Eil quevren - An uguentvet Chabistr

troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 139-144)





AN UGUENTVET CHABISTR.
Penaus e tleer monet alies da Gommunia.


LAvaret a reer penaus Mithridates, Roue ar Pont, o veza invantet ar Mithridat, pehini a so ur remed ouz ar poueson, hac o quemeret alies anezân, e fortifias e gorf dreizàn en hevelep-fæçon ne allas biscoaz goudese en em ampouesoni, hac èn oc’h æssa e ober, evit miret na gouezze etre daouarn ar Romaniftet. Hor Salver en deveus instituet ar Sacramant adorabl eus an Auter, pehini a gompren realamãt e guic hac e c’hoad, evit ma vevo eternelamant nep piou-bennâc en debro Ha rac-se piou-bennâc en receo alies gant devotion a zeu da fortifia ha da grehât ar yec’het hac ar vuez eus e ene en hevelep-fæçon ma zeo casi impossibl e ve ampoesonet gant nep seurt goal affection ; Ne aller quet beza maguet gant ar c’hic a vuez-se ha beva gant affection a varo ; en hevelep-fæçon ec’his ne alfe quet an dud, o chom er Barados-terres, mervel hervez ar chorf dre occasion an nerz eus ar frouez a vuez en devoa lequeat Doue ebarz ; evelse ivez e c’hellont chom hep mervel spirituelamant dre ar vertuz eus ar Sacramant a vuez-mâ. Mar deu ar frouez ar re denerra hac ar re a vrein buana, evel ma zeo ar c’heres, an abricot hac ar framboues, d’en em gonservi eas epad ar bloaz pa vezont confitet er sucr hac er mel, ne d’e quet estrainch mar deu hor c’halonou d’en em breservi diouz ar gorruption eus ar pec’het, peguer sempl bennâc ha peguen eas bennâc int da gorrompi, pa vezont ivez sucret ha confitet er c’hic hac er goad sacr eus a Vap Doue dre ar Communion. O Philotee, ar Gristenien pere a vezo daunet n’o devezo netra da replica, pa zisquezo dezo ar Barner just ar fazi o deveus bet da vervel spirituelamant, pa oa quen eas dezo en em veinteni e buez hac e yec’het oc’h en em vezur eus e Gorf sacr pehini en deveus leset ganto en intantion-se. Tud maleürus, eme vezo-èn, peadra ezouc’h-hu maro, pa edo en ho courc’hemen ar frouez hac ar bouet a vuez ?

Ne veulàn na ne vlamàn ar re pere a ya bemdez da Gommunia, mæs exhorti hac alia peb-unan a ràn da Gommunia bep Sul, nemet e vezo exant ar speret diouz peb affection d’ar pechet. Comsou Sant Augustin en-deün int, pe gant hini ne vlamàn na ne veulàn absolumant e zaer bemdez da gommunia, mæs lesel a rân quemense e discretion an Tad spirituel eus an hini a falvezo dezàn en em resolvi var ar poent-se ; rac an disposition requis evit communia quen alies-se a dleffe beza extraordinal, hac evelse ne de quet mad cusulia an oll generalamanc d’e ober. Hac ec’his ma ell ivez an disposicion-se, peguen extraordinal bennâc eo, en em gaout e cals a eneou mad, ne ve quet mad quennebeut disalia an oll generalamant diouz quemense ; mæs an dra-se a dleer da gonsideri diouz ar stad interieur eus a bep-unan e particulier. Un imprudanç ve cusulia peb-unan hep diffaranç ebet da gommunia quen alies-se, mæs un imprudanç ve ive blam nicun a guement er graë, ispicial mar er gra oc’h heul avis un Directeur mad bennâc. Ar respont a roas Santes Catell a Sienne a so da veza remerquet, pa oue rebechet dezi gant ur re-bennâc abalamour ma zea alies da gommunia, penaus Sant Augustin ne veule na ne vlame communia bemdez. Ebien, emezi, pa na vlam quet Sant Augustin e zaet bemdez da gommunia, me ho ped, na zeut quet ive d’am blam mar er gràn, hac en em gontantit gant quemense.

Mæs guelet a rit, Philotee, penaus e teu Sant Augustin da rei avis ha da exhorti da gommunia bep Sul : grit-èn’ta e quement ha ma vezo possibl deoc’h. Rac pa n’hoc’h eus, evel ma supposàn, nep seurt affection evit ar pec’het marvel nac evit ar pec’het veniel, emaouc’h er guir disposition a c’houlen Sant Augustin, ha c’hoaz hoc’h eus excellantoc’h disposition eguet a choulen, abalamour ma zouc’h exant, non pas hepquen diouz an affedion pe ar c’hoant da bec’hi, mæs diouz an affection memes eus ar pechet ; en hevelep-fæçon ma c’hallâc’h communia gant profit liessoch choaz eguet bep Sul, mar er c’haffe mad ho Tad spirituel.

Cals a empechamanchou ligitim a ell cousgoude erruout gueneoc’h, non pas eus ho costez, mæs a gostez ar re ma vevit assambles ganto, pere a roe occasion d’ho Confessour da lavaret deoc’h na gommuniac’h quet quen alies-se. Dre exempl, mar douc’h sujet da ur re-bennâc pere a ve quen dificil ha quer chagrin ma teuent d’en em inquieti ha d’en em droubli oc’h o quelet quen alies o communia ; peb-tra consideret-mat, e ve martese a propos caout un egard bennâc ouz an infirmite anezo, ha na daet da gommunia nemet ur veich peb pemzec dez ; mæs an dra-se a ententàn e quen cas na aller quet trechi an difficulte pehini a raent deoc’h. Ne aller quet arreti na regli an dra-mân generalamant nac absolumant ; ret e ober ar pez a lavaro an Tad spirituel, peguement bennâc ma c’hallàn lavaret suraoualc’h penaus evit ar re pere a fell dezo servicha Doue devotamanr, ne dle quet beza ouzpen ur mis etre peb communion dezo.

Mar hoc’h eus cals a brudanç, ne deus na tad, na mam, na pried, na mestr, na mestres a guement hoc’h empeiche da gommunia alies ; rac d’an deiz ma viot bet o communia, ec’his na lessot quet n’ho pezo ar sourci da ober ho tever a hent-all, ha ma viot douçoc’h ha graciussoc’h a-se en o andret, ha n’o revussot eus a nep seurt dever, ne deus apparanç ebet e false dezo ho tistrei diouz an exerciç-se pehini ne raï incommodite ebet dezo, nemet beza o deffe ur speret corviguellus ha diræsonabl : en occasion-se, evel am eus lavaret, e falvezo martese d’ho Tirecteur ho pe un dra bennâc a gomplesanç evito.

Ret e din lavaret ar guer-mâ evit an dud demezet. El Lesen anncien oa droug gant Doue e teusye ar greançourien da c’houlen d’an deizou Gouel ar pez a dliet dezo ; mæs biscoaz ne oue droug gantâ e paëse an dleourien d’an hevelep deiziou ar pez a dlient da nep er goulenne outo. Un dra indeçant eo, peguement bennâc na de quet ur pec’het bras, goulen ar baeamant eus an dever a briedelez d’an deiz ma vezer bet o communia ; mæs ne de quet indeçant, quent-se meritor eo e baea pa vez goulennet ; ha rac-se evit beza rentet an dever-se, ne dle nicun beza privet eus ar Gommunion, mar deo a hent-all douguet dre zevotion da gommunia. Certenamant e commançamant an Ilis e communie bemdez ar Gristenien, evito da veza demezet ha da gaout bugale, ha rac-se em eus lavaret penaus evit mont alies da gommunia ne reer prejudiç nac incommodite ebet na da dat, na da vam, na da vestr, na da bried, nemet e vezo prudant d’en em acquita en e dever an ene a ya da gommunia. Evit ar c’hlèvejou corporel, ne deus quet anezo ivez a guement a ve un ampechamant ligitim da gommunia, nemet bomissa a raet alies.

Evit communia peb eiz deiz eo requis n’en deffe un den na pec’het marvel, nac affection ebet d’ar pec’het veniel, hac en deffe un desir bras da gommunia ; mæs evit communia bemdez, eo ret ouzpen quemense en deffe trec’het an darn-vuya eus e voual inclinationou, hac er graë dre avis e Dad spirituel.


————