Eil quevren - Ar c’huezecvet Chabistr

troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 125-127)





AR C’HUEZECVET CHABISTR.
Penaus eo ret enori hac invoqui ar Sent.


PA zigaç Doue deomp alies an inspirationou dre voyen e Elez, e tleomp ive caç alies hon aspirationou dezàn dre ar memes moyen. An Eneou santel eus ar re so maro, pere a so er Barados gant an Elez, hac, evel a lavar hor Salver, a so henvel ouz an Elez, a ra ivez ar memes Ofiç da rei deomp inspirationou ha da bidi Doue evidomp. Va Philotee, unissomp hor c’halonou gant ar Sperejou cælestiel hac an Eneou eürus-se : rac ec’his ma tesq ar rossignolet vunut cana gant ar re vras, evelse ive dre ar c’hommerç hac an antretien santel pehini hor bezo gant ar Sent, e vouezzimp cals guell pidi ha cana ar meuleudiou divin ; me a gano meuleudi da Zoue, eme David, dirac an Elez.

Douguit un enor, ur respet, ur reveranç hac ur garantez special evit ar Verc’hes Glorius Vari ; Mam eo d’hon Tad souveren ha parconsecant ez e hor Mam vras-ny ; hor bezet recours dezi eta, hac evel he bugaligou en em strincomp etre he divrec’h gant ur fizianç barfet e peb moumet hac e peb occasion ; criomp ouz ar Vam douç-mâ, invocom he c’harantez Mam ha lequeomp hor poan da imita he vertuziou hac hor bet en he andret calon guir vugale.

En em rentit familier gant an Elez, sellit outo alies invisiblamant presant en ho quichen, dreist ar re-all ho pet ur garantez hac ur reveranç vras evit an Eal a so etablisset var an Escopti, pe en hini e chomit, evit Elez ar re ma vevit assambles ganto, hac ispicial evit hoc’h Eal hoc’h-unan : pedit-ii alies, meulit-ii ordinal ha goulennit sicour outo en hoc’h oll afferou quen temporel quen spiriruel, evit ma cooperint gant hoc’h intantionou hac ho tesseinou mad.

Ar Personach bras Peres Favre ar c’henta Belec, ar c’henta Predicator, ar c’henta Lecteur eus an Theologi a Compagnunez Jesus, hac ar c’henta compagnon en deoue Sant Innace Fondator eus ar Gompagnunez-se, o tonet ur veich eus a Alamaîn eleac’h ma en devoa great cals evit gloar hor Salver, hac o tremen dre an Escopti p’eveus a hini oa guinidic, e contas penaus o veza treuzet cals a gontreou eleac’h ma zoa hæretiquet o chom, en devoa recevet meur a gonsolarion da veza saludet an Eal protecteur eus a bep Parres dre ma c’herrue enno, hac ec’hanaie sansiblamant penaus oa bet an Elez-se favorabl dezàn, quen evit e vouarantissa diouz quemnent noas a glasque an Hæretiquet da ober dezàn, quen evit renta douç ha docil an Eneou da receo an Instructionou mad pere a rea dezo : hac e lavare an drase gant un affection quer bras, ma teue un demesel d’e recita var e lerc’h gant ur ferveur estrainch muguet triuguent vloaz goude ma oa clevet ganti eus e c’henou propr. Ur gonsolatiore vras a santis er bloaz tremenet o consacri un Auter var ar plaç ma c’heureu Doue d’an den Eürus-se beza ganet. Choasit particulieramant ar Sent peveus a re ec’hallac’h imita ha saouri guell ar vuez, hac en intercession pere ho pe ur fizianç particulier. Ar Sant pe ar Santes peveus a hini e touguit an hano, a so dija deputet deoc’h abaoue ho padiziant.