Eil quevren - Ar seizvet Chabistr

troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 94-96)





AR SEIZVET CHABISTR.
Var ar Gonclusion hac ar Boquet spirituel.


ERfin eo ret conclui ar Veditation dre deir action pere a ranqueur da ober gant brassa humilite a so possibl. Ar guenta eo an action a c’hraç o trugarecât Doue eus an affectionou hac ar resolutionou en deveus roet deomp, hac eus e Vadelez hac e drugarez pere hon eus anavezet er Myster eus ar veditation... an eil eo an action a offranç, pe dre hini ec’h offromp da Zoue e vadelez hac e drugarez memes, ar maro, ar goat hac ar vertuziou eus e Vap pe gant re ec’hunissomp hon affectionou hac hon resolutionou... An drede action eo ar supplication pe dre hini e c’houlennomp ouz Doue hac er suppliomp da gommunica ouzomp ar graçou hac ar vertuziou eus e Vap, ha da rei e venediction d’hon affectionou ha d’hon resolutionou, evit ma c’hallimp o executi fidelamant : ha goudese e pedomp ivez evit an Ilis , evit hor Pastoret, hor c’herent, hor mignonet, hac ar re all, oc’h implija evit quemense an intercession eus an Itron Varia, eus an Elez hac eus ar Sent ; er fin em eus merquet penaus e tliet lavaret ar Pater noster hac an Ave Maria, pehini eo ar beden general ha necesser d’an oll Gristenien fidel.

Var guemense oll em eus ajoutet penaus oa ret destum ur boquedic a zevotion : ha chetu amâ petra a fell din da lavaret. Ar re a vez en em bourmenet en ur Jardin gaër, ne sortiont quet laouen anezi anes quemeret en o dourn ur peder pe bemp fleuren da ober ur boquet anezo evit e chuezza hac e zouguen epad an deiz : evelse ivez hor speret o veza en em bourmenet ha discourset var ur Myster bennâc dre ar veditation, e tleomp choas unan pe zaou pe dri bouent, ar re hor bezo cafet muia d’hor gout, hac ar re bropra d’hon avançamant, evit caout memor anezo epad an deiz hac evit o c’hueza evel ur Boquet spiriruel. An dra-se ervad a vez great var al leac’h memes ma hor bez great ar veditation oc’h en em antreteni hac oc’h en em bourmen en hor part hon-unan var guemense un nebeut amser goudese.