Alfonso Maria de Liguori
troet gant Gab Milin.
Moullerez ar "C’hourrier", 1900  (p. 83-113)



EISVED KENTEL


————


An hini a gar Jezus-Krist a zioual ouz klouarien ar galoun hag a glask ar stad walla ha santella zo. An hent d’en em gaout eno zo : ar c’hoant, ar mennos stard, pidi a galoun hag a c’henou, sakramanti aliez.


————


1. — Dre ma z-a an den war greski er mad hag ive ma z-a doun karantez Doue diabarz he ene, ez a gwelloc’h ha pelloc’h a-ze diout-han kement-so o c’hober gaou oc’h ar zantelez. An Abostol sant Paol a lavar e teu ar vertusiou kaera a zo enn ene dre ar garantez. Ar garantez, dre ma ’z eo douget da garet an traou gwella zo, e deuz dre-ze kasouni oc’h kement tra a zo klouar hag etre daou ; ha d’ar glouarien-ze, siouaz ! ec’h en em roer a-wechou, petra-bennag ma weler er-vad e koller dre eno da-viken ar garantez, gras Doue hag an ene, siouaz !

2. — Diou stad a zo hag a glouara an ene ; unan anezho a c’heller tec’het diout-hi, diouz e-ben ne c’heller ket a-vad. Ar zent holl ho deuz bet ho lod euz ar stad diveza-man hag anezhi e teu ar pèc’hejou veniel a ra d’an den, koulz lavaret hep gouzout d’ezhan dre he zempladurez-vraz, beza dievez epad ar pedennou, kaout eur boan spered pe eun nèc’h bennag, komz heb ezomm, klask anaout traou ha ne dalont ket ar boan, kaout re natur an dribi pe an efa, c’hoantaat beza gwelet : enn eur ger, lezel c’hoantegesiou ar c’horf da zevel re huel ho fenn. Ar pèc’hejou-ze holl a zo red d’e-omp tèc’het diout-ho, muia ma c’hellomp, petra-bennag n’omp ket evit-ho holl, kaer hor beuz, ken dinerz eo deut hor c’haloun dre bèc’hed hon tad kenta. E gwirionez, eun dra hag a zo red d’e-omp eo kasaat hor faziou pa lakeont ac’hanomp da skei diwar an hent mad ha da zisplijout da Zoue. Evelato, ez eo arabad hor be nèc’h hag enkrez diwar ho fenn, rak, eme sant Fransèz a Zal, « an nec’h hag an enkrez-se ne deuont ket digant Doue » ; tra an droug-spered int, ma ne zavont ket diwar ar garantez pe a-berz ar stad a ra an den anezhan he-unan.

3. — Ar pez a zo red d’an den neuze eo kas dioc’h-tu diout-han ar seurt sonjou poaniuz-se, heb ober van anezho. « Ar pec’hejou bihan-ze, eme sant Fransèz a Zal atao, o veza ma ’z int bet great hep gonzout d’an den, a ia ive da netra dre c’hlac’har ha karantez he galoun. » Al leanez santel Mari a welaz eun deiz eur voul dan o tèvi, ker buan ha lavaret, meur a goloen a voe taolet war-n-ezhi. An Aotrou-Doue a felle d’ezhan diskouez d’ar zantez-man, dre gement-se, ez eo a-walc’h eun huanad a garantez tener o sevel war-zu enn-han evit kas da netra pèc’hejou ganet diwar zempladurez an den. Ar C’honsil a Drant a lavar kemendall diwar-benn sakramant an Aoter a zo, eme-z-han, evel eul louzou mad a-enep hor faziou pemdisiek. Ar faziou-ze a zo pec’hejou evit gwir, evelato ne viront ket ouz-omp da gerzet war-zu ar stad santel, pegement-bennag m’ema enn nev hep-ken ar stad wella ha santela zo.

4. — Evit ar stad all a laka an ene da glouaraat, hag a c’hellomp tec’het diout-hi, ar stad-se a vir oc’h an den da vont war greski er mad, o veza ma pèc’h an den anezhan he unan er stad-ze ; gwelet ha gouzout er-vad a ra ema o pèc’hi hag e c’hallfe miret, ma karfe, dre c’hras Doue. « Doue ra viro ouz-hoc’h, eme zantez Thereza, na bec’hfac’h, o c’houzout e pec’hit, peger bihan-bennag e ve ar pec’hed-ze. » Ar pèc’hejou-ze a zo peurvuia o lavaret gaou, o troug-prezeg, o toui, o komz trenk, o c’hober goab, o c’hoantaat e ve great stad ac’hanomp hag o karet re unan pe unan ne dleomp ket da garet. « Ar pec’hejou-ze, eme zantez Thereza, a zo evel preved bihan a zo muioc’h a-ze da ziouall out-ho, dre na weler tamm anezho ken na vez bet krignet gant-ho kement tra vad a zo enn hon ene ; » an droug-spered a grog er faziou-ze ha gant-ho, evel gant liammou stag mad, ec’h hej an den hag e ro gwall-lammou d’ezhan.

5. — Diouallomp eta na bec’hfemp evel-se ha na golfemp dre ar pèc’hejou-ze, ar sklèrijen, ar grasou hag an dizoan a zigas Doue d’hon ene. Dre bèc’hi e teuer da enoui enn hent ar mad, hag e vez poan o kerzet dre-z-han ; neuze ne zav mui ar galoun war-zu Doue dre ar beden, neuze ne dostaer ken oc’h an daol zantel, ne deer mui da bedi dirak ar Zakr, enn eur ger, neuze e tilezer pep tra evel a zo c’hoarvezet, siouaz ! gant eun darn vraz a eneou keiz.

6. — Taolit evez mad oc’h ar gourdrouzou a laosk an Aotrou-Doue war an eneou klouar : « N’oc’h, eme-z-han, na ien na tomm ; gwelloc’h eo e vec’h ien, hogen o veza ma ’z oc’h klouar, me zo o vont d’ho strinka diwar va c’haloun. » Ia, her lavaret a c’heller, eur barr eo gwelloc’h e vèc’h ien ha n’ho pe ket gras Doue tamm e-bed eget beza klouar, evel ma ’z hoc’h, rak an hini a zo ien a c’hell he ene dont da domma enn he greiz gant rebèchou he goustianz, ha neuze e tistro oc’h Doue. Evit an hini a zo klouar, hen-nez a gousk divorfil war eur penn-wele pèc’hejou, hep kaout eur zonj ez eo eat diwar an hent mad hag hep klask distrei war he c’hiz. Siouaz ! Siouaz ! eur gwall-glenved a zo staget out-han, ha diez e vezo mar bez pare biken. An tad Loiz du Pont a lavare en devoa bet great eun taol-braz a bèc’hejou bed he vuez, hogen ne voa biskoaz bet e peoc’h gant-ho ; Beza ez euz tud hag a zo e peoc’h gant ho zèchou fall, hag ar peoc’h-se a gaso anezho da goll. Setu ama darn euz ar gwall-blegou-ze : ar garantez en deuz an den out-han he-unan, he c’hloar vraz hag avelek, he bisder, he erez, an droug pe ar garantez re dener en deuz ouz he-man pe ouz hon-nez. Eur wenn fall a louzou int, hag an den en deuz da ziouall out-ho, mar d-int krog enn he galoun, gant aoun, eme zant Fransèz Asiz, na ve sachet gant-ho d’an ifern diwar-boez he vleo. An dud a zo sparlet gant ar seurt pec’hejou ha techou fall-man, ar re-ze birviken ne c’hellint pignat da stad huel ar zantèlez, ha koll a mint ar gurunen gaer a ioa bet great evit-ho gant Doue, mar ho divije bet dalc’het mad d’he c’hras. Pa na vez netra o terc’hel al labouz, e tigor he ziouaskel hag ez a kuit war nij ; evel al labouz e o an ene ; pa na vez netra e-bed ive o terc’hel anezhan stag oc’h an douar e nij dioc’h-tu war-zu Doue. Pa vez stag, siouaz ! ha pa na ve nemet gant eun neudennik vihan, a-walc’h eo evit miret out-han da vont war-zu he Zalver. Hag a dud zo ha n’en em zantelaont ket, kaer ho deuz, dre na gemeront ket ar boan d’en em zistaga dioc’h ar c’hoz-tammou karantez a zo em ho c’haloun.

7. — Ar gwasa a zo, e o n’euz ket a garantez ouz Jezus-Krist. Darn a zo c’houezet ho c’haloun gant ar stad a reont anezho ho-unan, darn all a ia droug enn-ho, dioc’h-tu ma vez eun dra-bennag a-benn d’ezho ; lod a zo damantuz d’ezho ho-unan enn aoun rag ar c’hlenved, lod-all troet ho spered oc’h pep tra a ziaveaz a zo ho boed klevet hano euz av draou ne zellont tamm oc’h servij Doue, euz a draou a zo mad hep-ken da zivaz anezho eur pennad. Be all zo c’hoaz, dre ma ’z int enkrezet gant eun distera tra a choum hep lavaret ho fedennou, pe mar lavaront anezho diwar beg ho zeod, ho spered a zo pell ac’hano ; bremaik e voant laouen, ha setu hi brema nèc’het ha droug enn-ho, dioc’h ma ’z a mad pe fall an traou enn dro. Evit lavaret krenn, ar rumou tud-ze ne garont ket Jezus-Krist tamm pe nemeur, ha gaou a reont oc’h ar feiz gwirion.

8. — Ha petra a zo red da c’hober evit dont er meaz euz ar stad klouar-ze ? Petra-bennag ma ’z eo diez-meurbed lakaat da domma eun ene hag a zo klouar, ne d-eo ket eun dra enn tu all da c’halloud an Aotrou-Doue, enn tu all da c’halloud an den, ne lavarann ket. Evit-se, ne d-euz ken da ober nemet pedi Doue stard ha kalounek, kemeret an hent a zo red, hag hep dale e save heol an Aotrou-Doue. An hent evit mont, er-meaz euz a stad klouar an ene ha kerzet war-zu ar mad a zo, da genta, kaout c’hoant da veza santel ; d’an eil, stourm stard evit dont a-benn a-ze ; d’an trede, sevel ar galoun war-zu Doue ; d’ar pevare, kommumia aliez ; d’ar pemped, pedi, pedi mad atao.

9. — An hent kenta a zo kaout c’hoant da veza santel. C’hoantegesiou mad ar galoun a zo diouaskellou ; gant-ho an den en em zibrad dioc’h an douar, hag a zav skanv war-zu an nev, rak, eme zant Lauranz Justinien, « ar c’hoant da veza santel a re nerz da vont enn hent ar mad, hag a laka an hent-se didorgenn hag eaz da vale. » An hini en deuz eur c’hoant gwirion da vont enn hent mad, a ia bemdez buanoc’h buana, ha nemet ma kendalc’ho, e vezo a-barz kus-heol er perm divèza. An den a-vad ha ne c’hor ket flamm ar c’hoant-se enn he galoun, a ielo bepred war a-dre, ha da zivèza ne vezo ket koulz ha ma voa da genta. « Enn hent ar zilvidigez, eme zant Augustin, piou-bennag ne d-a ket war a-raok, a den war a-dre », hag atao ez eo red sacha kalet, rak natur an den, troet war-zu an droug, a ia atao war boues-traon.

10. — N’ema ket ar wirionez gant an hini a lavar : Doue ne fell ket d’ezhan e ve sent an holl. « An Aotrou-Doue, eme sant Paol, abostol, a fell d’ezhan e vemp holl santel pep hini enn he stad hag hervez he stad » ; ar manac’h ha den ar bed ; ar bèleg. an den demezet, ar marc’hadour, ar zoudard a zo dleet d’ezho holl heza santel, hervez ar stad a vuez en deuz pep-hini. Santez Thereza a lavar : « Mar d-eo hor Spered douget war-zu an traou huel ha santel, e vezo eun dra vad evid-omp. » Arabad eo eta diskar hor c’haloun, rak mar hor beuz fisianz e Doue, gant nerz he c’hras ha gant hon nerz hon-unan, e c’hellimp pignat a nebeudou ha sevel bete stad ar zent. Ar zantez-se e deuz gwelet atao an dud kalounek o vont buan gant hent ar zantèlez, rak, eme-z-hi, an Aotrou-Doue pa wel ar c’hoant santel-ze o sevel enn ene a zo ker laouen dre-ze, evel ma ve kaset da henn. Doue ne ro he c’hrasou brasa nemet d’an eneou ho deuz eur c’hoant. braz da garet anezhan, ha dre-ze pa gav an dro da mi digoll d’ezho er bed-man, morse ne d-a a-biou. Karet a ra an eneou nerzuz, gant ma n’ho devezo ket re a fisianz enn ho nerz ho-unan. Santez Thereza e devoa kement a c’hoant da garet Jezus-Krist ma lavaraz d’ezhan eun dervez ne rea forz e-bed ha pa vije er baradoz gloar pep-hini euz ar zent brasoc’h eget he gloar he-unan, hogen ne c’houie ket penaos e c’hellje gouzanv eun all da garet Doue muioc’h eget-hi.

11. — Bezomp eta stard a galoun, rak Doue a zo mad e-kever an hini a glask anezhan euz a greiz he galoun. Ar pec’hejou tremenet, na netra all e-bed, ne d-eo evit miret ouz-omp da veza sent, mar fell d’e-omp e vemp, e gwirionez. Santez Thereza a lavar : « An droug-spered a laka dira-z-omp hor beuz ourgouill, pa c’hoantaomp sevel huel er zantelez ha klask heuilla skouer ar zent. » Ne d-eo tamm ourgouill, pell dioc’h eno, rak netra e-bed ne dalv kement d’e-omp evel ma ’z eo en em lakaat a-greiz hor c’haloun da ober traou braz ha santel, rak petra-bennag n’en deuz ket da genta an ene nerz a-walc’h evit ober an traou-ze, evelato dre en em galounekaat, evel a ra, e teu d’en em zevel huel. Sant Paol a lavar e tenn pep tra da vad. d’ar re a gar Doue, ar pèc’hejou zo-ken, trei a c’hellont d’ar zantèlez gant ma teuio ar zonj anezho da izellaat ar galoun ha da lakaat anezhi da veza anaoudekoc’h e-kever Doue, o welet peger braz eo he vadelez enn hor c’hever. Ar pec’her a dle lavaret enn-han he-unan : ne d-oun netra, n’em beuz gounezet netra nemet an ifern, ha bez’ e vijen strinket enn-han, ma na vije ket bet an Aotrou-Doue ker mad ha ma ’z eo. Doue en deveuz lavaret e roio d’an holl ar pez a c’houlennint digant-han evit ho mad ; hogen pa en deuz bet ar vadèlez da viret na varvchen da-viken, pa fell d’ezhan e ven santel ha pa ginnig d’in he nerz, an nerz am beuz izomm evit-se, neuze e c’hellan beza santel dre c’hras va Doue a gresk bemdez va nerz. Pa zao eta eur c’hoant mad bennag enn hor c’haloun, en em harpomp e Doue, ha neuze kre ha nerzuz, gwelomp ha ni a vezo evit kas unan pe unan da benn. Mar kav d’e-omp ez eo unan-bennag euz a c’hoantegesiou hor c’haloun enn tu all d’hon nerz, en em lakeomp etre daouarn an Aotrou-Doue, rak ar pez a fell d’ezhan a dle beza treac’h d’ar pez a fell d’e-omp. Santez Mari Madalen a ioa gwelloc’h gant-hi beza enn eur stad izelloc’h a zantelez, eget beza santel-meurbed a-enep d’ar pez a falveze da Zoue e vije.

12. — An eil hent evit sevel da stad ar zantelez a zo lakaat mad enn hor perm en em rei holl da Zoue. Eun darn dud a zo galvet da eur zantelez vraz ha n’emaint ket hep kaout kalz a c’hoant da veza santel ; hogen o veza n’int ket kre out-ho ho-unan, ha dre ne reont ket ar pez ho deuz lavaret, e vevont klouar ha lezirek e-kreiz ho fec’hejou. Setu petra c’hoarvez : ne d-eo ket a-walc’h e ve c’hoant da veza santel, red eo c’hoaz kenderc’hel er c’hoant vad-ze ha labourat, gwella ma c’heller, da gaout ar zantelez. Ped ene a zo ar c’hoantegesiou-ze ho boed pemdesiek ha ne reont gammed evit kerzet dre hent an Aotrou-Doue ? Setu c’hoant ar c’halounou a gomz ar fur Salomon anezho ; laza an den didalvez a reont. An den lezirek a laka c’hoantegesiou gwiskwar-wisk enn he ene, biskoaz a-vad ne ra ar pez a zo red d’ezhan enn he stad evit dent da veza santel. Lavaret a ra : « Ha penaos n’emaoun ket enn eul leac’h distro ? Ha penaos n’oun ket evit mont ac’halen d’eun abati all ? Eno ec’h en em rofen holl da Zoue. » O c’hortoz an amzer-ze, an den-ze ne d-eo ket evit gwelet unan-bennag a zisplij d’ezhan, ne d-eo ket evit gouzanv an distera enebiez, atao ema e poan gant traou ne dalont netra, pèc’hi kant gweach a ra dre lontregez, dre glask anaout traou n’en deuz ezomm e-bed da c’houzout, ha dre m’ema an ourgouil o c’houeza rok he galoun ; lavaret a ra oc’h huanadi : ha perak n’emaoun-me ket e leac’h an hen-man-hen ! ha perak ne c’hellan-me ket evel he-man pe evel hen-nez ? An holl c’hoantegesiou-ze a ra muioc’h a c’haou oc’h an ene eget na reont a vad : krignet eo gant-ho noz-deiz hag evelato e kousk dibreder e-kreiz he faziou. Sant Fransèz a Zal a lavare : « Eun den hag a zo enn eur garg pe enn eur stad-bennag, a zo arabad d’ezhan choum a-zav ha kaout c’hoant da veva enn eur c’hiz all, ha ne ve ket hervez ar stad pe ar garg en deuz, hag ive ober netra a gement a ve a-enep ar stad a vuez en deuz brema, rak an traou-ze a zistro ar spered hag ar galoun dioc’h Doue, hag a laka anezho da zemplaat e-kever ar pez a zo dleet da c’hober. »

13. — Red eo eta c’hoantaat kerzet enn hent ar zantelez, hag ober kalounek ar pez a zo red evit he c’haout. An Aotrou-Doue, eme zantez Thereza, ne c’houlen digan-e-omp evitse nemet eur mennoz mad, hen a roio goude ar pez a zo dleet. An droug-spered n’en deuz ket a aoun rag ar re n’ho deuz c’hoant mad e-bed. Sevel ar spered enn nev dre ar beden a zo mad evit lakaat ac’hanomp da vont enn hent a gas d’ar zantelez ; e kemen-se a-wechou e peder pell amzer hep na deu frouez e-bed d’an den. « Gwell eo, eme zantez Thereza, eur beden verr hag a re frouez a-leiz eget pedennou keit ha meur a vloaz, pa ne lakeont ket an den da ober netra welloc’h e-bed evit Doue. Gouzout a ran, eme-z-hi, pa fell dioc’h-tu d’an den, zo distro war an hent mad, ober eun dra-bennag evit plijout da Zoue, n’en deuz izomm e-bed da gaout aoun, pegen diez-bennag e ve an dra-ze da c’hober. »

14. — Ar c’henta tra a dlefe an den da lakaat stard enn he spered, eo mervel kentoc’h eget pèc’hi, pegen bihan-bennag e ve ar pèc’hed. Evit gwir, hep gras Doue, n’omp ket evit trec’hi an temptasionou ; ha perak ? O veza ma fell da Zoue e lakafemp hor poan da genta, evit ma c’hello rei d’e-omp he c’hras da harpa hor sempladurez ha da lakaat ac’hanomp da veza treac’h. Piou-bennag eta a laka he boan, a ziskar kement a zao enn he enep, hag a gerz heb aoun war an hent mad dre m’en deuz fisianz ema gras Doue gant-han, hervez ar c’homzou-man a lavar sant Fransèz a Zal : « Ar pez a ra d’e-omp anaout gwella er bed-man emaomp e gras Doue, ne d-eo ket o kaout a-wechou enn hor c’haloun eur garantez tener ouz Doue, bez’ ez eo a-vad oc’h en em lakaat holl etre daouarn an Aotrou-Doue, hag enn doare ma fell d’ezhan e vemp, o veza distag krenn dioc’h pep pèc’hed ; da lavaret eo, ar pez a ro da anaout gwella ema gras Doue gan-e-omp, eo kaout eur goustianz vad ha direbech. Mar fell d’e-omp beza sent, ez eo red e vemp kizidik e-kever hon ene ; diout-han e tleomp kas peb enkrez, o veza ma ’z en an enkrez-se noazuz braz oc’h an ene. E kement-man, kenta tra a zo da c’hober eo senti ouz an tad-kofesour ha trèc’hi ar boan spered, a zo eun dra ziskiant d’an ene da gaout.

15. — Goude-ze, e tleer en em lakaat a du da c’hober ar pez hep-ken a zo gwella e pep tra, da lavaret eo, ar pez a zo mad ha gwella dirak Doue. Sant Fransèz a Zal a ali ac’hanomp, da genta, d’en em starda mad bemdez ha bepred e-kever en em rei holl da Zoue, o lavaret aliez enn-omp hon-unan e fell d’e-omp beza holl d’ezhan hiviziken. Sant Andre Avellin en em c’hwestlaz da vont bemdez muioc’h-mui war greski er mad. Evelato, evit beza sant ne d-euz ezomm e-bed d’en em c’hwestla evel-se, red eo avad klask dont da veza santeloc’h-santela bemdez. Sant Lauranz Justinien a lavar pa vez eat eun den kalounek enn hent ar zantèlez, dre ma kerz enn hent-se, e kresk bemdez muioc’h-mui enn-han ar c’hoant en deuz da vont war wellaat, rak dre ma kresk pep deiz ar sklerijen enn he ene, e kav d’an den ne d-euz enn-han na mad na santèlez e-bed ; ha petra-bennag ma weler ez eo mad kement tra a ra, evelato e kav d’ezhan ez eo ken dister da welet, na zalc’h stad e-bed anezhan he-unan. Neuze hep skuiza nag ehana tamm e-bed morse, neuze an den a labour kalounek evit gellout tizout stad huel ar zantèlez.

16. — Red eo ober dioc’h-tu ar pez hor beuz lakeat enn hor spered da c’hober, arabad eo gortoz warc’hoaz, rak piou a c’hoar ha ni hon devezo amzer divezatoc’h ? Evel-se, kristenien, heuillit ali an Eklesiast : grit dioc’h-tu ar pez a c’hellit, setu ama perak : pa vezo tremenet ar vuez-man, ne vezo amzer na galloud da c’hober na da zastum ar mad ; goude ar maro, ar pez a zo great a zo. Eul leanez a ioa klouar-meurbed he ene. Er gouent ma ’z edo, an tad Lansiniuz a brezegaz epad eur retred ; al leanez-man hep sonj e-bed da vont euz ar stad klouar-ze, a zelaouaz anezhan, da genta, enep he meno, ha goude m’e devoe klèvet he bennad prezeg, ez eaz d’en em strinka e-c’harz he dreid o lavaret : va zonj zo great, dont a rankan da veza santel ha dioc’h-tu e fell d’in labourat. Diwar neuze e labouraz e gwirionez ker kalounek ma varvaz, dre c’hras Doue, eiz miz goude evel eur zantez.

17. — Sant Charlez Borome a lavare ive pep mintin : « Hirio eo e teuan d’en em lakaat da zervicha Doue. » Evel-d-han a dleomp-ni lavaret ive, evel pa n’hor be great vad e-bed bete vrema. Hag e gwirionez, kement tra a reomp evit Doue ne d-eo netra, pa ’z eo dleet d’e-omp ober. Lakeomp eta bemdez enn hor spered, emaomp o paouez en em rei da Zoue, ha na evesaomp ket oc’h a ra ar re all, dibaot eo enn ho zouez ar re a labour evit beza sent. Sant Bernard a lavar : « Mar fell d’e-omp ober evel an darn vuia euz an dud, e vezimp atao evel-d-ho pell braz dioc’h ar zantèlez. » Red eo trèc’hi pep tra, dilezel pep tra evit kaout pep tra, rak « evel na roomp hor c’haloun da Zoue nemet a-nebeudou, eme zantez Thereza, Doue ive ne ro ket d’e-omp, war eun dro, ar garantez a c’hell da rei. » Va Doue, kement tra a ra an dud evit Jezus-Krist a zo nebeud a dra, e-skoaz en deuz roet d’e-omp ; he c’hoad hag he vuez. Kement tra a c’hellfemp da c’hober evit Doue ne d-eo nemet fank e-skoaz eur berad hep-ken euz a c’hoad hor Zalver, euz ar goad sakr-ze a zo bet skuillet holl evid-omp. Ar zent ne zellont oc’h netra gant ma plijint da Zoue ha d’ho Zalver, a zo en em roet holl evid-omp, hep derc’hel netra enn tu diout-han, evit ma roimp ive d’ezhan kement hor beuz, hep derc’hel gan-e-omp netra e-bed. « Doue a zo en em roet holl d’e-omp, eme zant Krizostom, ha ne d-eo ket eta dleet ec’h en em rofac’h holl d’ez-han ? » Maro eo evid-omp holl, a lavar an Abostol sant Paol, evit na vevo den enn hon touez, nemet evit he garet.

18. — An trede hent a rankomp mont dre-z-han d’ar zantèlez a zo sevel ar spered enn nev dre ar beden. An hini ne zao ket he spered war-zu ar gwirionesiou a bado keit ha Doue, hen-nez, heb eur burzud braz, ne c’hell beva evel eur gwir gristen, ha setu ama perak : pa ne zao ket spered an den enn nev dre ar beden, ne zisken morse sklerijen Doue war-n-han, ha neuze e kerz atao enn amc’houlou. Gwirionesiou ar feiz ne c’hellont ket beza gwelet gant daoulagad ar c’horf, gant daoulagad an ene eo e vezont gwelet, pa zigoront sklear dre beden ar spered. An hini eta ne zao ket he spered evel-se gant ar beden, kaer en deuz ne wel ket ar gwirionesiou-ze, kaer en deuz sellet ne wel nemet tevalijen enn dro d’ezhan. Er stad-ze, paour keaz ma ’z eo, e krog e kement tra a c’hell da dizout hag e ra fae war draou an nev, war ar madou-ze a bado da viken ! « Petra-bennag ma kav d’e-omp, eme zantez Thereza, ne d-euz netra fall e-bed enn-omp, evelato rak-tal ma teu sklerijen Doue enn hon ene, dre beden ar spered, dioc’htu e welomp sklear petra omp ha petra dalomp, me lavar, nebeud a dra. » Sant Bernard a gred pa ne zao ket an den he spered war-zu an nev-dre ar beden, n’en deuz ket a heuz out-han he-unan, o veza n’en em anavez ket. Ar spered a zao evel-se war-zu an nev a c’hoar kas da Zoue kement a ra hag ive lakaat eur stur d’he garantez. Anez e teu da staga oc’h an douar hag e vez great pep labour dioc’h ar garantez-se, hag evel-se e vez pep tra penn-e-leac’h-penn.

19. — Eul leanez, enn eur bedi a galoun hag a spered, a glèvaz an aerouant o lavaret en devoa great da eul leanez-all dilezel he feden a galoun. Gwelet a reaz goude an droug-spered-ze deut a-benn euz he daol kenta, o klask lakaat anezhi da bèc’hi gwasoc’h c’hoaz ; hon-nez a ioa o vont da gaout lamm ha da goueza, pa deuaz al leanez-man da alia ha da zistrei anezhi dioc’h ar pec’hed. « Piou-bennag, eme zantez Thereza, ne bed mui a spered, a vezo hep dale hevel oc’h eul loen gouez pe oc’h enn droug-spered. »

20. — An hini a baouez eta da zevel he spered enn nev dre ar beden, a baouez ive da garet Jezus-Krist, rak ar beden a zo eur fournès santel, e-leac’h ma c’houez ha ma choum beo tan karantez Doue. Santez Katharina a Vologn a lavare : « An hini ne d-eo ket boaz da bedi a galoun a goll ar brasa mad a zo da lakaat an ene a-unan gant Doue. » Ne d-eo ket eur zouez eta e ve an den a zo he ene er stad klouar-ze lakeat gant an droug-spered d’en em vaga gant eur boed hag a laka da vervel, me lavar gant ar pèc’hed. « An dra-ze, eme zantez Thereza, ne c’hoarvez morse gant an hini a zalc’h mad da bedi a galoun ; kaer en devezo an droug-spered klask lakaat anezhan da bec’hi, mont a raio, dre c’hras Doue, da borz euruz ar zilvidigez, rak piou-bennag a gerz dre hent ar beden, a dizo penn an hent-se abred pe zivezad. » Lavaret a ra c’hoaz ar zantez-se : « Mar klask kement an droug-spered distrei an eneou dioc’h ar beden, ez eo dre ma c’hoar er-vad eo kollet evit-han an ene a gendalc’h da zevel enn nev dre ar beden. » Hag a vad a denn ar beden war eur c’hristen ! Sonjou mad, karantez tener, c’hoant stard d’en em rei holl da Zoue a ia gant-hi enn ene, ha neuze an ene a ziouer evit Doue holl joaiou an douar, hag he holl c’hoantegesiou fall. « Birviken, eme zant Loiz Gonzag, birviken ne vezo santel an den e gwirionez ma ne dro bepred he spered war-zu Doue dre ar beden » ; evesaomp mad oc’h ar c’homzou diveza-man.

21. — Arabad ec’h en em lakafet da bedi enn doare-ze, nemet evit santout hep-ken ar zaour vad hag an dousder a zo e karantez Doue ; koll an amzer a ve great hep gounit nebeud a dra. Pedi a galoun a dleomp evit plijout da Zoue hep-ken, da lavaret eo, evit anaout ar pez a fell d’ezhan, hag evit goulenn digant-han ar c’hras da gas kement-se da benn. An tad Anton Torrez a lavare « e nij war-zu ar zantelez an hini a zoug he groaz, hep klask na kaout dizoan e-bed. » Ar beden a galoun, pa na deu joa e-bed d’he heul, a zo eun dra ha ne d-euz gwelloc’h d’an ene ; gwaz a-ze a-vad d’an ene a zilez ar beden-ze, war zigarez n’en deuz joa na dizoan e-bed diout-hi. « Choum hep pedi a galoun, eme zantez Thereza, a zo en em deuler war ar penn enn ifern, hep beza taolet gant an droug-spered. »

22. — Ar beden a galoun a laka spered an den da zevel aliez war-zu Doue. « An den en deuz eur gwir garantez, eme zantez Thereza, ne ankounac’ha morse neb a zo karet gant-han. » Setu perak ar re a bed a galoun ne baouezont da gomz euz a Zoue, o veza ma c’houzont er-vad e kar klevet ar re ho deuz karantez out-han o komz anezhan, hag o lakaat tan ar garantez a zo enn ho c’haloun da c’houeza e kaloun ho nesa.

23. — Ar beden a galoun a laka an den da gaout c’hoant da veza he-unan evit komz gwelloc’h a-ze oc’h Doue, hag evit gellout derc’hel gwelloc’h ar galoun stum enn-hi he-unan, e-kever an traou a-ziaveaz a zo red da c’hober. An traou-ze a zo labour eun tiegez hag al labourou all a zo red da ober evit senti oc’h ar re ho deuz da welet war-n-omp. Eun den hag a gar er beden a galoun, a dle karet ive al leac’hiou distro, evit miret na ve distroet he spered gant traou ar bed, rak anez ne vezo ket evit en em zestum enn-han he-unan, nag ive kenderc’hel da veza a-unan gant Doue. An ene a gar Jezus-Krist a dle beza hevel oc’h eul liorz, kloz a bep tu, hep na ve netfa grouet evit mont e-barz ; er meaz anezhan e choum ar zonjou, ha kement tra n’ho deuz perz e-bed e Doue. Den ne deuio da veza sant, ma talc’h he galoun digor da gement-se. Ar zent a zo atao ho spered destumet enn-ho ho-unan, e pep tra a reont evit gounit eneou da Zoue : a-greiz prezeg, kofez, pe studia. Kalz a dud a zo hag a labour evit beza gwisiek ha morse ne deuont da veza na santel na gwisiek, rak ar wisiegez wirion a zo gwisiegez ar zent, da c’houzout eo, karet Jezus-Krist. Euz a garantez Doue, evel euz eun eienen, e tarz ar wisiegez hag an holl vadou. An tad Berkmanz a gare studia-meurbed, evelato ne falvezaz ket d’ezhan e vije ar studi evit miret out-han da wellaat e furnez Doue. Eur beleg a zo red d’ezhan beza desket, dre man tle deski lezen Doue d’ar re all ; e kement-se ez eo arabad ankounac’haat ar ger-man : na re na re nebeud. Neb a ziles ar beden a galoun, evit en em rei holl d’ar studi, a ziskouez n’ema ket o klask an Aotrou-Doue, ne glask neuze nemet-han he-unan. An hini a glask an Aotrou-Doue a gar gwelloc’h paouez da studia, pa c’hell, evit en em rei d’ar beden a galoun.

24. — Ar gwasa zo eo ne d-euz peden vad e-bed, pa ne zav ket ar spered war-zu Doue ; ha koulzkoude ar beden a zo red d’an hini a fell d’ezhan ober he zilvidigez. Penaos e c’hellomp-ni derc’hel mad d’ar garantez, ma ne ro ket Doue d’e-omp ar c’hras da genderc’hel er mad, ha penaos e roio Doue d’e-omp ar c’hras-se, ma na c’houlennomp ket anezhi digant-han ? Evit he goulenn er-vad eta ez eo red pedi a galoun, rag anez n’omp ket evit komz e doare e-bed oc’h Doue, na lavaret d’ezhan rei d’e-omp ar c’hras hor beuz izomm da gaout. Heb ar beden a galoun, ez eo diez d’an den anaout izommou he ene, anaout e pe stad fall ema ha gouzout ez aio da goll, ma na ziouall ; heb ar beden, ken nebeud, ne d-euz galloud e-bed evit beza treac’h d’an temptasionou. Setu eta petra c’hoarvez : ne anavezer ket ez eo red d’ar spered sevel war-zu Doue dre ar beden, neuze e choumer hep pedi tamm hag ez ear war ar penn da goll.

25. — Gwelomp brema diwar-benn petra ez eo red e savfe hor peden war-zu Doue. Ar gwella tra evit ober mad ar beden a zo sonjal er finvesiou divèza, er maro, er varn, er baradoz, enn ifern. Sonjomp dreist holl er maro ha lakeomp ez omp gourvezet war eur gwele ha he savimp diwar-n-han nemet evit mont er bez. Setu ni eta toc’hor, kroaz Jezus-Krist etre hon daouarn ; setu ni o vont da zigèri dor ar vuez a bado da viken. Maro ha poaniou hor Zalver a zo mad-meurbed ive d’e-omp da zonjal enn-ho, mar karomp Doue gant eur gwir garantez, ha ma c’hoantaomp e kreskfe ar garantez-se enn hon ene. Sant Fransèz a Zal a lavar ez eo menez Kalvar, menez ar c’halounou karantezuz, hag ez eo war ar menez-se e karont beza o choum. Ne d-euz netra hag a ve koulz da lakaat karantez Doue er galoun, evel gwelet Jezus o vervel, dre garantez ouz-omp. Evel ma teuz ar skourn gant an tan, gouliou hor Zalver a deuz ar c’halounou iena. Euruz eo eta an den a zo o choum war ar C’halvar, menez a vadèlez hag a garantez ! Piou a ve evit dilèzel anezhan ? Anezhan e strink tan flamm ar garantez, an tan-ze a domm hag a zev an eneou a ia da choum war-n-ezhan evit mad.

26. — Ar pevare hent a gas d’ar furnez ha d’ar zantèlez, an hent a ra d’an den kenderc’hel er mad, a zo tostaat aliez oc’h an daol zantel. Lavaret zo ne c’houfe eun ene ober netra e-bed gwelloc’h dirak Doue, eget digemeret he gorf sakr e Sakramant an Aoter. Santez Thereza a gred ive ez eo ar gommunion ar wella tra evit kaout ar furnez hag ar zantèlez, hag eun dra hag a anavez an holl, eo ar re zantela a zo ar re a dosta an aliesa oc’h an daol zakr. Evel a lavar an Tad Santel ar Pab, Innosant unnekved euz an hano, an tadou santel euz an Iliz ho deuz karet a-viskoaz e koumunije ar gristenien aliez, ha pa vije pep deiz zo-ken. Ar C’honsil a Drant en deuz lavaret ive e lamm ar gommunion pèc’hejou veniel an den hag e vir anezhan dioc’h ar pèc’hejou marvel. Sant Bernard a gred e vez, dre ar gommunion, torret nerz an tèchou fall, me lavar ar vuanegez ha c’hoantegesiou ar c’hik, hag ar re-ze a zo an daou bèc’hed brasa enn hon touez. Ar gommunion a brenn ginou an droug-spered hag a vir out-han da rei d’e-omp aliou fall. Sant Iann Krizostom a zesk d’e-omp e teuomp, dre ar gommunion, da veza douget d’ar fumez ha neuze e vez mall gan-e-omp ober ar mad, e vezomp e peoc’h hag e kavomp eaz kerzet rag-êeun dre hent ar zantèlez. Ne d-euz sakramant e-bed hag a c’houez kement enn eneou tan karantez Doue evel Sakramant an Aoter. Er zakramant-se, Jezus-Krist en em ro holl d’e-omp, evit ma vezimp-ni ive holl d’ezhan dre ar garantez. Setu perak e lavare an tad Avila : « An hini a vir oc’h ar gristenien da gommunia aliez a ra enn ho c’hever evel an droug-spered ; hennez n’en deuz kement a gasouni oc’h ar zakramant-se nemet o veza ma ro d’an eneou eun nerz vraz evit kreski karantez Doue enn ho. »

27. — Evit tostaat oc’h an daol zantel, evel ma ’z eo dleet, daou dra a zo da ober a-raok. Ar c’henta zo en em lakaat e stad vad da gommunia aliez ha bemdez zo-ken. Evit an dra-ze, ez eo red en em viret dioc’h kement zo direiz, dioc’h pep pèc’hed a reomp ac’hanomp hon-unan, sevel aliez hor spered enn nev dre ar beden, kastiza hor c’horf hag hor gwall-ioulou dre ar binijen. Sant Fransèz a Zal ha sant Thomaz a zesk e c’heller kommunia bemdez, « pa vez, eme ar c’henta, trèc’het ann darn vuia euz an techou fall » hag, eme an eil anezho, « pa weler e c’heller, dre ar gommunion-bemdez, kreski enn ene nerz karantez Doue. » An Tad Santel ar Pab, Innosant unnekved, a lavar ne dle pep kristen kommunia nemet pa lavar d’ezhan he dad-kofesour, hervez ar mad a den enn ene dre ar gommunion. An eil dra zo en em lakaat e stad vad da gommunia hep dale. Evit-se ez eo red sonjal er-vad petra emaor o vont da c’hober ha neuze, dioc’h ar mintin, pedi a galoun epad eun hanter-heur da vihana.

28. — Evit lakaat ar gommunion da rei frouez mad enn ene, ez eo red ive trugarekaat Doue epad eun hanter-heur all. An tad Iann Avila, santez Mari Madalen a Bazzi ha santez Thereza a lavar ema, goude ar gommunion, an amzer vad da c’hounit grasou ar re vrasa, da c’houeza karantez Doue enn ene, hag ez eo arabad neuze koll eun amzer ker kaer ha choum hep lakaat an Aotrou-Doue enn eun tu gan-e-omp, rak neuze e tigemer mad an ene en deuz ive digemeret anezhan gant karantez.

29. — Eneou aounik a zo ha pa vezont aliet gant ho zad-kofesour da gommunia aliez a lavar d’ezhan : ne gav ket d’in e ven enn eur stad vad a-walc’h. Ha ne c’houzoc’h-hu ket seul ma pellaoc’h dioc’h an daol zantel, seul-falloc’h a-ze e vezo ive stad hoc’h ene, rak heb ar gommunion e vezoc’h semploc’h hag e pec’hoc’h muioc’h. Sentit eta oc’h ho tad-kovesour ha list-hen d’ho kas ha d’ho ren evit ar gwella : ar pec’hejou dister ne dleont ket miret ouz-hoc’h da gommunia, pa n’ho peuz pèc’het nemet hep gouzout d’e-hoc’h. Ar pèc’hed brasa a rit eo choum hep senti oc’h ho tad-kovesour.

30. — Siouaz d’in ! va buez a zo bet direiz. Ha ne c’houzoc’h-hu ket eo an hini a zo ar gwasa klenved stag out-han eo en deuz ar muia ezomm euz al louzou gwella ? Jezus-Krist, e Sakramant an Aoter, a zo louzou mad an ene-ze. Va zad-kovesour, eme unan-bennag c’hoaz, ne lavar ket d’in kommumia aliesoc’h. Ne lavar ket d’e-hoc’h ? Neuze goulennit out-han, ha mar lavar d’e-hoc’h choum hep kommunia, grit evel a lavar ; e kement-se, goulennit out-han atao. Marteze e ve lavaret e ve dre ourgouill ? Ia da, dre ourgouill e ve, mar falvesfe d’e-hoc’h kommunia heb he ali ; hogen ne d-eo ket dre ourgouill, pa c’houlennit di-gant-han. Jezus a fell d’ezhan en defe an den naoun euz a vara an nev. Pa sonjer : hirio em beuz kommuniet pe warc’hoaz e tlean kommumia, ar zonj-ze a zo kre a-walc’h evit miret da bèc’hi, hag evit ober ar mad. Hogen, eme unan-bennag c’hoaz, ne gavan ket em c’haloun a-walc’h a garantez. Mar komzit euz ar garantez a domm ar galoun, ne d-euz izomm e-bed anezhi, ha ne vez ket roet atao gant an Aotrou-Doue d’an eneou a zo karet muia gant-han zo-ken. A-walc’h eo e fell d’e-hoc’h en em rei holl da garet Doue bemdez muioc’h-mui. An hini, eme Jerson, ne dosta ket oc’h ar gommunion, o veza na en em gav ket santel a-walc’h, a ra evel an hini ne fell ket d’ezhan tostaat oc’h an tan, dre an abek ma en deuz riou.

31. — Hag a dud a zo ha ne gommuniont ket aliez, o veza ne fell ket d’ezho ren eur vuezègez welloc’h, hag en em zistaga dioc’h traou an douar. Gouzout a rear er-vad neb a ia da gommunia aliez ne dle ket en em ziskouez gant lorc’h, nag en em ficha kaer, ne dle ket beza douget d’he gof o klask atao he eaz ha karet an ebad. Gouzout a rear e ve red pedi muioc’h a galoun, kastiza muioc’h ar c’horf hag ar spered ha pellaat dioc’h ar bed. Gouzout a rear kement-se holl, hag enn abek da ze eo e vez mez o tostaat aliesoc’h oc’h an daol zantel. Evit gwir, tud ar seurt-ze ne dleont ket kommunia aliez, e-pad ma ’z eo ho ene klouar-klouar. Evelato, ez eo red d’ezho poania, muia ma c’hellont, da guitaat ar stad-ze, pa vezont galvet da eur vuez santeloc’h, rag-aoun na d-afent da goll.

32. — Evit derc’hel mad karantez Doue enn ene ne d-eo ket fall kommunia a spered. Ar goumunion-ze a zo bet kavet mad-meurbed gant ar C’honsil a Drant ; alia a ra da gommunia evel-se aliez. Ar gommunion a spered a zo kaout eur c’hoant vraz da gemeret Jezus-Krist e sakramant an Aoter. Ar zent ho deuz bet kommuniet a spered nousped gweach bemdez. Va Aotrou Jezus-Krist, a lavarent, me a gred emaoc’h e gwirionez e Sakramant santel an Aoter ; ho karet a ra va c’haloun ha c’hoant e deuz ac’hanoc’h, deuit em ene, me a fell d’in beza gan-e-hoc’h ; grit d’in eta, me ho ped, na vezin ket evit pellaat diouz-hoc’h. Darn anezho a lavare evel-hen berroc’h : va Aotrou Jezus-Krist deut david-oun, c’hoant am beuz e teufac’h hag e vec’h gan-en, bezomp evel unan atao. Ar goumunion-ze a spered a c’hell beza great meur a weach hed an deiz, epad ma peder a galoun, epad ma vezer dirak ar Zakramant, epad an ofern ha pa gommuni ar beleg. Santez Anjelika ar Groaz a lavare : « Ma n’en devije ket va zad-kovesour desket d’in kommunia bemdez a spered, me a gav d’in n’em bije ket gellet beva. »

33. — Ar pemped hent hag an hini a zo red muia mont dre-z-han evit dont da veza santel, hag evit kaout karantez Jezus-Krist, eo ar beden. Epad ma pedomp, Jezus-Krist a re d’e-omp da anaout ar garantez vraz en deuz ouz-omp. Penaos eo diskouez ar vrasa karantez da eur mignoun, nemet o lavaret d’ezhan : va mignoun ker, goulennit digan-en ar pez a geroc’h, hag ho pezo anezhan. Setu, e gwirionez, ar pez a lavar an Aotrou-Doue d’e-omp. Hervez al lavar-ze, e c’hellomp anaout ez eo ar beden evit kaout pep vad digant Doue. « En dra ma kendalc’hoc’h da bedi, bezit fisianz, eme zant Augustin, e vezo Doue atao trugarezuz enn ho kever. » Sant Iann Krizostom a lavar ouc’h-penn : « Epad ma vezomp o pedi, hag a-raok ma paouezomp, eme-z-han, an Aotrou-Doue a ro d’e-omp ar c’hras a c’houlennomp digant-han. » Mar hor beuz diènez eta a vadou Doue, n’hor beuz tro da damall nemed-omp hon-unan, rak mar domp paour a vadou an ene ez omp paour dre m’hor beuz c’hoant da veza ; dre-ze, perak en defe an Aotrou-Doue truez ouz-omp, pa n’hor beuz ket hon-unan. Daoust ha perak, lavarit, e ve truez oc’h eur paour-keaz-den ha n’en deuz nemet goulen evit kaout digant eur pinvidik kement en deuz izomm, hag evelato a zo gwell gant-han beza paour, evel ma ’z eo, eget pedi an den mad-ze ha goulenn netra e-bed digant-han ? An Aotrou-Doue, eme an Abostol sant Paol, a binvidikaio piou-bennag en em erbedo out-han. »

34. — Doue a re pep tra d’ar beden, pa vez great gant eur galoun izel : kement ha ma ’z eo mad, kement ez eo ivez evit ar zilvidigez. Eun dra hag a anavez pep-unan eo, n’omp ket evit dont a-benn‘da drèc’hi an temptasionou, ma ne ro ket Doue d’e-omp an nerz hor beuz izomm da gaout. Pa zilamm an droug-spered war-n-omp gwasoc’h-gwaz, ar c’hras a ro Doue a-walc’h anezhi d’an holl, ar c’hras-ze ? mar pedfemp anezhan, a‘rofe ive d’e-omp nerz a-walc’h da stourm oc’h an droug. Hogen, dre ma ’z omp douget, siouaz ! d’hor gwall dechou, e vezimp trèc‘het, hag e vezo red d’e-omp kaout eur c’hras evit-se digant Doue. Ar c’hras-se a vez roet d’an hini a bed ; evit an hini ne bed ket a-vad, n’en devezo ket anezhi hag he ene a ielo da goll. Ar c’hras da vervel e karantez Doue a zo red da gaout evit beza salvet. Sant Augustin a lavar ne ro Doue anezhi nemet d’ar re a bed anezhan. Setu perak ez eo bihan niven ar re zalvet, o veza ma ’z eo dibaot ar re a laka ho foan da c’houlenn digant Doue ar c’hras da genderc’hel er mad, beteg ho amzer divèza.

35. — An tadou santel euz an Iliz a lavar ez eo ar beden eun dra red da bep kristen, o veza ma ’z eo gourc’hemennet ha ma ’z eo eur pèc’hed marvel choum epad eur miz hep pedi an Aotrou-Doue evit ar zilvidigez. Ouc’h-penn-ze, red eo pedi evit ober ar zilvidigez, rak anez ar beden ne d-euz silvidigez e-bed evid-omp, ha setu perak n’omp ket evit beza salvet heb ar c’hras ; ha Doue ne ro ket he c’hras nemet d’ar re a bed anezhan. E peb amzer, e teu an temptasionou da zilammet war-n-omp, hag hor beuz da ziwall na gollfemp gras Doue. Evit miret eta oc’h eun droug ker braz ez eo red d’e-omp pedi hep paouez. An den evit en em zavetei, eme zant Thomaz, a dle pedi, pedi atao. Jezus-Krist he-unan en deuz lavaret ha sant Paol war he lerc’h : « Mar paouezomp pennad e-bed d’en em erbedi oc’h Doue, an droug-spered a vezo treac’h d’e-omp. » Petra-bennag, eme ar C’honsil a Drant, n’omp ket ac’hanomp hon-unan evit kaout ar c’hras da genderc’hel er mad, bez’ e c’hellomp evelato kaout ar c’hras-se dre ar beden. Santez Mari Madalen a Bazzi a lavar ouc’h-penn, pa c’houlennomp eur c’hras-bennag digant Doue, ez eo euruz hag anaoudek zo-ken o rei anezhi d’e-omp, rak o veza ma ’z eo ar mad dreist pep mad, Doue en deuz mall d’en em rei d’an dud ha d’ho c’harga euz he vadelesiou ; hag evit kement-se ne fell d’ezhan netra e-bed ken nemet beza pedet gant-ho. An Aotrou-Doue, pa wel ez eo pedet kalounek gant unan-bennag, neuze ez eo ken euruz, ma ’z eo, koulz lavaret, anaoudek e-kever an den-ze.

36. — Mar fell d’e-omp derc’hel mad da c’hras Doue bete mervel, ez eo red e vemp atao evel ar re baour, digor hor ginou da bedi Doue da mi d’e-omp he nerz hag he c’hras. Va Jezus, c’houi a zo mad, bezit truez ouz-in, n’am list ket da vont biken diouz-hoc’h ; Aotrou-Doue, astennit ho tourn da rei nerz d’in : Setu ama ar beden a-vepred a lavare ar zent gwechall e-kreiz ar c’hoajou hag al leac’hou distro : « Aotrou, roit nerz d’in buan hag affo, rak mar taleit da zont david-oun, e kouezin hag ez in da goll, siouaz! »

37. — Bezit eta, kristenien, fisianz er beden, rak Doue en deuz lavaret e selaouo an hini a bedo anezhan. Gwir a lavar, roet en deuz he c’her e tigaso d’e-omp ar grasou a c’houlennimp digant-han : ne dorro he c’her birviken. Pa en em erbedomp eta oc’h Doue e tleomp kaout fisianz e vezimp selaouet gant-han, hag hon devezo ar pez a c’houlennimp, pa lavar Jezus-Krist an dra-ze.

38. — Siouaz ! eme unan-bennag, eur gwall bèc’her oun, ne dalan ket e ve klèvet va feden gant Doue. Petra lavar Jezus-Krist ? Piou-bennag a c’houlen a vez roet d’ezhan, ne d-euz forz piou eo, pe ez eo mad pe fall. Ar pez a ra ma ’z eo mad ar beden, ne d-eo ket an den nag ar pez a dalvez ; madèlez ar beden a zao diwar drugarez an Aotrou-Doue, pa ’z eo guir en deuz lavaret e selaouo an hini a bedo anezhan. Evit lakaat ac’hanomp d’he bedi, an Aotrou-Doue a lavar d’e-omp : pèc’her keaz, evit kaout va grasou digan-en, ne d-euz enn-hoc’h netra vad e-bed ; evelato, mar ho peuz c’hoant d’ho c’haout, goulennit anezho digant va Zad em hano-me, ha neuze dre va madèlez ha va c’harantez ouz-hoc’h, e vezo roet d’e-hoc’h kement ho pezo c’hoant da gaout. Taolit evez oc’h ar geriou-man : em hano-me, pe evel a lavar sant Thomaz, enn hano hor Zalver, evit rei da glèvet e tleomp goulenn digant-han hep-ken ar grasou hor beuz izomm evit ober hor silvidigez, rak an Aotrou-Doue n’en deuz lavaret netra diwar-benn traou ar bed. Madou an douar, Doue ne ro anezho nemet pa vezont mad evit silvidigez an ene. Dre-ze, ne dleomp goulenn grasou ar bed-man, nemet mad e vent evit hon ene. Grasou an ene a-vad, ar re-ze a dleomp da c’houlenn gant eur fisianz vraz-meurbed enn eur lavaret : « Aotrou, va Doue, enn hano Jezus-Krist, pellait an demptasion-man diouz-in ha grit ma kendalc’hin da veza mad ha santel ; roit d’in ho karantez ha goude va maro, perz enn ho paradoz da-viken. » Bez’ e c’hellomp zo-ken goulenn ar grasou-ze digant Jezus-Krist hag enn he hano, pe mar d-eo gwell, dre he vadelesiou ; hen he-unan a lavar an dra-ze d’e-omp. Arabad eo d’e-omp ive choum heb en em erbedi oc’h ar Werc’hez Vari ; dre-z-hi e teu d’e-omp ar grasou. Evit gwir, digant Doue e teu ar grasou, hogen rei a ra anezho dre zaouarn he vamm zantel Mari. Mar ped eta Mari evid-omp, hor bezet neuze fisianz e teuio da-vad ar pez a c’houlennomp, pa na d-a morse he fedennou a-biou na da goll ; hed ar weach ez int bet selaouet ha klèvet hag atao e vezint.


Peden a Garantez


Jezus, va c’harantez, brema me a fell d’in ho karet evit mad euz a greiz va c’haloun, ha dont ive da veza santel. Ia, me a fell d’in beza santel evit plijout d’e-hoc’h, evit ho karet meurbed er bed-man hag er bed-all da viken. Ac’hanoun va-unan ne d-oun ket evit ober netra, c’houi a-vad a c’hell pep tra ha gouzout a ran e fell d’e-hoc’h e ven santel. Brema va ene, dre nerz ho kras, a huanad war-zu enn-hoc’h ha ne glask nemed-hoc’h-hu, va Doue. Ne fell mui d’in beva evid-oun va-unan, c’houi a fell d’e-hoc’h e ven d’e-hoc’h-hu he me a fell d’in ive. Deuit eta david-oun, bezit unan gan-en ha me unan gan-e-hoc’h. C’houi a zo mad dreist kement a zo mad ha va c’ha- ret ho peuz dreist kement-so. Madèlez braz-meurbed, penaos e c’hellin-me biken karet netra all nemed-hoc’h ? Gwell eo ganen kaout ho karantez, eget kement vad zo er bed. Ne fell d’in karet nemed-hoc’h-hu hep-ken, dilèzel a ran pep tra evit en em rei d’ho karet-c’houi, va c’hrouer, va Zalver, dizoan va ene, va fisianz ha va c’harantez. Pegement-bennag m’am euz pèc’het, amzer zo bet, fisianz am beuz e vezin salvet, ha gouzout a ran, o va Jezus, ez oc’h marvet evit lamet pèc’hejou an hini a zo glac’haret he galoun. Evit brema, me a gar ac’hanoc’h euz a greiz va ene, ha muioc’h evit n’en em garan va-unan. Glac’haret-meurbed oun da veza pèc‘het enn ho kever, c’houi a zo va mad dreist pep mad. Ne d’oun mui d’in va-unan, d’e-hoc’h-hu eo ez oun holl brema ; Doue va c’haloun, grit euz ho servicher ar pez a fell d’e-hoc’h. Evit plijout d’e-hoc’h e tigemerin laouen kement tra a zigasoc’h d’in : ar c’hlenved, ar boan, an anken, ar vez, ar baourentez ha kement tra a zo mad d’am lakaat da veza karat gan-e-hoc’h ; ha pa ve ar maro zo-ken gant an holl boaniou hag an holl groasiou oc’h he heul. Ne c’houlennan ken tra nemet ho karet gant kalz a garantez ; roit d’in ar c’hras hag an nerz da gaout hiviziken eur garantez ker brag ouz-hoc’h ha ma ’z eo bet braz ar boan ho deuz great va fèc’hejou d’ho kaloun. O va Doue, c’houi a zo karantez va ene, ha c’houi ivez, Mari, Gwerc'hez santel, mamm da Zoue, rouanez an nev, c’houi a zo atao o pedi evit ar bèc’herien, pedit evid-oun, pèc’her paour, enn ho trugarez ema va holl fisianz, goude ho Map Jezus.


————