Kement-man, c’hoarvezas en amzer a anken
Ma ruilhe dre-oll gwad ar c’henta merzerien ;
Er ger a Rom, dreist-oll, impalerien skrijus
Distruje hep true mibien zantel Jezuz.
Daoust d’o c’hounnar direiz ouz relijion Doue,
Ar fe, e lec’h pladan, puilhoc’h a ziwane
Krenvoc’h evit biskoaz war gwad ar verzerien,
Dispont dre ar bed-oll e save kristenien.
’Tra ma vije eur rumm o kinnig o bue
’Vit difenn o c’hreden, evit souten o fe,
Re-all skignet dre-oll, el lec’hiou kuzeta,
War riblou ar mor bras, er c’hoajou an dounna,
Er sperejou dallet hep skuiza a strinke
War devalder ar gaou sklerder ar Wirione.
Betek koajou don-don an Arvorikaned
Doue a zigasas e ebestel karet.
True ’noa o welet eneou an dud-ze
Kolet e-kreiz an noz, beuzet er fallente ;
True ’noa o welet tudou ken galloudus
O veva ’vel loened ’kreiz dizurzou euzus
— « Tud Arvor, emean, ken feal d’o c’hredenn,
Pebez soudarded ter rafent d’ar fe kristen ! »
Neuze ’vit rei d’eze sklerijenn ha kentel,
’N o zouez ’tigasas tud kalonek ha santel.
E-touez ar zent kenta a zeuas evel-se
Da brezeg d’Arvoriz lezen ar garante
En em gavas unan yaouank ha dispouron
Santel, karantezus, karget a nerz-kalon.
E galon entanet gant karante Doue,
Da c’hounid eneou ’noa gouestlet e vue.
Dont a reas d’hon bro diouz pell a-dreuz d’ar mor ;
Pell-zo en doa choazet ’vit lodenn an Arvor.
Karout rae ar bobl-ze ken nerzus ha ken ter,
Ar vro gant he c’hoajou, he mor bras, he reier.
Beva a rae kuzet e jijenn eur roc’h vras,
’Vit gwele an douar, evit kennerz ar groaz.
E garg a oa diaez, rak gouzout mat a rae
Stard, stard d’o c’hredennou Arvoriz a zalc’he.
Neuze, ’vit o gonid, ar c’hristen a bede
Hag, e riskl e vuez, noz ha deiz a boanie.
Koulskoude e labour ’zouge ket prim a freuz ;
Ar vro a oa drastet gant ar brezel, ar reuz ;
Arvoriz ’oa pladet dindan ar Romaned ;
Noz-deiz d’an emgannou e rede ar wazed
D’al lochennou distro ’lec’h ma veze kuzet
Marc’hed ha bugale, tud koz ha mac’hagnet,
Ar zant a ye neuze ’vit rei gant madelez
D’an dud paour-ze frealz en o zistridigez.
Koms a rae d’e gant tan eus an Doue ken mat
A had ar spi nerzus er wasan kalonad.
Siouaz, diaez e oa stourm ouz ar fals-kredenn,
Alies gant ar c’holl ’renke dont d’e jijenn.
Neuze birvidikoc’h ’pede an den santel
Ha gant fizians neve e talc’he d’ar brezel.
’Vitan pebez eurvad pa c’halle d’eun ene
Dre gras ar vadeiant digor kalon Doue !
Goneet ’noa ’vel-se eun toullad tud izel,
Mes penaoz dont a benn eus ar pennou uhel ?
Ha, da c’hortoz, bemde ar zant a hirvoude,
Gant anken ha glac’har e galon a ranne
O welt ober dispriz da Jezuz, e Aotrou,
Hag azeuli, ’n e lec’h, kroadurien pe diaoulou,
O welet, noz ha deiz, ’vit ar sakrifisou
Gwad an dud o redek ’vel an dour er gwasiou.
— « O pegouls, emean, pegouls, o ma Doue,
E tomfet o yenien ouz tan ho karante ? »
Hag ar Mestr bras, kousket, eur pennad dizeblant,
A leze an den mat e poan, e nec’hamant ;
Mes e galon a dad ’n oa laket eun termen
Evit rei d’e vugel ’n eur vurzud, e c’houlen.
Eun nozvez, ma oa c’hoaz poanietoc’h ’vit biskoaz,
Ar zant a valee e skeud an dero bras.
Al loar a bare splan, an nenv steredennet
A c’holoe, dispar, ar c’hoajou morgousket.
’Us d’e benn en deliou an aezenn a dride ;
Er brouskoajou didrouz an estig a gane.
Hag ar zant huvreus a valee bepred,
Dizeblant ouz pep tra, poaniet bras e spered.
Digouezout a reas war ribl eur ster ledan
Arc’hantet dudius gant bannou al loar-gann ;
War eur garrek kalet goloet a ilh glas,
Dirak ar ster goant-se ar zant a azeas ;
Hag e bedenn nerzus a zavas adarre,
Evit e bobl karet, betek kalon Doue.
A-greiz ma oa ’vel-se en e labour santel
Mouez didius eur plac’h, flour ’vel mouez an aezenn,
A zeblante tostât ouz an tu-all d’al lenn.
Souezet bras ar zant da chilaou a chomas
Ar vouez a zihune hekleo ar c’hoajou bras.
E galon en e greiz, ’n e desped a lamme
Ha war ar ster ledan e zellou a furche…
Ouz sklerijenn al loar e welas o tostât,
War wagennou ar stank eur vagig dereat.
En he zav ’kreiz ar vag, eur plac’hig he sturie ;
Dinec’h ouz an avel, d’ar ribl e tostae ;
Douari a reas e-kichen ar garreg
Hag e stagas he lestr ouz eur bodig haleg.
Tremen ’reas ar zant hep gwelet anezan,
Hen avat a halle he gwelet reiz breman :
Pep tra a oa dispar ’n he stum a rouanez,
He ment a oa uhel, he c’herzet skanv hag aez.
He zellou a oa don, eur pennad bleo melen
A rae eur gwiskamant d’he diouskoaz noaz ha gwenn.
’N he goug ’oa eur c’holhier raden gouez ha gwial ;
Eur bodig dero glas a gurune he zal ;
E pign ouz he gouriz eur falc’hig alaouret
A lugerne skedus dindan zell ar stered.
Kemer ’reas er c’hoad eur wenojenn denval ;
Ar c’hristen huvreus hec’h heuilhas hep sonjal.
Ar plac’h a gerze prim daoust d’an denvalijenn
’Dreuz d’ar brouskoajou stank hep hent na gwenojenn.
Ar c’haouenned spontet ’us d’o fenn a youc’he,
Al loened gouez ’n o rôk ’n eur yudal a dec’he,
Hag e kerzent bepred ha, goude ar c’hoad don,
E treuzjont eul lanneg hadet a rec’hier son.
War ribl eur c’hoad tenval, e penn al lanneg-ze,
War vez eur vrezelour eun daolven a zave.
’Tal ar roc’h-ze ar plac’h en he zav a chomas
Hag en he daouarn gwenn dre der gwech a skoas,
O lavaret, sul gwech, gant eur vouez ter meurbed :
« Setu ar bloaz nevez. D’an uhel-var, paotred ! »
Kerkent eus ar c’hoad don ’lec’h ma oant niverus,
Ar vrezelourien goue a ziflukas doujus
Hag eur you kalonek, eur you a levenez
A ruilhas eus o c’hreiz ’vel salud d’o drouizez.
Eur bod dero ’n eun dourn, ’n egile eur golo,
Dastumet en-dro d’ei, e klevjont he c’homzo.
Houman eur pennadig ’gomzas gant madelez
D’an dud ter-ze o doa he choazet ’vel mestrez ;
Ha pep-hini goude en em urzias doujus
Lec’h ma verkas d’ezan an drouizez galloudus,
Ar prosesion neuze er c’hoad a antreas ;
Souezet mui-ouz-mui ar c’hristen a heuilhas.
Kerzet a raent didrouz en eun urz ar vrasan,
Eur brezelour brudet o ren ar penn kentan.
Ar bobl holl a heuilhe, ha barzed niverus
War o zelennou aour a gane ankenius
Kaerder, glac’har o bro, meuleudi o doue.
D’o c’han hekleo ar c’hoad klemmus a responte.
En diben, gant enor, an drouizez a dalc’he
Lec’h an arc’hdrouiz maro dioutan ma tiskenne
Kreiz ar c’hoad e kavjont en eul lec’hig dispar
An derven tregont vloaz gant he bod uhel-var.
Kenkent war ar man gwer, tro-war-dro d’ar ween,
E oe gant preder bras laket eul linsel wenn ;
Hag unan a bignas da drouc’ha gant evez
An uhel-var sakret gant fals aour an drouizez.
Houman, gant eur fe grenv, tre ar bobl evurus
A lodennas neuze ar bodig burzudus.
Ha gant ar memes urz, dre ’r memes gwenojen
E teujont war o c’hiz da gavet an daolven.
An noz kent digatar, kent splan ha dudius,
A oa deut da veza tenval ha koummoulus.
Dindan ar vorenn du al loar a oa kuzet
Ha gwech-ha-gwech an oabl a faoute gant luc’hed.
Mes tenvalder an noz, ar gorventenn o tont,
A leze an dud goue didrubuilh ha dispont.
War an daolven ledan, goleit a wad duet,
E wadjont daou gole d’an doue kinniget.
Neuze war eur roc’h vras an drouizez a bignas,
Tro-war-dro d’he silaou an dud en em vodas ;
O teurel war he fobl eur zell leun a anken,
Gant eur vouez o krenan, e komzas evel-hen :
« Bugale Teutates, brezelourien dispar,
Pa zonjan en ho stad e ouelan gant glac’har.
Petra eo deut, siouaz, da veza pobl Arvor
’Doa gwechall ’vit lezenn an trec’h hag an enor ?
Kouezet oc’h ken izel ma n’hoc’h eus mui eta
’Met mouez gwan an drouizez evit ho kentelia,
Ha ma rankomp, en noz, lidan ’n eur c’hoad tenval
Ar goueliou a lidemp ’kreiz an enor gwechall.
Pelec’h man an drouized a stumme ’n ho mibien
An nerz kalon dispar ho prudo da viken ?
Siouaz, pell diouz o bro an darnvuia ane,
Stlejet gant an estren, zo taolet hep true
Da skilfou loened goue, ’vit terri, eur pennad,
D’eur bobl kri ha fallakr, sec’hed direiz ar gwad.
Mar chom unan bennak war douar o mamm-vro,
He c’hoajou an douna a guz o hirvoudo,
Hag an nenv hon dilez, kouls evel an douar.
Petra a refomp-ni ’vit terri o c’hounnar ?
Herve ma c’hredenn-me, Teutates a c’houlenn
Gwad unan ac’hanoc’h ’rôk silaou hon fedenn,
Gwad eur brezelour ter, euz ar re vrudetan.
Piou ac’hanoc’h ’zo prest d’en em ginnig d’ezan ? »
An holl eur pennadig a chomas dilavar.
Ar gorventenn breman a yude gant kounnar ;
Gwech-ha-gwech er pellder yud ar bleizi war yun
En em veske en noz gant tarziou ar c’hurun.
Mes ar baganed paour, sammet gant nec’hamant,
Ouz arne ha bleizi a chome dizeblant.
An drouizez, en he zav ’tal an daolven bepred,
A c’hortoze sioul ar respont goulennet.
A-benn eur pennadig eur c’hoziad e vleo gwenn,
E armou en e zorn, a dostaas d’an daolven :
— « Drouizez veur, emean, kemeret ma buez
Ma fenn gwenn eo a doug ar muian a lore. »
Hag e zellou dinec’h a bare hep krenan
War gleze an drouizez warnan prest da gouean.
Souden, eur vouez nerzus a zavas en noz don :
Hep aon eus e vue, ar c’hristen dispouron
Betek treid an drouizez renet gant dorn Doue
A lammas ’n eur youc’hal : » Na rit ket an dra-ze ! »
A voemas war an taol an holl vrezelourien ;
Kement-se c’hoarvezet ken dizonj ha ken krenn
’Vel dalc’het gant ar spont pe eun nerz galloudek,
Hini ne respontas ar c’hristen kalonek.
Neuze heman gant tan ha kalon a gomzas
A urz, a garante, a Jezus hag e groaz ;
En eur vue da zont eus gloar ar gristenien,
Ha gwalleur ar re fall en ifern da viken.
E vouez a oa ken c’houek, e gomz ken grouezus,
E stumm ken kalonek ha ken karantezus
Ma chomas an dud goue, hep gout d’e, eur pennad
Sebezet da zilaou komzou ar c’hristen mad.
Mes moueziou a zavas fuloret ha garo :
— « D’ar maro ar c’hristen ! Enor d’hon doueo ! »
Hag eur bagad tud ter, o youc’hal gant kounnar,
A gelc’hias gant armou ar c’hristen dilavar.
Heman a c’hortoze, eur mousc’hoarz war e dremm,
Ar maro garv ha kri savet a-us d’e benn.
Souden, ’touez ar yudou, e oe klevet eur vouez :
— « Lezet-han en buez ! Me a vo kristenez ! »
Ha drouizez an Arvor, o ouelan gant glac’har,
Ouz treid soudard Jezuz ’n em strinkas d’an douar.
— « Kristen mat, emezi, en goueled ma c’halon
Ho komzou birvidik a zo siellet don ;
Ho nerz kalon ha skouer ho karante kristen
’Deus strinket em ene tomder ha sklerijenn.
Dirak ma daoulagad heol splann ar Wirione
’Neus savet eur voren a c’haou, a zallente.
O desket d’in, m’ho ped, karour an Doue-ze
A garet hoc’h-unan muioc’h ’vit ho pue !
Brezelourien Arvor, n’ez oun mui ho trouizez.
Heuilhet ive ma skouer… Me a vo kristenez ! »
An drouizez a davas, mes dirak he c’homzou
’Oa koueet ar gounnar ha tavet ar yudou.
Pez na vije biken graet gant galloud an dud
Galloud ha gras Doue hen greas ’n eur burzud :
Dirak skouer o mestrez kalz, kalz a baganed
A zante eur c’hoant dous o tiwan ’n o spered ;
Heol tomm ar fe gristen o tispak e vannou
A deuze en o c’hreiz sklas ar fals kredennou.
Ar c’hristen hen gwele ha, dour ’n e zaoulagad,
’N eur zellet ouz an nenv gant anaoudegez vad :
— « Ma Doue, emezan, ra vezo, en pep lec’h,
Meulet ho madelez, doujet galloud ho prec’h !
Plijet hoc’h eus silaou pedennou ho pugel ;
Gret ma achuo prim eul labour ken santel,
Ha ma vo hepdale hoc’h hano gant enor
O tregerni dre-oll, e koajou an Arvor ! »
|