Eleiz a dud a gav kalet (Ar Basiantet)

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 153-154)



N° 123. — Dougomp hon c’hroaz !
War don N° 123.


1. E-leiz a dud a gav kalet
Klevet Jezus o lavaret :
« D’ac’h hoc’h unan bemde marvet,
« Douget ho kroaz ha ma heuillet ! »

2. Kaletoc’h c’hoaz a vo klevet
Pez a laro d’ar re daonet :
« Tud miliget, et pel ouzin
« Kreiz an tan na n-euz ket a fin ! »

3. Hogen breman mar chilaouet,
Kentel ar Groaz, ha mar zentet,
C’houi neuze a vezo dizoan
Euz an ifern hag euz e dan.

4. En ho rog Jezus he dougas,
Ha zoken out-hi e varvas ;
N’helfec’h ket tanvat e joaiou
Hep kemer lod en e boaniou.

5. Baleet keit ha ma karfet
Netra dre ar bed na welfet
A ve d’an den ken talvoudus
Evel ar Groaz warlec’h Jezus !

6. Ar poaniou korf hag ar c’hlenvet,
Ha mui c’hoaz ar poaniou speret,
A zo peb hini aneze
Eur groaz roet d’imp gant Doue.

7. En ti, er porz, hag e peb oad,
Kroajou vo war ho kein dalc’hmad,
An aour na lam ket aneze
Euz a balez ar rouane.


8. Mar o douget en espet d’ac’h
Goal drist eo an doare genac’h,
Kals poneroc’h eo deut ho pec’h,
Ha lec’h profitan c’houi a bec’h.

9. Bue Jezus-Krist a zo bet
Eur verzerenti hed ha hed,
Ha na glasket en hoc’h hini
Nemet plijadur ha dudi !

10. Mar ve bet tra war an douar,
Gwelloc’h eget poan ha glac’har,
Reit en dije d’imp hon Zalver
E kement-se kentel ha skouer.

11. Komz Jezus a chomo bepret,
Skrivet-hi don en ho speret :
« Ret eo mont dre hent ar poaniou
« Da rouanteles an Envou. »

12. Er bed-man an eürusan c’hoaz
Eo an den a gemer e groaz,
O trei war Jezus e zellou,
Hag o kerzat en e roudou !

Da zadorn Fask ec’h achu kanvou ar bed kristen. En ilijou e ve beniget an tan, dour ar Vadeiant. Ar cierj braz gant e benap greunen ezans. Kanan rer an Alleluia, ar c’hleier a zon, ar c’halonou a zigor d’al levenez.