E korn an oaled/Ar C’hemener hag an diaoul
Eur wech, eur c’hemener a yeas da zevezia war ar meaz.
Evel ma oa tomm an amzer, e lakeas e dorchen e disheol eur wezen brun.
Frouez oa er wezenn ker stank hag an deliou. Dare oant hag e kouezent diouz an daou du war ma c’hemener. An diaoul, ive, red e vije, o distage evit e denti. Rak derc’hent hanter-eost e oa ha d’an deiz-se ’zo yun evit ar gristenien.
Evit lavaret gwir, ar c’hemener a gemere ar frouez en e zorn, a waske varno gand e vizied hag o lakea a gostez. Bremaik, a lavare, da greisteiz, me ’zrebo an dra-ze. Mez araog, avat, ne rin ket na ne rin. Me ’c’houlen mont gant an diaoul ma torfen va yun araog kreisteiz.
Ar prun a goueze atao.
Pelloc’h, setu diou brunen o koueza war e vesken. Melen e oant evel an aour ha bouk evel ar mesper meüret er plouz. Netra nemet o sellet outo e teue an dour er ginou. Tenna ’reas e vontr ne vanke mui nemet pemp munut deus kreisteiz. — « Bah ! a lavare, pemp munut ? Kreisteiz a-walc’h eo brema e pep leac’h. »
Hag e tougas eur brunenn d’e c’hinou. Teuzi a rea war e deod, c’houek evel ar mel. Ar genta ’voe debret ; an eil a yeas d’he heul. Ar c’hemener oa c’hoaz o lipat e vizied hag e vourrou pa deuas an diaoul dirazan, eur zac’h, bras etre e zaouarn.
— Ac’hanta, kemener, emezan, setu me digouezet.
— Ia, sur, eme ar c’hemener, strafuilhet holl. Her gwelet a ran. Petra ’zo a nevez da vihana, ma redez evel-se war ar meaziou ?
— Me ’zo deuet d’ar kerc’hat.
— D’am c’herc’hat… Mez petra ?… Perak ?…
— Perak ? Dizounjet out ’ta, kemener ? Bremaïk, pa goueze warnout prun, ez peus goulennet mont gand an diaoul, ma teufes da zibri eur brunenn, araog kreisteiz. Mez n’eo ket unan, diou ’peus debret, hag oun deuet d’az kerc’hat.
— Dribi prun ?… Mez kreisteiz eo !
— N’eo ket. Sell ouz da vontr. Daou vunut a vank c’hoaz. Alo, er zac’h, ha buan. Me n’em eus ket amzer da goll.
Hag evel dre c’hoari, e testumas ar c’hemener
en e zac’h-ifern hag e taolas anezan
war e skoaz.
Edo o tremen gand an hent bras pa glevas, en eur park, eur plac’h youank o pec’hi war he zaout.
— Klev ’ta, emezan, houn-hont he deus c’hoant ive da vont d’an ifern, evit an doare. Kouls tra d’in mont d’he c’herc’hat, dioc’htu. Kuit e vezin da zont eur wech all, dre ama.
Hag an diaoul, lezel e zac’h hag ar c’hemener war an hent, ha da gerc’hat ar plac’h yaouank.
Ar c’hemener a ruilhe gand e zac’h, eus an eil kleuz d’egile.
Eur chaseour a eruas da dremen. Hag o
welet ar zac’h o tont hag o vont dre an hent :
— Petra ’r foultr ! a zo aze da vihana ? a lavaras.
Hag e roas d’ezan eun taol botez.
— Aï ! Aï ! eme ar c’hemener.
— Petra ? Piou ’zo aze ?
— Me paourkeaz aotrou, o vont gand an diaoul d’an ifern !
— Gand an diaoul ’ta ?
— Ia, da ! eme ar c’hemener, hag an dra-ze, abalamour ma ’m eus debret diou brunenn araok kreisteiz !…
— O ! gortoz ! eme ar chaseour.
Hag e tilasas ar zac’h.
Ar c’hemener p’en doe gellet kaout e frankiz,
ne jomas ket da vragal. En em denna
reas da guzat gwella ma c’helle. Ar chaseour
a c’halvas e gi Turk, eur pikol ki bras,
hag a lakeas anezan e leac’h ar c’hemener.
Ha kuit ive.
Koulskoude an diaoul en doa great tro
wenn evit e blac’h-yaouank ; rak houn-ma
pa he doa gwelet anezan o tont, ’oa kouezet
d’an daoulin ; skei a rea war boull he c’halon,
en eur c’houlen pardoun. Ha Doue a
bardounas d’ezi. An diaoul ’oa droug ennan.
Dont a reas war e giz, hag en eur lakaat war e gein ar zac’h en doa lezet war an
hent-bras, e lavare : « N’em eus ket kollet
va devez ; va c’hemener am bezo atao, evit
hirio. »
Koulskoude, ar c’hi en em zifrete en e zac’h. Yudal a rea, regi a rea gand e ivinou kein an diaoul keaz ha zoken kregi en e feskennou gand e zent.
— Setu, avat, eur c’hoari, eme an diaoul. Biskoaz da vihana ! Douget em eus d’an ifern kalz kemenerien. Mez hini n’eo bet ken diês da gas evel an tamm lorgnez-ma !… »
— Digouezet en ifern, Lusifer a lavaras d’ezan : Ah ! deuet out, pelloc’h ? Diwezat out hirio. Petra ’zo ganez ?
— Eur c’hemener.
— Ah ! eun all, c’hoaz ! Mat, dilas ar zac’h ! Aze e kavo kamaraded ! N’eo ket kemenerien a vank ama.
Mez a-veac’h ma oa digoret ar zac’h, ar
c’hi fuloret-holl, a sailhas war hen-ma, war
hen-hont, war gement-hini en em gave.
Eurus ’oa an diaoulou da gaout diwaskell.
Nijal o doa ranket war dreustou an ifern.
— Pebeuz loen vil, a lavarent an eil d’egile. Ne c’helfed ket padout ama ganto. Red e vo digeri an nor d’ezan da vont er meaz.
— Ia, ia, a lavaras eun diaoulig bihan evidon-me a ro va dilez, ma chom hennez ama !
Ha gant o ferier houarn o doa gellet, hep disken, digeri an nor.
Ar c’hi a lammas er meaz.
Hag an diaoulou en em glevas diwar
neuze, da jom hep digas mui kemener ebet,
d’an ifern.
Eur gountaden ne deo ken : |