N’oufed tremen aman hep sonjal en enkrez,
En dudi bet ’n hon raog aboue ma ’z eus buhez.
N’em zislavari ket, Roc’h koz, rak da-unan,
Moarvat, en em blijes o welet oc’h ehan,
Gourvezet ouz da droad, en o limouzinen,
Mesaerien ar menez, o denved ’n o c’hichen.
O hun ne veze ket atao didrouz ha c’houek :
Dindan skleur ar stered koublou bleizi naonek
Gant o sell lugernus ’dostae a-wechou
Oaz al loened tener, bodet er riboulou.
Ar chas a razailhe ha mouez ar c’herniel-bout
Diwar veg ar reier a rôe da c’houzout
E rede, tro-war-dro, spouronus d’ar maeziou,
Drastus d’an tropellou, preizerien, gwir-diaoulou.
Ha daoust d’an holl zifenn, pet mintin ’zo bet test
Eus maro einigou ’doa talvezet da fest
Da vleizi digouezet gant harp sioulik an noz,
Pa vez pep krouadur en douar o repoz !
Gwelet ho peus ivez ar pez na welomp ken,
Marradegou strivus, ha poelladou an den
E gwaremmou Flagouz [1] pa gaved en tiez
Irc’hier leun a zegal ’vit bevans ar bloavez.
Pebez gouel dirazout, touzet pep lodenn-var,
Pa veze ar gouren etre gwazed dispar
Evit gounit ar maout a rôed d’ar gwella,
D’an hini a varre en eur c’hrog buana
Pemzek, ugent troatad a-hed, a ledanded,
Rannet, er mintivez, gant kouerien dibabet !
Ez kichen, o Roc’h koz, ken ne gaver marrer ;
E lec’h ’zo kemeret gant an trouc’her gouzer.
War nebeutât ez a o-unan an denved…
Ne chom ken en o zav nemet da vein kalet !
An tremeniad diouzit a zistro hep sellout…
Leal, me ne fell d’in dont d’az tianzavout,
Ha, pa na gouezo ken e kleuz da ziskouarn
Nemet lenvou skrijus sutell [2] an hent-houarn,
E mordrouz an avel em c’hlevi o kana
Ez meuleudi, o Roc’h, an toniou ar brava…
Ar brug, al lanneier a gemmesko o mouez
Evit lavaret d’it ez out eus hon lignez.