Salaun / Derrien, 1902  (p. 7-23)


EMGANN KERGIDU

————

KENTA PENNAD

————
Kastel-Paol ha Landreger


Pell a zo emaoc’h o c’houlen digant Ian Pennors kounta d’ehoc’h he vuez : Mad, setu aman eun abadenn euz he iaouankiz. Divezatoc’h, marteze, e kounto d’ehoc’h abadennou he gozni.

D’ar mare-ze, n’oa ket brao doare an dud var an douar. Doue, drouk ennhan o veled pec’hejou ar vro, a lezaz he vugale da ober ho fenn ho-unan. Dall evel ma’z eo an dud eb skoazel an Aoutrou Doue, ne zalejont ket da vont dre an hent fall, fall e pep giz : fall evit traou ar bed-man kerkouls hag evit traou ar bed-all. Ha ne ket marz kement-se, rag daou zen dall, pa rankont en em hentcha an eil egile, ne zaleont ket da goueza ho daou var ho fenn e foz an hent. Hag an den paour, er bed-man, n’euz forz peger skiantek eo, eb skoazel Doue a zo dall put.

Ar pez ez an da gounta a ziskouezo kement-se d’ehoc’h guell eget va c’homzou.

Daou vloaz bennag a ioa oa bet harlued ar veleien gant tud deuet euz a gostez Paris, abalamour ma ne falveze ket d’ezho senti ouc’h al lezennou nevez : hogen, al lezennou-ze a ioa a enep lezen Doue, a enep lezen an Iliz, ha zoken a enep lealded lezennou ar bed.

Setu aman an huvre a deuaz e penn ar re a ioa d’ar mare-ze e kas ar c’houarnamant enn dro. Falvezout a reaz d’ezho lakat ho c’hraban var madou an Iliz ha var ar veleien.

Kemeret madou an Iliz, evithan da veza eun torfet euz ar re vrasa, rag ouc’hpenn ma’z oa eul laerounsi, a ioa c’hoaz eur sakrilach ; n’oa ket diez d’ezho, rag an Iliz n’e deuz nag archerien na soudarded da zifenn he zra. Evel-se ne oue ket pell ar frapad : leveou ar Zent a oue guerzet dre bevar c’horn ar vro, ha roet kazi evit netra, rag izomm arc’hant a ioa, ha ne gavet ket kals a dud da deuler var al leveou-ze, rag ar feiz a ioa c’hoaz beo e goueled kaloun ar Vretouned. N’euz forz, kavet e oue unan bennag da brena, hag an ilizou a oue lakeat paour glez.

Prest goude beza gwerzet leveou ar Zent e teuaz e penn ar republikaned guerza ive ar chapelou, ar berejou ha beteg an ilizou zoken. Pe seurt guir o doa da ober kement-se ? Guir ebed, nemed ar guir en euz ar bleiz da lounka ar penn-danvad, abalamour ma’z oant ar re grenva. Abaoue al laeronsiou-ze eo e teu ar mear, e kalz a barreziou zo, da ober he vestr var ar berejou ha var ar guez a vez ennho. Mar eman herrio an archerien hag ar zoudarded a du ganthan, evel guechall gand ar republikaned, n’ema ket evelato enn he vir o terc’hel an traou-ze dioc’h he gostez, rag gouzout ervad a ra ne deuont ket a berz-vad.

Madou ar c’houentchou ha madou an noblanz a c’hoarvezaz gantho ar memez tro. Pe seurt guir o doa ar republikaned adarre da ober al laeronsiou-ze ? N’o doa ket muioc’h eget n’o doa da laerez an ilizou. Atao e kavent, evit dont a benn euz ho zaol, eun abek bennag ; rag an nep en euz c’hoant da laza he gi a gaf atao eur c’hlenved bennag d’ezhan : ma ne gaf ket enn eun tu e kavo enn eun tu-all ; ma ne vez ket kavet a gleiz e vezo kavet a zeou. Her gouzout a rit kerkouls ha me, tud difeiz ne droont jamez kein da izign ebed, mad pe fall, evit dont a benn euz ho zaol : peb hent a zo mad d’ezho gant ma c’hellint tapout ho c’hrog.

Evit dont a benn euz ar veleien, evel m’oant deuet a benn euz madou an Iliz, ec’h en em lakechont e doare da lammet, digant ar Pab hag an eskibien, ho galloud varnezho. Hiviziken, var ho meno, eur persoun, eur c’hure a dlie beza hanvet enn he barrez gant ar c’houarnamant : Eskob na Pab ebed n’o doa da velet var gement-se. Pa ne bliche ket eur persoun pe eur c’hure d’ar c’houarnamant, e viche kaset da eur barrez-all, pe zoken lammet he garg diganthan. Heuill a ranke e peb giz hag e pep tra ali ar c’houarnamant, mad pe fall, evel ma viche e viche. Ha c’hoaz e ranke ar veleien toui var ho c’houstianz senti ouc’h al lezennou difeiz-ze.

Ar veleien a bez a en em zavaz a enep urzou ken direol : kuitaat a rejont ho farreziou evel m’her lavarign d’ehoc’h bremaik. Hag evit gwir, ne ket koll ar penn eo lavaret e teu galloud eur persoun, eur c’hure, da barea gouliou an ene, da bardouni ar pec’hejou, da rei ar vadiziant, etc... euz a berz eur c’houarnamant hag a zo enn he benn eur protestant marteze ha ne anavez ket eo red kovez, pe eun den dizakret bennag ha ne da na var dro iliz na var dro belek ebed, nemet pa vez oc’h ober pourmenadennou en he rouantelez, pe pa en em gaf eun nevezenti bennag gant he dud ? Daoust ha sant Per, hag en doa ranket guechall kaout he c’halloud da brezek an Aviel digant an Impalaer a ioa d’ar mare-ze e Roum ? Nann, e guirionez, he c’halloud a deuaz var eeun digant Jesus-Christ a lavaraz d’ezhan ha d’an Ebestel-all : « It dre ar bed oll, deskit d’an oll al lezen am euz desket d’ehoc’h, ha badezit an oll en hano an Tad, ar Map hag ar Spered-Santel. » Galloud ar veleien a deu ive ’ta digant hon Tad Santel ar Pap dre an Aoutrou’n eskop, a zo el leac’h Jesus-Christ, sant Per hag an Ebestel var an douar, ha ne ket digant eur c’houarnamant, n’euz forz pehini e c’helfe beza.

Hag evit guir, ha ne viche ket bet eur farz m’en diviche ranket ar veleien senti, e pep tra, ouc’h ar c’houarnamant ? Rak kaer zo, e pep parrez, ar mear eo a ra e leac’h hag en hano ar c’houarnamant, abalamour ar re a zo e Paris ne c’hellont ket tizout dre oll hag a rank en em diskarga var re-all da ober evitho. Neuze ’ta ar mear en diviche gourc’hemennet d’ar persoun petra da ober, ha zoken penaoz ober ar pez en diviche gourc’hemennet. Ne lavaran ket e ve mear sot ebed, evelato ne ket deuet gantho ar Spered-Santel var an douar. An dra-ze ne rache netra ; n’euz forz petra viche ; ar mear a c’helle lavaret d’an Aoutrou persoun pe seurt chap da lakaat da zul, var be seurt ton kana ar C’hirie eleison ha da c’housperou m’an diviche mall ar mear da vont da ober eur barti domino, pe eun abadenn c’hoari-voulou, e viche barnet ar persoun, pe viche kontant pe ne viche ket, da gana eun tamm Laudate, rag berroc’h eo eget an Exitu Israel...

Ac’hanta ! ha ne viche ket hounnez eur gudenn diez da zibuna ?

Ha neuze c’hoaz, ma rankche ar persoun, abalamour da lezennou an Aoutrou Doue pe re an Iliz, refuz he bask d’ar mear, petra a arruche gant’han ? Ne viche ket pell evit beza savet a zindan he voutou ha kaset el leac’h-all da zeski ne ket brao refuz an absolven da eur mear n’euz forz peger fall e c’halche beza.

C’houi a gaf d’ehoc’h eo diotachou an traou a gountan aman : ia, diotachou int a dra zur, hag herrio ez euz beac’h ouc’h ho c’hredi. Koulskoude an diotachou-ze a zo bet prezeget dre hor bro, ha dalc’het ker stard d’ezho gand ar Republik, ma’z euz meur a veleg hag a zo bed er prizoun hag a zo maro dro ar c’hillotin, abalamour ne falveze ket d’ezho senti ouc’h traou ken diskiant. Ar pez a lavarign aman varlerc’h hen diskouezo d’ehoc’h.

Var an eskibien e kouezaz da genta goall-ioul an dud fallakr : kentelliet mad oant gant brasa enebour enn euz Doue hag he Iliz var an douar. An diaoul, n’euz nemed trubarderez ha korvigell en he gorf, a aliaz anezho da skei da genta var ar penn, rak pa vez torret ar penn, e vez maro ar c’horf ; pa vez trouc’het grisiou ar vezen, ar skourrou ne zaleont ket da zizec’ha. Hogen, penn kenta Iliz Jesus-Christ var an douar eo hon Tad Santel ar Pab ; mez n’oant ket evit tizout hennez, da viana breman : divezatoc’h her graint hag hen digasint d’ar prizoun e Franz. Mez ma ne c’hellont ket tizout hon Tad Santel ar Pab, e skoint var an eskibien, he genvreudeur, a ra, en he leac’h, dre bevar c’horn ar bed.

D’ar re-man e oue digaset da genta lezennou difeiz ha diroll gand ar c’houarnamant nevez. Gourc’hemennet oa d’ezho toui senti ouc’h al lezennou-ze, rak, hiviziken, ar c’houarnamant epken eo a dlie henvel, e Franz, an eskibien enn eskoptiou kerkouls hag ar bersouned er parreziou. Hon Tad Santel ar Pab n’en doa mui da velet var eskibien Franz, ken nebeut ha n’o doa ar re-man da velet var beleien ho eskopti : tud ar c’houarnamant a dlie ober pep tra. An eskibien hag ar veleien a dlie senti, nann ouc’h lezennou Doue ha re an Iliz, mez ouc’h lezennou great gant tud ha ne dea ket daou var gant anezho da veza kofeseat, na zoken d’ar zul d’an ofern. Traou diskiant eo an traou-ze, ha ne ket’ta ? Mad, setu petra ioa c’hoant da ober.

Daoust ha ne deuio ken, enn hor bro baour, tud dizakret avoualac’h evit esa ober kement all ? Doue ra viro !

Va c’hredi a c’hellit, an eskibien en em zavaz a enep lezennou ken dizoue. Ne d’an ket aman da gounta d’ehoc’h histor an oll eskibien, ne gomzign d’ehoc’h nemed euz a re hor bro.

Er mareou-ze oa eskop e Kemper an Aoutrou Conan de Saint-Luc, den a zoujanz Doue, ha karet meurbet gand an oll. P’en deveze eur gourdrouz bennag da ober da unan euz he veleien, her grea gand kement a zouzder ma teue, e berr gomzou, da c’hounit ar galoun. Gouzout a rea e viche barnet he-unan, er bed-all, evel m’en diviche barnet he nesa var an douar. Pinvidik oa ervez ar bed, hag aliez n’en deveze ket daou skoued var he hano : kement en doa a roe d’ar paour.

Pa deuaz an dispac’h da ober he freuz kenta e Breiz oa eat mad dija var an oad. Bemdez e kleve ar c’heleier, gouzout a rea petra c’houlennet digant an eskibien, he genvreudeur, ha n’edo ket azindan-zivin e viche, abarz nebeut, goulennet diganthan ar memes tra. Abalamour da-ze e skrivaz d’hon Tad Santel ar Pab, Pi VI, evit lavaret d’ezhan e choume hag e choumche stag ouc’h kador sant Per betek he huanad diveza. Ouc’hpenn-ze, ober a reaz c’hoaz eun tamm skrid hag a lennaz d’he vikeled-vraz evit diskleria ne deuche bikenn da doui senti ouc’h al lezennou dizoue nevez great.

Daou zervez goude-ze e kouezaz klan, uzet gant an oad, he binijennou hag ive gand an anken. Pevar dervez goude e teuaz d’an eskopti, ar re a ioa o kas an traou enn dro e Kemper, da lavaret d’ezhan e ranke toui senti ouc’h al lezennou nevez great gand ar c’houarnamant. An Aoutrou’n eskop, ouc’h ho c’hlevet, a lavaraz d’he vikeled-vraz :

— Setu me barnet d’ar maro.

He galoun a rannaz, me gred, rak antronoz e rentaz he ene d’he Grouer, goude beza choumet stard enn he feiz hag enn he relijion.

Gand an Aoutrou de la Marche, eskop Kastel, ec’h en em gavaz goasoc’h c’hoaz, rak ouc’hpenn ma ranke, evel an eskibien-all, toui senti ouc’h al lezennou nevez, oe c’hoaz lammet diganthan he eskopti. An-dra-ze a ioa eun dra great e Paris gand ar re a ioa e penn ar c’houarnamant, ep kas kelou ebed d’hon Tad Santel ar Pab. Diskleriet e oue d’ezhan gand ar re a ioa e karg e Montroulez, n’oa ken eskop, rak n’oa hiviziken eskopti ebed ken e Kastel, al lezen her lavare.

An Aoutrou de la Marche ne zoublaz ket evit-se. Skriva a reaz da baotred Montroulez enn eul lizer hir ha kalounek meurbed oa bet hanvet eskop e Kastel, a berz Doue, gand hon Tad Santel ar Pab, hag, evel eskop, n’en doa da zenti nemed ouc’h ar Pab ; var he garg a eskop, tud ar bed-man n’o doa pe vel : d’hon Tad Santel ar Pab epken oa terri he eskopti, ha tamm da dud hag a rank senti ho-unan ouc’h an Iliz nag ouc’h an eskibien ; rak eun eskop eo pastor he eskopti, ha ne ket d’eur pastor senti ouc’h he zenved, mez d’an denved senti ouc’h ho fastor. Hag ouc’hpenn, pa c’hourc’hemenn Doue eun dra hag an dud eun dra-all a enep, e tleer senti ouc’h Doue ha dilezer lezennou an dud. Hon Tad Santel ar Pab, emezhan en eur achui, en euz staget ac’hanoun ouc’h eskopti Leon : ken na dorro va jadenn e choumign stag ouc’h eskopti Leon, ha ne ket ho lezennou-c’houi eo a viro.

Ar feiz n’oa ket c’hoas mouget e kalounou an oll : barnerien Montroulez a joumaz sebezet o lenn eul lizer ker kalounek hag a lezaz, evit eur pennad, an Aoutrou de la Marche e peoc’h. Choum a reas didrabas var dro eur bloas. Neuze e teuas, euz a Baris, urz d’an dud a lezenn a Vontroulez da gas an Aoutrou de la Marche er meaz euz he eskopti, pe d’hen destum er prizoun. An Aoutrou de la Fruglaye, euz a vaner Keranroux, e Plouiann, el leac’h m’eman breman o choum he vap-bian, an Aoutrou de Champagny, a ra kement a vad dre ar vro, a gasaz eur mevel kalounek en doa enn he di da lavaret d’ezhan beza var evez, rak deuet oa da Vontroulez urz da gregi ennhan. An Aoutrou de la Marche a oue glac’haret, mez ne dec’haz ket : re a ziegi en doa o tilezer he vugale. Antronoz ec’h en em gavas e Kastel eun archer, ha ganthan, en he zac’h ler, urz a berz ar c’houarnamant d’an Aoutrou de la Marche, eskop koz Leon, da vont er meaz euz he eskopti.

P’oue klevet ar c’heleier-ze e Kastel, e oue glac’har e pep ti. An dud divar ar meaz a deuaz e kear hag a ieaz var eeun d’an eskopti da gaout an eskop, ho zad ; tud kear a iea ive var ho lerc’h : oll e lavarent :

— Aoutrou’n eskop, choumit ganeomp ! N’o pe ket aoun rak archerien Montroulez ; ne daio hini da gregi ennhoc’h nemet lammet a rafe dreist hor c’horf-ni, rak ni a skuillo betek ar berad diveza euz hor goad kentoc’h eged ho tilezel.

An Aoutrou de la Marche a rede an dour euz he zaoulagad o klevet komzou ker kalounek. Lavaret a reas d’ar bobl a ioa e toull dor an eskopti :

— It pep hini d’he gear, va bugale vad, mont a ran da c’houlen kuzul digant va vikeled-vras, ha digant tud vad-all a zo aman enn eskopti. Bennoz Doue d’ehoc’h evit ar garantez a ziskouezit dign : Me, n’hoc’h ankounac’haign bikenn, n’ho tilezign ket, mar gellan.

Distro d’he gampr an Aoutrou de la Marche a c’houlennaz digant ar veleien hag an dud a renk huel euz a Gastel a ioa oll en em zestumet enn eskopti, petra en doa da ober. An oll, o velet penaoz ez ea an traou, hen aliaz da gemeret an teac’h. Ma n’her raje ket e viche emgann etre Kastelliz hag an archerien, n’oa ket da veza var zivin, ha neuze an Aoutrou’n eskop a viche penn kaoz a varo meur a hini. An Aoutrou de la Marche a oue glac’haret braz o klevet an ali-ze, evelato e sentaz dre garantez oc’h he bobl : ne falveze ket d’ezhan e viche skuillet evithan berad goad hini anezho.

Penaoz e tec’haz kuit ? Ne oufenn ket, evit her lavaret d’ehoc’h gand guirionez. Lod a lavar oa digouezet varnezhan, en he balez, epad m’edo enn he gampr o skriva he aliou diveza hag he gimiad da dud he eskopti, pevar archer varnugent digaset euz a Vontroulez evit he gerc’hat d’ar prizoun.

An Aoutrou de la Marche a c’houlennaz digant-ho petra glaskent.

— Deuet omp, eme vestr an archerien, d’ho kerc’hat da vont d’ar prizoun da Vontroulez.

— D’am c’herc’hat da vont d’ar prizoun ! Ha perak ?

— Her lavaret a zo bet great d’ehoc’h araok breman ; abalamour ne fell ket d’ehoc’h senti ouc’h lezennou ar c’houarnamant. Alo ! savit divar ho kador, ha deuit ganeomp.

— Evelato e root amzer dign da lakaat dillad-all ha da zestum eur c’hrez bennag da vont ganen. Ha gedal a rafac’h aze eur pennadik, var ar palier, epad ma vezign oc’h ober kement-se ?

Mestr an archerien, gand taol-lagad efeeruz an archer, a zellaz piz ouc’h ar gampr a dro-var-dro. Evel ne vele nemed levriou, bern-var-vern, renket an eil e kichenn egile, e lavaraz d’an Aoutrou’n eskop e choumche d’her gedal. Eur goall bennad e kave d’ezhan e ranke gedal hag e tigoraz ar gampr. Siouaz ! n’oa eskop ebed ken ennhi, eat e ranke beza kuit divar nij....

Neuze e savaz kabal etouez an archerien : dont a rechont oll er gampr ; furcha a rechont kement kougn a ioa... Unan anezho, o sellet pisoc’h, a velaz eur renkad levriou ha n’edo ket a renk gant ar re all : chacha a reaz var ar plankenn edo al levriou varnezhan, hag e laoskaz eur griaden. Eno oa eun nor, hag, e tal an nor-ze, oa eur skalier evit diskenn d’ar jardin.... Ker buhan an archerien, an eil varlerc’h egile, evel chas chase o vont dre eun ode vean anter distank, a ziskennaz dre ar skalier-ze er jardin hag a c’haloupaz a-dreuz hag a-hed evit klask ho eskop kollet. Kaer o deoue klask ne gafchont den.

Lod-all a lavar oa eat anezhan he-unan euz he eskopti, araok m’oa en em gavet an archerien, an Aoutrou de la Marche, goude m’oa bet kuzuliet var gement-se gand he veleien ha gand an dud-all a Gastel a ioa enn dro d’ezhan.

Pehini euz an diou histor-ze eo an hini vir ? Ne ouzounn ket : Kastelliz a gount anezho ho diou. N’euz forz penaoz, an Aoutrou de la Marche a dec’haz da viana, rak n’en doa ket a c’hoant e vije skuillet evithan eur berad zoken euz a c’hoad he vugale, hag a ieaz da guzet da di an Itroun Jegou du Laz.

Goude m’o deoue furchet an archerien jardin an eskopti euz an eil korn d’egile, hag an eskopti euz an neac’h d’an traon, ep kaout an hini a glaskent, e teuchont e kear hag ec’h en em lakechont da furcha ive an tiez. Epad m’edo lod oc’h ober an dra-ze, lod-all a ioa kaset var loan, daou var hent Plouescat, daou var hent Berven, daou var hent Rosko da velet ha tec’het e viche an Aoutrou de la Marche dre unan bennag euz an hentchou-ze. Dont a rejont enn dro, eonennet ar c’houezen var ho c’hezek, ep beza kavet eskob ebed. Ker mad kuzet oa an Aoutrou de la Marche e ti an Itroun Jegou du Laz ma n’oue ket kavet e kear ken nebeut.

Evelato an Aoutrou de la Marche n’oa ket evit choum pell kuzet e ti an Itroun du Laz, rak an ti-ze a zo e kear, ha ma teuche an disterra beac’h varnezhan e viche tizet eaz avoualac’h abalamour ne gafche ket he dro da dec’het kuit : e kear n’euz na koat, na lann da guzet en ho zouez. Red oa ’ta d’ezhan klask eun ti all da guzet. N’oa ket diez d’ezhan kaout. Kement ti a ioa o Kastel, ken e kear, ken var ar meaz, a ioa digor d’ho eskop. Etre hanter-noz hag eun heur, an Aoutrou de la Marche, goude beza lakeat dillad-all, a deuaz, dre guz ha dre adren kear, da vaner an Aoutrou de Poulpiquet-Koatlez, a ioa o choum er Gernevez. Eno oa easoc’h d’ezhan en em guzet, hag ac’hano oa easoc’h d’ezhan tec’het, mac’h en em gafche beac’h varnezhan, rak koajou a ioa a dro-var-dro.

Kaer a ioa, n’oa ket an Aoutrou de la Marche evit choum er vro. An archerien ne ehanent da furcha an tiez e kear ha da eskina an dud. Drouk a ioa ennho o velet tec’het an Aoutrou’n eskop, hag o doa c’hoant da lakaat da boueza var Gastelliz ar beac’h euz ho drouk. Red oa ive ’ta sonjal kemeret an teac’h. Ha da beleac’h mont nemed da Vro-Zaoz, d’al leac’h m’oa eat dija meur a eskop ha meur a velek ?

Ha penaoz kemeret an teac’h ha treuzi ar mor ? Neuze, kerkouls ha breman, aoutrounez Kastel o doa bagou braz avoualac’h evit mont da Vro-Zaoz ; neuze, kerkouls ha breman, e viche kavet, etouez an noblanz evel etouez ar goueriaded, martoloded kalounek avoualac’h evit ober a galoun vad ar veach, n’euz forz peger riskluz oa. Mes an archerien ha paotred ar c’houarnamant a ioa ho daoulagad var bep tra : teuler evez mad a reant. Ma viche guelet, dioc’h ar mintin, eat kuit epad an noz euz a Bempoull bag unan bennag euz ar re binvidik, kerkent e viche savet trouz ha klask d’ezhi. Kasset e viche var he lerc’h eul lestr braz bennag ha ne viche ket pell evit he faka. Daoust ha n’edo ket ar Sans-Pitie — e brezounek, an hini didruez — e kichenn Kastel-an-Taro, dare da astenn he lian ha da nijal var eeun varzu Bro-Zaoz, varlerc’h ar vagig vian ?

Petra da ober ive ’ta ?

D’ar mareou-ze, ha pell goude, betek nebeut amzer a zo zoken, e veze bep sizun e Rosko listri bian hag a rea froderez etre Franz ha Bro-Zaoz. Peurliesa e kargent guin-ardant, goude beza paet, e Franz, ar guiriou dleet evit kas evach er meaz euz ar vro : eur vicher oa hounnez. Pa vezent paket, ar pez ne c’hoarveze ket aliez, rak ar Zaozoun a gaf ive mad ho banne guin-ardant, a reont brandign anezhan, e viche dalc’het ar pez a veze el lestr : ar vartoloded avechou a veze lakeat eun dervez pe zaou er prizoun, ha goude-ze e teuent d’ar gear evit mont adarre er zizun varlerc’h da ober ar memez tra. — P’en em gave al listri bian-ze var vel da zouar Bro-Zaoz e taolent ho barrikennadou guin-ardant er mor, eun tamm ploumm pounner stag outho, evit ho c’has d’ar goeled, hag, ouc’h an tamm ploumm-ze, eur gordenn hir, eur pesiad spoue ouc’h he lost evit neuennat var an dour, da ziskouez e peleac’h edo. Ar re a rea ar vicher-ze o doa koumperi e Bro-Zaoz. Pa viche diskarget al lestrik ez ea ar vartoloded, ken dinec’h ha tra, d’ar porz mor, en eur lavaret n’oant nemed pesketerien baour, distaolet var douar Bro-Zaoz gant eur barr goall amzer. Evit guir, da lavaret d’ho c’houmper oa e peleac’h edo ar guin-ardant, ha ped barrikennad a ioa.

Mad, ar veleien hag an aoutrouien a guzulie an Aoutrou de la Marche a gavaz d’ezho n’oa ket guelloc’h hent eged hennez da dec’het araok an dud fallakr o doa kement a zrouk ouc’h an Aoutrou’n eskop. Eur c’hiz dister da guitaat he eskopti oa hounnez evit eun eskop ; evelato an Aoutrou de la Marche a aotreaz er memez tra.

Eun dervez, var dro teir heur goude kresteiz, an Aoutrou de Kermenguy a c’halvaz d’he gaout, d’he gampr, el leac’h n’oa nemethan he-unan, he vap n’en doa ket c’hoaz ugent vloaz achu.

— Va mab, eme an Aoutrou koz, oc’h huanada !

— Petra eo, va zad ?

— Ha kaloun hoc’h euz ?

— Ia, me gred, va zad, em euz kaloun, ha n’ounn ket den da dec’het araok va skeud.

— An dud iaouank a vez oll evel-se. Netra ne ra aoun d’ezho a bell, ha pa vezont dirag.... Hag an Aoutrou koz a blegaz ouc’h an daol, he benn etre he zaou zourn, en eur denna eun huanadenn hir.

— Kaout a ra d’ehoc’h, va zad, eme an Aoutrou iaouank, e vefenn den da dec’het n’euz forz dirak petra, gant ma vezo evit ar mad ? Neuze ne vefenn ket mab d’ehoc’h.

— Komz evel eun den a rit aze, va mab, ha vad a ra d’am c’haloun ho klevet.

— Perak ’ta neuze, va zad, hoc’h ken nec’het o komz ouzign ?

— Abalamour, va mab, ar pez am euz da ginnik d’ehoc’h a zo eun dra rust meurbed.

— Komzit, va zad, n’euz forz peger rust e c’helfe beza, ho mab a zento, rak n’hoc’h evit gourc’hemenn d’ezhan nemed traou mad.

— Va mab, eme an Aoutrou de Kermenguy goz, evel dizammet hag en eur zellet ouc’h an den iaouank, ma c’houlenfenn diganeoc’h ha rei a rafac’h a galoun vad fenoz, ne ket varc’hoaz, fenoz, ho puez, mar deo red, evit ho Toue, ho relijion hag ho pro, hag en ober a rafac’h ?

Daoulagad an Aoutrou iaouank a steredennaz : mont a reaz da gaout he dad, kregi a reaz en he zourn :

— Ia, va zad, emezhan gant erderr, ia, hen ober a rign, hag hen ober a galoun vad. Ma ne rafenn ket ne dlefenn ket dougen hoc’h hano. Gourc’hemennit, va zad ; mall eo gan-en klevet ar pez a dlean da ober fenoz.

— Tridal a ra va c’haloun em c’hreiz ouc’h ho klevet, va mab. Meulet ra vezo Doue ! Mar choumit e buez e vezo c’hoaz var ho lerc’h, var an douar, bugale vad hag a galoun, bugale a zoujanz Doue.

Setu aman, va mab, ar pez am euz da ginnig d’ehoc’h : Gouzout a rit eman an Aoutrou de la Marche kuzet e maner ar Gernevez. Fenoz e tle mont kuit ac’hano. Ni a zo en em glevet gand eur vag froderez a zo hirio e Pors-ar-Bescond, e tal Santez-Barba-Rosko, hag a dle mont, e berr, en he hent varzu Bro-Zaoz en eur gas gant-hi an Aoutrou de la Marche. Gouzout a rit hon Aoutrou’n eskop ne c’hell ket mont kuit he-unan euz ar Gernevez : ne c’hell ken nebeut fiziout e kement hini a zo, hag em euz sonjet ennhoc’h, va mab, evit mont e berr da vaner ar Gernevez da gerc’hat an Aoutrou de la Marche ha d’her c’has betek ar vag, pe da vervel enn hent, m’ar bez red, evit hen difenn. Oc’h ober an dra-ze, e tifennot ho Toue hag ho relijion, rak diouall ouc’h pep drouk a reot eun eskop hag a zalc’h, dre urz hon Tad Santel ar Pab, leac’h Jesus-Christ he-unan er c’horn-man euz ar bed : difenn a reot ive ho pro en eur viret outhi da ruzia he daouarn e goad eun den a zoujanz Doue, n’en euz great drouk da zen. An Aoutrou’n eskop ne gaso ket kals a draou ganthan, mez evelato e vezo eun dra bennag. Aman, hon euz eur mevel, Job Postik a Roslan, e Plougasnou, mab hor merour, hag a c’heller fiziout ennhan. Hennez a ielo ganehoc’h evit dougen lod euz ar zamm, c’houi a zougo lod-all. Poan o pezo, va mab, Doue ho paeo, hag ho tad a vezo fouge ennhan o kaout eur mab ker kalounek.

Hag an Aoutrou de Kermenguy goz a ioa an dour enn he zaoulagad hag enn he vouez.

— Va zad, eme an Aoutrou iaouank, ma ne gafac’h ket abek e kement-se, me a gafe d’ehoc’h eun den iaouank hag a deufe ive fenoz ganeomp-ni a greiz he galoun.

— Piou eo hennez, va mab ?

— An Aoutrou Salaun de Kertanguy[1].

— Ne c’houlennan ket a vell, va mab. Mar bezit tri ez aio muioc’h a draou ganeoc’h evit hor paour keaz Aoutrou’n eskop, ha, mar teu beac’h varnoc’h var an hent, e viot unan muioc’h d’hen difenn. Komzit ouc’h ho mignoun ha bezit e maner ar Gernevez e berr da c’houeac’h heur. Me ho kuita breman, hag a ia di da lavaret d’an Aoutrou de la Marche e c’hell beza dinec’h... Kenavezo e berr, va mab.

— Kenavezo e berr, va zad, ha lavarit d’an Aoutrou de la Marche e vezo ganthan tud a galoun.

Da c’houeac’h heur noz an Aoutrou de Kermenguy, an Aoutrou de Kertanguy ha Job Postik a ioa er Gernevez. Eno e kafchont c’hoaz eur martolod digaset gand kabiten al lestrik froder evit diskouez an hent d’ezho, a hed an aod penn da benn, gand aoun n’her gouizient ket.

N’e dan ket da essa kounta d’ehoc’h ar glac’har en deoue an Aoutrou de la Marche o kuitaat he eskopti ha tud ker kalounek, evel ar re a ioa enn dro d’ezhan... Nann, rak ne c’helfenn ket hen ober... Eur c’himiad truezuz a oue, nebeut komzou, kals daelou...

Dre eun nor euz ar jardin ez ejont kuit, hag, abiou Pempoull, a ribl ar mor, e kemerchont ho hent evit tizout al lestr a ioa ouc’h ho gortoz. Ne gafchont den var an hent, a drugare Doue... Al lestrik froder a ioa e kichenn chapell Santes-Barba, var eun dreazenn, kuzet a bep tu gand diou renkad reier, hanvet Pors-ar-Beskont. P’en em gafchont, al lestr a ioa er zeac’h, mez lano a ioa hag abarz nemeur oa mor avoualac’h da vont kuit.

Eur c’himiad truezuz a oue eno : Eun eskop, enn eul lestrik karget a vin-ardant, red d’ezhan dilezer tud he vro, ha daou zen iaouank bet var var euz ho buez evit hen digas betek al lestrik-se !... N’oa ket a amzer da zale, rak tud a c’helle en em gaout, ha neuze ?...

An Aoutrou de la Marche, savet el lestr, a drugarekeaz an dud kalounek o doa hen digaset betek eno, hag a lavaraz d’ezho daoulina ma roche d’ezho he vennoz. An Aoutrou de Kermenguy, an Aoutrou de Kertanguy ha Job Postik a zaoulinaz var an treaz, ha divar al lestr a iea hag a deue gand ar mor, an Aoutrou’n eskop a roaz d’ezho, en eur vouela dourek, he vennoz diveza...

Kerkent an heor a oue savet, al lian a oue astennet var ar guerniou, hag al lestrik bian a droaz penn varzu Bro-Zaoz ha kein da zouar Breiz-Izel.

Diou nozvez hag eun dervez a ioa red da eul lestr ker bian hag hennez evit tizout douar Bro-Zaoz. Keit all er mor ! Ha ma viche paket gant eul lestr bennag a Franz pe a Vro-Zaoz zoken ? A drugare Doue n’en em gavaz droug ebed : an Aoutrou de la Marche a ziskennaz var douar Bro-Zaoz ep ma c’hoarvezaz drouk ebed ganthan.

Eno eo marvet, pell dioc’h he dud, pell dioc’h he vro, pell dioc’h he eskopti !

Abaoue eo deuet he relegou da Gastel, hag herrio emaint e kreiz ar re a gare kement, hag a gare ive kement anezhan.

Gant an Aoutrou Le Mintier de Saint-Andre e c’hoarvezaz ar memez tra evel gand an Aoutrou de la Marche. Ar pennou braz ha dizakret a Baris o doa lammet diganthan ive he eskopti, ep lavaret hano d’hon Tad Santel ar Pab.

Setu aman penaoz e kount guerz Landregeriz an nosvez diveza a dremenas en ho zouez ho eskop ker karet :


E Landreger, toull an or dal,
Enn iliz-veur Sant-Tugdual,
Pa zon klemuz an hanter noz,
E voa daoulinet eun den koz.

Dispak oa ganthan he vleo guenn,
Hag he dal pleget er boultren :
Hennez eo Augustin Mintier,
Den Doue, eskob Landreger.

Hag e vouele hag e pede
Jesus-Krist ’vit he vugale,
Sant Tual, sant Yvon ha sent Breiz :
He galoun a fraille enn he greiz.

Pa oa great ganthan he beden,
Tec’haz ’kreiz an devalijen,
Oc’h irvoudi, hag o pedi,
Evit Breiz, ar Verc’hez Vari.

« Itron Guir-Zikour, c’houi hor Mamm,
» Hor patronez mad a Vingamm
» Taolit evez enn hanv Doue
» Var Tregeriz, va bugale.

» Va bugale, karit ho Mamm,
» Ar Verc’hez sakr euz a Vingamm,
» Karit ho mamm, va bugale,
» Ha c’houi a vo karet gant Doue. »


Araok m’oa deiz, an Aoutrou Le Mintier de Saint-Andre a dec’haz kuit euz he eskopti gand eun den kalounek, n’euz ket he bar, hanvet Taupin. Heman an den-man en euz great kals traou epad an dispac’h, avoualac’h evit ober eul leor enn he bez. Marteze divezatoc’h e vezo kountet d’ehoc’h he histor penn-da-benn. Evit tec’het araok ar zoudarded a ioa e kear deuet evit her c’has d’ar prizoun, an Aoutrou’n eskop a ieas kuit adreuz he jardin ha koat an eskopti, dre an nor guz a sko var ar ster vraz a ia dre gear Landreger. Eno oa eur vag ouc’h her gortoz, evit her c’has dioc’h-tu, dre vor ; lod a lavar da vaner an Aoutrou de Roquefeuille, lod-all da di an Aoutrou de Bois-Riou. Me gred oa an daou Aoutrou kalounek-se en em glevet evit tenna an Aoutrou Le Mintier de Saint-Andre euz a gear Landreger.

A benn an noz varlerc’h oa kavet eur vag ha martoloded a feiz hag a galoun evit kas an Aoutrou’n eskop da enezen Jersey a zo d’ar Zaozoun. Var dro unnek heur, tenval meurbed an noz, an Aoutrou Le Mintier de Saint-Andre, eskop diveza Landreger, a guiteaz douar he eskopti, ha Breiz-Izel...

Marvet eo e Bro-Zaoz evel an Aoutrou de la Marche, ep beza gellet distrei d’he eskopti !

An hini en euz respountet d’ezhan he ofern diveza, araok kuitaat he eskopti, a zo c’hoaz e buez. Er bloas-man, da c’houel Iann, en devezo eur bloaz ha kant achu. He hano a zo Fransoa Kerroux, o choum e Sant-Aron, e parrez Plemeur-Gauthier. Bet eo, epad hanter kant vloaz, mear enn he barrez. Ar groaz a henor a zo ganthan, mez eur groaz-all en euz hag a zo dudiussoc’h d’he galoun eget hounnez. An Aoutrou David, eskop Sant-Briek, en euz goulennet evit-han digant hon Tad Santel ar Pab Pi IX, hag e bet en euz ive, kroaz Sant-Gregor, abalamour m’eo bet choumet, epad he vuez hir, e pep leac’h hag e pep giz, stard meurbed enn he feiz hag enn he relijion.

Setu aman lod euz ar verz a gane Landregeriz, ep aoun ebed rak ar zoudarded, goude m’en doa ranket ho Aoutrou’n eskop pellaat diout-ho :


Lestrik, digor prim da voelliou,
Dinec’h, nij skanv dreist ar c’hoummou :
Mestr braz ar mor da ziouallo
Kreiz ar gerrek, an arneo.

Jerze, enezen evuruz,
Ha c’houi, Bro-Zaoz, bezet joauz,

Gant karantez digemeret
Hon eskop santel divroet.

Eul lommik dour, a vez roet
D’an emzivad, enn he zec’hed,
A dal, hervez lavar Jezuz,
Enn env eur gurunen skeduz.

Petra eta ne dalvo ket
An tamm bara d’ezhan roet?
Doue a skuillo var ho pro
Gant largentez he vennosio.


Relegou an Aoutrou Le Mintier a zo bet digaset euz a Vro-Zaoz da Landreger, evel m’eo bet digaset da Gastel relegou an Aoutrou de la Marche. Eur gouel skeduz meurbed a oue enn dervez-se e Landreger. An Aoutrou David, eskop Sant-Briek, en doa pedet da zont d’ar gouel tri eskop-all hag arc’heskop Roazoun, tad koz ar Vretouned. Eno e oue kanet kanaouennou euz ar re c’houeka savet gand an Aoutrou Gabec, persoun Sant-Nicolas-du-Pelem ; an Aoutrou Le Tourneur, persoun Runan ; an Aoutrou Floc’h, avieler ; an Aoutrou Mat, persoun ar Faouet ; an Aoutrou Dubourg, belek, ha kals a re-all. N’oun ket evit ho c’hana d’ehoc’h aman, rak ne ket traou nevez, mez traou koz eo em euz c’hoant da gounta d’ehoc’h. Mar hoc’h euz c’hoant da lenn ha da gana ar c’hanaouennou-ze, n’hoc’h euz nemed kemeret al leorik brao en euz skrivet var gouel Landreger an Aoutrou Coz, persoun ar C’hoz-Marc’had.

Pa’z eo guir e komzan d’ehoc’h euz a Landreger, ez an da lavaret d’ehoc’h ar pez a c’hoarvezaz eno nebeut goude ma’z oa eat an Aoutrou’n eskop kuit.

Ar republikaned, evel pa viche tan an ifern enn ho c’haloun, n’oant ket evit gouzaon e chomche e iliz ebed an disterra tra zantel. Kas a reent gantho, pa ho c’havent, ar c’haluriou hag an oll draou sakr a ioa enn aour pe enn arc’hant. Ho ioul a goueze zoken var draou ha n’ho doa talvoudegez ebed evitho : N’o doa ken c’hoant, a gredan, nemet da zistruja kement tra a c’helfe digaz da zonj d’ezho euz eun Doue enn env hag a roio da bep hini ervez he oberou.

Hogen, e iliz kathedral Landreger oa eur volz euz ar re gaerra, a ioa ennhi relegou sant Yvon. Ar guel euz ar volz-se, ker brao kizellet gant hon tudou koz, ar brud euz a zantelez hag euz a viraklou sant Yvon a lakeaz anezho da vont e kounnar.

— Red oa, emezho, lammet a zirag daoulagad an dud traou ha ne zigasont da zonj d’ezho nemet euz ho diotachou koz.

Ker buan e oue klasket binviachou, ha bolz sant Yvno ne zaleas ket da veza freuzet ha bruzunet.

Mez ne oue ket avoalc’h kement-se. Evel pa viche an diaoul koz he-unan o c’houeza avel an ifern enn ho c’haloun e teuas enn ho fenn, evit ober muioc’h a boan d’an dud vad, mont da lavaret an ofern. Mont a rejont var eeun d’ar segreteri. Eno, en eur glask an traou da oferenna, e kafchont eun arched great, me gred, evit kenta hini a varfche e kear, rag, e bro Treger, e vez great aliez an archedou araog ma vez ezoum anezho. Ar guel euz an arched-se a lakeaz eur zonj-all da zont enn ho fenn.

— El leac’h lavaret an ofern, eme unan anezho, greomp eun anterramant ; esoc’h kalz e vezo d’eomp, guelloc’h e gouezimp hor micher : hag ouc’hpenn, gant hon anterramant, ez aimp dre ruio kear en eur gana a bouez hor penn : Requiem aeternam dona eis Domine... Requiescant in pace.... Hag ar guel ac’hanomp a lakaio ar Vretouned diskiant-ma da zizec’ha var ho zreid.

— Ia, mad a leverez, eme ar re-all ; guelloc’h eo d’eomp ober eun anterramant.

An arched a oue lammet he c’holo divarnhan, hag unan anezho a oue lakeat da azeza ebarz. C’houeac’h pe eiz a viskaz dillajou oferenna ar veleien hag ho japou, ha ker buan an arched a ieaz er meaz euz an iliz douget gand pevar-all.

Lavaret d’ehoc’h pegen doaniuz, pegen euguz zoken oa ar guel a gement-se, ne c’hellan ket hen ober. Goap a reant euz an daelou a skuill eur bugel, eur pried mad pa vez o kas he dad, he vamm pe he bried d’ar bez.... Ar prenestou, an doriou a zerret dre ma ho c’hlevet o tont. A benn eur pennad, e skuischont hag e lakechont an arched var an douar. Krial a rejont var an hini a ioa ebarz en eur lavaret d’ezhan dont er meaz da eva eur banne gantho, rag achu oa an anterramant, avoalac’h a zismeganz o doa great var Landregeriz. Mez siouaz ! kaer a ioa krial, heman ne zave ket.... Koulskoude n’oa ket tachet golo an arched evel ma vez great var ar re varo. O velet an dra-ze, unan euz ar zoudarded a dosteaz hag a lammaz kuit ar golo : an hini a ioa ebarz ne finve tamm. Neuze eun all o kredi edo oc’h ober farsou a grogaz enn he zourn evit her sikour da zevel... Mez siouaz ! maro oa evit mad... Hag an arched kemeret, enn dro genta, evit ober eur fars, a deuaz, enn eil guech, da veza eun arched a zevri, rag antronoz ar republikan a oue sebeliet enn arched-se.

Ne reer ket enn aner goap euz ar zent hag euz an traou santel.

Ar brud euz a gement-man a zo c’hoaz herrio dre gear Landreger hag ar re goz ac’hano a gounto d’ehoc’h, mar kirit, an traou-man guelloc’h egedoun-me.

Ne ket e Landreger epken e oue kriz ha dizoue ar republikaned : setu aman traou c’hoarvezet enn eun tu all euz a zepartamant ar C’hot-du-Nord hag hen diskouezo d’ehoc’h.


————

  1. An Aoutrou de Kertanguy-ze a zo maro dizemez e maner Koatudavel, e parrez Mespaol.