a dle mont da ouel Brengoulou

GUY.

Eun nebeud deizou zo ec’h heuilh ar Vretoned
Ha me zo sur o deuz troët fall e spered.

PATRIK.

Gant Breiziz eo ema breman ar sklerijenn
Hoc’h hini ’n he c’henver a zo tenvalijenn

GUY.

Gwelet a rit potred, kouezet oun war an tres
Nuz a zo touellet gant sorc’hennou hennez

EDERN.

E glevet am euz deac’h o komz gant disprijans
Euz Doueou ar vro.

NINIAN.

Euz Doueou ar vro.Koll a ra o doujans
O tarempredi re ar boued ar goun-man

GUY.

Me lavare ato oa da ziouall outan.

ORVOEN.

Ma vez anat ho peuz digoret ho kenou
Da skigna c’hoaz eur gomz eneb hon doueou
Diouallit.




NINIAN.

Diouallit.A hent all ni raio eur vransell
Gant skourrou hor gouez tann hag ar pewar avel
He c’haso deoc’h en dro.

GUY.

He c’haso deoc’h en dro.Stourm ouz an doueou
Ho kouzanv er vro-man !

ORVOEN.

Ho kouzanv er vro-man !Chom heb mont d’o goueliou
Ha klask zoken miret ouz ar re all da vont !

NINIAN.

Piou a welas biskoaz eun den ken divergont !

EDERN.

Deuz ’ta Nuz, mall eo mont.

GUY.

Deuz ’ta Nuz, mall eo mont.Mil malloz war da benn,
Enebour an Heol ruz. Diouall ouz da groc’hen

PATRIK.

Ne grenan dirak den ! dirak Doue her gran.
Ouz e gounnar hebken e tlefet ober van.
(O velet Nuz o vont da heul ar re all).
Hag ez ez ?

NUZ.

Hag ez ez ?Mont a ran. Kenavezo Patrik.




V DIVIZ

PATRIK e unan.

Ah ! tec’het a rez Nuz ! Krouadur reuzeudik
Rak eur ger az peuz aoun, rak eur zell e krenez
Rak tud hag az kourdrouz war an taol e sentez,
N’az peuz ket bet an nerz a ro ar Zakramant
Hag e plegez da benn d’an disterra tourmant.
Gant va deskadurez, dirak da zaoulagad
Tra nemed gleur ar C’hrist n’am euz gellet lakât
Ha krena ran breman o sonjal pa vezi
Pell diouzin, ar c’hleur-ze a c’hell dont da deuzi.
Perak ivez o Krist hol lezit evelhen,
’Evel eïn dianket, den ebed d’hor c’helen
Euz ar re a gargit da ren an eneou.
A dreuz strouez ar bed betek porz an nenvou.
Ma selaouit peden Wizur ha tud e lez
Kent pell c’houi vo meulet dre an Arvor a bez
Kent pell an drouized gant o falz doueou
A gollo o galloud war an oll sperejou
Kent pell an arvoriz n’o dô med eun Doue
Ha c’houi o Krist Jezuz a vo an Doue-ze.




VI DIVIZ

PATRIK, NAN.

PATRIK.

Sell te zo dizro, Nan ; bet out betek enno.

NAN.

Ya ! mez eur goall zarvoud ’zo digouezet hizio
Epad m’edo Goulc’hen o vesaat an denved
Et stank Kerliviri, tri bleiz zo bet saillet
Euz a goat Kervenguy.

PATRIK.

Euz a goat Kervenguy.Tri bleiz e kreiz an deiz ?

NAN.

Da dri euz hon lôned o deuz roet lojeiz
En o skrinou marlonk. Ha Goulc’hen zo bet brao
Dezan pa n’eo ket bet taget mui ’get ne d’eo
O lakaat anezo da reusteuler o fred.

PATRIK.

Goulc’hen zo bet dantet ?

NAN.

Goulc’hen zo bet dantet ?Netra’. N’euz drouk ebed.




PATRIK.

Mad ! Gwell a ze. N’euz forz arabad eo gortoz
Evit dizrei d’ar gear ma vezo deuet an noz.

NAN.

Eozen ’ zo diblaset eun tachad mad a zo
Gant ar moc’h, ha Goulc’hen abarz pell a vezo
Keit hag hen. Ar c’hezeg a deu gant an hent doun
Hag al lôned korn zo breman er c’hreac’h sounn.

PATRIK.

Mad eo !


VII DIVIZ

PATRIK, NAN, ARZEL, SENY, UFFOL ha FREGAN.

ARZEL.

Mad eo!Patrik ?

PATRIK.

Mad eo! Patrik ?Petra ?

ARZEL.

Mad eo! Patrik ? Petra ?Eun toullad laeron-mor
A deu warzu aman ; e kichen stank al lor
Emaint o tiskuiza.




PATRIK.

Emaint o tiskuiza.Hag int eur maread ?

ARZEL.

N’eo ket bet tost d’in chom d’o c’honta ! eo m’oar vad.

PATRIK.

Grit d’an tri all sevel ha klask o c’hlezeier
Ha lemmit ho koafou[4] ma c’hortozimp al laer.
(Da Nan)
Kemer da gorn boud-arm ha boud dre ar c’hoajou
Ma vo spountet yan zaoz gant trouz an ekleoiou.

NAN.

Emaint o tont, klevit !

SENY.

Emaint o tont, klevit !Gourinadek a vo.

UFFOL.

Lez anezo da zont.

SENY.

Lez anezo da zont.Kan a glever ganto[5],

ARZEL.

Bremaïk da gredi eo e kanint eur zon all.




UFFOL.

Gwelet a raínt bremaik ha ni c’hoari da fall.

FREGAN.

Ah ! Potred, en ho raok eur wech hon deuz tec’het
Mez ne dec’himp ket ken.

UFFOL.

Mez ne dec’himp ket ken.Goad ho pô d’ho sec’hed.

ARZEL.

Tostaat a reont !

FREGAN.

Tostaat a reont !Oh mad ! laoskit i, loskit i
Mez e leac’h kik kristen a gavint da zibri...

PATRIK.

Fazia a ran kalz mar d’eo eur c’han brezel
Ar pez a vez klevet euz an traon o sevel.

NAN.

Unan, daou, tri. — Sell ’ta, na pebez gwiskamant.

ARZEL.

Toucherou zo ganto da zestum hon arc’hant.

FREGAN.

Oh ! sell’ta marzuz eo ! Drouized int glaoustre
O vont da c’houel an heol.




NAN.

O vont da c’houel an heol.Ya, n’ho deuz ken doare.

PATRIK.

Fazia a ran kalz’ mar d’eo gwir laeron-vor
Tud hag a zo gwisket e giz Menec’h Bangor.


VIII DIVIZ

Ar re a oa kent

Paol hag eur manac’h yaouank
Ha tri denjentil yaouank

KOLUMBAN, KIERAN, ha SAN.

PAOL.

En han’ an Tad ar Mab hag ar Spered Santel
Bezit oll benniget gant Doue ar brezel.

PATRIK.

Ya daoulagad trellet zo gaouïad marteze ;
Ha gwir eo e vefe beleg ar C’hrist aze ?

PAOL.

Me eo beleg ar C’hrist a red mor ha measiou.
Evit kaout da gelenn eun nebeud eneou
War urz an nenv kaset teir gwech betek ennon
Am euz kuiteat Breiz-Veur evit diskenn e Leon

Da fuilla er c’horn-man va c’homzou ha va foan
Ma teuio warnezo, kristenien da ziouan.

PATRIK.

Kannad ar C’hrist, d’o treid skuizet gant ar bale
Hol lezit da bokat an eil goud’egile.
(pokat a reont).
Rak ni a zo ivez ginidik euz Breiz-Veur
Hon deuz kuiteat hor bro, tizet gant an dizeur.

PAOL.

Anat eo diouz ho yez n’oc’h ket eun arvoriad.

PATRIK.

Nan, ni zo Bretoned, ha kristenien, va zad.
Mez eur pennadik-zo hor beleg zo marvet
Hag abaoue hor mestr ha ni zo glac’haret
Ha bemdez e pedomp hag emaomp o c’hedal
Ma plijo gant Doue rei deomp eur beleg all.
Ha ! red eo koll eun dra araok gellout anaout
Pebez talvoudegez, mad awalc’h a c’hell kaout !

PAOL.

Pe hano’n deuz da vestr ?

PATRIK.

Pe hano’n deuz da vestr ?Wizur eo e hano.

PAOL.

Ha bras eo e c’halloud ?




PATRIK.

Ha bras eo e c’halloud ?Oll Vretoned ar vro
A anav anezi, ha n’eo ket souezuz,
Rak dispar eo an den : kalonek ha nerzuz,
Speredok ha kristen, ne vank netra dezan
Evit beza doujet.

PAOL.

Evit beza doujet.Ha tudou ar vro-man
A bleg dezan ivez ?

PATRIK.

A bleg dezan ivez ?N’o deuz an arvoriz
Mestr ebed evit gwir ; peb hini ra d’e c’hiz.
Ury o Roue-meur a zo deuet kabac’h
Ha n’en deuz nerz ebed pa zav eun tamm dispac’h
Evit lakaat ar peoc’h : an Drouiz eo a zo
Abaoue meur a vloaz o kas an traou en dro.

PAOL.

An drouiz ? Drouized’ zo c’hoaz aman e kus ?

PATRIK.

Eur gouel a reont hizio en henor d’an heol rus.

PAOL.

E p’ leac’h ema Wizur ?

PATRIK.

E p’ leac’h ema Wizur ?E Kastell pe e Baz
Ema o chom.



 

PAOL.

Ema o chom.Mad eo !

PATRIK.

Ema o chom. Mad eo !Ni a c’hell mont d’ho kas.

PAOL.

Karout a rafen mont ember betek ennan.

PATRIK.

Araok ma vô re noz c’houi welo anezan.
Ni eo e vesaerien a vez gant e lôned
O redet ar c’hoajou leac’h ma vezomp lezet
Da vont. Eiz dez a zo emaomp o redet bro ;
Fenoz ema ganeomp adarre an dizro
D’ar gear !
(D’e genvreudeur).
D’ar gear ! Starnit raklal pemp loan d’an aotronez
Hag eun all evidon ma ’z’in d’o c’has d’al lez.
{Ar vesaerien a en em denn).

PAOL.

Kalz Breiziz oc’h aman ?

PATRIK.

Kalz Breiziz oc’h aman ?Pewar ha c’hweac’h ugent
Edomp o tont el lestr, tri bloaz vô d’an Asvent.
Ar vro-man oa re vraz diouz an dud oa enni,
Rak evel e Breiz-Veur aman ar gouezidi

O deuz great eun dismantr euz ouenn an Arvoriz
Ha betek hen hon deuz gellet ober hor giz,
Den n’en deuz c’hoaz kavet e oamp a re ’n eur vro
Zo bet touzet ker berr gant falc’h dir ar maro.
Ar pez a c’hell lakaat an tabut da ziroll
Eo dre ma fell dezo hor gwelet o vont oll
Hizio da c’houel an heol a reont tostik aman
Ha n’omp ket evit mont wardro lidou pagan
Anez trei kein d’ar C’hrist, ar pez ne raimp biken.

PAOL.

Nan n’oc’h ket evit mont da oueliou digristen.

PATRIK.

Hag am euz aoun spountuz rak potred ar c’hil krog,
Ar re-ze ’n eur dremen dreist oll a gomzas rog :
« Prim e vijemp rinset euz ar vro emezo
« Ma n’oa ket mad deomp mont da ober eveldo. »
A drugarez Doue, emaoc’h ganeomp breman.

PAOL.

Fisiit en ho tivreac’h hag er C’hrist da gentan.

PATRIK.

Mirit en han Doue, na beurgasfet hor gouenn.

KOLOMBAN.

Eun toullad bugale, Aotrou Paol o tremen.




PATRIK.

Da ouel an heol ez eont ar vugaligou paour
O kas gantan dezan kurunennou bleun aour.


IX DIVIZ

PAOL, PATRIK hag ar Vugale

PAOL.

Tostaït bugale, n’eo ket da deoc’h kaout aoun.
C’houi zo mignon d’in-me, na spountit ket raozoun.
Pe leac’h ho peuz kavet ho pleuniou alaouret ?

BENEN.

E stank Kerliviri hon deuz o destumet.

PAOL.

Deuz aman ’ta d’am c’haout, potrik e benn tenval
Ha me lakaï d’eoc’h oll, merk ar C’hrist war ho tal.

BENEN.

Ar C’hrist, piou eo hennez ?
(Benen da Neventer, ar binanna).
Ar C’hrist, piou eo hennez ?Deuz ’ta.

NEVENTER.

Ar C’hrist, piou eo hennez ? Deuz ’ta.Aoun !!!

BENEN.

Ar C’hrist, piou eo hennez ? Deuz ’ta. Aoun !!!Deuz atao.




PAOL.

Ar C’hrist eo mab Doue.

BENEN, da Neventer.

Ar C’hrist eo mab Doue.Hennez n’eo ket drouk.

NEVENTER.

Ar C’hrist eo mab Doue. Hennez n’eo ket drouk.D’eo.

BENEN.

Galloudek eo ar C’hrist ?

PAOL.

Galloudek eo ar C’hrist ?Divent eo e c’halloud
Ha pewar c’horn ar bed a c’hell e zourn tizout.

BENEN.

Hag e lagad ivez a wel keït hag an heol ?

PAOL.

Pelloc’h va bugale, hennez a wel dre oll

DIDER.

En noz e wel ivez ?

PAOL.

En noz e wel ivez ?Koulz en noz hag en deiz.

BENEN.

Ne gousk pennad ebed ?




PAOL.

Ne gousk pennad ebed ?Hennez ne vez ket skuiz.

HERVE.

Ne c’heller ket neuze mont da guzet outan ?

PAOL.

E zell a c’hell para er c’hornou kuzetan.

BENEN.

Aman’ man.

PAOL.

Aman’ man.Aze’ man.

DIDER.

Aman’ man. Aze’ man.A hon ?

PAOL.

Aman’ man. Aze’ man. A hon ?Ya.

HERVE.

Aman’ man. Aze’ man. A hon ? Ya.Da hont pell
War ar goabrenn.

PAOL.

War ar goabrenn.E kerz war eskell an avel.
Hennez eo a laka ar mor bras da grozal
Hag e kreiz ar goabrenn ar gurun da strakal.




EFFLAM.

Oh ! na pebez Doue !

BENEN.

Oh ! na pebez Doue !N’eo ket ken gallouduz
Evelato ha m’eo er vro-man an heol ruz.

PAOL.

Gallouduso^h eo kalz ; an heol zo eur benvek
A hej hag a zihej e zourn oll c’halloudek.

EFFLAM.

Ha c’houi a gar ar C’hrist ?

PAOL.

Ha c’houi a gar ar C’hrist ?E veleg oun va mab,
E c’halloud zo ganen, ha goude an dibab
En deuz great ac’hanon, penaoz n’her c’harfen ket.

BENEN.

C’houi eo beleg ar C’hrist ?

PAOL.

C’houi eo beleg ar C’hrist ?Me eo !

HERVE.

C’houi eo beleg ar C’hrist ? Me eo !M’em euz klevet
Va mamm o lavaret emaoc’h wardro Kastell
Pe Vaz o chom.




PAOL.

Pe Vaz o chom.Me zo o tont euz eur vro-bell.

BENEN.

Euz a Geraez !

PAOL.

Euz a Geraez !Pelloc’h.

EFFLAM.

Euz a Geraez ! Pelloc’h.Euz a Wened !

PAOL.

Euz a Geraez ! Pelloc’h. Euz a Wened !Pelloc’h
Euz Breiz-Veur.

ENEOUR.

Euz Breiz-Veur.Euz Breiz-Veur, ha breman e chomoc’h
Er vro-man ?

PAOL.

Er vro-man ?Chom a rin.

DIDER.

Er vro-man ? Chom a rin.Ha petra reoc’h aman

PAOL.

Prezeg ar C’hrist va mab, ma karfot anezan.




HERVE.

Beleg ar C’hrist eme va mamm a ya da vleiz
Bep loar nevez hag a zebr ar vugale geiz
A bella diouz ar gear

PAOL.

A bella diouz ar gearAn dra-ze a zo gaou
Beleg ar C’hrist ho kar kement hag ho mammou

ENEOUR ha BENEN.

Kement hag hor mammou ?

PAOL.

Kement hag hor mammou ?Ha kalz muioc’h zoken.
 

EFFLAM.

Ho Krist hag hen a gar ac’hanomp ?

PAOL.

Ho Krist hag hen a gar ac’hanomp ?Ya laouen !

EFFLAM.

Neuze ni a deuio divezatoc’h d’ho kaout
Ho Krist p’eo gwir hor c’har a garfemp da anaout

BENEN.

Hizio eo mall deomp mont étrezek an tantad
Troz a c’hellfemp klevet ma vefemp divezad




PAOL.

Kenavo bugale, ra vezoc’h benniget
Gant ar C’hrist

AR VUGALE.

Gant ar C’hristKenavo.

BENEN.

Gant ar C’hrist Kenavo.Breman vô red redet

SENY (Eur mesaer).

Al lôned aotronez a zo ouz ho kortoz

PATRIK.

E Kastell e vezimp araok ma vo re noz.


fin an arvest kenta.




II ARVEST

————

I DIVIZ

PRIMEL, ERWAN, DIVI, JERMEN, SULIAU ar barz, PATERN ar c’haner koz, Bugale.

PRIMEL.

Ah ! na pegen didrous eo hizio ar c’hastell !

ERWAN.

N’euz nemed trouz fraoed o strakal o eskell
Ha soroc’h ar wiz kos o rodella er fank
O c’hervel war he lerc’h he forc’helled yaouank

JERMEN.

Sal e vefe bemdez gouel an heol en dervenn
Neuze ne vefe ket marteze ken torpenn
Beva wardro aman.

DIVI.

Beva wardro aman.Brao omp en em gavet
Etouez ar baganiz.




ERWAN.

Etouez ar baganiz.Bah ! red eo kemeret
An dud evel m’emaint.

PRIMEL.

An dud evel m’emaint.Edoug an noz edont
Wardro ar wezenn dann, o youc’hal ma oa spont
O c’hlevet.

DIVI.

O c’hlevet.O pedi eo e oant evelse

PRIMEL.

Pounner glev rank beza o doueou neuze

ERWAN.

Arabad eo deomp klemm, pa neuz ket re a dro
Brao eo pa c’houzanvont achanomp barz ar vro

JERMEN.

Ah ! penaoz n’oc’h ket eat d’an dervenn da vragal
Hizio ganto dioc’hu, p’o c’harit kement all.

ERWAN.

Perak n’o c’harfen ket ? Paganiz int gwir eo
Mez ha gwellaat a raint o kasaat anezo.
Eleac’h beza dalc’hmad o klask kement a c’hell
Lakaat trouz ha tabud etrezomp da zevel
Perak ne glaskfemp ket evit beza krenfoc’h

Da stourm ouz ar zaozon, en em glevet pelloc’h
Ganto !

DIVI.

Ganto !Gant paganiz !

JERMEN.

Ganto ! Gant paganiz !Tud mil milliget
A vez gant dourn Doue ken stris all kastizet !

PRIMEL.

Ankounac’heat ho peuz ar pez a c’hoarvezas
E kear Iz n’euz ket pell edoug ar goueliou bras

SULIAU.

Ar mor en e gounnar lammet dreist ar sklujou
A weledas ar gear e kreiz he dizursiou.

Petra zo’ nevez e kear Iz
Ma zeo ker foll ar yaouankiz
Ma klevan me ar biniou
Ar bombard hag an delennou ?

N’euz e kear Iz netra nevez
An ebatou a vez bemdez
N’euz e kear Iz nemed traou koz
An ebatou a vez bennoz

Bodennou drez zo diouanet
Dor an iliz a zo prennet
Ha war ar beorien o ouela
Ec’h hisser ar chas d’o drailla.




Ahes merc’h d’ar Roue Gralon
Tan an ifem en he c’halon
Er penn kenta euz an diroll
A gas d’he heul ar gear da goll.


ERWAN.

Ar baganiz n’int ket oll’evel tud kear Iz
Anaout a ran dija etouez an arvoriz
Tud hag a vo gellet eaz awalc’h dont abenn
D’o lakaat da gemer dizale hor c’hredenn
Nemed vo red diskouez e karer anezo.

JERMEN.

It eta d’an dervenn da brezek dirazo !

ERWAN.

Me ! n’emaoun ket e tro ! Pa blijo gant Doue
Digas deomp beleien e raint al labour-ze

JERMEN.

Ac’han di ’e c’helli, paterat meur a dro !

PRIMEL.

Mervel a raimp aman heb beleg war hon tro.

DIVI.

Koulz oa beza chomet e bro goz hon Tadou
Goude ma vijemp bet lakeat oll a dammou
Neuze da vihana o koueza en dachenn
Ne vijemp ket marvet heb gras an absolvenn.




JERMEN.

Bah! lez ar sonjou ze pell diouzit da nijal
P’emaomp aman emaomp ha n’eo ket e leac’h all.
Kemer da delenn barz ha sav eur ganaouenn
A vo goest da lakaat hor c’halonou laouenn.

SULIAU.

Amzer ar blijadur, siouaz zo tremenet
Penaoz e kanin deoc’h, va zelenn zo merglet
Ha va c’halon a ouel, noz deiz a ouel em c’hreiz
O welet pegement eo diskaret hor Breiz.

ERWAN.

Ah ! piou a oar !... gwellaat a raï an traou da vont
Barz kemer da delenn ha kan ar vro da zont.


II DIVIZ

PRIMEL, ar GEDOUR, DIVI, JERMEN.

PRIMEL.

Ar gedour o tiskenn — nevezenti a zo
Gantan. — Ah ! ta gedour hag a nevez er vro ?

AR GEDOUR.

Patrik a deu d’ar gear ha tud war varc’h gantan.




DIVI ha PRIMEL.

Patrik ken abred all !

AR GEDOUR.

Patrik ken abred all !Menec’h int a gredan.

DIVI ha PRIMEL.

Menec’h o tont aman ?

AR GEDOUR.

Menec’h o tont aman ?Ya pa lavaran deoc’h
Emaínt o tont d’an neac’h, dizale ho gwelfoc’h.

Ar gedour a ya kuit.


JERMEN.

Mad biskoaz kement all. — Pa gomzer euz ar bleiz...


III DIVIZ

Ar re a oa kent PATRIK ha PAOL hag e dud ouspenn.

PATRIK.

An Aotrou zo er gear ? Eur beleg euz a Vreiz.
A zo o tont d’e glask.




DIVI ha PRIMEL.

A zo o tont d’e glask.Eur beleg !!

SULIAU.

A zo o tont d’e glask. Eur beleg !!Eur breizad !!
Pokat a reont d’e dreid.

PAOL.

Doue r’ho pennigo. jermen, divi, primel, suliau, erwan

jermen, divi, primel, suliau, erwan.

Doue r’ho pennigo.Bennoz Doue deoc’h Tad.

ERWAN.

An Aotrou n’eman ket er c’hasteil en de-man
D’an Enez Vaz eo eat er gentaou.

KOLOMBAN.

D’an Enez Vaz eo eat er gentaou.Pell eman
An Enez ze’ c’halenn ?

ERWAN.

An Enez ze’ c’halenn ?Nan, n’ema ket gwall bell.

JERMEN.

N’eo netra mont dre vag pa vez mad an avel.

ERWAN.

Chomit eur pennadik da ziskuiza aman.
Hag ember ni yelo d’ho kas betek ennan.

E Baz pell diouz an trouz o lenn hag o skriva
Hag o pedi Doue e kar hor mestr beva.

JERMEN.

N’oun ket penaoz e pad.

DIVI.

N’oun ket penaoz e pad.Kaout a rai e varo
Er c’hos toull kutez-ze

PRIMEL.

Er c’hos toull kutez-zeAn dragon hel lounko
Gwelet a vezo great.

PAOL.

Gwelet a vezo great.Eun dragon zo e Baz ?

PRIMEL.

Eun dragon zo eno.

DIVI.

Eun dragon zo eno.Chê ! n’her gwiec’h ket c’hoaz.

PAOL.

Ar wech kenta eo deomp da glevet kement all.

PRIMEL.

Eul lagad ruz heb ken dezan e kreiz e dal,
Skantou glaz ha kalet tro wardro d’e ziouskoaz
Ha kement pe vrassoc’h hag eur c’hole daou vloaz

E lost kordigellet evel eur vins houarn
Hag e c’hinou marlonk digor rez e ziskouarn
Skilfou gwenn kann enni ha lemmet a zoare

KOLOMBAN.

Ha Wizur a gred mont da jom di daoust da ze.

JERMEN.

Arabad deoc’h kredi e vijemp bet lezet
Da deuler troad er vro anez d’al loan devet
M’omp karget da ziouall.

PRIMEL.

M’omp karget da ziouall.Wizur a fell dezan
Kaout an tu da derri e benn ifern outan,
Ha kaër en deuz poania ne c’hell ket dont a benn
Euz e daol : ar birou ne zankont ket zoken
En e groc’hen, ha p’en em gaver d’e c’hlaza
Nemed mont en egar goasoc’h goasa ne ra,
A zaill e lamm warnoc’h hag en eur c’henaouad
Emaoc’h lonket gantan.

SAN.

Emaoc’h lonket gantan.Arabad mont di tad,
Ne fell ket d’in beza debret gant an dragon.

KOLOMBAN.

Galloud an Tad zo bras, arabad d’id kaout aon
Ankounac’heat az peuz ar burzudou dispar
En deuz great abaoue m’emaomp gantan war var

Euz an amzer da zont, taol distaol euz eur vro
En eun all,

KERAN.

En eun all,Ya ! an Tad, adarre hor miro

SULIAU.

Kenvroïz pa deuit euz bro goz hon Tadou
Livirit deomp penaos ema eno an traou ?

PAOL.

Ne wella ket an traou da vont c’hoaz e Breis-Veur

SULIAU.

Atao ema an tan, atao ema’n dizeur ?

PAOL.

Atao,

SULIAU.

Atao,Atao ema al lagerez ?

PAOL.

Atao, Atao ema al lagerez ?Atao.

KOLOMBAN.

Ar zaozon digernez a zo bemdez war zao

SULIAU.

Mil malloz war o fenn ? — Perak n’omp ket chomet
Da stourm betek mervel en hor bro mahomet

Gant ar zaoz milliget.

ERWAN.

Gant ar zaoz milliget.Da beurlaza hor gouenn

PAOL.

Heb gouenn ar Vretoned, Breiz n’eo Breiz ebed ken.
E leac’h m’ema ar ouenn, eno ema ar vro.

ERWAN.

N’oa Breiz ebed aman, ni breman her graio,
Ha p’eo gwir oc’h deuet, hiviziken netra
Euz ar pez a zo red kaout da ziazeza
Eur vro ne vank deomp ken !

JERMEN.

Eur vro ne vank deomp ken !Piou oc’h hentchas aman ?

PAOL.

Dourn Doue am renas ha sentet’ meuz outan

JERMEN.

N’oc’h deuet nemed pemp en o lestr euz Bro-Breiz

PAOL.

Daouzek beleg e oamp ha tud all c’hoaz eleiz
Zo chomet e Porsall da c’hedal ma vin bet
O kaout Pennou ar vro :




ERWAN.

O kaout Pennou ar vro :Ra vô Doue meulet
Rak evel ma laka d’ar bugel d’e zevel
Eur vamm garantezuz e kichen e gavel
’Velse d’ar Vretoned harluet euz o bro
E ro eur Vreiz nevez ha Sent hag he savo



IV DIVIZ

Ar re a oa kent, AR GEDOUR.

AR GEDOUR.

Daou bôtrik yaouank flamm a zo e tal an nor
Anter zihalanet hag a c’houlenn digor.
Euz a ouenn tud jentil a gredan int ganet
Kaer eo o gwiskamant ha kaeroc’h o gened.

ERWAN.

Mad diskenn ha digor ha gra dezo pignat
Ma vô gwelet piou int.

Ar gedour a ya kuit.




V DIVIZ

Ar re a oa kent, NUZ ha TELO.

PATRIK.

Ma vô gwelet piou int.Nuz ha Telo m’oar vad,
Te eo Nuz !

NUZ.

Te eo Nuz !Ya me eo ! ha Telo zo ganen
Deuet hon daou d’ar red adalek an Dervenn
Evit lavaret deoc’h ema an arvoriz
Kounnaret oll spountuz o tont aman gant tiz

ERWAN.

Kounnaret ha rak piou ha perak ?

TELO.

Kounnaret ha rak piou ha perak ?Eneb deoc’h.

PRIMEL, ERWAN.

Eneb deomp ?

TELO.

Eneb deomp ?Oh ! tec’hit buhanna ma c’helloc’h
Nemeur e talefoc’h e vo re zivezad,
Sur mad !




ERWAN.

Sur mad !Ha petra ra d’an dud-ze hor c’hasât
Kement all !

TELO, Nuz epad an amzer-man a zello kenan ouz Paol.

Kement all !An Drouiz en deuz o fennfollet
O lavaret dezo bremaìk edo kollet
Ar vro ma c’houzanfjet enni eun den hebken
Ha ne bleg ket e c’hlin war dachenn an dervenn
Ha toui ruz glaou tann o deuz great oll raktal
E vije benn an noz great d’ho mell kein strakal
War gerreg an torraod.

PAOL.

War gerreg an torraod.Na spountusa kelou

ERWAN.

Va goad em izili a skourn ouz ho selaou.

AR MANAC’H.

Betek pegoulz o Krist e vezimp evelhen
Taol distaol euz an eil lac’hadek en eben.

NUZ.

Ni ne gredomp ket ken e beleien a zo
O brasa plijadur gwelet goad dirazo
Doue a zo Doue abalamour m’eo mad
Ha klask a ran e skeud en neb zo e gannad
Ha set’aze perag omp diredet d’ho kaout
Ha da vervel ganeoc’h.




PAOL.

Ha da vervel ganeoc’h.Danvez eur c’hristen out

PATRIK.

Setu beleg ar C’hrist ! Nuz !

TELO.

Setu beleg ar C’hrist ! Nuz !Ah ! Ah ! pell a zo
Edomp ouz ho kedal da zigouezout er vro.

PAOL.

Bennoz ar C’hist warnoc’h ho taou va bugale
Ha ra vezo Jezuz laouen ouz hoc’h ene

NUZ.

Mar plij ganeoc’h lakaat an dour sakr war hon tal
E varvimp vel m’eo dleet hag e varfemp raktal

PATRIK.

Tec’homp buhan buhan ; divezatoc’h e Baz
An Tad a raï warnoc’h gant an dour sin ar groaz
Pe mar plij gant ar C’hrist e varfec’h er stourmad
Nemed kaëroc’h a ze badezet en ho koad
E vefoc’h da bignat etrezek ho Toue.

ERWAN.

D’an traon goazed d’ar red. Sammit ar vugale




JERMEN.

Arabad eo tec’het, aman emaomp e tro
D’en em zifenn gwelloc’h a eneb ar maro
Eget e neb leac’h all. Ar mogeriou zo mad
Hag an noriou zo krenv. Arabad eo kuîtât
Ar c’hastell koz.

PRIMEL.

Ar c’hastell koz.Nan nan, arabad mont da Vaz
Eno ema’n dragon hol lonko’n e gof bras,

DIVI.

Arabad mont, tra tra !

ERWAN.

Arabad mont, tra tra !Ne c’hellimp ket harpa
Aman nemeur e vo a dud ouz hor c’hilha.



VI DIVIZ

Ar re a oa kent, AR GEDOUR.

AR GEDOUR.

An hent a ziabell zo fuyen warnezan
Hag eur strollad goazed a deu d’ar red aman

PATRIK.

O Krist diskouez ha te gar c’hoaz ar Vretoned
Pe c’hoant az peuz e ve o gouenn peur-zismantret.




ERWAN.

Ma n’hor mirit c’houi ket, o Krist piou hor miro.

SULIAU ha PRIMEL.

Komzit dezan Aotrou hag hen ho selaouo.

PAOL.

Va fedennou d’in-me zo dister bugale.

SULIAU ha PRIMEL.

Pedennou piou a dal, ma ne dal ket ho re.

ERWAN.

Pedit epad ma vimp o tiouall an noriou
Arabad eo skourni, dillo d’an traon tudou.

Erwan, Primel, Divi ha Jermen a ziskenn d’ar red.





VII DIVIZ

PAOL, hag e dud, PATRIK, PATERN hag ar Vugale.

KERAN.

Ho kannad euz an nenv deoc’h en deuz lavaret
Edo ar vro laouen prest d’ho tigemeret,
Edo ar Vretoned hag an Arvoriz paour,
O c’hedal diganeoc’h kaout ho kenteliou aour.
Hag hen-man eo breman an digemer laouen
A c’hedec’h en Arvor.




PAOL.

A c’hedec’h en Arvor.Doue a zo ganen
P’en deuz hen lavaret : ne grenan rak netra
An heol gant ar goabrenn pa vez en e gaëra
A vez kuzet. Komzou Doue a sked bepred,
Hag en o sklerijenn kendalc’homp da gerzet
Heb enkrez hag heb aoun.

SAN.

Heb enkrez hag heb aoun.Ne fell ket d’in mervel
C’hoaz, re dost e kavan eo va bez d’am c’havel.



VIII DIVIZ

PEDENN SANT PAOL.

O Krist meur, o Doue, ro skouarn d’am selaou
Ha teurvez euz da lez gwelet hon trubuillou.

En amzer gos Breiz-Veur a oa d’ar Vretoned
En aner e klaskjont he c’haout ar Romaned
Breiziz a stourme goenv ha da zen ne blegjont,
Nemed deoc’h c’houi o Krist da genta her grajont.

Ar gwir hag ar furnez a ziouanas e Breiz,
Ha ker kaer santelez a vleunias en o c’hreiz,
Ma c’helljot lezhenvel Breiz-Veur, enez ar zent ;
Mez d’ho kourc’hemennou kalz a deuas dizent.




Kaër a oa o embann ne reat ket ken diouto
Re zinerz e kavet an diskoaz diouz o yeo
Hag ez eat digabestr da heul ar goall dechou
Heb gouzout ez edot oc’h hada had daëlou.

Neuze da gastiza ho pobl muia karet
Ho peuz laosket warnan ar zaozon da redet
Ha dindan o fraillou a zourne a zoare
Pennou ar Vretoned a vil vern a goueze.

Goasket eo bet Breiziz vel ma wasker rejin
Da lakât anezo da redet rus ar gwin.
Hon Tadou en hor raok zo maro er stourmad
Ni zo bet taol distaol, gwasket, gwasket dalc’hmad.

Breman p’hon deuz gellet tec’het kleze ar zaoz
Ha lakat etrezomp hag hen ar mor da vaoz[6]
Daoust ha breman dres eo e vô red deomp mervel
Kerkent ha m’omp pelleat diouz douar hor c’havel ?

Nan, nan, nan, nan, o Krist, nan nan, arabad eo
Lezel an arvoriz d’hor sebelia ez-veo
En aoun ne lavarfent o welet hor c’hollou
Eo dinerz hon Doue e skoaz o doueou.

Nan, nan, arabad eo lezel ouenn ar Vreiziz
Da veza dismantret dre zourn an Arvoriz
Rak gant an diveza euz hor gouenn a varvo
Euz ar vro-man er bez hoc’h hano a yelo.




Evidon-me baoue ma zeuz buez ennon
Evidot Krist hebken, e tridas va c’halon
Kwiteat am euz peb tra, va zad, va mam, va bro,
Evit senti ouzid betek pred ar maro.

Great am euz tra peb tra, evit heul da ursiou
Deuet oun en Arvor dreist dounder ar moriou
Sentet am euz ouzid d’id da zenti ouzin
O viret na drofe an traou war an tu gin.

Ma teurvezit selaou pedenn ar Vretoned
Biken gant ar ouenn-ze ne vefoc’h dizonjet
E leac’h ma c’hell an heol kas e vannou skedus
Breiziz a brezego, hoc’h hano deoc’h Jezuz.

Paol a gouez d’an daoulin.





IX DIVIZ

Ar re a zo chomet gant Paol a gan :

O Krist Jezuz, c’houi zo el levenez
Sellit ouzimp rak ni zo en enkrez.

En enkrez emaomp oll, na vê hor gouenn dismantret
C’houi hebken Aotrou Krist, breman a c’heil her miret.

Hon Tadou koz gwechall en hoc’h eneb a bec’has
Hon Tadou n’emaïnt mui, mirit ac’hanomp diouz laz.

Ni zo evel an eïn etre skilfou ar bleizi
Ma n’hor sikourit ket diframmet e vezimp-ni.




Eiz mab am euz ganet seiz er vrezel so marvet
Ho ped truez ouzin laoskit ganen an eizved.

Evel bleuniou tener falc’het araok ar mare
Nemed urz a rofec’h ni a woenvo dizale

Ar bugel-man zo glan, klevit eta e lenvou
Mirit n’hen defe glas, ho mignonik eo Aotrou



X DIVIZ

Ar re a oa kent, PRIMEL hag ERWAN ouspenn.

PRIMEL, o tont d’ar red.

An arvoriz er porz, dor ar c’hreac’h zo torret
Diskennit gant ar vins.

AR RE VIHAN.

Diskennit gant ar vins.O Tad emaomp kollet

ERWAN.

Kemerit dre aman...

PAOL.

Kemerit dre aman...Diskennit da genta

ERWAN.

An hent dindan zouar a gas d’an aod tosta
Hag er bigi da Vaz, eno e vimp suroc’h.




PAOL.

Ya betek Baz ez aïmp, ne dec’himp ket peîloc’h.

ERWAN.

Klevet a rear o tont d’an neac’h potred ar rïns.

PAOL (da unan hag a gemer an hent fall).

N’eo ket aze eo mont, ama ema ar vins.



XI DIVIZ

AN ARVORIZ.

Deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, deomp d’ar gad.
Deomp breur, deomp kar, deomp mab, deomp tad
Deomp, deomp, deomp oll, deomp ta tud vad.

Kalon vit lagad, penn vit breac’h
Ha laz vit blonz, ha traon ha kreac’h
Ha tad vit mab, ha mam vit merc’h

Dao ! d’ar gristenien dilidou
Ra varvint oll a strolladou
Diskaret gant hon doueou.

KADOUR.

Aman n’euz den ebed, goullo eo ar gaoued




MILLOUR.

Eun tu bennag michans ema al lapoused

KADOUR.

Lapoused heb eskell a zo eaz da dapa
Araok, araok potred arabad ehana.

Rod ar vilin a valo flour
Gant goad ar venec’h elec’h dour
Araok potred ha prim peb gour.

Dao ! dao ! dao ! dao ! arvoriz vad
Dao ! ma vô beuzet en e c’hoad
Betek an diveza breizad.




fin ar eil arvest.




III ARVEST

————

I DIVIZ

WIZUR hag e FLOC’H war an tevenn.

WIZUR.

Mad kaër am euz sellet, ne welan den floc’hig.

AR FLOC’H.

O vont da zouara edont aze bremaik
En aot doun koulskoude !

WIZUR.

En aot doun koulskoude !N’euz den war an tevenn.

AR FLOC’H.

N’o deuz ket bet amzer da vont pell ac’halenn
Epad m’oun bet tec’het da vont betek ennoc’h
Rak great am euz dillo va zro m hen asur deoc’h.
....
Ah ! setu i Aotrou !




II DIVIZ

WIZUR hag e floc’h, PAOL hag ar Vretoned.

PAOL.

Ah ! setu i Aotrou !Doue r’ho pennigo.

WIZUR.

Beleg ar C’hrist hoc’h c’houi ?

PAOL.

Beleg ar C’hrist hoc’h c’houi ?Ya da ! me eo !

WIZUR.

Beleg ar C’hrist hoc’h c’houi ? Ya da ! me eo !C’houi eo
Ah ! pelloc’h eo plijet gant Doue hor selaou
Ha lakât da baouez hol lenv hag hon daëlou.
Mil meuleudi dezan.

PAOL.

Mil meuleudi dezan.War e urz zo deuet
Teir gwech betek ennon ; oun euz va bro tec’het
Da zont betek aman !

WIZUR.

Da zont betek aman !Mez ouz piou e komzan ;
C’hoant am euz da lavaret ec’h anavezan
Ac’hanoc’h. Ha n’eo ket c’houi eo mab Perphius
Penn-ohen ?

PAOL.

Penn-ohen ?Eo da !




WIZUR.

Penn-ohen ? Eo da !Paol ?

PAOL.

Penn-ohen ? Eo da ! Paol ?Ya!

WIZUR.

Penn-ohen ? Eo da ! Paol ? Ya!Na tra souezuz
Henvelep goad a red ennomp hon daou eta
Ho tad ha va hini a oa breudeur.

PAOL.

Ho tad ha va hini a oa breudeur.Petra ?
Pa lavare Patrik hoc’h hano d’in gentaou
Edon pell diouz sonjal ennoc’h Wizur m’hen tou.
M’ho krede c’hoaz e Breiz ?

WIZUR.

M’ho krede c’hoaz e Breiz ?Den ebed ne garfe
Chom eno gant ar Zaoz.

JERMEN.

Chom eno gant ar Zaoz.Hag aman dizale
E vezimp c’hoaz falloc’h.

WIZUR.

E vezimp c’hoaz falloc’h.Aman !




JERMEN.

E vezimp c’hoaz falloc’h. Aman !An arvoriz
A deu warnomp en dra c’hellont gant an Drouiz
Hag Ury en o fenn.

WIZUR.

Hag Ury en o fenn.Petra c’hoarvez ganto
P’emaimt ken egaret ?

ERWAN.

P’emaimt ken egaret ?Ni zo war o meno
O chacha war ar vro malloz an Doueou
Pa n’eo ket mad d’eomp mont d’an dervenn d’ho goueliou
Ha rins a rank beza great warnomp oll dioc’htu.

JERMEN.

Ne jom euz ho kastell nemed eur bern ludu.

DIVI.

Ha c’hoaz eo bet brao deomp gellout en em denna.

WIZUR.

Kredi’rit e teuïnt warnomp betek aman ?

JERMEN.

Dall int gant o c’hounnar, ha war ger an Drouiz
E yaffent d’ar maro hep gina e nep giz.




WIZUR.

Diskennit war an aod, ha ma kredont tostât
Grit d’ho pirou c’hoari m’o lakaint da bellât.
Diouallit koulskoude da vont re er c’hus-heol
En aoun ne lakafec’h an dragon da ziroll
Ha da zailha warnomp.

JERMEN.

Ha da zailha warnomp.Teuleur a raimp evez.

Tud Wizur ’en em denn.





III DIVIZ

WIZUR, PAOL an dud Jentil Breizad hag ar Vugale.

WIZUR.

Na pebez enkrezenn e kreiz va levenez.

PAOL.

Neb na ouel ket er bed, nak en deiz nak en noz
A vezo beac’h dezan c’hoarzin er baradoz.
Arabad koll kalon ; pa vez ar barr amzer
En e voasa e vez tosta an amzer gaër ;
En izelved paour-man Doue a ren peb tra
Ha ren a oar Wizur, bezit dinec’h eta !




WIZUR.

Hunvreou am euz great aman n’eo ket diouz kont
Divvarbenn an Arvor hag he amzer da zont.
Va youl araok mervel oa gwelet an diou ouenn
Breiziz hag Arvoriz unanet da viken
Dre ar goad, dre ar feiz, dre ar yez, dre ar vro
Ha goest hiviziken da stourm ouz ar maro.
Da viret ouz estren da zont ken d’o goaska
Da laërez diganto o zammik peadra
Va youl araok mervel oa gwelet en Arvor
Eun heol nevez o skuilh e sklerder hag e c’hor,
An Arvoriz o nac’h o doueou pagan
Hag o sevel dre oll ar groaz war ar peulvan.
Ya youl araok mervel oa gwelet an douar
Irvi edok ennan troët gant an alar,
Gwelet e tal peb ti, kalz a vugaligou
Ker koant ha ker sentuz hag elez an nenvou
Ha setu en eun taol va hunvreou teuzet
Hag an had a hademp o tiouan frigaset

PATRIK.

Eun arvoriad a zo ha pa ne vefe ken
Ha pa varfe hirio a varvo e kristen.

WIZUR.

Ha gwir eo kement-ze ?

PATRIK.

Ha gwir eo kement-ze ?An Tad her badezas.
O tont aman bremaik e stivel Porz an Treaz.

Nuz eo, ha setu hen hag e vignon Telo
Kuiteat o deuz o daou, beleien an Dero
Ha deuet int d’hor c’haout da gemenn deomp tec’het
Araok an Arvoriz.

WIZUR (a bok da Nuz).

Araok an Arvoriz.Krouadur benniget
Aoun am euz na vefe saë wenn ho padisiant
Takennet gant ho koad a verzer hag a zant
Ha ne vefec’h ember kutuilhet vel ar roz
Kerkent ha m’int digor da vont d’ar baradoz

NUZ.

Ma vezan kutuillet evel ar roz ember
Gant ar C’hrist e kavin eur c’haër a zigemer
Ha va ene gwennet en dour meur hag er goad
Ha rai vad d’e galon ha dudi d’e lagad.

TELO.

An Arvoriz a gerz war hentchou ar maro
Piou ma ne jomit ket o zenno diwarno.

NUZ.

O veva d’o c’helenn e c’hellan kenderc’hel
O vervel va maro o c’helenno kalz gwell.

TELO.

Ah ! Nuz na pebez nerz az peuz hizio kavet.




NUZ.

Nerz Doue eo Telo, a zo em goazied.

TELO.

Me gren rak ar maro.

NUZ.

Me gren rak ar maro.Badezet en da c’hoad
Kaër e pìgnimp hon daou etrezek hor gwir Dad.
Arabad eo krena.

TELO.

Arabad eo krena.Ar vuez a zo c’houek
D’an neb a zo yaouank, seder ha kalonek

NUZ.

Mervel zo beva gwell e liorz kaër an nenvou,
Mervel zo divleuma da gaout kaëroc’h bleuniou.

TELO.

Ha va mamm ha va zad, o c’halon a fraillo
Gant ar c’hlac’har ember pa gavint ti goullo.

NUZ.

Hon elez mad Telo war o eskelligou
Euz an nenv a deuio da zec’ha o daëlou.

PAOL.

O Krìst ema lakeat, war barlenn an Iliz
An damouezenn genta perlezennet a c’hliz

Destumet en Arvor...
Destumet en Arvor...Na pebez eost eta
Ma vez gellet e varn diouz ar penn ed kenta
A gaver en dachenn a zestumoc’h ember
Ma teurvezit miret an eosterien seder.

WIZUR.

Oh ! ar C’hrist ne c’hell ket o tigas en dachenn
Hag ho tiskar kerkent, c’houi c’hoaz war ar c’hlizenn.
Mez kontit d’in penaoz ho peuz bet urz Doue
Da zont betek aman.

PAOL.

Da zont betek aman.Eun dervez ar Roue,
Eur c’hristen mad a zen, am galvaz en e lez
D’am fedi da brezeg en e rouantelez
Dezan ha d’e dudou, hag en eul lec’h pe lec’h
Pell oun bet o prezeg ar C’hrist gant va menec’h
Betek ma savas c’hoant gant ar Roue kristen
D’am lakât da Escob, me beac’h d’in en em ren.
O klevet kement all, oue dare d’in semplan
Ha me ha mont d’e gaout ha lavaret dezan :
Gwell eo ganen beza o redet ar moriou
Taolet ha distaolet er vann gant an tarsiou,
Kaset gant an harlu euz eur vro en eben
Heb habaskded ebed, eged ne d’eo ganen
Dougen eur vaz Eskob re bounner diouz va dourn
P’eo gwir ar vaz abad a zo tenn evidoun.
Mez ar Roue warnon a reas c’hoas goasoc’h goaz,
Ha me lakeat gantan nec’hetoc’h’ged biskoaz

Ha lakaat doun em fenn tec’het pell diouz va bro
Ha diouz ar c’hargou bras n’oan ket great evito.
Evelato en aoun da vont’ eneb Doue
O tizenti a grenn ouz lavar ar Roue
E pediz va Zalver da ober d’in anaout
Petra c’hede diouzin, e rajen va galloud
Evit senti outan. Setu ma tiskennas
Eun eal e kreiz an noz hag e c’hourc’hennennas
D’in treuzi ar mor glas heb chom ken da zale.
Pa gasis ar c’helou euz a ze d’ar Roue
Ne fellas ket dezan va lezel da dec’het
Ha pa ne ve d’e dud biken n’em bije bet
Aotre da vont en hent. Araok kuitaat e lez
Evit merka ez ean euz e rouantelez
Vel kent gant e c’hrad vad, e c’houlenniz eun dra.
Unan euz ar seiz kloc’h a c’halve da breja
An dud en e balez. Mez ne reaz van ebed
O klevet va goulenn, ha me en hent bepred,
Daouzek beleg ganen, nied ha kendirvi
Hag e teujomp euz Breiz da Eusa war bigi
Bet dare deomp beuzi hed an hent meur a dro.
Eun eil gwech, Eal Doue a gomzas d’in eno :
N’eo ket aman’ mezan war eun dosenn ken enk
Ha skoët a bep tu gant an tarsiou direnk
Eo e fell d’an aotrou az kwelet dibreder,
Pelloc’h eur bobl a bez a zo warnez ober
Eun digemer kaër d’id, — eur bobl a bez az ked
A raï vad d’az kalon ha dudi d’az spered,
Eur bobl a bez a ri dezan anaout Jezuz
Ha dilezel da vad an doueou euzuz.

Ken aliez a zen az pezo digaset
Diwar an hentchou fall m’oant warno dianket,
War hent ar Baradoz, kent aliez a zen
A raï d’id er bed all eur gaër a gurunen.
Pelloc’h eta dillo ! Doue a zo ganed
Ha ni’ darre war vag hag en hent divorc’hed
Etrezek an aochou a welet o venna
Tostik tost deomp ker brao er sav heol da Eusa.
Pa zouaremp, an Eal evit an drede tro
A ziskennaz d’am c’haout : — Aman emezan eo.

PATRIK.

Unan a deu d’ar red, daoust hag an Arvoriz
A vefe digouezet, pa lak kement a diz.



IV DIVIZ

Ar re a oa kent eur pesketaër ouspenn.

AR PESKETAËR.

Sellit Aotrou Wizur, na pebez kavadenn
’Maoun o paouez ober !

WIZUR.

’Maoun o paouez ober !Eun eok[7] eo.




AR PESKETAËR.

’Maoun o paouez ober ! Eun eok eo.Ya ! laouen.
Seurt na weliz biskoaz, eur c’hloc’h en e c’henou

WIZUR.

Eur c’hloc’h en e c’henou ?

AR PESKETAËR.

Eur c’hloc’h en e c’henou ?Aze edo m’hen tou ?

WIZUR.

Mad biskoaz kement all na weliz em buez.

AR PESKETAËR.

Ar vech kenta ma ran eur seurt pesketerez.

AR FLOC’H.

Biskoaz ne veliz c’hoaz ar mor o tougen kloc’h
Na pesk ouz e sturia : Biskoaz !

WIZUR.

Na pesk ouz e sturia : Biskoaz !Na me, va floc’h.

PATRIK.

Mantrus eo velato !

WIZUR (St Paul o c’hoarzin).

Mantrus eo velato !Perak e c’hoarzit Paol ?




SANT PAOL.

C’hoarzin a ran Wizur, o welet pebez taol
Zo great d’ar Roue Mark : e gloc’h dres eo hennez
An hini, c’houlennis araok dont euz e lez.
Gwelet a ran breman e klev buhan Doue
Ha n’eo ket pounner glev evel m’eo ar Roue.
Pa c’houlenner outan mar d’eo reiz ar goulenn
E c’heller beza sur e klevo ar bedenn.

WIZUR (o rei ar c’hloc’h da sant Paol).

Dalit ho kloc’h Aotrou, kemerit an hirglas[8]
Digaset gant Doue d’oc’h heul dreist ar mor glas.

SANT PAOL.

Bennoz deoc’h va Doue, d’am beza salaouet
Ha deoc’h kender Wizur.

(War ar c’hloc’h e ra sin ar groaz).


Ha deoc’h kender Wizur.Ra vezi benniget,
En han an Tad, ar Mab hag ar Spered santel.

AR MANAC’H.

Evelse beze great !

SANT PAOL.

Evelse beze great !Ra zoni da c’hervel
An dudou reuzeudik zo aman o c’hortoz
Beleien d’o lakaat war hent ar baradoz




NUZ.

Ra gasi d’an nenvou keleïer an Arvor
Maro an doueou, d’ar C’hrist eo an henor.



V DIVIZ

Ar re a oa kent, ha NAN ouspenn.

NAN.

You ! you ! an Arvoriz ! emaïnt o tont aman
En o bigi aozil ha tiz warno kenan.

PATRIK.

Gouezidi diouz eun tu, an dragon en tu all
Lonket e vezimp oll, pe strinket en dour sall.

WIZUR.

E p’leac’h ema’re all ?

NAN.

E p’leac’h ema’re all ?N’int ket e vit herzel
Outo da zont en aot.



V DIVIZ

Ar re a oa kent hag un toullad bretoned ouspenn.

Breiziz o tont
Outo da zont en aot.O Krist
Outo da zont en aot. O KristO Tad Santel.




JERMEN.

Emaint o tont warnomp.

PAOL.

Emaint o tont warnomp.Arabad eo krena
Doue zo bet ganeomp, adarre rank beza !

ERWAN.

Tad setu i.

PRIMEL.

Tad setu i.Tec’homp !

DIVI.

Tad setu i. Tec’homp ! Tec’homp !

ERWAN.

Tad setu i. Tec’homp ! Tec’homp !Hor bennigit :

DIVI.

Ar maro eo breman,

JERMEN.

Ar maro eo breman,O Tad hon absolvit.

PAOL.

Doue hebken zo mestr, hag euz a benn an den
Nemed urz a rofe ne gouez ket eur vleven ;
Bezit fisians ennan.




NAN.

Bezit fisians ennan.Ah ! va mamm pa glevo.

PAOL.

Bezit fisians eta ha Doue ho salvo.
Pedit.

SULIAU.

Pedit.Pedi petra, Doue a zo bouzar
Ne glev na ne wel ac’hanomp er c’hlac’har
Pedet awalc’h hon deuz !

PAOL.

Pedet awalc’h hon deuz !Red eo c’hoaz kenderc’hel.
Dont a rai e klevo o youc’hadenn santel.

O Krist Jezuz c’houi zo el levenez
Sellit ouzimp, rak ni zo en enkrez

Ni zo evel an eïn etre skilfou ar bleizi
Ma n’hor sikourit ket, diframmet e vezimp-ni

Krist Jezuz c’houi zo el levenez
Sellit ouzimp, rak ni zo en enkrez.

ar baganiz, a bell.

Deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, deomp d’ar gad
Deomp breur, deomp kar, deomp mab, deomp tad
Deomp, deomp, deomp oll, deomp ta, tud vad !

Rod ar vilin a valo flour
Gant goad ar venec’h eleac’h dour,
Araok potred ha prim peb gour.

Ar Vretoned a dec’h eun tamm ha Paol a wisk e zillad offerenna.





VII DIVIZ

An Arvoriz hag ar Vretoned.

PAOL, d’ar Vretoned, dizroët d’e heul.

Chomit oll em c’hichen, arabad eo tec’het
D’an Arvoriz.
Ne skoït ket va zud, pa ne reont drouk ebed

AN DROUIZ.

Ma n’o divije ket gwall c’hreat en hor c’henver
Ne vijemp ket deuet da givizat o ler.

GUY.

Hon doueou n’ouzont nemed c’hoari da fall
Bac’had dezo ma zaïnt d’her gwelet er bed all.

PAOL.

Ne skoït ket va zud — Ni n’omp ket tud a freuz,
Perak kaout kasoni ouzomp evel m’ho peuz.




AN DROUIZ.

Perak komz er vro man eneb hon Doueou !

PATRIK.

Ho toueou deoc’h c’houi n’int nemed hunvreou

MILLOUR.

Mil malloz war da benn enebour an heol rus.

PAOL.

N’euz nemed eur gwir heol hag hennez eo Jezuz
A bleger dirazan, en nenv war an douar
Hag en iferniou yen. Hen eo Roue ar c’hloar !

(da unan hag a venn skeï ar Vretoned)


Na skoït ket va zud.

MILLOUR.

Na skoït ket va zud.Dao d’an divroidi
A ziskenn er vro-man da ober o mistri.

GUY.

Ury ha Devedek eo a ren en Arvor
Ganto’ ma ar c’halloud, dezo eo an henor.

WIZUR.

Ni n’hon deuz ket komzet eneb mistri ar vro
Hon divreac’h hag hor goad pa girint o dezo
Da viret na deufe na saoz na gall ebed
Da flastra an Arvor gant o zreid milliget




AN DROUIZ.

O klask an tu emaoc’h, gant kenteliou iskiz
Diouz lidou koz an heol da drei ar Yaouankiz.

NUZ.

Eun heol nevez a bar war douar an Arvor,
Dezan hiviziken eo e vô an henor.
An heol koz n’eo netra nemed eur c’hrouadur
A zent ouz an aotrou a zo krog en e stur.

AN DROUIZ.

Mil malloz war da benn, nac’her an Doueou
Grit d’e vell kein strakal dindan dir ho koafou

PAOL.

Na skoït ket va zud, en aoun n’ho pefe keuz
O welet peger krenv eo ar C’hrist.

MILLOUR.

O welet peger krenv eo ar C’hrist.C’hoant ho peuz
D’hor spounta !

PAOL.

D’hor spounta !C’hoant am euz d’ho lakât da anaout
Ar gwir Doue a zalc’h en e zourn peb galloud
An hin’a sturi an heol ar stered hag al loar
Hag a laka buez da zont war an douar,
An hin’a ren an dud euz ar c’havel d’ar bez
Hag a varn ar Roue kenkoulz hag ar paourkez.
Ne glaskan netra ken.




JERMEN ha DIVI.

(Klevet a reer gwic’hadennou spountus)


Ne glaskan netra ken.An dragon, an dragon !

SULIAU.

Lonket e vezimp oll !

PAOL.

Lonket e vezimp oll !Arabad koll kalon.

URY.

Mar d’eo krenv da Zoue, mall eo d’id hen diskouez
Ha goulenn digantan savetei hor buez.
Ma c’hellez kabestra an dragon kounnaret
Neuze ni gredo oll e Krist ar Vretoned

AN DROUIZ.

Mil malloz déoc’h Ury, roue koz an Arvor
Eat oc’h e bugaleach, koll a rit hoc’h henor.

PAOL.

Bezit e peoc’h Ury, c’houi welo dizale
Peger krenv eo ar C’hrist...
Peger krenv eo ar C’hrist...Piou a deu ganen-me ?

SULIAU.

N’eo ket me !

TELO.

N’eo ket me !Na me !




NUZ.

N’eo ket me ! Na me !Me !

TELO.

N’eo ket me ! Na me ! Me !Oh Nuz !

NUZ.

N’eo ket me ! Na me ! Me ! Oh Nuz !Me zo kristen,
Eur c’hristen ne gren ket, na rak diaoul na rak den.

PAOL.

Digas d’in da gleze.
(Benniga a ra anezan).
Digas d’in da gleze.Doue oll c’halloudus
C’houi hag ho peuz krouet gant eur ger burzudus
An douar hag ar mor, an nenv hag e stered,
C’houi hag a lavare gwechall d’ho tiskibled
Ma virit va lezenn e reot va burzudou
Ha re vrasoc’h zoken. — Ho pedi ’ran aotrou
Diwar va fec’hejou da zizrei ho lagad
Ha da zellet hebken ouz ezomm eur boblad
A heulh hent ar maro, dianket pell diouzoc’h
Grit d’an dragon pellât, hag e kredint ennoc’h
...
Mad eo Nuz ! deomp en hent breman, ha c’houi pedit

AN DROUIZ.

Ra vint lonket o daou gant an dragon.

PATRIK.

Ra vint lonket o daou gant an dragon.Sellit !




URY.

Breman e vô gwelet hag ar C’hrist a zo krenv.

PATRIK.

Ne gaver ket e bar en douar nak en nenv.

PAOL.

En han an Tad, ar Mab hag ar Spered santel
Deuz aman.

PATRIK.

Deuz aman.Oh burzud ema sparlet.

PAOL.

Deuz aman. Oh burzud ema sparlet.Nuz ! del
Blein anezan.
(D’an dragon)
Blein anezan.Er mor hag arabad d’id ken
Dizrei da deuler spont e bro ar gristenien !

SULIAU.

Ma war e benn er mor !

URY.

Ma war e benn er mor !Doue Paol a zo bras

ERWAN.

Henor, henor d’ar C’hrist, henor da Baol e c’hoaz
An hini hor salvas.
(Mont a reont d’e ambroug).




VIII DIVIZ

An drouis-meur e unan.

Sellet a ra gant tristidigez ouz e dud o vont da ambroug Paol. Hag e lavar goustad, goustad.

An hini hor salvas.Treac’het oun ganed Paol.
Treac’h eo beleg ar C’hrist da veleien an heol.
Echu eo va amzer, maro an doueou,
Va maro va-unan a glozo o lidou.

(Tec’hed a ra o kuzat e benn e pleg e vantell endre ma tizro an Arvoriz hag ar Vretoned youc’hadennou a levenez ganto).





IX DIVIZ

Bretoned hag Arvoriz.

PAOL.

En han Doue Drouiz deuz davedomp en dro,
Ar C’hrist en e iliz laouen az kemero.

URY.

Mil bennoz d’id o Krist, Doue nevez Arvor,
D’id adalek hizio ar vro-man zo digor.
Keit ha m’en dô Arvor ar mor glaz da c’houriz
Da hano vô meulet gant an oll Arvoriz.

Ha c’houi Breiziz d’e heul kemerit plas er vro,
Tud eveldoc’h biken e neb leac’h re ne vô.
Ha p’eo gwir va bleo gwenn a lavar e tosta
An amzer d’in da vont d’ar bed all da veva
E c’houlennan breman ouzoc’h oll Arvoriz
Kemeret en ho penn Wizur Roue Breiziz.
Breiziz hag Arvoriz unanet dindannan
A rai eur ouenn dispar n’hellfot biken kannan,
Eur ouenn hag a bado keit ha ma pado’r mor
Da c’houriza e glaz douar sakr an Arvor.

KADOUR.

Komzou Ury zo sakr, komzou Ury zo fur,
Henor, henor, dezan, ha d’ar Roue Wizur.

MILLOUR.

Henor d’ar Vretoned ha meuleudi da Nuz
N’en deuz ket bet a aoun rak an dragon euzuz.

PAOL (da Nuz).

Hiviziken, mignon, ra vezi e peb leac’h
Gant an oll en Arvor lezhanvet Gournadeac’h,
Ha ra zavô er vro az gwelas o tremen
Tud yaouank eveldot, dispont e peb tachenn
A gerzo war araok, soun o fenn heb krena
Hag a raï ’r pez zo dleet heb damant da netra

NUZ.

Va dever nemed ken, am euz grêt, Tad karet

PAOL.

N’eo ket an oll her gra evel m’az peuz her grêt




URY.

Henor henor da Baol ha da Nuz Gournadec’h,
Breiziz hag Arvoriz ho meulo e peb lec’h.
Keit ha ma vô komzet brezonek en Arvor,
Hoc’h haniou a jomo skoulmet e peb memor.

WIZUR.

Ha me c’helle gedal netra par d’an dra-man
Diou ouenn en em zavet ha prest d’en em gannan
Oc’h en em unani dindan bennoz kannad
Doue !

URY.

Doue !Chomit ganeomp bepred. — Bezit hon Tad.

WIZUR.

Ha p’eo gwir hor c’harit hol lezit da c’houlenn
Ma vô baz aour’n ho tourn, ha mintr aour war ho penn
Goude ne c’hedimp ken nemed m’hor c’hasfot oll
An eil goude egile da welet ar gwir heol,
An heol ne vez morze mantellet gant an noz
Hag a skleraï dalc’h mad liorzou ar baradoz.



Sant Nouga, d’ar 15 a viz Eost 1907.
  1. Uhelvar = le gui.
  2. I Cor., 2,18.
  3. Cf. Barzaz Breiz, p. 47.
    Sang et vin et danse, à toi, soleil ! sang et vin et danse.
    O feu ! ô feu ! ô acier ! ô acier ! ô feu ! ô feu ! ô feu ! ô acier et feu ! ô chêne ! ô chêne ! ô terre ! ô flots ! ô flots ! ô terre ! ô terre et chêne.
    Et danse et chant, chant et bataille, et danse et chant.
    Danse du glaive, en cercle ; danse du glaive.
    Chant du glaive bleu qui aime le meurtre ; chant du glaive bleu.
    Bataille où le glaive sauvage est Roi ; bataille du glaive sauvage.
    O glaive ! ô grand Roi du champ de bataille ! ô glaive ! ô grand Roi.
    Que l’arc-en-ciel brille à ton front ! que l’arc-en-ciel brille.
  4. Koafou e galleg : lances.
  5. Klevet a rear o tont a bell eur poz pe zaou euz eur ganaouenn santel bennak, evel euz kan al labourer devot.
  6. Vaoz = porz, cour e gaïleg.
  7. Eok = saumon e galleg.
  8. Hirglas eo an hano roet da gloc’h Sant Paol abalamour d’e liou ha d’e vent.