Eil loden — III.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 93-94)



§ III. — LIZER AR PAB PI X D’AR GENDALC’HERIEN


Neuze e sav sekretour ar c’hannadour er gador-brezeg hag e lenn al lizer an neus skrivet ar Pab Pi X evit rei ôtre d’an otro Vannutelli da zelc’hen e blas e gouelio Londrez. Eul lizer latin ec’h ê ha dre-ze e c’hellan heuilh al lenner ha gouzout e fell dreist-oll d’an Tad Santel trugarekât kement-hini an neus roet dorn evit danzen ar c’hendalc’h : an otro Doue da gentan ; en e c’houde pobl Bro-Zôz hag ar re a ren anean ’n eul lezel gantan ar gwir frankiz, ha dreist-oll ar Zozôn gatotik, o eskibien hag o arc’heskob.

« Nag a stad a lakont ennon, emean, ’n eur ober kement enor da Zakramant an Oter ! Kement-se a ziskoe o deus eur spered kristen, ha, dreist-oll eur spered katolik. Rak etouez ar zakramancho heman eo ar zantelan, o vean mac’h ê, n’ê ket hepken eur ganol a zigas d’imp graso an Otro Doue, mes mammen an oll c’hraso. Petra eo an hosti sakr, nemet hon Zalver e-unan ? Etouez ar gristenien, n’eus nemet ar gatoliked roman a gredfe ze. Setu perak, ’n eur enori zakramant an Eukarist, en em anzaver evel bugel d’an Iliz katolik.

Ouspenn mac’h eo an Eukarist eur zakramant, ec’h eo ive eur zakrifis : ’n eur gensakri ar bara hag ar gwin war an ôter, e ra ar beleg pez a reas Jezus-Krist war ar groaz ’n eur zispartian e ine diouz e gorv, da laret ê, ’n eur rei e vue da Zoue e Dad evit silvidigez ar bed, — nemet n’eus ket a wad skuilhet war an ôter. Gwelet dre ze pegen talvoudus ê an oferen : meuli Doue, hen trugarekât, hen dic’haoui evit an dismeganso a ra d’ean ar pec’hed ; ha goulen digantan e zikour, setu ar pez a ra ar beleg katolik ’n eur ofernian. Netra eta a welloc’h evit gloar Doue ha mad an ineo eget lakat da griski devosion an oferen.

Ar re o deus sikouret sevel ar c’hendalc’h-man na glaskont nemet se ; bennoz Doue d’ê ! Bennoz Doue ive d’ar re eman en o c’harg gouarn rouantelez Bro-Zôz ha kêr Londrez, dre ma roont frankiz ha skoa zoken d’ar gatoliked, kenkoulz ha d’ar Zôzon-all, ’n eur lezel ha ’n eur zikour ’nê da diskoe dirak an oll ar pez ec’h int. Ha ne vefont nemet gwell a ze int o-unan ; seul donoc’h e vo e kalon 6 milion a Zôzon katolik o c’harante ouz eur zakramant a azeulont ennan o Doue, seul startoc’h e vo al liammo a stag anê ouz an dud a zo en karg.

Setu berr ha berr ar pez a lavar an Tad Santel ar Pab el lizer a lenner en e hano eus ar gador-brezeg.