Eil quevren - Ar pevare Chabistr

troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 90-91)





AR PEVARE CHABISTR.
Var ar broposition eus ar Myster, pehini eo an trede fouent eus ar breparation.


GOude an daou bouent ordinal-mâ eus ar Veditation, ez eus un trede pehini ne de quet commun da bep seurt meditationou, darn er galv representation eus al leac’h, ha darn all, quentel interieur : mæs ne de quen tra nemet proposi d’hon imagination ar c’horf eus ar Myster pehini a fell deomp da vedita, evel pa er guellomp en effet visiblamant en hor presanç. Dre exempl mar fell deoc’h medita hor Salver er Groas, en em imaginot penaus emaouc’h var menez Calvar, hac e velit quement a oue great ha lavaret eno d’an deiz eus e Bassion : pe mar quirit, rac ar memes tra eo, en em imaginot penaus eo eleac’h ma emaouc’h memes eo e crucifiet hor Salver er fæçon ma en discrif an Evangelistet. Toudememes a reot pa veditot var ho maro, evel ma em eus èn merquet er veditation pehini a so dresset diaraoc var ar sujet-se, hac ive pa veditot var an Ifern ha var an hevelep Mysteriou-se oll, eleac’h ma ze quistion eus a draou visibl ha sansibl : rac evit ar Mysteriou all eus ar c’hrandeur a Zoue, eus an excellanç eus ar vertuziou, eus ar fin p’evit hini ez omp crouet, pere a so traou invisibl, ne de quet quistion d’en em servichout eus an seurt imagination-mâ : guir eo, ec’hal-léur ervat implija un hevelediguez hac ur gomparæson bennâc evit sicour ouz ar gonsideration ; mæs an drase a so dificil bras da rancontr ; ha ne fell din treti gueneoc’h nemet simpla ma ze possibl, en hevelep fæçon ne vezo quet ho speret cals ambarasset oc’h inventi imaginationou.

Dre voyen an imagination-se e ranfermomp hor speret er Myster pehini a fell deomp da vedita, evit na daï quet da redec ha tum’ha tuont, ec’his ma vez ranfermet ul labouç en ur gaouet. Ur re bennâc a lavaro deoc’h cousgoude penaus e quenver en em represanti ar Mysteriou-se, ez e cals guell songeal enno simplamant dre ar feiz, hac o c’honceo spirituelamant hepquen, pe-autramant consideri penaus e tremen an traou-se en ho speret propr ; hoguen an dra-se a so re subtil evit nep so c’hoaz o commanç ober oræson, ha quenavezo Doue d’ho tiorren hueloc’h, e ven avis deoc’h, Philotee d’en em zerc’hel en draouyen isel pehini a zisquezàn deoc’h.