Lajat, 1909  (p. 209-211)



DRE AN HENCHOU DON


D’am mignon « Dir-Na-Dor ».

en koun hon redadennou dre vreiz.


war don : kleier an noz.

Dre an henchou dôn, pa oamp bugaligou,
Nag hon deus redet, nag hon deus lampet,
Nag a c’hoarzadeg, a c’hoariadennou,
Pa deuemp d’an noz gant hon zaout karet !

Diskan


Dre an henchou dôn, dre an henchou dôn,
Nag eo kevanus tremen an amzer,
Dre an henchou dôn, neuze ar galon
A deu da dridal gant sonjou tener…

Dre an henchou dôn, evidomp yaouankiz,
Nag a blijadur warlerc’h ar pardon,
O tonet en dro gant eur spered diskwiz,
Ennomp karante, karante gwirion.


Dre an henchou dôn, piou eta, piou eta,
N’an eus gouzanvet… teneridigez !
O klevet eostig us d’e benn o kana,
Eus koste e « zous » neuze levenez ?

Dre an henchou dôn, dre ma kreskomp en oad,
E sonjomp ive er brezel garo ;
Hon zud koz gwechall o deus skuilhet o gwad
Dre an henchou dôn ’vit o Fe, o Bro !

Dre an henchou dôn, envor hon C’hendadou,
A-dreuz d’an amzer eno zo chomet ;
O mouez binniget, gant kân an aveliou,
A deu, evurus, d’imp c’hoaz da laret :

Dre an henchou dôn, ped gwech hon deus klevet,
Enpad miziou du, hirvoud ha klemmou,
Klem ineou paour gant kerent dilezet,
Pe c’hoaz gwigour treut Karrig-an-Ankou ?

Dre an henchou dôn, pa glevomp ar chleier
O teul dre ar Vro salud ar Werc’hez,
E plij d’imp ive en eur dostât d’ar ger,
Gant o zon sklintin unani hon mouez…


Dre an henchou dôn, pleget gant ar gozni,
Meur a wec’h, marvad, teufomp da vale,
Sonj hon yaouankiz a vo d’imp eun dudi,
Ha daerou tener skuilfomp marteze…

Dre an henchou dôn… Oh ! chomomp, Bretoned,
Chomomp holl, m’ho ped, chomomp da vevan,
Na gavfomp neblec’h kenkoulz evurusted,
Bro an henchou dôn eo ar Vro gwellan !!!


————