Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 90-91)




EIL LODEN


————


Epad ar c’hendalc’h Eukaristik


————


§ I. — DIGEMER GRÊT DA GANNADOUR AR PAB EN LONDREZ


Dec’h d’an noz (hirie ec’h omp er merc’her), d’ar c’houlz ma tiskennemp, ni, Bretoned, en Folkestone, e tiskenne en Dover, eus lestr Ostende, an otro Visant Vannuteili, kannadour an Tad Santel ar Pab, dibabet gantan etouez kardinaled ar Vatikan ha roet d’ean karg da delc’hen e blas. N’ê ket hep poan e tapas e dren, gant ar bobl a dud a felle d’ê hen saludi. Gwasoc’h c’hoaz pan arruas en gar Charing-Cross, pe gentoc’h ’n eur vont e-mêz eus ar gar. Rak ne oa bet lezêt gant ar polis nemet arc’heskob Westminster, an eskibien, ar veleien hag eun nebeud a liked, da vont en diabarz. Krog e oa an ôtro Bourne da henvel hini-ha-hini e dud d’ar c’hannadour, pa zavas eun huchadeg spontus en enor d’ean. Ha heman da drugarekât ar bobl. Laret a ra a vouez uhel, ’n eur gomz en italianeg (gôut a ra ar galleg, mes ne oar ket a zôzneg) : « Evit ar wej kentan, emean, aboe tri c’hant vla so, e weler eur c’hannadour o tont aman a-beurz an Tad Santel. Me eo an neus bet teurveet kargan eus eur gevridi ken enorus ha ken ponner. Ma ! stad vras a zo ennon o vean deut da Londrez. Trugare d’ac’h d’am bean digemeret gant kement a galon : laret a rin d’an Tad Santel penôs ec’h on bet digemeret ganac’h ha pegen frank am eus kavet digor ho kalono. Ar greden am eus e talveo ar C’hendalc’h Eukaristik d’ar Zôzon da garout muioc’h an Otro Doue. »

Hag e mez ar gar, ha ’trezek an arc’heskopti, a-dreuz da ruio a glever enne tud a bep sort bro, a bep sort relijion o huchal war eun dro : « Hip ! hip ! hourrah ! Eminans ! Eminans ! Ra viro Doue ar Pab ! »