E baperou en noaz pe Ibil ar bragou bras

Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 37-38)



E baperou en noaz pe Ibil ar Bragou-bras
————

Bodreou ha bragou-bras
A zouger breman c’hoaz :
Evel-se e marc’had
Kêr-ganton Huelgoad
’Z oa, diziou tremenet,
Eun koz a Lokeoret
’Koubl e vrec’h eur baner,
Ha hi karget a ber.

Da welet ar burzud
’N eur red ’teuas kalz tud :
Brestiz, Parizianed,
O gwragez, o merc’hed,
Ouspenn, kement bourc’hiz
’Gaver ’tal an iliz [1],
Oc’h ober o zamm tro
’N eur gomz eus traou ar Vro.

Ma Lokig [2] a ouie
Ar gernez a rene,
Ha, pa c’hoantêd prena,
— Ne lezas ket tanva, —
E lare hep souez :
« Pemp kwenneg eo ar pez. »
Pemp kwenneg ar berenn,
Gwechall priz eun dousen !…
Neuze ’vat pep koumer
A oa war al leur-gêr
’Zavas uhel he mouez
’Vel ’man giz ar vaouez.


E-pad ma reer trouz,
Eur paotrig, eur marmouz
’N em zilas a-davik
A-hed penn eur stalig,
’Lemas an ibil-prenn
A gloze war dorchenn
Va eontr ha va faeron,
Laoskik en e feson.
Heb dale e vragou
’Risklas war e votou.

Da guzat e vizer,
E lakas e baner,
Nann hep laret goustad
Ha start ivez, moarvat :
« C’hoarzit, c’hoarzit, merc’hed,
« Med va fer n’ho po ket !… »
Ha d’ezo ’talc’has krog
Ken ’teuas Beg-e-Dog [3]
Da rei d’ar paperou
Lojeiz el lavregou [4]


  1. Marc’had ar frouez, an aman hag all.
  2. Lezhano eul Lokevredad.
  3. Lezhano an archer.
  4. Bragou.