Eil loden — XVIII.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 131-133)



§ XVIII. — WAR RÔK ! — KALONAD EUR ZELLEREZ


War rôk breman, da heuilh an Tad Fletcher, a zigor ar prozision, ar groaz en e rôk. Ar beleg-man a zo anaveet mat en Londrez, dre ma oa gwejall protestant, ha m’an neus dispignet e oll danve (ha bean an nevoa kalz) evit ober ar vad endro d’ean. Eur zae-veleg a doug hirie ha, warni, ’pez a zo c’hoaz souezusoc’h evit Londreziz, eur sourpiliz gwenn. Da gentan, e zo poan a-walc’h o vont gant an hent, abalamour m’en em gaver e kichen palez ar Parlamant, elec’h ma ve eun engroez bras a dud. Hirie e zo muioc’h c’hoaz evit an deio all, en askont da eured an Otro Churchill, ministr ar Justis. E ver oc’h ober anean en iliz Santez-Marc’harid, eun illz parouz hag a zo stok da chapel Westminster.

Mes poliserien a zo a-leiz endro d’ar vugale evit digeri d’ê an hent, ha ’vit mirout ne digouefe droug ebet gante ; 2.000 emaint eno pe war droad pe war varc’h (et da c’houlen kemend-all digant penno bras ar gouarnamant evit rei harp d’eur vodaden gatolik en Pariz !) Ha gôut ouzont en em gemer. Evit n’o devo ket an dremenerien d’en em glemm, e vo troc’het gwej ha gwej ar prozision, d’ê da dreuzi ar ru evel ma karfont. Mes an dud na glaskont tamm ober ’r c’hontrol ouz ar vugale. Stad ê a zo enne ha plijadur o deus ar peurvuian o chom en o zav da welet ’nê o tremen. Ken kaer eo ar bannielo a dougont, gant o skeudenno a bep sort liou, ha gant al lizerenno a lenner warne ! Ar re-man a zo girienno zôz ar peurliesan hag a ro da c’hôut dre-ze da Londreziz perak e rêr eur sort « meeting », da laret eo eur sort kerzadeg. « Jezus, troet Bro-Zôz ouz Doue » a lenner aman ; hag ahont : « Lezet ar vugaligo da zont davedon. » Mes bean ’zo skrivadenno ha n’ê ket an dremenerien evit o lenn hag o intent, ar re latin, evel homan : « O salutaris hostia » da laret ê « hosti a zilvidigez. » Ne zav ket droug enne evit-se. Ha neuze, bean o deus peadra da zellet a-hendall : gwiskamancho ar vugale dreist-oll. N’eus ket êt, a dra zur, danve a briz d’ober ’nê ha n’int ket oll eus ar freskan, douget mac’h int alies gant bugale pevien. Mes kempennet int gant rubano, gant skoulmo, gant rozenno gwenn ha melen. Bean ’zo ive gourizo a vemes liou, pe re c’hlas, pe re ru, pe re wenn, hag a zisken eus ar skoa war ar gerc’hen : dreze eo e tishanvaler en eil rumm diouz egile, rak pep skol bôtred pe verc’hed he deus he liou. Meur a blac’hig a doug eur ouel wenn hag ac’h ê paket enni he c’horvig a-bez.

Ac’hanta ! ’pez a ra c’hoaz ar muian a blijadur gwelet n’ê ket an treo kaer-ze : talio sart ha laouen ar vugale a doug anê ec’h ê. Ober a ra vad d’ar galon sellet oute, dre ma en em zil enni evel eul lommig eus o evurusted. Gwel a ret hu ? Setu eur wreg, liw al labour war he dilhad ha liw ar skwisder en he daoulagad, o tont eus a greiz ar bobl hag o tapout eur plac’hig vihan he devoa dremm eun êl : stardan a ra ’nei war he c’halon gant he divrec’h ’n eur bokat ha hadpokat d’ei meur a wej, ha goude en em denn an donan ma c’hall e-kreiz an engroez. « Anaveout a ret anei, ma bugelig ? » a laras neuze al leanez a oa ar plac’hig war he c’harg. « Ne ran ket » eme ar bugel, ’n zevel he daoulagad glas eus a zindan he bleo melen, daoulagad hag a zousae c’hoaz eur ouel tull gwenn hag eur chapeled ; biskoaz n’am eus he gwelet. »

Den ebet na laras eur gir a-dreuz diwar ar pez a reas ar wreg-se, ken teneraet oa ar c’halono ! Marteze zoken e oa en he c’hichen meur a hini hag o dije karet ober evelti, mar o dije kredet.