Eil quevren - An daouzecvet Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 106-110)
Hilotee, amâ eo e tesiràn a greis va c’halon, ec’heuliac’h va avis : rac unan eo eus ar moyenou assura d’en em avanç en
hent eus ho silvidiguez. Antretenit liessa ma c’hellot ahet an deiz ho speret e presanç Doue dre voyen unan bennâc eus ar peder fæçon am eus merquet deoc’h en eil chabistr eus ar guevrern-mâ : sellit petra a ra Doue, ha petra a rit hoc’h-unan ; guelet a reot e zaoulagat troet varzu-ac-enoc’h hac o sellet ouzoc’h continuelamant gant ur garantez hep e far. O va Doue, a leverrot-hu, petra n’am eus-me ar guel ac’hanoc’h ato, couls ha ma hoc’h eus ato ar guel ac’hanon ? perac e songit-hu enon-me quement, o va Autrou ; ha perac e songeàn-me enoc’h-hu quen nebeut ; p’eleac’h emaomp-ni, o va ene ? hor guir blaç eo Doue, ha p’eleac’h eo en em guefomp-ni ?
Evel ma o deveus al laboucet o neiziou evit en em retira enno pa o devez izom, ha ma o deveus ar c’harvet o bojennou hac o c’hreou pe en re en em boulsont hac e cuzont evit quemeret ar frescadurez hac an disheaul en han ; toudememes, Philotee, e tle hor c’halonou quemeret ha choas ur plaç bennâc bemdez pe var Menez Calvar, pe e gouliou hor Salver, pe en tu-all bennâc a dost dezàn, evit en em retira eno e peb-seurt occasion hac evit en em disquiza diouz an occupationou exrerieur, ha beza eno evel en ur c’hre evit en em zifen ouz an dentationou. Eürus vezo an Ene a allo lavaret d’hor Sslver gant guiryonez ; c’hui eo an ty eus va refuich, c’hui a so din ur c’hre assur, un doen a enep ar glao, hac un disheaul a enep an domder.
Ho pezet memor eta, Philotee, da ober ato cals a retrejou er solitud eus ho calon, oc’h antren alies a speret enoc’h hoc’h-unan, endra emaouc’h a gorf occupet etouez an dud hac en hoc’h afferou : hac ar solitud a speret-se, ar retret spirituel-se ne ell beza morsetout ampechet dre an nombr bras eus ar re so en dro deoc’h, rac n’emaint quet en dro d’ho calon nemet hepquen en dro d’ho corf, en hevelep-fæçon ma chom ho calon e-unan e presanç Doue. Hennez eo an exerciç a rea ar Roue David etouez quen alies a occupationou evel en devoa, eguis ma en ro e-unan da anaout e mil andret eus e Salmou ; evelse eo e lavar : o va Doue, me a so ato gueneoc’h ; me a vel ato va Doue dirazon ; me am eus savet va daoulagat var-zu-ac-enoc’h, o va Doue, c’hui pehini a ra ho temeuranç en Eê ; va daoulagat a so ato etrese Doue. An antretienou hac an occupationou en devez un den gant an dud ne dint quet ordinal quer serius na ell aviziou tenna e galon anezo, evit ober dezàn antren er solitud interieur-mâ.
Goude ma o devoa Tud Santes Cathel a Sienne lamet diganti peb commodite da bidi ha da vedita, hor Salver e inspiras da ober un oratoric interieur en he speret, evit en em retira ennàn spirituelamant hac evit ma chalfe vaqui d’ar solitud ha d’ar retret santel-mâ eus ar galon etouez an afferou exterieur. Hac ac’houdevez pa veze attaquet gant ar bed, ne receve incommodite ebet diountâ ; abalamour, emezi, ma en em anferme en he c’habinet interieur, eleac’h ma en em gonsole gant he fried celestiel. Evelse ivez pelloc’h e roe avis d’he bugale spirituel da ober ur gampr en o c’halon evit chom enni.
En em dennit a speret aviziou eta en ho calon , evit ma viot eno separet diouz an dud, ha ma c’hellot treti gant Doue calon ouz calon evit hoc’h ene, o lavaret ec’his David ; beillet em eus hac oun en em rentet henvel ouz ar pelican er solitud ; edon evel ma vezur gaouen er c’hoz edifiçou hac evel ma vez ur filip e-unan en doen : Ar c’homsou-mâ, ouzpen ar sinification literal anezo, pe dre hini e tisquezont penaus e quemere ar Roue bras-se un heur bennâc aviziou evit chom en e bart e-unan da gontempli traou spirituel, a ro deomp c’hoaz da entent, hervez ar sinification mystic anezo, teir seurt retret excellant, hac evel teir hermitaich pe en re ec’hellomp exerci hor solitud diouz an imitation eus hor Salver, pehini var menez Calvar a oue ec’his ar Pelican eus ar solitud, pehini a lavarer, a rent gant e c’hoad ar vuez d’e laboucet munut pa vezont maro : en e c’hinivelez en ur c’hraou desert e oue ec’his ar gaouen en ur c’hos edifiç o clem hac o vouela hor fautou hac hor pec’hejou ; hac en deiz ma pignas en Eê e oue henvel ouz ar filip, oc’h en em retira hac o nigeal en Eé, pehini a so evel an doen eus ar bed : en tri leac’h-mâ ec’hellomp ivez ober aviziou hon retret etouez an tracassou eus hon afferou hac hon occupationou. An Den eürus Elzear o veza bet absant pell-amser diouz e Bried devot ha chast hanvet delfina, e caças-hi betec ennâ un den expres da c’houzout penaus anezàn, hac e respontas-èn dezi ; yac’h oun manific, emezàn, va fried guer ; ha mar fell deoc’h va guelet, n’hoc’h eus nemet va c’hlasq er Chouli a gostez hor Salver douç ; rac eno e ràn va demeuranç, hac eno vezo em c’heffot ; inutil vezo deoc’h va c’hlasq un tu-all. Hemâ a ioa ur Christen mad.