Eil loden — IX.
’Vit noz ne chomomp ket da louedi ouz tôl, rak da eiz heur e zo eur vodaden vras da vean en Albert-Hall, da laret eo en sal ar prins Albert. Ha ’vit arruout eno, e tle pep-hini en em dibab ar gwellikan ma c’hallo. N’omp ket evit en em heuilh, dre m’eo bet merket e blas da bep-hini, tremen eur miz-zo : eur garten c’hlas, pe velen, pe ru, warni niverenno ha lizerenno a bep sort, a lavar d’ean pelec’h e kavo e gador pe e skabel.
Mes e baper paour n’hall ober netra ken evitan. N’hall ket hen kas beteg e blas, hag eno eman an dalc’h.
Setu c’hwi digaset gant ho kwetur beteg eur pikol ti rond-u, d’ean dek ha tri-ugent metr a ledander eus eun tu, ha pevar-ugent eus an tu-all. Dorio-dal a zo da vont ebarz, peder pe bemp anê. Mes pelec’h eman ma hini ? Birvi a ra an dud en dro d’in ha hanter denval ec’h ê. Gant goulen ma dor e vint kwit. Ha me da c’houlen. Setu a bep tu eur vannel ledan. Mes aman e zo eun otro hag a ziskoe d’in an hent merket war ma faper. Aru on en eil estaj. Eur plac’h breman, a rêr anei an digorerez, am digemer hag am ambroug beteg eun nor a zigor d’in. « Aze », emei. Ha pan on êt en diabarz : « Dre aman », eme eun otro. Hag e tiskennan eur pennadig, hen em em rôk, gant eur wenojen ac’h a beteg an traou a-dreuz d’ar regennado kadorio. « Dre aze breman, emean, ken m’ho po kavet ho kador. » Fe, mont a ran hag e kavan goullou eur gador-vrec’h etre daou otro a zo azeet dija. Doue da vean meulet ! Unan anê, ma amezeg deo, ec’h ê an otro Buleon, person iliz-veur Gwened. Nag a stad a oa ennon, n’oufen ken laret : kaout en em c’hichen, evit laret d’ean ma zonj ha kaout e hini war ar pez ac’h an da glevet ha da welet, n’ê ket eur c’henvroad a Frans, mes eur c’henvroad a Vreiz-Izel, eur Breizad hag a c’hall, gant e spered digor ha lemm, dizolo ha trei c’hwek ar wirione diwar benn bep tra ! — muioc’h so : eur mignon a anavean hag a bleustran aboe daou vla warn ugent so, eur mignon hag am eus kemeret en e galon eul loden eus e garante evit e vamm vro hag ar brezoneg, — nan, en gwirione, ne oan ket, n’hallen ket bean en gortoz a ze. Ne ouien ket zoken e oa deut da Londrez evit ar c’hendalc’h.
Mes ar pez a skrivan aman, ne lakis ket kement amzer d’hen santout pa zigoueas d’in (eun digoue klasket gant ma êl mat) mont d’azean en Albert-Hall e-kichen an otro Buleon. Eun dudi e vije bet evidomp diviz diwarbenn hon amzer dremenet. Mes eun dudi-all hon deus dioustu da danva, me dreist-oll, me a zo o paouez aruout.