Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 115-117)



§ XIV. — AR VODADEN VEUR E E KAXTON : « FLOC’HIGED AN OTRO DOUE. » — AR JENERAL DE CHARETTE.


D’ar gwener, an 11et a Wengolo.

An oferen-bred a dle bean kanet da 9 heur en iliz-veur gant an otro ’n arc’heskob Utrecht, mes kanet e vo hepon : rak skrivan am eus d’ober. ’Benn 10 heur hanter, avat, ec’h on en Kaxton Hall evit klevet lenn labourio diwar-benn ar Zakramant Santel. Komunian alies a blije d’ar gristenien gentan ober, ha kemend-all a dlefe c’hoaz bean grêt gant ar gristenien : setu an diou gentel a zispleger diragomp. Seul-vui an neus plijet d’in o chilaou, ma klotont gant an hini an neus roet d’imp an Tad Santel ar Pab a neve-so, diwarbenn ar memes sujed. Eun dra c’hoaz hag an neus laket stad ennon eo gwelet adarre war ar chafod eskob Sant-Brieg. « ’Vit eun eskob kertrius, a zonjen, heman n’ê ket unan. »

Amzer a gemeran, pan eo achu an treo, da vont da glask ma meren, ha, goude e tistroan d’ar memes sal. Bean am meus c’hoaz peadra da chilaou.

Penôs stuman « floc’higed an Otro Doue », da laret ê, ar golisted ? An otro Macdonal, eun aluzenner eus arme-vor Bro-Zôz, hen lavar d’imp. « Respont an oferen, emean, a zo eun dra meurbet enorus, dre ma ver oc’h eilan beleg Jezuz-Krist, hag o terc’hel plas ar bobl kristen. Dre-ze ec’h ê ret kemer poan evit stuman « floc’higed an Otro Doue ». Pez a zo d’ober ec’h ê diski d’ê ervat o relijion, evit ma refont pep tra gant fe, doujans ha devosion ; kustumi ’nê da zistagan ervat komzo ar pedenno, ha stuman zoken o izili evit ne refont netra a zisneu. »

Goude m’hon deus klevet ar gentel-ze, e peder an otro Bruchesi, arc’heskob Montreal, da laret d’imp eur gir bennak evit he harpan. Fe, n’ê ket peadra a vank d’ean. Mes elec’h displegan d’imp bep sort rezonio, e kont d’imp eun histor, eun dra c’hoarveet gantan. « Arlene, emean, ’n eur dremen dre Bariz, e tigoueas d’in ober anaoudegez gant eur soudard koz, d’ean pemp bla ha pevar ugent, bet gwejall evel zouav e servij an Tad Santel ar Pab. Ha ni en em glevet evit mont da Vonmartr d’ober war eun dro eur pelerinaj. Mont a rejomp an de warlerc’h. Krog e oan d’en em wiskan ouz an ôter (ôter an Arme, ha c’hoaz eman sant Mikel ’uz d’ean gant medalenno ha treo-all roet en gwestl en eun tu, ha kleze ar jeneral de Sonis eus an tu-all), hag ec’h ên da gemer ar gasul pa deulis ple ne oa responter ebet. Ober a ris sin d’am mignon koz da zonet d’am c’hât. Mes, elec’h mont d’ar sekretiri da glask eur c’holist, e c’houlennas diganin an enor da respont hen e-unan an oferen. « Ya vat » emon-me, eun tammig souezet ; « plijadur hag enor a refet d’in. »

Mat : mont a ra an oferen war rôk, ha ma responter, me lar d’ac’h, a zo a-zevri ganti. Koulskoude, pan eo arru ar Sanctus, ne glevan ket ar c’hloc’hig o son. « Daoust petra a zo ? » a zonjen. Trei a ran ma fenn a-goste, ha me o welet ma responter, krog en eur baniel, o saludi gantan an ôter. Distaget an nevoa diouz ar voger, ha hep goût doare d’in, baniel zouaved ar Pab, a oa bet staget outi dre westl. Ober kement-se na oa ket a dra zur herve ar reolen merket er levr oferen : koulskoude em eus ar greden en nije pardonet ar Pab ar sort fazien. Mes piou e oa ma zoudard ? Ar bed-oll a anav e hano, penegwir e oa ar jeneral de Charette. »

Eun dudi eo bet evidomp klevet eun histor ken kaer.