◄   Guerzen en eotrou Nouel Eit en enan Beati mortui…   ►


EIT EN ENAN
————

« Memento, homo, quia pulvis es, et in pulverem reverteris ».

(Overen Merhér el Ludu).


Marù int. Astennet int ér bé yein ha didrous
    Duhont é béred er barrez ;
Édan ou fenn peder planchen, un torchad plous,
Adrest, hueh troeted douar, hag ur mén, hag ur groez.
Ar er groez du ou hanù guéharal bet é guen
    Get er glaù e zo dislùiet ;
Tro ha tro, ur yéot dru e za ar en dachen.....
Er ré-zé tréménet, o ! n’ou ankouéhamb ket !

Pe vehé d’hon lagad dizoleit ou béieu,
    Petra e ùélehemb ebarh ?
Deu bé dri askorn peur, deùehan relégeu,
Ha ludu, kemmesket get tammeu brein en arh.

O labour hirisus en Ankeu ! Guir ’ta é :
    Tra erbet all nen dé chomet
A henneh, e oé déh guiù ha lan a vuhé ?....
Er ré-zé treménet, o ! n’ou ankouéhamb ket.

Ne ùélant tra. Ne gleùant tra. Noz é geté.
    Kaer en dès en aùél hag e dremén ér gué,
Ar er bareu heb dél um glem ha hirvoudein,
Bouar int, dall int, en noz zo arnehé, en noz,
    En noz pounnér, en téoélded,
Deulegad, diùskouarn, beg, de viruiken zo kloz :
Er ré-zé treménet, o ! n’ou ankouéhamb ket.

O peah euhus er Bé, pebeh kelennadur
    E rès d’emb elkent hiziù, té !
Un arh, un tam toul strih, téoélded, breiniadur,
Chetu devé pep dén, chetu men devé-mé.
Ché émen é ma oeit hon tadeu, hor mammeu,
    Oll er ré hor bès anaùet ;

Er prenùed tam ha tam ’n dès krignet ou horveu :
Er ré-zé treménet, o ! n’ou ankouéhamb ket.

Nann, n’ou ankouéhamb ket ! Rak kalet é merùel,
    Ni-nemb, karein e ramb kement léh hor havel,
Ma ma un distré vras pe laoskamb treuz en ti.
Neoah hon ès goanag !... Meit ind, ti, tud ha bro
    En un eur ou dès délaosket
Heb ne hellé hañni laret : « Me zei éndro ».
Er ré-zé treménet, o ! n’ou ankouéhamb ket.

Nann, n’ou ankouéham ket ! — Dalhet chonj kentoh, hui,
    Penaos guéharal er pen-sé
Pe oé un tam buhé én é lagad gouli
En dès taolet arnoh selleu a garanté ;
Penaos er beg-peur man ’n dès greit vad d’hou kalon,

    Get konzeu dous, pe oeh poéniet :
Nann, mar hou pès iné ha spered ur Breton,
Er ré-zé treménet n’ou ankouéheet ket...

...Meit cheleùet : chetu er hlehiér é tinsal,
    Difonn, un taol arlerh un taol,
Na ne vennehet ket én enan peur chonjal,
Er houn-sé, er gobeu én hou kalon hen taol.
En Enan dré er hloh e houlen pédenneu,
    Rak, mar dé ’r horv truhek meurbet,
E kreiz en tan marsé é ma en inéanneu...
Er ré-zé treménet, o ! n’ou ankouéhamb ket.

En 2 a viz du 1905.