E louzou da bep klenved
Inule fétide
Mat eo al louzaouenn-ze da enebi ouz ar fluzgwad (dysenterie). Eva bemdez eul litrad dour bet bervet war an deliou anezi.
Eglantier, Rosier.
N’eo mui stank an tiez n’eus ket enno eus ar Roz-ruz-man, leun a zrein, dispar da gaea ha d’ober disheoliennou, e-kerz an hanv. Evid ar boan-c’houzoug, ar boan e kig an dent, gwalc’hit alïes ho kenou gant dour bervet war deliou sec’het ar Roz ruz.
Evid ober eul louzou mat da barea ar gouliou, an trouc’hou, lakit en eun hanter-litrad odevi mat, pouez daouzek gwennek a zeliou roz ruz sec’h mat, e pad pemzek dez. Soubit eun tamm lien el louzou-ze, ha lakit-hen war ar gouliou. Chench peder gwech bemdez pe alïesoc’h. Mirit al louzou-ze evid an ezomm.
Pa vezer gand ar Red-Korf (diarrhée) klaskit frouezen ar Rozenn ruz, flastrit-hi, gwaskit-hi, tennit an dourenn, ar sun anezi, kemeskit an dourenn-ze gant he fouez a sukr malet, poazit war tan bihan, ha lakit e boutailhou bountet mat. Kemerit nao loaiad vras bemdez etre teir gwech, hag e kavfot buan ar pare.
An dud a zo douget da gaout poan gand o boued, ar re o deus stomogou ha bouzellou diegus da labourat, ar re a zo techet da gaout c’hoant kousket goude o fredou, a rafe vad d’ezo debri konfitur graet gand frouezen Roz-ruz (confiture de Cynorrhodons). Ar vugale a chaoko alïes ar frouezenn-ze, n’o devezo prenvedenn ebet morse.
Ret mat eo dastum an deliou hag ar fleur e miz ebrel, pa vezont en o c’haera, hag o lakat e boestou houarn-gwenn.
Ache des marais.
En douarou ato gleb eo e kaver al louzaouenn-man. Eus gouenn ar panez eo hi, he had henvel ouz an had panez. Trouc’hit he gwriziou a dammou bihan, bervit eul litrad dour war eur vozad vat a c’hwriziou e-pad eun hanter-eur, hag ho pezo graet eul louzou mat da enebi ouz ar c’hoenv a zeu en avu, pe er felc’h, pe er skevent. An dud a deu da goenvi (hydropisie, albumine), a ve mat d’ezo en emgemer trumm da eva dour diwarni.
An dud stanket, ato o poursal, o teuc’hal, berr-alan d’ezo, a dleo bervi deliou aich el laez, eva alïes, hag ato tomm al laez, mont d’ho gwele da c’houezi a-zoare.
Ar merc’hed a zo koenvet o stomogou, a vervo eur vozad deliou aich bruzunet, en eul lur lard moc’h (saindoux), a raio eur palastr da lakat war o stomog koenvet…
Ma ne gavfed ket eus an aich, e rafed al louzou gant parchil, e galleg Persil, henvel eo.
An merc’hed a ve o tont en eun oad fall, 14 pe 15 vloaz d’ezo, ha ne vent ket war o zu, a rafe vad d’ezo eva bemdez war yun eur werennad dour bervet war deliou Aich, pe diwar barchil, vad a rafe d’o gwad. Anavezet eus eun den koz hag a lakæ e chatal da droaza buan, gand eur vozad deliou aich, bervet en eur skudellad laez. Rei da eva en tomm ato.
Tussilago. Pétasites
N’eus ket kalz eus ar blantenn-ze e Breiz, eur geniterv he deus avat, he ano Orfil, pe Andeledenn hag a vo mat ober anaoudegez ganti hebdale, dre ma ra burzudou.
Radis
Ma n’eo ket eur boued krenv, da vihana, an Analouedenn, gwalc’het mat, ha debret gand eun tamm bara hag amann, a gennerz kalon an den, a laka d’ezan en e c’hwad eleiz a raz da ober eskern kalet ha dent mat. Debri a dlefemp holl deliou analouedenn gand eur meudad holen hag eul loaiad eol-debri, evit mirout ouz hon dent da vreina.
Tussilage officinal.
Deliou ledan kenan he deus ar blantenn-man, ha dre-ze ez eo anvet gand ar re goz del ledan. Evel krampouez int. He ano gallek a den eus al latin TUSSIS, paz hag AGO, kas kuit E gwirionez, eul louzaouenn eo eus ar re wella evid ar Paz, pa vez bervet an deliou anezi el laez, pe gwelloc’h er mel-gwenan. An deliou anezi, drailhet munudik, ha poazet gant viou, a zo eur boued krenv evid ar vugale o deus olosennou, boulou sempladurez en o gouzoug ; pe dindan o elgez, o chig pe o gronch.
Mat kenan eo an deliou anezi evid ar berr-alan, evid an dokenn, an darwed, rak netant a ra ar gwad. Eur palastr tomm graet gant deliou frigaset ar blantenn-man a deuz buan an olosennou hag an holl goriou a sempladurez a dag ar vugale hag ivez an dud en oad.
LISENN C’HLAZ.
Lierre terrestre, rondote.
Setu aman eul louzaouennig hag a rafe burzudou, ma ve implijet mat. E Lanarvily, er bloavez 1904, edon o tastum Nizar, hag eur baotrezez a lavaras d’in : « hounnez eo al louzaouenn a bareas va zad, klanv gand ar Brochite comique, ha kondaonet gant medisined Lesneven. » — Ya, emeve, n’oun ket souezet, rak n’eus ket par d’ezi da zistaga ar paz, ar glaour teo a zo o poania ar c’hlanvour hag oc’h e stanka. Evomp eta aliés dour bet bervet war al louzaouenn-man, dousaet gant mel gwelloc’h eget gant sukr. Bervet el laez, evet diouz an noz a-raok mont d’ar gwele, e viro ouzomp da dapout meur a glenved, evel ar berr-alan, ar paz, ar pistigou hag all. Bervit eun dournad deliou nizar en eul lur lard moc’h, hag ho pezo eul louzou dispar evid ar poaz-tan an taoliou heol, ar gouliou ar re euzusa.
Ma ne zizourit ket a-walc’h dre ho fri, en em lakit a us d’an aezenn a zav diwar ar Rederez o vervi en dour bero. An dud a ’n em gav poaniet o treaza, ar re a daol grouan bihan, mein bihan dre o zroaz, a rank poania da eva dour bervet war al louzaouenn-man, hag an aliesa a vezo ar gwella d’ezo ober.
Seneçon vulgaire
Deliou kol malo, deliou aouredal, eur vozad eus a bep hini, bervet en amann hag el lard-moc’h, 250 gr. eus a bep hini, gwasket mat goude beza bet eun hanter eur o poazat war dan bihan, a ra burzudou war stomogou koenvet ar mammou. Ar palastr a vo renevezet diou wech bemdez. An dud o deus poan o troaza, a lakaio e touez eun tamm lien, eur palastr graet gand eur vozad deliou aourédal hag eur vozad tormoger (pariétaire) ha nao ivin kignenn frigaset holl, ha bervet e pad eun eur en eul litrad gwin-ruz. Lakat ar palastr war traon ar c’hof, tosta ma vezo gallet d’ar soroc’hell. Ar merc’hed poaniet, a wellaio oc’h eva dour bervet war aouredal, eur vozad evid eul litrad dour. Eva bendez 1/2 litrad.
A-raok ma oa anavezet ar C’hinkina, ar sulfate de quinine, e veze alïes roet d’an dud taget gant an terziennou, dour bervet war aozil-melen, ha gwelloc’h war haleg gwenn. Ar c’hroc’hen eo a veze ato roet da vervi dour warnan, ha peurliesa e paree an dud keiz. Da ober boutegou, kevel evit tapout pesked eo e vez breman ar muia implijet an aozil melen. Ludu aozil a zo mat kenan evit lakat ar boued da zisken, eul loiad en eur banne dour bet bervet. Tamouezat fin al ludu-ze, hag eva gouestad goude pred.
C’houez c’houero a zo gand ar blantenn gaer-man, melen he bleun, evel nozelennou, pe boutounou aour.
Da goz ha da yaouank, n’eus ket kalz a louzeier gwelloc’h egeti evid ar prenved. Lakit tregont bleuenn en eul litrad gwin da vervi, ne vern pe seurd gwin, eva c’heller eur werennadig war yun. Eur palastr deliou arwad frigaset ha laket war ar c’hof pe tost d’ar genou, gand eur penn kignen bruzunet, a gas ar prenved d’an traon, ha ne vez ket pell. Diou brenvedenn ha tregont a daolas eur paotr pevar bloaz gand eur palastr arwad, rak, n’helled ket rei d’ezan da eva, ken toc’hor oa, ha pare klok oa ar bugel eun eur goude.
An dud o deus poan gand o boued, a evo dour diwarni, an dud sempl a raio ivez, eur vozad bleun sec’het mat ha bet e gleac’h, e tremp, e-doug eun hanter-eur en dour bero. An dud zo tano o c’horf, drouk-livet, ar re nervennus, a gemero bemdez eun hanter litrad.
Mar hoc’h eus gwall c’houliou, flastrit deliou tenezi, eur vozad pe ziou, bervit-o en eul litrad dour sal kenan, palastrit ho kouliou, ha buan e pareot hep chom kleizennet.
Ne chom morse ar c’houenn el lec’h ma’z eus c’houez al louzaouenn-man. Ali d’ar re o deus chas buget a c’houenn, ha d’an dud ne gouskont ket ganto.
Gwelloc’h eo c’hoaz ar petrol taolet war dammou truilhou, ha lakaet er gwele e-doug an deiz.
Chardon Marie
Anavezet mat eo an Askolenn vriz, ha kalz a dud he deus pareet diouz koenv ar skevent, koenv ha tanidigez ar groc’henenn a c’holo ar skevent. (Pleurésie) Pa ho pezo tapet eur c’horfad riou, bervit dour war askol briz, it d’ho kwele da c’houezi, rak c’houezi mat a reot diwar an dour-ze, ha troaza a reot ivez, ha setu n’ho pezo drouk-skevent ebet, na terzienn. An dud o deus heug ouz ar boued, n’o deus tamm naon ebet, a evo dour diwar al louzaouenn-man, hag e teuio naon d’ezo. Ar re a vreugeus, techet da gaout avel, pell ar boued o tiskenn d’an traon, a wellaio diwar an dour-ze, sukret gant mel.
Chardon chausse-trape
An dud o deus poan en o lounezi, en o loanigou, poaniet gand o dour, divalo o zroaz, a evo dour diwar al louzaouenn-man ; lakat eur vozad en eul litrad dour. Eva eul litrad bemdez. Mat eo da enebi ouz an terziennou, bervi dour war ar bleuniou anezi, hag eva a werennadou a-raok ma tispako an derzienn warnoc’h.
An askoliou holl, o veza ma’z int c’houero evel ar vestl, a zo mad da zigeri ar galon, da rei nerz d’an dud dic’hwad, ha da barea an terziennou.
Pommier
Debret pa ne vezont ket dare mat, an avalou a c’hell rei kalz klenvedou ; trenk-put e vezont neuze, kalz drouk a reont d’an dent, da sac’h ar boued ha d’ar bouzellou. Rei a c’hellont ar fluz-gwad, gwentr, terziennou ha prenved d’ar vugale.
Debri eun aval dous a-raok mont da gousket, a laka blaz vat er genou, hag a zigas ar c’housked. Ar re o deus drouk-avu, ar re o deus berr-alan, paz-yud, dreo, a dlefe debri avalou poazet er glaou ruz, etouez paper gleb, pe deliou kaol.
An dud o defe poan-arrach en o diskouarn, a ve buan lazet d’ezo ar boan, ma lakafent eun aval poazet er glaou war o diskouarn. Da barea an tign, ar gal, ar c’hrign-beo, trouc’hit eun aval bras dre ’n hanter, tennit an had ha lakit soufr malet en o lec’h, neudennit an aval, lakit-hen en eur fourn c’horet da boazat.
P’ho pezo frigaset hoc’h aval evel liboud, frotit start ar c’hlanvennou, ha kendalc’hit. An dour bervet war deliou avalenn ha deliou avalou-kougn pe avalou-stoup a zo mat kenan da walc’hi au daoulagad ruziet, tanet.
Euphorbe de Portland
Laez gwenn a zeu eus al louzaouenn-man. Gouzout mat a ra ar chatal ez eo eun ampoezon bras, ha n’he debront ket. Lezomp al laez-bleiz gand ar vedisined-kezeg, ar re-ze a oar diouti, hag he implija a reont kalz evit lakat ar chatal da vont war vaez, pa vez kaledet o fank enno. Pa vez frigaset an deliou anezi ha lakaet gant eoul-debri e-pad eiz dez ez eo mat da ruzia ar c’hroc’hen, ha da denna an dour fall eus ar c’horf. Vad a ra war ar c’hlenvedou kroc’hen, an darwed ar gwenan. Eun delien pe ziou etouez mel, a zo mat da skarza ar c’horf, met taolomp evez mat outi.
Cerisier noir
Dleet e ve d’an dud a zo ato kalet o c’horf, teurel eul litrad dour bero war eur vozad deliou, pe gwelloc’h, eul litrad laez bero, hag eva en eur vont d’o gwele eur werennad vras eus al louzou-se dousaet gant mel. Eva bemdez, rak ne ra poan ebet an evach-se. Al lostou babu a zo mat kenan evit lakat da droaza an dud a zo poaniet pe en o avu, en o felc’h pe en o lounezi. Ar mein-kerez, babu, torret ha lakaet, pemp dournad anezo er eul litrad gwin-gwenn, a zo kouls evel al louzou diaraok ; eva diou loiad anezan war yun bemdez, ha kemend-all div eur goude koan.
Genêt à balais
Anavezet eo ar balan gand an holl, met n’eo ket mat d’an holl ober louzeier gantan, rak droug a c’hellfed ober elec’h vad. Evelato, an dud techet d’an derzienn velen, ar re o deus grouan, mein bihan pe en o soroc’hell pe en o avu, ar re o deus remm, poan izili a-bell zo, a raio vad d’ezo eva dour diwar bleun balan, eun dournad en eul litrad dour, dousaet gant mel, pemp loaiad d’an nebeuta. Dre ma tiskenn, an dour dous-se a netaa ar gwad eus kement loustoni a c’hellfe beza ennan. Ar re o deus koenv en o diabarz, en o uferniou, dour dre o gwazied (Albumine) e galleg, a dlefe devi balan glas, lakat daou zournad ludu en eul litrad gwin-gwenn, tremen dre lien, pa vezo bet pevar dervez e-gleac’h, e tremp er gwin-gwenn-ze. Eva neuze eul loaiad bep div eur eus ar gwin-ze. Pa n’ez a ket a-walc’h ar galon en-dro, an dour diwar valan, a roio nerz d’ezi da skei a zoare.
Pourpier potager
Eur blantenn zruz kenan eo houman, saladenn eo a vez graet peurliesa ganti, er soubenn eo mat ivez, dreist-holl e-kerz tomder an hanv.
An dud a ve koenvet o felc’h war-lerc’h terziennou, he chaoko bemdez evel chaokat butun. Pa vez ruz kig an dent, ar staon, an teod, chaokat aliès, hag e pareer ar genou, hag e wennaer an dent.
Ar re o deus prenved, o zaolo, ma chaokont ar c’harrenn pe ar c’hwrizienn anezi.
Ar Rusteriou (hémorroïdes) a bare trumm, pa vezont frotet aliès gand an dourenn, ar sun a zeu eus ar blantenn kemmesket gant mel bet bervet war eun dournad roz-ruz da
Oseille
Pa vezer taget gand ar zec’hed, e ra vad chaokat trinchin-koadig, netaat a ra an dent. An dour bervet warni, a zo yac’hus ha mat da derri ar zec’hed. Da lakat ar c’horadennou da zirenta, da doulla, ober eur palastr gant soaon, dienn pe goavenn bervet gand eun dournadig eus ar blantenn-man. Ne vo ket pell ar gor a toulla. Arabat debri re diouti, rak eun ampoezon a zo enni.
Verveine officinale
En amzer an Drouized, a-benn kutuilh al louzaouenn-man, e ranked ober lidou bras, evel ma ranked ober evid an uhelvar hag an Troad-Bleiz, mat evit ar boan daoulagad.
Ar varlenn, an dour a deu diouti, a zo mat-tre evid ar boan en daoulagad. Bervit he deliou er gwinegr, daou zournad evid eul litrad, lakit eul lienen soubet el louzou-ze, ha gwasket, war ar pistigou, war ar remm, war an tal, er boan-benn. Evit parea ar fic’hon (fistules), toullou er c’hig hag a’z a beteg an askourn, frigasit munut deliou Barlenn, kemmeskit gand eul loaiad bleud heiz ha daou wenn-vi, lakit war ar gouli, renevezit aliès hag e pareot.
Mélisse officinale
Eur blantenn a c’houez vat eo houman. An dud o deus aon da goueza diwar o zreid, a wel an traou o trei en-dro d’ezo, a zo o vont da sempla, da goueza en droug-Sant, a vo mat d’ezo kemer dour melis eus an apotikerez, gwelloc’h aozet eo an dour-ze eged an hini a rafent o-unan. An dud a zo trist leun a velkoni, ato glac’haret evid an distera tra, a raio vad d’ezo eva dour melis, ugent beradenn en eur werennad dour ha sukr, hag e teuint da veza seder. Ar re o deus avel fall en o diabarz, gwentr gand o boued, ar re ne ziskenn ket buan a-walc’h o fredou d’an traon, a wellaio gant dour Melis. Deliou Begar, bruzunet e bleud, peder beskennad lakaet en eur banne laez, a lakaio ar prenved da vervel er c’hof, ha buan e teuint er maez.
Lin
Evid ober palastrou da denna an danidigez diouz an izili, eo brudet ar bleud lin. Pa vez distreset eun ezel bennak, buan eur palastr lin. Pa vez ruziet, koenvet ar skevent, pa vez poan e sac’h ar boued, evit didana, evit souplaat, ec’h ever dour had-lin, met dour bervet e-doug eun eur war eun dournad bleud lin. An dud a zo tano o c’horf, o deus fluz-gwad, o deus poan en o lounezi, pe loanigou, a zo koenv en o soroc’hell, a wellaio, pa gemerint dre an traon eus an dour teo-ze. Evit mont bemdez war vaez, lakit had lin bruzunet e bleud eul loiad vras, en eur werennad dour ha mel, diouz an noz, evit en eur sevel eus ho kwele. Grit an dra-ze bep mintin hag a-nebeudou, ho korf a deui da veza evel ma tle beza.
Diou loaiad eoul-lin, diou loaiad gwin-ruz hag eul loaiad sukr malet, a zo eul louzou mat da barea ar c’hignadennou an trouc’hou hag all.
Cresson de fontaine
Houarn, fosfor, fosfat a zo er beler, iod a zo ivez evel er bezin. Mat eo eva sun ar beler frigaset ha gwasket, evit kement klenved a zo er skevent. An dud blank, sempladurez d’ezo, a evo dourenn beler, pe gwelloc’h, beler, linad hag uhelenn c’houero, eun dournad eus a bep hini, frigaset ha lakaet en daou litrad gwin-gwenn. Eva eul litrad bep sizun. Evit digas naon d’an dud, n’eus ket gwelloc’h. Evit parea frailhou ar genou ez eo dreist, her chaokat. Eur medisin brudet awechall, en deus pareet eun niver bras a dud o vont da goueza peultriner, gant kresoun frigaset, laket gantan eol debri eleiz, eur meudadig holen-gwenn hepken, hag eun diveradenn gwinegr. Met debri a ranker eur mell dournad beler, ha diouz ar mintin hepken, ha bemdez heb ehana dervez ebet, e-keit ha ma kaver beler. Chaokat kresoun hepken, a zo mat evit mirout ouz ar rumou da gregi ennomp.
Er Prat, kichen Lannilis.(Da heuil).