Salaun / Derrien, 1902  (p. 37-48)


TREDE PENNAD
————
Runveuzit e parrez Ploumagoar


Araok kuitaat bro Landreger e rankan kounta d’ehoc’h c’hoaz ar pez a c’hoarvezaz e bourg Plouaret, neuze kerkouls ha breman, unan euz ar guella hag euz ar vrasa parresiou euz ar vro-ze.

Dre eno oa ive kals tud vad, tud hag a veze var evez evit miret ouc’h drouk d’en em gaout gantho ha gant ar re a veze enn ho zi. Ar pez ac’h an da gounta hen diskouezo d’ehoc’h.

D’ar mareou-ze, ar re a ioa e kostez ar Roue, e Sant-Briek, o doa c’hoant da vont var gear evit tenna euz ar prizoun ar re euz ho zud hag euz ho mignouned a ioa bet paket gand ar republikaned. Ar c’helou a gement-se a ioa deuet betek ennomp-ni, hag an Aoutrou Kerbalanek a gasas Per Kemener ha me d’ho c’haout, da c’houzout hag izoum o doa euz eun taol skoaz diganeomp evit dont a-benn euz ho c’hrok.

Adreuz ar vro oamp eat beteg Benac’h, rak anaout mad a reamp an hentchou adreuz kerkouls hag an hentchou braz. Mez goude Benac’h ne anavezemp ken nemed an hent braz. Red oa ive ’ta bale dreizhan.

Erru oa an abardaez pa edomp dirak kear Guengamp, ha poent oa d’eomp klask hor lojeiz enn tu-bennag. Me n’em oa ket a c’hoant da loja e kear. Gouzout a rean oa, er gear-ze, meur a zen mad ; enn hor bro hor boa meur a veach klevet hano anezho ; n’hor boa nemed mont d’ho c’haout da lavaret d’ezho piou oamp, a beleac’h e teuemp, da beleac’h ez eamp evit beza digemeret mad. Per Kemener en doa c’hoant braz da ziskenn e kear, rak skuiz oa, ha n’en doa bet, eveldon-me, abaoue ar mintin, nemed eunn tamm bara ha kik, hag eur banne dour fresk euz a eur feunteun. Mez me ne falveze ket dign, rak d’in-me ar c’heriou ne blijont ket. Mar deuz tud mad er c’heriou, euz muioc’h c’hoaz a dud fall. Er c’heriou, ar vicherourien ne labouront nemed pevar pe bemp dervez er zizun. Da zul, el leac’h mont d’an ofern da bedi Doue, ez eont d’an hostaleuriou da eva ha d’en em vezvi. Da lun e rankont beza mezo adarre, abalamour ma’z oant bet mezo enn dervez araok, mechanz. Avechou d’ar meurz vintin e chommer er guele da zistana. Aliez, pa vez great ar pae d’ar zadorn, e chommer c’hoaz eun hanter-dervez eb ober netra, evit beza prest marteze da ober eur c’horfad d’ar zul. A benn ma vez great, er c’hiz-se, daou pe dri dervez eva, e vez eat gounidegez ar zizun, pe var dro, hag evelato er gear euz tad ha mamm, grek ha bugale hag a c’houlenn ive eunn tamm bara. Ho c’hlemmou a laka avechou diez penn ar micherour, mez ne viront ket outhan avad da ober ar memez tra ar zizun varlerc’h. Ha ma teu grasou Doue da skei var boul he galoun ha d’her pika eun tamm, e teui d’he glask eur c’hos-kamarad bennag, evel pa ve digaset gand an diaoul, evit her chacha adarre enn hostaleuriou hag er vouillenn ker goaz hag a ziagent. Dont a ra da galedi enn he bec’het, dilezer a ra Doue, ha neuze n’en euz mui ken c’hoant nemed da rei d’he gorf an oll blijadurezou a c’houlen. C’hoant en deuz da gaout cher-vad hag arc’hant enn he c’hodel ; n’en deuz ket, rak evet en deuz he c’hounidegez. Abalamour da ze ne zell nemed gant kasoni ouc’h ar re o deuz eun dra-bennag, oc’h ar re a vev enn ho eaz. Hen ive, ma karche beza bet eun tammik bian piz, en doa breman destumet eur guennegig-bennag ; mez, siouaz ! korf a c’houneze hag e korf ez ea.

Abalamour ma n’en euz netra, micherour kear a en em laka atao e kostez ar re fall, rag ar re fall n’int ket ken tost-se d’ho c’houstianz ; ar re fall, el leac’h ma kavint spek, a spego pe e vezo leal pe ne vezo ket, hag etouez ar re-man e kaf d’ezhan e c’hello he-unan kaout ive krok enn tu pe du. Pa vez freuz enn eur vro, pep hini euz ar rumm dud-se a grog el leac’h ma c’hell, ep sellet pe e laer pe ne ra ket ; lavaret e ve eo deuet, enn eun taol, an oll draou da veza boutin... Ma ne gaf ket d’ehoc’h eo guir kement-man, n’hoc’h euz nemed taoler evez ouc’h ar pez a c’hoarvez er c’heriou pa vez electionou. Daoust ha ne vez ket atao ar vicherourien e kostez an hini fall, pe da viana brudet da veza fall ? Daoust ha c’houi hoc’h euz biskoaz ho guelet, enn eur gear bennag, o vont a du gand an hini a zo douget gand an dud vad, me lavar gand an dud a gar Doue, ho bro hag ar Roue ? Nann, e neb leac’h. Micherour kear hag an den a relijion a zo evel ki ha kaz. Ar c’hi hag ar c’haz a vev didrouz hag e peoc’h er memez ti, ken na deu unan-bennag da isa an eil varlerc’h egile ; mez kerkent ha ma vezo iset ar c’hi, e lamm a razaill var ar c’haz. Er memez tra ive, er memez kear e vevo e peoc’h ar vicherourien hag an dud vad, ken na deui unan-bennag da isa an eil varlerc’h egile. — Ha tud fall da isa ne vank ket. — Neuze avad e vezo guelet ar micherour o krial, oc’h en em zevel hag o razailli var ar re vad. Ha goude kement-all a ziskianterez euz ho ferz, e vezint klevet o klemm, o kaout kasoni ouc’h ar re vad, abalamour ma ne roont ket a voued a leiz-kof d’ezho, d’ho zud ha d’ho bugale, evel pa ne vent ket ar penn-kaoz euz ho dienez hag euz ho foan !

Ni, micherourien divar ar meaz, a labour a greiz kaloun a-hed ar zizun ; ha pa c’hellomp kaout daou vennegat da zul, eo brao d’eomp. Ni a labour er guel a Zoue, a c’hounit bara d’eomp ha d’hor bugale, hag, el leac’h en em zevel a eneb ar re vad hag ar re binvidik, e leveromp bennoz Doue d’ezho da veza roet d’eomp labour, ha, dre al labour, boued d’hon tud.

Abalamour mac’h anavezen kerkouls micherourien kear, eo n’am oa ket a c’hoant da vont da loja e kear Guengamp. Rak, ma vichemp bet dizoloet hag anavezet, ma vije bet zoken an disterra tamm diskred varnomp, e viche dioc’h-tu bodet enn dro d’eomp kement den vak ha dibreder a viche e kear. An hu a viche bet var hor lerc’h ; marteze zoken e vije en em gavet goaz ganeomp, rak ne ket brao koueza etre daouarn kanfarted kear.

P’am oue diskleriet an traou-se da Ber Gemener, ez eaz kuit he c’hoant da vont da Vuengamp, hag e lavaraz dign :

— C’houi, Iann Pennors, a rank beza mestr atao. Mad, na deomp ket da Vuengamp ’ta, mez da beleac’h ez aimp da glask lojeiz ? Me a gafe guelloc’h chomm a-za eget bale betek hanter-noz.

— Oh ! ne valei ket betek hanter-noz ken nebeut. Sell, ne veles-te ket du-hont eur bodad guez ? Ahont e tle beza eun ti pinvidik ; deomp varzu ennhan.

Edomp o vont abiou Sante-Kroaz — e gallek Sainte-Croix, — pa en em gavaz ganeomp, var an hent, eun den oajet a hanter-kant vloaz, pe vardro, kamm ha tort he fri, hag eul lagad luch enn he benn. Sellet a rea a gorn ouzomp. Dioc’h an ear ac’hanomp marteze ec’h anavezaz n’oamp ket euz ar vro, rak dont a reaz d’hor c’haout hag e lavaraz d’eomp :

— Me gaf dign, goazed, n’hoc’h ket euz ar vro, ha marteze emaoc’h e klask euz a unan-bennag. Mar kirit lavaret dign petra a glaskit, me her lavaro d’enoc’h, da viana mar gellan.

— N’omp ket tre euz ar vro, evit guir, emeve d’ezhan ; evelato n’omp ket kollet divar hon hent. Mez evel n’omp ket euz ar re binvidika, n’hor beuz ket kredet mont e kear, hag ez eomp da glask lojeiz var ar meaz. Aman d’an neac’h, d’ar zao-heol, e kaf dign euz eun ti hag a c’helfe hor loja evit eun nosvez.

— Aze d’an neac’h eman Runveuzit, eun ti euz ar re vella, tud euz ar re galoneka. Me a ia d’hoc’h ambrouk beteg eno, mar kirit, rak en em goll a rafac’h marteze dre ar guinojennou.

— Bennoz Doue d’ehoc’h. Vad a rafac’h d’eomp, rak va c’hamarad Per Kemener aman a zo skuiz dija he dreid o vale, ha n’en deuz ket a c’hoant da ober tro.

— Eo, me a ia a galoun vad da ziskouez an hent d’ehoc’h, hag abarz eur c’hart-heur aman emaomp e Runveuzit.

Ar c’homzou-man a roaz nerz d’am c’hamarad Per, ha bale a rejomp varlerc’h al luch. A benn m’hor boa great eun daou pe dri c’hant pas, hon ambrouger, en eur denna eur chapeled euz he c’hodel, a lavaraz d’eomp :

— C’houi hoc’h euz an ear da veza daou zen mad, abalamour da ze n’em euz ket a aoun o lavaret va japeled dirazoc’h. A-ziagent hel lavaren bemdez e chapel menec’h Sante-Kroaz, mez abaoue m’eo kaset ar venec’h kuit gand an dispac’herien, hel lavaran, en eur vont hag en eur zont dre an hentchou, eb beza guelet gand den. N’ho pezo nemed dont var va lerc’h, me a ielo araok en eur bedi ar Verc’hez Vari.

Hag hen en hor raok, en eur zibuna he japeled, mez me her guele o sellet a gorn var he lerc’h.

— Ac’hanta, Iann Pennors, eme Ber, ha ne ket eun dro vrao houma d’eomp, kaout azindan hon dourn, evel pa ve digaset d’eomp gand Doue, eur c’hristen mad evid hor c’has da di tud kerkouls hag hen ?

— Tao, Per, rak n’em euz ket a fizianz enn den-man. Kamm ha tort eo he fri, hag, el leac’h beza a galoun gand he japeled, n’her guelez ket o trei varzu ennomp he lagad luch ? Me her lavar d’id, bezomp var evez.

Ne zalejomp ket d’en em gaout e Runveuzit, rak ne gredan ket e ve, kement ha m’am euz sonch, ouc’hpenn eur c’hart-heur bale etre 8ante-Kroaz ha Runveuzit. Kerkent ha ma ouemp en em gavet, hon ambrouger a ieaz er penn araok enn ti, hag a lavaraz d’ar mestr :

— Setu aman, Jan-Mari, daou zen estren, doareed mad, hag ho deuz c’hoant da gaout lojeiz diganeoc’h evit eun nosvez.

Jan-Mari a ioa eun den hag a iea var he driugent vloaz. Guenn oa he benn, ledan he dal, lemm he lagad. Eur zell a reaz ouzomp hag en doa an ear da lavaret d’eomp : Diouallit, ma kirit ; mar d’hoc’h digaset aman gant Doue o pezo digemer mad, mez mar d’hoc’h digaset gand an drouk-spered, aman ne vezo truez ebed ouzoc’h.

Goude beza furchet er c’his-se, dre he daol lagad, beteg goueled hor c’haloun, e lavaraz d’eomp :

— Ni zo debret hor c’hoan ; azezit da c’hedal ma vezo fichet d’ehoc’h eun tamm bennag da zibri. Hag en eur zistrei ouc’h hon ambrouger :

— Evidoc’houi a c’hell mont d’ar gear, rak ni a zo skuiz gand hol labour, ha kerkent ha ma o devezo an daou zen-man debret ho zamm, ni a ia d’hor guele.

Ar c’homzou-man a oue lavaret gand eun ear ker rok ha ker seac’h ma lakea ien hor c’haloun.

Jan-Mari en doa tri mab ha diou verc’h. An tri mab a ioa azezet e kichenn ho zad, unan enn eun tu ha daou enn tu-all ; ha dirazho enn tu-all d’an aoled edo an diou verc’h. Hini anezho ne lavare ger.

— Jann-Louiz, eme Jan-Mari d’ar gosa euz he verc’hed, tomm eur banne zoubenn d’an daou zen-man.

Ar zoubenn ne oue ket pell o tomma, a drugare Doue, rag evel aoun hon doa hon daou, Per ha me, dirak taol lagad lemm Jan-Mari.

Goude hor banne zoubenn, n’oa ket euz ar re vella, hen anzao a rankan, e oue kinniget d’eomp bep a damm bara zeac’h. Kemeret a rejomp, rag digor oa hor c’haloun, an hent en doa divouedet ac’hanomp.

Kerkent ha m’hor boa lounket ar c’hinaouad diveza, Jan-Mari a lavaraz d’eomp :

— Va c’hlevet hoc’h euz o lavaret d’hoc’h ambrouger omp, va bugale ha me, skuiz gand hol labour ; c’houi hoc’h-unan hoc’h euz an ear da veza skuiz ive ; kouls eo d’eomp ’ta mont da gousket. N’oun ket evit rei gueleou d’ehoc’h rak karget int oll ganeomp hon-unan. Er c’hraou e rankot mont da loja, kolo fresk avad a vezo dindannoc’h.

Ti Runveuzit a zo eun ti hir. E kreiz ez euz eur pignoun a ia beteg ar zolier, hag a zisparti an ti-annez dioc’h ar marchosi, el leac’h ma ouemp kaset da loja var ar c’holo.

Goude beza diskouezet d’eomp hor c’huchenn golo, Jan-Mari a zerraz varnomp dor ar c’hraou, var alc’houez, hag a ieaz he-unan d’he vele, mechanz.

Setu Per ha me hon daou hon-unan gant eur guchenn golo evit guele, skuiz hor c’horf evit guir, mez hanter-leun epken hor c’hof.

— Ac’hanta, Iann Pennors, eme Per d’in-me, me gred emaomp guelloc’h aman var ar c’holo eget var eur c’holc’hed enn eun ti bennag e kear ?

Per evit lavaret se n’oa ket a zroug ennhan ; n’en doa ken c’hoant nemed da dremen eun tamm amzer en eur c’hoapaat.

— Da viana, Per, eme-ve, aman ne dapimb ket a c’hoenn.

— Nann, mez moui, pe gelienn-vors, divar ar c’hezek, ne lavaran ket avad.

— Ne pezo nemed skrabat eun tamm hag e nijint kuit.

— Du-man euz eur c’hi hanvet Korsako hag a oar ober brao kenan he vele e mesk ar c’holo ; ma karien beza eat d’ar skol ganthan n’oan ket bet ken nec’het ha ma’z oun breman.

— Na petra a laka ac’hanot da veza ken nec’het-se ?

— Petra ? Lavaret a ran d’ehoc’h ; ar c’hi a zu-man a oar ober he vele brao tre, e mesk ar c’holo, ha me ne ouzounn ket.

— Setu aze peadra da goll ar penn, evit guir ! Nec’h euz nemed ober eun toullik a ze e kreiz ar c’holo, me a raio eun all enn da gichenn ; goude-ze e chachimp eur guchenn-all a golo varnomp hag e kouskimp c’houek ac’hann da varc’hoaz vintin.

— Diviska hon dillad a rankimp da ober ive, neket ’ta, Iann ?

— Asa, Per, ro peoc’h ; diviska hon dillad evit mont etouez ar c’holo !

— Mad, pa oan bian e Kervern, va mamm a lavare dign : Divisk atao da zillad, Perik, var ar bank araok mont enn da vele, gant aoun da louza al linseriou. Daoust ha breman pa’z oun braz ne dlean ket ober ar memez tra ?

— Ia, mez aman n’euz linser ebed evelse.

— Ah ! n’euz linser ebed enn hor guele ! Ar re-man a zo gueleou egiz Treger neuze ’ta, Iann ?

— Ehan da farsal, Per, ha kaozeomp da vad. Petra zonjez euz a Jan-Mari, an ozac’h, hag euz he vugale ?

— Petra a zonjan ? E feiz, netra a vad ebed, avad. Jan-Mari a zo seac’h ha rok an tamm anezhan ; he dri vab o deuz an ear da veza potred stard, ha n’o deuz ket aoun rak ho skeud.

— Kaout a ra d’id e vent tud vad, tud a relijion ?

— N’heller ket barn an dud dioc’h ar guel, mez evit an digemer o deuz great d’eomp n’eo ket euz ar re gaerra.

— Nann, guir a leverez. Koulskoude pa zeller ouc’h Jan-Mari, n’heller ket miret da gaout eun ear a zen honest varnezhan.

— Ia, mez hevella a zo oc’h eun den honest eo eul laer.

— Guir a leverez adarre, abalamour da ze eo guell d’eomp beza var evez. Da c’hour-gleze a zo ganez, mechanz ?

— Ia, ia, hag aoun am euz da rankout lakaat anezhan da labourat araok varc’hoaz vintin.

— Ganen-me ema va ini ive ; dalc’homp krok pep hini enn he hini, evit beza e taill da skei ma vez red.

— N’ho pezet ket a aoun, Iann Pennors, ne ket Per Kemener eo a greno he zourn.

— Da gredi a ran, Per, rak da anaout a ran. Breman lavaromp hor pedennou, evel ma’z eo red da bep kristen mad hen ober.

— Ia, kouls eo d’omp, rak skournet eo dija va divesker azindan-on.

Ha ni hon daou, Per Kemener ha me, d’an daoulin da lavaret hor pedennou evel ma her greer bep nos ha bep mintin, enn oll diez a vro Leon.

Goude ma oa achu ganeomp hor pedennou, Per a lavaraz dign :

— Iann, ha n’hoc’h euz ket guelet eun tamm sklerijenn o para varnomp epad m’edomp o lavaret hor pedennou ?

— Eo, eme-ve, me am euz guelet ive eun dra-bennag. Daoust hag arru e ved varnomp. Koulskoude n’em euz klevet trouz ebed. Ha te ?

— Na me kennebeut ; n’em euz guelet nemed evel eul luc’heden o tont euz ar zolier aze, o para eun tammik varnomp hag o vont kuit ker buan-all.

— Mad, pa ne glevomp trouz ebed, bezomp fizianz e Doue. En em astenn var da guchenn golo ha kousk ; me a jommo eur pennad dihun ; an disterra trouz a glevign, me az c’halvo.

Per ne zaleaz ket da gousket c’houek hag a benn eur pennad goude, evel ne gleven trouz ebed, hag, eun tamm ive gounezet gand skuizder ar bale, ec’h en em daoliz etouez ar c’holo hag en em roiz da gousket.

Tenval oa c’hoaz ar c’hraou, pa ouemp dihunet gand guigour an alc’houez e potaill an nor ; mez kerkent ha ma oue digoret e velchomp oa deiz braz, hag hor boa great hor c’housk-mintin. Ne oamp evit guelet netra araok, rag an nor hag ar prenestrou a ioa serret kloz varnomp.

Kenta velchomp o tont er c’hraou oue Jan-Mari, mez Jan-Mari dishevel diouc’h ma oa enn abardaez araok. Dont a reaz varzu deomp en eur c’hoarzin hag en eur c’hervel ac’hanomp.

— Ac’hanta, goazed, emezhan, e fesoun e karer ober ar c’housk-mintin e kostez bro Leon ?

— Avechou dre eno, kerkouls ha dre aman, mechanz, eme-ve, e karer chomm er guele pa vezer skuiz. Evidomp-ni a zo chommet er mintin-man enn hor guele, pe, pa lavarign ar virionez, e mesk hor c’holo, abalamour ma ho poa lakeat ac’hanomp enn eur c’hraou ken du ha sac’h eur glaouaer.

— Guir an dra-ze, eme Jan-Mari, mez red oa. Hastit affo breman sevel alese, lavaret eun tamm pedennou ha dont d’an ti.

Hag hen kuit, en eur lezer ac’hanomp hon daou hon-unan. Ker buan ha ma oa eat kuit, Per a lavaraz dign :

— Petra zonjit, Iann Pennors, euz an den-ze ? Deac’h n’oa ket evit ober eur zell eeun ouzomp, hag herrio e c’hoarz ouzomp, evel pa vichemp deuet da veza mignouned a galoun.

— Ne oufen ket evit her lavaret did, Per, rak ne ouzounn ket va-unan.

— Daoust hag eun trubard e ve, bet epad an noz ouc’h hor guerza da republikaned Guengamp, ha deuet da veza laouen breman p’en deuz bet pae an trubarderez ?

— Ne gaf ket dign, rak Jan-Mari a zo eun den hag en deuz re a zoare vad. Eur goustianz eeun a rank beza enn he greiz, rak he c’hoarzadennou a ioa re galounek ; an ear en doa da c’hoarzin da vad, ha, ma viche bet eun trubard, he goustianz e diviche kals pe nebeut piket he galoun da veza guerzet daou zen n’oar ket da anaout, ha n’o deuz great drouk ebed d’ezhan.

— Evidon-me, ne ouzounn petra da zonjal ; red eo gedal ha beza var evez.

— Ar virionez a leverez, Per ; bezomp var evez. Mar deo Jan-Mari eun trubard, araok kresteiz emaomp e prizoun Guengamp. Ac’hano vezo diez tec’het, me gred ; evelato unan pe unan ac’hanomp, marteze hon daou, a c’hello kaout he dro da vont kuit, eb lavaret kenavezo da zoudardet ar republik. Mad eo d’eomp ive ’ta ober diou lodenn euz an arc’hant a zo ganeomp. Tregont skoued a ioa roet d’eomp gand an Aoutrou Kerbalanek ; eiz skoued hon euz dispignet, chomm a ra ganeomp daou skoued varnugent ; ar pez a ra peb a unnek skoued da bep hini ac’hanomp. Del, setu aman da lodenn. Mar gellez kemeret an teac’h da-unan, dalc’h sonj-mad da vont da Vaner Sant-Iann-Kerdaniel, eun teir leo bennag ac’halenn. Eno, mar d-eman an Aoutrou er gear, e klevi ar pez en deuz c’hoant da c’houzout an Aoutrou Kerbalanek, ha, ma n’eman ket er gear, e vezo lavaret did e peleac’h eman. Mont a ri betek ennhan, kousto pe gousto, ha klevet a ri ganthan, ha gand ar vistri-all, ar pez a ranko da ober hor mestr-ni, an Aoutrou Kerbalanek.

— Ho komzou, Iann, a zo ken hirvouduz ha klemmou an anaoun. Lavaromp hor pedennou a zo guelloc’h d’eomp ma’z aimp da velet penaoz eman an traou. Marteze, el leac’h mont d’ar prizoun da loja everr, e kouskimp fenoz en eur guele plun, e maner Sant-Iann-Kerdaniel ; me ne garan vouela nemed pa vez red.

Hag en eur lavaret ar c’homzou-ze, Per Kemener a ioa an dour enn he zaoulagad. Hennez a ioa eun den a galoun, ar Per-ze !

— Ia, mad a leverez, Per, eme-ve, ar beden a ra vad. Doue a deui d’hor sklerijenna ha da rei nerz d’eomp.

A-veac’h ma oamp savet enn hor za, goude hor pedennou, ma velchomp o tont er c’hraou mab kosa Jan-Mari hag he verc’h, kel laouen hag an heol.

— Ac’hanta, emezho, setu aze pedennou hag a zo hir avad !… Eun tammik hirroc’h eget ar re deac’h da noz… Alo, hastit affo, hon tad a zo skuiz ouc’h ho kedal.

— Ia, guir a livirit, eme Ber, deuit, Iann, rak me zo goullou va c’hof ; ne ouzounn ket da beleac’h eo eat ar banne zoubenn am boa bet deac’h da noz.

Mont a rejomp varlerc’h ar mab hag ar verc’h, en eur zellet an eil ouc’h egile, rak ne c’houiemp ket petra iea da c’hoarvezout ganeomp.

Kerkent ha ma oamp en em gavet enn ti, Jan-Mari a deuaz d’hor c’haout, en eur lavaret d’eomp :

— Me gave dign oac’h adarre en em roet da gousket, pe chommet, dre ho pedennou re hir, da inoui an Aoutrou Doue hag he zent er Baradoz. Alo, deuit aman buan ma tebrimp peb a damm.

Hag en eur lavaret se, e kasaz ac’hanomp da eun tammik kambr vian a ioa e lost an ti.

An digemer hon doa bet en dervez araok en doa mantret ac’hanomp, ha great zoken aoun d’eomp ; an digemer a rear d’eomp er mintin-man a laka souezet meurbed hor spered. Ha c’houi, en hor leac’h-ni, a viche c’hoarvezet ar memez tra ganeoc’h. Deac’h da noz n’oa hemed eur c’hos-banne zoubenn hag eun tamm bara zeac’h, hag er mintin-man, er gamprik vian-man, var an daol, ez euz eur banne soubenn ar c’hik euz ar re vella, kik poazed enn dour, kik poazed enn amann, sistr ha guin da eva kement ha ma karer. Me her lavar d’ehoc’h, enn noblansou pinvidika ne vez ket guelloc’h pred.

Per ha me, evel daou zen diot, a jomme mud da zellet an eil ouc’h egile.

— Ac’hanta, eme Jan-Mari, en eur rei d’eomp peb a skudellad soubenn, ankounac’heat hoc’h euz dibri boued, abaoue ma’z oc’h bet o loja etouez ar c’holo? Ha c’houi, va bugale, azezit aman, ho pemp, da zibri peb a damm gand an dud vad-man.

P’am boue debret eun tamm hag eved eur banne sistr mad, e teuaz eun tammik bian va zeod dign, hag e liviriz da Jan-Mari :

Ne ouzounn ket perak e roit d’eomp herrio eur pred ker mad, c’houi, ha n’ho poa roet d’eomp deac’h nemed peb a gos-banne zoubenn. Ne ouzounn ket perak hoc’h ker seder ha kel laouen herrio, c’houi hag a ioa deac’h du ho penn ha rust evel eur bod spern. Lavarit dign perak hoc’h troet er mintin-man evel ma’z oc’h.

— Ia, her lavaret a rign d’ehoc’h a galoun vad. Deac’h, pa’z oac’h deuet d’am zi, oac’h deuet gand eun den ha n’en deuz brud vad ebed er vro ; gand he japeled e vez var an hent oc’h ober he bilpouz, o tenna digant an dud vad kement a c’houzont. Kerkent ha m’en deuz klevet eur c’helou bennag, e red da gear d’her lavaret d’ar republikaned. Eur spier eo, ha, meur a veach, ounn bet dija diskuliet gant-han, her gouzout a ran. C’houi, evel ma’z oc’h daou zen mad, a c’helle beza tud fall ; red oa dign ive ’ta disfiziout ac’hanoc’h, rak enn amzer zo breman e ranker diskredi var an oll, dreist pep tra var an divroidi. Her lavaret a ran d’ehoc’h breman, en eur c’hoarzin, kredi a rea dign oac’h deuet da c’houlen loja diganen evit lakaat an tan varnomp, pe evit digeri, epad an noz, dor va zi d’ar republikaned.

— Evit goall baotred e kemerac’h ac’hanomp, e fesoun ?

— Ia, hag abalamour da ze va zri mab ha me a ioa var evez ac’hanoc’h.

— Ha penaoz hoc’h euz anavezet n’emaomp ket a du gand ar republikaned, ha n’oamp ket deuet da loja d’ho kear evit lakaat an tan varnoc’h ?

— Me ia d’her lavaret d’ehoc’h, eme Jan-Mari en eur c’hoarzin kalounek. Va bugale ha me a ioa hor pevar er zolier, azioc’h ho penn, o sellet ouzoc’h, o selaou ac’hanoc’h. Pa velchomp ac’hanoc’h o vont var bennou ho taoulin evit lavaret ho pedennou, e ouemp gounezet ganeoc’h, hag e teuchomp kuit dinec’h.

— Deomp d’hor guele, bugale, eme-ve, tud hag a bed Doue, tud hag a lavar ho fedennou, n’euz ket a fallagriez enn ho c’haloun. An daou zen-man a zo a du ganeomp. — Kousket hor beuz c’houek hag eb aoun, rag gouzout a reamp e roemp lojeiz da zaou zen a relijion.

Paotred iaouank am zelaou, c’houi hag a dle, var c’hed a gement-se e c’hellit beza dre an amzer a zo breman, c’houi hag a dle kuitaat ho pro, ha mont marteze da vrezellekaat e broiou-all, n’ankounac’hait ket da lavaret ho pedennou bep noz ha bep mintin, rak guelet a rit penaoz e teu an Aoutrou Doue da zelaou ar pedennou. Per na me, p’edomp o lavaret hor pedennou, n’edomp ket o klask na beza guelet na beza selaouet gand an dud, ha Doue a zigasas Jan-Mari hag he dri vab da zellet ouzomp ha da zelaou ac’hanomp, ha goude-ze, da rei d’eomp ar galouneka digemer. N’ankounac’hait ive ’ta jamez ho pedennou, ha Doue n’ankounac’haio ket ac’hanoc’h ken nebeut.

— Breman, eme Jan-Mari d’in-me, debrit, c’houi hag ho kamarad, ar pez a raio vad d’ehoc’h. Aman emaoc’h e ti ho kuella mignouned ; chommit ganeomp keit ha ma kerfot ; breman, el leac’h kolo, ho pezo gueleou ha kerkouls boued ha ni. Ne ouzounn ket piou hoc’h, a beleac’h e teuit na da beleac’h ez it, ha n’em euz ket izoum d’her gouzout. Avoualac’h eo dign gouzout em euz em zi daou zen leal, daou gristen mad.

Me a lavaraz d’ezhan neuze piou oamp ha da beleac’h ez eamp.

Epad m’edon o kounta, e velen dremm Jan-Mari o laouennaat muioc’h-mui dre ma’z ean, hag he lagad lemm o virvi enn he benn. Pa oue achu ganen, e savaz en he za en eur lavaret :

— Sell ’ta, guell a ze ! Va zri mab-me a dle beza, ho zri, oc’h ober an taol-ze ive, ha ne c’hedont nemed an urz da vont enn hent. Evit ar memez kostezen ec’h en em gannfot. Skoit stard var ar republikaned, ha ra blijo gand Doue lakat ac’hanoc’h da c’hounit !