Alfonso Maria de Liguori
troet gant Gab Milin.
Moullerez ar "C’hourrier", 1900  (p. 23-32)



EIL GENTEL


————


Pegement e tleomp karet Jezus evit ar garantez en deuz diskouezet d’e-omp o lakaat ar Zakramant Santel euz an Aoter.


————


1. — Hor Zalver, o c’houzout e voa deut he amzer, a falvezaz d’ezhan, a-raok mervel, lezel war he lerc’h ar merk brasa a gavaz da ziskouez he garantez enn hor c’hever. Setu perak e lakaaz Jezus Sakramant Santel an Aoter. Sant Bernardin a Zièn a lavar : « Ar merkou euz ar garantez a vez roet enn amzer zivèza a zo ar re a ia douna er galoun hag ar re a zo lakeat, gant gwir abek, e-touez ar re wella. » Dre-ze eo e roer, peur-vuÏa, a-raok mervel, eun dra-bennag d’ar vignouned wella, evit na ankounac’haint ket pegement ez int bet karet. c’houi a-vad, o va Jezus, a-raok mont diwar ar bed, petra ho peuz-hu roet d’e-omp evit ma talc’hjemp sonj ac’hanoc’h, hag euz ho karantez enn hor c’hever ? En em roet holl oc’h hoc’h-unan, lezet ho peuz gan-e-omp ho korf, ho koad, hoc’h ene, hag ar pez ma z-oc’h, Doue enn eur ger, c’houi hoc’h-unan holl, hep derc’hel gan-e-hoc’h netra e-bed.

2. — E Sakramant an Aoter, eme ar c’honsil a Drant, Jezus-Krist a ziskouezaz peger pinvidik o voa he garantez enn hor c’hever ; hag evel a lavar an Abostol sant Paol, en em rei a c’heureu d’an dud enn nosves-se zo-ken ma kuzulient etre-z-ho diwar-benn lakaat anezhan d’ar maro. « Hor Zalver, eme zant Bernard, dre gaout re-vras karantez evit hor silvidigez, a falvezaz d’ezhan c’hoaz, a-raok mervel, ober ar c’haera tra a c’helle, o rei d’e-omp he gorf da vagadurez. »

3. — N’eo ket heb abek eta e c’halve sant Thomaz ar Zakramant-se Sakramant ar garantez, pa’z eo Jezus, hor Zalver, en em roet d’e-omp er Zakramant-se dre ar garantez hep-ken. Bez’ ez eo c’hoaz, eme ar zant-se, eur merk a garantez evit ar re n’ho divije ket anavezet petra voa hag evit ma kavchent ar merk anezhi er Zakramant-se. Evel m’en divije lavaret Jezus eo : eneou kristen, ma ne c’houzoc’h ket petra eo va c’harantez enn ho kever, sellit oc’h Sakramant an Aoter, eno ec’h en em roan holl d’e-hoc’h ; gant ar merk-se n’hoc’h mui evit lavaret ne garan ket ac’hanoc’h gant eur garantez ar vrasa. Sant Bernard a c’halv Sakramant an Aoter penn-kenta ar garantez, karantez an holl garantesiou, o veza ma ’z ema er Zakramant sakr-ze holl vadelesiou hor Zalver, abaoe ma’z omp krouet bete ma’z omp bet prenet ha galvet da vont gant-han d’he c’hloar ; rak Sakramant an Aoter ne d-eo ket hep-ken eur merk euz a garantez Jezus-Krist, beza ez eo, evel ma lavarfac’h, ho kred da vont rag-êeun d’ar Baradoz, a fell da Zoue rei d’e-hoc’h, eme an Iliz. Sant filib a Neri ne voa ket evit henvel Jezus-Krist e Sakramant Santel an Aoter nemet dre an hano a garantez, ha pa voe digaset an nouen d’ezhan e lavaraz a-bouez he benn : « Setu va c’harantez, roit d’in va c’harantez ! »

4. — Ar profed Izaï a falveze d’ezhan e vije embannet dre ar bed holl kement tra en devoa great Doue evit dont da veza karet gant an dud. Piou en divije kredet birviken e vije Verb-Doue en em c’hreat den, en em lakeat dindan ar spesou a vara hag a win, evit dont da veza hor magadurez ? « Petra ! eme zant Augustin, ha ne gav ket d’e-hoc’h e voa eur perz diskiant lavaret : drebit va c’hik, efit va goad ! » Ar weach kenta ma voe hano gant Jezus euz ar zakramant-se, he ziskiblien ne voent ket evit kredi anezhan ; mont kuit a rejont enn eur lavaret : ha penaos e c’hell rei d’e-omp he gorf da zibri ? Setu ! Ar pez ne voa ket an dud evit sonjal enn-han, na kredi e c’helle beza, Jezus-Krist, dre he garantez vraz-meurbed, a zonjaz hag a reaz. Kemerit ha debrit, eme-z-han, d’he ziskiblien ha d’e-omp-ni holl ive drez-ho. Ha petra eo ar boed a fell d’e-hoc’h da rei d’e-omp-ni, Salver ar bed, a-raok ma varvimp ? Va c’horf, eme-z-han ; ne ket eur boed diwar an douar eo, me eo va-unan hag en em rei holl a ran d’e-hoc’h.

5. — Ha pegement a c’hoant n’en deveuz ket Jezus-Krist d’en em rei d’e-omp er gommunion zantel ! « Mall braz am boa da zibri ar pask-se gan-e-hoc’h,  » a lavare enn nosvez ma lakaaz ar zakramant-se a garantez. «Ar c’homzou-ze, evel ma ro d’e-omp da anaout sant Lauranz Justinien, ar c’homzou-ze a ziskouez anat ar garantez vraz en devoa Jezus ouz-omp. Evit ma c’hellje pep-unan kaout perz er zakramant-se e lakaaz anezhan dindan ar spesou a vara hag a win. Ma vije bet lakeat dindan spesou boed ker ha diez da gaout e peb bro, ar re baour n’ho divije ket gellet kaout anezhan. Ne ket evel-se eo a falveze da Jezus : gwelloc’h e kavaz lakaat anezhan dindan bara a zèbrer e pep leac’h, evit ma vije easoc’h d’an hell tostaat oc’h ar zakramant-se. »

6. — Jezus-Krist evit lakaat enn hon ene ar c’hoant da dostaat oc’h an daol zantel, ouc’h-penn ma kelenn ac’hanomp o lavaret : « Deut, va mignouned, debrit hag efit », a ra d’e-omp c’hoaz ar gourc’hemen da zont da zibri ha da efa oc’h he daol zakr ; hag evit lakaat ac’hanomp da zont buanoc’h e lavar hon devezo ar Baradoz : « An hini a zèbr va c’hik, en devezo ar vuez a bado da viken. Enn eur ger, d’an ifern ez aio, eme-z-han, nep piou-bennag ne fell ket d’ezhan digemeret ac’hanoun enn he ene. » Ar pedennou-ze, ar gourc’hemennou-ze, ar gourdrouzou-ze holl a deu euz ar c’hoant en deuz Jezus d’en em rei holl d’e-omp e Sakramant an Aoter.

7. — Ha brema, perak en deuz Jezus kemend-all a c’hoant e kemerfemp anezhan er gommunion ? Dre m’ema atao ar garantez o c’hoantaat hag o klask beza a-unan gant an hini a zo karet gant-hi. Ar vignouned vad a garfe beza atao an eil gant egile, kement na vent lakeat nemet eun den hep-ken. Karantez Doue ouz-omp a zo ive ker braz, ma ’z eo falvezet gant-han ez afemp d’an nev, goude beza bet a-unan gant-han war an douar dre ar garantez ar vrasa, ha dindan spesou ar bara e Sakramant an Aoter. Evit gwir, ne welomp ket hon Doue, hen a-vad a-wel ac’hanomp hag a zo gan-e-omp evel hon tra ; en em guzet a ra ouz-omp evit ma c’hoantaimp kaout anezhan muioc’h aze, ha ken na vezimp enn hor bro, a zo an nev, Jezus-Krist a fell d’ezhan beza holl d’e-omp hag a-unan gan-e-omp.

8. — Nebeud a dra e voa evit Jezus-Krist en em ober den ha mervel evit ar bed holl : he garantez a gavaz c’hoaz d’en em rei holl da bep-hini ac’hanomp, ha setu perak e lakaaz ar Zakramant euz an Aoter. Dre ar gommunion zantel, Jezus en em laka unan gant an ene a den da veza unan gant Jezus ; neuze int unan ho daou, ne d-eo ket a-vad dre ar garantez hep-ken, dre eur garantez wirion ha beo eo a-vad. Setu ama petra lavar sant Fransez a Zal diwar-benn ar garantez-se : « Hor Zalver, eme-z-han, ne d-eo e nep leac’h ken tener ha ker karantezuz, evel ma ’z eo e Sakramant an Aoter. » Eno ez a da netra, koulz lavaret ; eno, e teu da veza eur boed evit gellout mont enn eneou ha beza e-kreiz kalounou ar gristenien vad. Ker flamm e voa karantez Jezus ouz-omp, ma falvezaz d’ezhan e vijemp unanet gant-han, na vijemp mui, ni hag hen, nemet unan hep-ken.

9. — « O Doue, pried an eneou, eme zant Lauranz Justinien, falvezet eo bet gan-e-hoc’h ne vije ho kaloun hag hor c’haloun-ni nemet eur galoun hep-ken dre Zakramant ar garantez. » Sant Bernardin a Zien a lavar ouc’h-penn e kasaz Jezus-Krist he garantez da benn, oc’h en em rei d’e-omp-ni er Zakramant, pa ’z eo gwir ec’h en em roaz evit beza holl unan gan-e-omp, evel ma ’z eo ar boed unan gant an hini a zebr anezhan. Pegement eta e kar Jezus beza unan gant an eneou ! Lavaret a reaz eun deiz d’he zervicherez vad Mac’harid a Iprèz, goude eur gommunion e devoa great : « Gwelit, va merc’h, peger kaer omp-ni, o veza evel unan, c’houi ha me ; karit eta ac’hanoun ; bezomp atao unan, dre ar garantez, ha n’en em zizunanomp mui. »

10. — Ne vec’h ket evit ober netra a gement a ve kaeroc’h dirak Doue evit kommunia, e stad ma tere oc’h pep kristen beza, a-raok ober eun dra hag a zo ker braz, a-raok beza unan gant Jezus, hervez he c’hoant karantezuz. Lavaret em beuz : ar stad ma tere oc’h pep kristen. evit diskouez ne ve den evit beza er stad vad da gommunia, ma ve sellet piz gant Doue oc’h ar pez a dalv, rak ne d-euz nemet eun Doue hag a zigemerfe mad eun Doue. Dre ar geriou-ze ar stad a zere oc’h eur c’hristen, me lavar stad eur c’hrouadur reuzeudik ganet euz a Adam. A-walc’h eo, a lavarer, kommunia e stad a c’hras, o kaout c’hoant da lakaat karantez Doue da greski enn hon ene. «Dre garantez hep-ken eo e tleer kemeret Jezus-Krist er gommunion, eme zant Fransez a Zal, pa ’z eo dre ar garantez hep-ken ec’h en em ro Jezus d’e-omp. » Ha dleet eo d’e-omp kommunia aliez ? War gement-man e tleer ober dioc’h lavar an tad kovesour, rak gouzout a dleomp ne d-euz stad a vuez e-bed, ar briedelez na stad all, evit miret ouz-omp na gommunifemp aliez, mar kav mad hon tad kovesour e rafemp : an dra-man a zo bet lavaret gant an Tad Santel ar Pap Innosant unnekved.

11. — N’euz netra a gement a ve ken talvouduz hag ar gommunion d’eur c’hristen mad er bed-man. Doue, an Tad, en deuz roet he holl vadou da Jezus-Krist. Dre-ze, pa deu Jezus enn ene dre ar gommunion zantel, e tigas eant-han an tenzoriou braz-meurbed euz he holl c’hrasou. Goude beza bet ar gommunion, e c’heller lavaret eta : digant va Doue em beuz bet an holl vadou. Sant Denez a zesk ez eo Sakramant an Aoter an hent eêuna ha gwella evit kas an eneou d’ar zantèlez. Sant Visant Fevier a lavar ive e talvez muioc’h eur gommunion vad hep-ken eget na ve iun epad eur zizunvez diwar bara ha dour.

12. — Ar gommunion, eme ar c’honsil a Drant, a bella diouz-omp ar pèc’hejou veniel hag a vir na gouesfemp er pèc’hejou marvel. Pellaat a ra ar pèc’hejou veniel, rak dre Zakramant an Aoter, an den a zo douget da ober aktou a garantez, an aktou-ze a lam ar pèc’hejou veniel. Miret a ra ar gommunion oc’h ar pèc’hejou marvel, o veza ma kresk ar c’hras enn ene ha ma tiouall anezhan dioc’h faziou brasoc’h. Ar Pap Innosant, trede euz an hano, a lavar ive en deuz Jezus-Krist, o vervel evid-omp, lamet ac’hanomp euz a c’halloud ar pèc’hed hag e lam digan-e-omp, dre Zakramant an Aoter, ar galloud da bèc’hi.

13. — Sakramant an Aoter a laka dreist pep tra karantez Doue da c’houeza flamm enn eneou. Doue a zo karantez, hag ar garantez-se a zo eun tan hag a zev, enn hor c’haloun, holl c’hoantegèsiou an douar. Jezus-Krist a zo deut he-unan da zigas war an douar tan ar garantez-se ; he vrasa c’hoant a zo gwelet anezhan o krègi enn hon ene. Peger flamm ne vezo ket tan karantez Doue e kaloun ar c’hristen a gemer Jezus er gommunion ! Santez Katharina a Zien a welaz eun dervez, epad ar gorreou, Jezus e doare eur voul-dan, ha kement-se a vire out-hi da gredi e c’helle kaloun an holl dud war an douar choum hep birvi gant tan karantez Doue. Santez Roza euz a Lima, goude kommunia, a deue da veza ruz-glaou ken na lugerne. Ar gommunion a laka kement a garantez Doue enn ene mad, ma ’z eo eur spount evit an ifern, pa zistro dioc’h an daol zantel.

14. — Dre ar gommunion, karantez Doue a c’hell beza ker braz, ma teu neuze an ene d’en em ankounac’haat he-unan ha da veza, koulz lavaret, dall dirak an holl draou krouet. Hogen, eme unan-bennag marteze, me me gommunian nemet eur weach an amzer, o veza ne gav ket d’in ez eo kre a-walc’h va c’harantez ouz Doue. « Petra ! a lavar Jerson, o veza ma ’z oc’h skournet gant ar riou e fell d’e-hoc’h pellaat dioc’h an tan ? o veza ma welit ez eo ien ho kaloun, e tlefac’h kentoc’h a-ze tostaat oc’h Sakramant an Aoter, mar fell d’e-hoc’h e gwirionez karet Jezus-Krist ; rak seul-vui ez oc’h klanv, seul gentoc’h a-ze ho peuz ezomm da veza pare. » Sant Fransèz a Zal a zesk da zaou rumm dud e tlefent kommunia aliez ; d’ar re vad evit kenderc’hel er zantelez hag enn hent an nev, d’ar re lezirek, evit gellout kerzet war-zu ar mad dre an hent-se ive. Ar gristenien a ia aliez da gommunia a dle c’hoantaat dreist pep tra beza sent ha kreski bepred er mad enn eur garet Jezus-Krist muioc’h-mui. « Pa ’z eoc’h da gommunia, a lavaraz Jezus da zantez Mathild, grit ma c’hoantaio hoc’h ene kaout ouz-in ar vrasa karantez a c’hell eur galoun da gaout, hag ar garantez ho pezo a vezo kavet ker mad gan-en ha ma fell d’e-hoc’h e ve. »


Peden a Garantez


Doue mad ha karantezuz, Doue a dlefe beza karet gant eur garantez hep ment e-bed, lavarit d’in petra a rafac’h-hu ken evit gellout beza karet gan-e-omp-ni ? Ne d-eo ket bet a-walc’h d’e-hoc’h en em ober den ha plega da holl boaniou an douar evel-d-omp ; no voa ket a-walc’h d’e-hoc’h skuilla evid-omp ho koad e-kreiz ar poaniou brasa, ne voa ket a-woalc’h d’e-hoc’h mervel gant anken war eur groaz evel eun torfedour fallakr : falvezet eo bet c’hoaz gan-e-hoc’h en em lakaat dindan ar spesou a vara hag a win, evit hor maga hag evit beza unan gan-e-omp. Lavarit eta d’in, lavarit petra vec’h evit ober c’hoaz da lakaat ho karet ? Siouaz ! Siouaz d’e-omp ! ma n’ho karomp ket er bed-ma ! Hag a rebechou a gavo hon ene da damall d’e-omp er bed-all da viken, ma ne garomp ket ac’hanoc’h war an douar ? O va Jezus ha va Doue, me ne fell ket d’in mervel hep karet ac’hanoc’h euz a holl nerz va c’haloun. Keuz am beuz da veza pèc’het, keuz am beuz ha mervel gant glac’har d’am fec’hejou a garfen. Evit brema e karan ac’hanoc’h dreist pep tra, ho karet. a ran muioc’h eget n’en em garan va-unan ha d’e-hoc’h-hu, a vrema, e roan holl deneridigez va c’haloun. Digan-e-hoc’h eo em beuz bet ar c’hoant-se, grit, va Jezus, m’am bezo an nerz da ober mad pep tra dioc’h ar c’hoant am beuz ! O va Jezus tener ha mad, c’houi hep-ken a zo a-walc’h d’am ene ! Brema eta pa ho peuz va c’haset d’hoc’h heul ha d’ho karet, brema e tilezan pep tra evit beza d’e-hoc’h-hu hep-ken, c’houi hep-ken a zo a-walc’h d’in. Gwerc’hez Vari, mamm va Doue, pedit evid-oun ho Map Jezus, ha grit ma vezin santel er bed-man ha sant er Baradoz. Rouanez an nev, c’houi a ra ken aliez a vurzud, c’houi a laka ar bec’hèrien da veza sent, grit, me ho ped, ma vezin unan anezho.


————