Salaun / Derrien, 1902  (p. 69-83)



C’HOUEC’HVED PENNAD


————
Loull ar Bouc’h e kraou ar moc’h
He varo e Bourbriak


Ha Loull ar Bouc’h, petra oa deuet da veza epad m’edo ar chouanted o trei an traou, enn he di, var an tu var-enep, o klask kaout krog ennhan ? Loull, eb gouzout petra a rea, na da beleac’h ez ea, a ioa eat, evel a ouzoc’h, da guzet d’ar c’hraou moc’h. Serri a reaz kloz an nor varnezhan, ha mont a reaz d’ar c’hougn tenvalla. Eno, gourvezet etouez an teil, he zaou benn stok-ouc’h-stok, rodellet evel eur c’hi, e krene, evel eur bern deliou, pa gleve an tennou fuzil o sklakal hag an armeliou o tigeri a-flao. Beza edo var c’hed taol ar maro, rag gouzout mad a ra pegement a zrouk en euz great d’ar chouanted ha d’ho zud ; gouzout a ra n’en deuz netra da c’hedal digantho. Hag iskiz eo neuze mar deuz beac’h varnezhan ?...

Ha c’hoaz, ne ket avoualac’h kement-se. Ar moc’h n’int nemed moc’h, evit guir, hag evelato ne gavent ket a zoare, e fesoun, guelet Loull ar Bouc’h o tont er memez kraou gantho. Rak mont a reant, peb hini d’he dro, d’her c’haout, d’he gougn, d’her c’houesa, d’hen turia ; hag, evel ma’z oant minoueret gant eun tamm neud orjal a ioa e bek ho fri, e skrabent hag e ribinsent he feskennou d’ezhan beteg ar goad. N’euz forz, Loull ar Bouc’h en diviche gouzanvet, eb en em glemm, an oll ribinsadennou-ze, ma n’o diviche ar moc’h great nemed an dra-ze. Mez ar moc’h, evel pa viche drouk ennho, evel pa vichent kounnaret o velet Loull o chomm enn ho zouez, a doc’he, a zoroc’he hag a oc’he kement ha kement ma o doa an ear da c’hervel ar chouanted, ha da lavaret d’ezho edo ar persoun intru er c’hraou gantho. Ar paour keaz den a ioa enn noaz, hag evelato e tivere an dour diouc’h he dal ; trei a rea he c’hoad, ne c’houie ken da be zant en em voestli !

Ah ! Loull ar Bouc’h ! da zourn var da goustianz, mar deuz c’hoaz koustianz enn da greiz, ped den nac’h eus-te ket lakeat enn eun nec’hamant ker braz ha da hini, enn deiz a herrio ?

Enn eun taol kount e klev dor an ti o tigeri var ar porz. Ar jabadao a rea ar chouanted oc’h aoza ho c’hoan a laka he galoun da grena, he benn da voudinellat hag he zent da sklakal ; stanket eo toull he c’houzoug, ne c’hell ken tenna he alan...

Daoust hag hen a zavaz neuze, varzu Doue, he galoun kaledet ?

Eur zoudard a deu er meaz euz an ti ; dont a ra var eeun varzu ar c’hraou...

Hag ar moc’h atao, evel pa viche an diaoul enn ho c’horf, a doche, a zoroc’he hag a oc’he...

Emaor erru varnoun, eme Loull ar Bouc’h, en dro-man eo great ganen !....

Hag ec’h harpaz he benn ouc’h ar voger o c’hedal an taol diveza.

Mez ar chouant ne reaz ket a van evit klevet ar moc’h. N’en diviche biken kredet e viche bet ar persoun intru enn ho zouez. — C’houi a gaf d’ehoc’h e viche deuet ar sonj-ze d’ehoc’h enn ho spered ? — El leac’h mont d’ar c’hraou, ez eaz var eeun d’ar bern keuneud a ioa e kichenn ; tenna a reaz teir pe beder horden goat euz ar bern, ho zamma a reaz var he gein, hag ho digas a reaz d’an ti da boazat koan.

Ker buan ha ma oa eat ar chouant enn ti, ha serret an nor var he lerc’h, Loull ar Bouc’h a zao kaloun d’ezhan.

— Oh ! emezhan, ne ouzount ket emaoun aman, guell aze ! Evelato, aman emaoun en diasur ; eun tamm c’hoant ebken da gas gantho unan euz va moc’h a zo avoualac’h evit va dizelei. Guell eo dign kemeret an teac’h, ha mont pelloc’h da glask eun toull kuz-all bennag, el leac’h ma ne vezo ket a voc’h o toc’hal.

Dont a ra var he barlochou, pe var he grabanou, mar kavit guell, da gaout an nor da zellet ha da zelaou ; ar moc’h atao var he lerc’h ouc’h hen horta, ouc’h her bunta a daoliou fri, evel pa o diviche c’hoant da lavaret d’ezhan n’o doa ket a affer anezhan enn ho zouez. Hanter-zigeri a ra an nor, guelet a ra ar chouanted enn he di, pep hini gand he labour evit aoza koan ; trouz a zo gantho, mez serret eo an nor, hag er porz n’euz den ebed. Amzer en deuz ive ’ta da dec’het kuit... Kerkent e tigor dor ar c’hraou... Hag hen ac’hano enn he hent, ma ne c’houie, d’an daou-lamm, didruez ouc’h he dreid hag ouc’h he gorf. Galoupat a ra evel pa ve an tan var he lerc’h ; mont a ra dreist ar c’hleuziou, a dreuz ar c’haeiou, dre greiz an drez hag ar spern, dre al lann hag an drein ; ne zell ket ker pis-se ouc’h he hent...

Leun c’hoad, roget he roched, dialanet, he deod er meaz euz he c’hinou, eur pistik e korn he gof, ec’h en em gaf var bount Rozanklan, a zo etre parrez Plouaret hag ar C’hoz-Marc’had ; eman o vont da goueza var an hent gand ar berr-alan...

Evelato stag eo he galoun ouc’h ar vuez, n’en deuz ket a c’hoant da vervel c’hoaz ; sellet a ra enn dro d’ezhan da glask eun tamm kuz enn tu-bennag evit tec’het araok ar chouanted. Koueza a ra he zaoulagad var an dour a red azindan pount Rozanklan ; kavet eo he doull kuz gand Loull ar Bouc’h. Raktal e tiskenn divar an hent hag ec’h en em ruz azindan ar pount, buanna ma c’hell, he dreid enn dour, hag he benn daou-bleget azindan ar volz n’oa ket huel avoualac’h diouc’h he vent.

M’hen tou d’ehoc’h, n’oa ket brao doare Loull !

Dioc’h ar mintin, en dervez-se zoken, edo oc’h eva enn he di, gand he ganfarted, guin laeret divar goust he nesa, oc’h en em veuli, oc’h en em bompadi n’en doa ket Loull ar Bouc’h he bar var ar beg douar-man, rag ar guin a lakea ar goad da zevel d’he benn, hag he galoun da c’houeza gant an ourgouill, evel ma c’houez ar podad leaz lakeat da virvi var an tan. Ha breman n’en deuz da eva nemed an ezenn fresk, ha sklaset zoken, a zao divar an dour ! Ha breman e rank kemeret an teac’h araok an oll ! Pebes kemm etre Loull ar Bouc’h o kas, gand he archerien, beleien goz ha tud vad d’ar prizoun, ha Loull ar Bouc’h diarc’henn, diskabell, enn he roched, leun-c’hoad, azindan pount Rozanklan !

Ped heur oa pa oa eat azindan he bount, ne oufen ket her lavaret, n’her c’houie ket he-unan. Da viana tenval oa, n’oa den var an hent ; ne glevet netra nemet chas Plouaret, chas ar C’hoz-Marc’had hag ar chas-all a dro-var-dro oc’h harzal, an eil ouc’h egile. Lakeat oant bet var zao gand an tennou a ioa bet e Plouaret, ha breman o doa an ear da lavaret, dre ho harzadennou, edo pep hini dihun ha var droad, o tiouall madou he vestr.

A-benn eur pennad e klefchot ar c’hilleien o kana, hag oc’h en em respount euz an eil klud d’egile ; gervel a reant an deiz, hag abarz nemeur e velchot an oabl o tarza varzu ar zao-heol. An devalijenn a ia kuit, hag eun tammik sklerder a sklerijenn ar bed. Ne ket deiz c’hoaz, hag evelato ne ket noz ken nebeut.

— Erru an deiz, eme Loull ar Bouc’h, poent eo dign mont ac’halenn varzu ar gear. Ne gredan ket e ve bet ar chouanted hardiz avoualac’h evit chomm betek sao-heol e bourk Plouaret, rak soudardet a c’hell en em gaout eno varnho a bep tu.

Hag ar persoun intru d’en em jacha er meaz euz he garpount. Mez, siouaz ! sounnet eo he zivesker, brevet he gorf, sklaset he izili, pounner ha boudinellet he benn ! Evelato, ar c’hoant en deuz da zerc’hel he vuez ganthan a ro d’ezhan nerz nevez ; dont a c’hell euz a zindan he bount, tenna a c’hell he zivesker morzet euz a greiz al lec’hid ; diou pe deir gueach e riklaz hag e ruillaz divar dalbenn an hent braz oc’h esa dont var gorre. Evelato, a forz da boania ha da spega el letoun, gand he ivinou, e c’hellaz dont a-benn euz he daol.

Setu ive ’ta, abred dioc’h ar mintin, ar persoun intru var an hent braz, enn he roched, diarc’henn ha diskabell. Chomm a ra eur pennadig da zellet enn dro d’ezhan da c’houzout e peleach eman. An ear en deuz da c’houlen outhan he-unan : Daoust ha ne ket an oll draou-man eun huvre ?

Edo er c’his-se e kreiz an hent pa glevaz, o tiskenn euz a gostez ar C’hoz-Marc’had, eun den nag a valee prim, evel divar nij, digor he zivesker, ramp ganthan, dibreder ha skan he droad, eur penn-baz enn he zourn hag he vuentle azindan he vreac’h, o vont enn tu-bennag da glask pemp guennek d’he zervez. Hennez a ioa eur c’hemener, pe eun artisan-pleg, euz ar C’hoz-Marc’had, hanvet Per ar C’houil, o vont abred d’he labour.

Pa velaz ar C’houil eun den guenn e kreiz an hent braz, — Loull ar Bouc’h a ouzoc’h a ioa enn he roched, — e chommaz a za ; kaout a reaz d’ezhan oa eun ene paour bennag deuet euz ar Purgator da c’houlenn pedennou digant ar re veo, hag ec’h en em daolaz d’an daoulin da lavaret he Zeprofundis. Teir pe beder De profundis en doa lavaret a greiz he galoun, hag an den guenn a jomme atao var an hent braz. Sevel a reaz divar bennou he zaoulin, hag, e fesoun, en eur zevel, e reaz trouz, rag, en dro-man, an den guenn en deuz an ear da zont varzu ennhan.

Neuze e savaz eun tamm aoun gant ar C’houil. Ne ket eun ene euz ar Purgator eo heman, emezhan ; heman a zo eun teuz pe eur spountail bennag, deuet da esa va zamma ganthan. Aoutrou Doue, ho pet truez ouzign ! Ma n’ounn ket dibec’h hed-a-hed, n’em euz ket ken nebeut kals a draou var va c’houstianz. Petra a c’hellan-me da veza kemeret divar goust va hostisien ? Eur palefarz mezer euz an habit nevez am euz great, breman euz eun nebeut amzer, da vap Batist an Dantec da vont da bardoun Guengamp ; eur voalennad rubanou zeiz divar dillad eured merc’h an Aoutrou de Treveret, hag eun daouzek pe drizek tamm-all divar goust n’ounn dare piou. Petra eo kement-se ? Netra evit eur c’hemener. Diouallit ac’hanoun ’ta, Aoutrou Doue ! Aman e rankan en em zifenn.

Hag ar C’houil kregi enn he benn-baz. Mad a reaz, rag an den guenn a deu var eeun varzu ennhan ; chaokat a ra eur ger bennag, mez, pe oa hanter-skournet gand ar riou, teod Loull ar Bouc’h, enn he c’hinou, pe skiant ar C’houil a ioa trec’het gand ar spount ; ar pez a zo guir eo hini anezho ne c’houie petra c’hoantea egile.

An den guenn a ia atao var araok ; eman tostik-tost d’ar c’hemener... Red eo en em zifenn, den n’en deuz c’hoant da veza sammet gand an teuz. Ar C’houil a zao he vaz hag a sko tri pe pevar daol, a dro-chouk, var benn ha var diskoaz an den guenn, gant kement a nerz ma oue klevet Loull ar Bouc’h o iudal hag o kemeret a nevez an teac’h, evel pa viche bet adarre an tan var he lerc’h, evel pa viche divorzet en eun taol he zivesker skournet azindan ar pount.

Evit guir Per ar C’houil ne anaveze ket Loull ar Bouc’h er stad ma edo ; ma en diviche great, oa bet tristoc’h c’hoaz he zoare, rag ar c’hemener-ze a ioa unan euz an dud guella a ioa er vro, evithan da veza kemener. Labourat a rea bemdez kalounek. Labour en doa kement ha ma c’helle da ober, hag er c’his-se en doa gellet destum eur guennegig bennag. Ar persoun intru en doa klevet hano anezhan, ha, n’oa ket pemzeg dervez c’hoaz, oa bet enn he di, gand he ganfarted a Blouaret, var digarez en doa kuzet tri belek epad eun dervez hag eun nosvez, o laerez kement liard en doa hag o kas ganthan kement tra a blije d’ezhan. M’en diviche ive ’ta gouezet ar C’houil e skoe var Loull ar Bouc’h, e viche bet ha stank, ha c’houek, ha pounner he daoliou penn-baz !

Setu ar persoun intru adarre nec’hetoc’h eget biskoaz. Ne ket evit dont enn dro, var he c’hiz, da Blouaret, rak ar chouanted marteze n’int ket eat kuit ; ne ket evit mont araok varzu ar C’hoz-Marc’had, rak Per ar C’houil, gant he benn-baz, a sparl an hent d’ezhan. Petra a raio ’ta ar paour keaz persoun intru ? Ne jomm ket pell da zonjal ; ha neuze, evit guir, n’en deuz ket re a amzer ken nebeut da zonjal, rak penn-baz ar C’houil a zo adarre enn ear. Ep klask nag hent na guenojenn, e lammaz divar an hent braz er foennok a ioa e kichenn, hag euz ar foennok-se enn eur foennok-all, dreist ar c’hleuziou, dre greiz an drez hag ar spern, ker kouls ha ken dizamant ouc’h he groc’henn evel ma oa bet, pa edo o tec’het, araok ar chouanted, euz he graou moc’h. Sevel a reaz da gaout chapel Sant-Maudez, mez ne deaz ket ennhi ; ar zent hag hen n’oant ket hostisien. Ne oufen ket lavaret d’ehoc’h pe e sellaz outhi pe ne reaz ket, re denval oa c’hoaz da velet ; ar pez a zo guir avad eo e kendalc’haz da c’haloupat adreuz ar parkeier en eur freuza he roched hag en eur regi he groc’henn ken ma en em gavaz e pors Kerbridou, ken dialanet adarre evel ma oa, er penn kenta euz an noz, pa en em gavaz var bount Rozanklan. Eno e chommaz eun tamm da zellet enn dro d’ezhan ; c’hoant kaout eun tamm toull kuz en deuz adarre, rag adarre ne ket evit mont ken. Enn dro-man n’oa ket diez d’ezhan ; edo harp ouc’h eur skalier goat, great gant tud Kerbridou, evit kas ha kerc’hat ar foenn a lakeant, evit ho chatal, er c’halatrez a ioa azioc’h ar c’hraou-zaoud hag ar marchosi. Loull ar Bouc’h a bignaz dre an delezou ker skaon he c’har, evel pa n’en diviche bet nemed triouec’h vloaz. Kerkent ha ma oue savet er c’halatrez, ec’h en em fourraz dounna ma c’hellaz etouez ar foenn.

Ar mevel braz a ioa savet d’an ampoent m’edo ar persoun intru oc’h ober he c’haloupadenn. Sevel a ranke e poent evit boeta he gezek da vont d’ar park ken abred hag ar re-all. P’edo Loull oc’h en em gaout e penn ar c’hraou, edo erru er meaz euz an ti gand eur baillad guelien tomm d’he gezek. O velet o tont varzu ennhan, ha ker buan, eun den enn he roched, diarc’henn ha diskabell, e chommaz mantred a za e kreiz ar porz, he vaillad guelien var he benn-glin. Daoust petra eo an dra-hont, emezhan, outhan he-unan ?

Pa velaz an den guenn savet er c’halatrez, sebezet oll, eun tamm aoun marteze kroget ennhan, e loskaz var an douar, e kreiz ar porz, he vaillad guelien, hag e teuaz d’an ti da c’hervel an dud-all a ioa c’hoaz enn ho guele.

— Deuit euz ho kuele, emezhan d’an oll ; aman euz savet d’ar c’halatrez hag eat da guzet etouez ar foenn, eun teuz, eur spountail, pe eun diaoul bennag.

— Petra leverez, eme an ozac’h, o tigeri dor he vele ?

— Petra a lavaran ? Lavaret a ran d’ehoc’h eo eat an diaoul da guzet etouez ar foenn, er c’halatrez azioc’h kraou ar c’hezek.

— Paour keaz Pipi, kollet eo da benn ganez, e fesoun. An diaoul ?

— Ia, ia, her lavaret a ran d’ehoc’h.

— Alo ! alo ! ro peoc’h, ha lez ac’hanomp c’hoaz eur pennadig enn hor guele, rak ne ket re sklear c’hoaz an deiz.

— Sklear avoualac’h eo evit guelet mad an traou, hag an hini am euz-me guelet a lugerne he zaoulagad, a ioa fuliet he vleo, leun c’hoad ha leun bri he gorf, m’hen tou d’ehoc’h.

— Kouls eo d’eomp sevel, eme ar c’hreg, e doa dija aoun enn he guele ; galvomp an dud all euz an ti, ha deomp varlerc’h Pipi d’al leac’h ma lavar.

Pipi, strafillet, a iea hag a deue dre an ti, euz an eil penn d’egile, en eur c’hervel an oll ; ar paotr-saout zoken a rankaz dont er meaz euz he vele.

Epad an amzer-ze, an deiz a ioa deuet da veza sklear, ha n’oa red tamm goulou ebed evit mont er c’halatrez.

Mez piou a safche da genta er c’halatrez-se, el leac’h m’edo an diaoul, pe da viana eun teuz pe eur spountail bennag ? Eno edo ar c’hoari. Ma viche bet dirag eur bleiz pe eur c’hi klan, den n’en diviche bet aoun ; mez mont var eun teuz, var eur spountail !...

Beza e oa c’hoaz, e Kerbridou, eur mevel-all, bet martolod enn he iaouankis. Hennez, var ar mor braz, a ioa bet, meur a veach, e riskl euz he vuez, ha n’en doa ket a aoun rag he skeud.

— Na it ket d’en em jala, emezhan, gortozit eur pennadig. Me a ia da gerc’hat eur vouc’hal d’ar c’hranch, ha da zistaga ar c’hi Turk ; gand ar c’hi ha va bouc’hal me a ielo er penn araog er c’halatrez.

Abarz nemeur goude e velchot o tont ar martolod koz, he vouc’hal var he skoaz ; gand he zourn deou oa krog enn he zroad, ha gand he zourn kleiz e talc’he, dre rulien he golier, he gi Turk a harze, a iude hag a lamme dre ma sante, e fesoun, eun dra bennag er c’halatrez.

— Kemerit peb a forc’h, pe peb a grok, pe peb a bennad baz, emezhan d’an ozac’h ha d’an dud-all. Te, Pipi, sao gant Turk ha ganen-me beteg dor ar c’halatrez ; eno e chommi ; m’am euz beac’h e teui d’am zikour.

— Beac’h a pezo zur, eme Pipi, rak piou a c’helfe harpa ouc’h an diaoul ?

— Aman n’euz diaoul ebed, a gredan-me, eme ar martolod koz en eur heja he benn. Petra a glaskfe an diaoul e Kerbridou, el leac’h ma karer kement an Aoutrou Doue hag ar relijion, el leac’h ma roer boued ha golo d’ar veleien vad, en despet da Loull ar Bouc’h, persoun intru Plouaret ? Me a gredfe kentoc’h e ve eul laer pe eun torfedour bennag e ve. N’euz forz, red eo mont araok. Alo ! Turk, diouall mad ! Kis... kis... kis...

Hag ar martolod koz ober sin ar groaz, ha mont var eeun er c’halatrez, krog enn he vouc’hal, krog enn he gi.

An oll a grene er meaz ; ar c’hrek hag ar plac’h a ioa kouezet var bennou ho daoulin evit pedi Doue ; Pipi, e toull dor ar c’halatrez, a ioa varnezhan liou ar maro. Var c’hed edont euz eur goal-dra bennag.

Kenta tiz o deoue, oue klevet ar c’hi Turk oc’h harzal, evel pa viche kounnaret, hag ar martolod koz o krial a-bouez he benn :

— Piou a zo aze ? Respountit dioc’h-tu, pe me a laosk va c’hi varnoc’h, hag a faout d’ehoc’h ho penn, dre an hanter, evel eun irvinen, gant va zaol bouc’hal.

Den ne respounte.

Ar c’hi a skrabe hag a razaille goasoc’h-goaz : n’oat ket evit hen derc’hel. kement a gounnar a ioa ennhan.

— Eur veach c’hoaz, lavarit piou hoc’h, c’houi, an hini a zo eat da guzet aze etouez ar foenn.

Den ne respount adarre.

— Ne leverfot ket piou hoc’h ?... Goaz aze evidhoc’h. Turk, kis... kis... kis...

Ar c’hi a reaz eul lamm var ar foenn ; dioc’h ar c’houez e kavaz he zen ; diskenn a reaz varnezhan enn toull en doa great...

— Aï !... aï !... aï !... Galvit ho ki ! Me a lavaro d’ehoc’h piou ounn. Aï !... aï !... aï !...

— Lavarit ’ta buan, eme ar martolod, a ioa savet he vouc’hal ganthan en ear, prest da skei.

— Galvit ho ki ’ta ; krog eo em feskenn ! Aï !... aï !... aï !...

— Lavarit araog piou hoc’h, eme ar martolod, en doa araok neuze gouelet meur a dro.

— Aï !... aï !... aï !... Me eo Loull ar Bouc’h.

— Loull ar Bouc’h, persoun intru Plouaret ?

— Ia, ia, me eo. Tennit ho ki divarnoun.

— Deuz aman, Turk, deuz d’am c’haout, great ec’h euz adarre da zever.

Mes ar c’hi ne rea van, ha Loull ar Bouc’h a iouc’he a bouez he benn : Aï !... aï !... aï !...

Neuze ar martolod koz a lammaz he-unan etouez ar foenn, hag a daolaz he zourn var golier he gi. Mes n’oa ket evit her lakaat da ziskregi... Difretta a rea morzed Loull, evel m’hoc’h euz guelet chas iaouank o tifretta, var al leur, ar pez dillad o deuz gellet da gaout. A forz da boania evelato e c’hellaz hen tenna divar gorre ar paour keaz persoun. Dont a reaz d’hen digas da Bipi ha da lavaret d’ar re-all piou en doa kavet e mesk ar foenn.

— Dalc’h mad d’an Turk, Pipi, emezhan ; me a ia gand va bouc’hal da c’houzout ha Loull ar Bouc’h, e guirionez, eo an hini a zo du-hont etouez ar foenn, rag n’euz ket da fiziout nag enn dispac’herien nag er veleien intru. Mar tec’h kuit, ma na c’hellan-me ket, araok, faouta he benn outhan gand va bouc’hal, laosk an Turk var he lerc’h.

Ar martolod koz a deuaz var he c’hiz er c’halatrez.

— Alo ! Loull ar Bouc’h, mar deo c’houi a zo aze, savit buan euz a douez ar foenn ha deuit aman, e kreiz, d’am c’haout, el leac’h ma c’hellign ho kuelet, ha deuit prim ha dijipot.

— Ia, mez n’euz ganen na bragez na tamm dillad-all ebed nemed va roched !

— N’euz forz, deuit atao. Me a zo evel sant Thomas, ne gredaz ken na velaz. C’houi a zo paotred tano, etrezoc’h dispac’herien, ha n’euz ket da fiziout ennhoc’h.

— Eo, va c’hredi a c’hellit.

— Kredi tud hag o deuz nac’het ho Doue ha dilezet relijion ho zudou koz ? Alo ’ta ! N’ounn ket ken diskiant. Buan euz a douez ar foenn, pe va bouc’hal a ia da ober tammou skolpad ac’hanoc’h.

Loull ar Bouc’h ne gredaz ket enebi ken ; sevel a reaz a douez ar foenn, ha dont a reaz, er stad ma ouzoc’h, e kreiz ar c’halatrez, el leac’h ma oa eaz hen anaout.

Ar martolod koz, er porziou mor m’oa bet ennho, ken e Franz, ken er broiou-all, en doa guelet meur a dra iskiz, traou briket ha traou marellet, mez n’en doa biskoaz guelet evelato eun dra ker farsuz evel eur persoun, en he roched, kuzet etouez ar foenn !!! Evit guir, hennez a ioa eur persoun intru, eur belek hag en doa nac’het he relijion.

Tud Kerbridou a ioa tud a relijion, douget da ober vad d’ho nesa, zoken d’ar re a rea droug d’ar re-all. Kerc’het e oue dillad an ozac’h da Loull, roet e oue d’ezhan da zibri, ha Pipi a deuaz d’hen digas betek an tiez kenta a vourg Plouaret. Ar martolod koz avad ne viche ket eat d’en ambrouk evit n’euz forz petra.

— Pa’z eo guir, emezhan, eo bet hardiz avoualac’h evit dont aman, he-unan, enn noaz, epad an noz, e c’hell ive mechanz mont he-unan d’ar gear breman pa’z eo deiz ha pa euz dillad enn dro d’ezhan.

Loull ar Bouc’h, evel a velit, en doa bet eur goall nosvez ; ha kaout a ra d’ehoc’h kement-all a boan hag a vez en doa her lakeat da zont ennhan he-uuan ha da zistrei var an hent mad ? Nann. Kaloun an nep a nac’h he Zoue a vez kalet. Loull ar Bouc’h, distro d’he gear, a en em lakeaz da harlui ar veleien goz hag an dud vad gand mui a gounnar c’hoaz eget araok, mar gelle he gounnar kreski.

Eun dervez e oue klevet o komz outhan he-unan evelhen :

— Kit atao, chouanted milliget, emezhan, o sellet ouc’h an toullou great gand ar boulejou a ouzoc’h e treust he gampr ; kit atao, me hen talvezo d’ehoc’h ha d’ho tud ! Oh ! Pa zonjan e pe zoare stad ounn bet lakeat gantho ! Ha breman betek ar vugale a vousc’hoarz o velet ac’hanon o vont abiou. An ear o deuz da lavaret dign : Ha n’oc’h euz ket a zonj, Loull ar Bouc’h, euz an nosvez ma oaz bet o redet enn da rochet ? Evit guir, tud ar re-ze a zo chommet stag ouc’h huvreou ar veleien goz a zo kaset enn ho hent ; mez an dra-ze ne ra nemed glaza muioc’h-mui va c’haloun. Red eo dign karza ar vro euz an orinn dud-se. Evit guir, abaoue an nosvez a laka ac’hanon da ruzia, em euz kaset pevar d’ar prizoun ; mez ne ket pevar oa dign beza kaset, na pevar-ugent zoken, mez pevar-c’hant pe ouc’hpenn, evit tenna, enn eun taol, an oll louzeier fall euz va farrez Plouaret.

Ha Loull ar Bouc’h a zavaz divar he gador hag a en em lakeaz da vale dre he gampr en eur ober ormidou dre ma’z ea.

— Alo ! emezhan, en eur azeza, adarre, kemeromp hor pluen ; skrivomp hanoiou ar re a dlean da gas kuit euz a Blouaret evit mont pe d’ar prizoun, pe d’ar maro.

Hag hen, en em lakaat da skriva eun aridennad hanoiou.

— Hag ar chouanted, emezhan, o sevel he benn hag en eur lakaat he bluen var an daol, ho ankounac’heat am euz ? Oh ! nann, emezhan, o respount d’ezhan he-unan, hag en eur ober eur c’hoarzadenn iudaz, me ankounac’haat ar chouanted a zo bet ker kriz em c’henver ? Nann, nann. Lakaat a rign digas dign da Blouaret soudardet euz a Vengamp hag euz a Lannion, a Zant-Briek zoken, ma vez red ; ha neuze gantho, eun nosvez, pa c’houezimp e peleac’h e vezo ar chouanted, ni a ielo di, a gelc’ho an ti, hag e beo pe e maro e kouezint oll etre hon daouarn. Unan, unan epken a rankan da gaout e beo, Andre ar Ponthou, an hini a zo bet didalvez avoualac’h evit va barn d’ar maro. Da hennez e rankan kaout eur maro ha ne deuz ket bet he far c’hoaz var an douar. Setu aman petra rign d’ezhan : en dervez-all, va zakrist ha me, en eur zont euz a Lanvellec, a ieaz en eur park da ober peb a damm kousket, evit uza ar banneou hor boa evet. Me en em gavaz da c’hourvez e kichenn eun turunell, pe eur galzadenn merienn. Ne ouen ket pell evit beza dihunet gantho ; ha sonj mad am beuz euz ho flemmou hag euz an debron am boa dre va c’horf ; poazet oa va c’hroc’henn gantho. Mad, me, p’am bezo Andre ar Ponthou etre va daouarn, her lakaio enn noaz ; her staga a rign stard ouc’h eur peul a vezo ken huel hag hen, evit miret na c’hello finval eun tamm, na gand he dreid na gand he zaouarn ; eur pennad keuneud a zankign enn he c’hinou evit hen derc’hel digor, hag enn dro d’he dreid e lakign kement merienenn a vezo kavet er vro. Ar merienn a zavo outhan a-hed he zivesker, a-hed he gorf beteg he benn, en eur flemma dre ma’z aint. Mont a raint etouez he vleo, enn he ziouskouarn, enn he zaoulagad, enn he fronellou, enn he c’hinou ha beteg enn he gorf dre he c’houzoug. Her flemma a raint, hen dibri a raint a damm-a-damm... Var bouez... goustadik... — Mad e tle beza kik chouant d’ar verienenn. Me a jommo da zellet, ha va c’haloun a drido em c’hreiz. Pebez dervez e vezo hennez evidot, Loull ar Bouc’h !... Neuze e c’helli lavaret e pezo paet ar chouanted euz ar vez hag euz an droug o deuz great did.

Goude beza guelet ar binim a ioa e kaloun Loull ar Bouc’h, ne vioc’h ket souezet o klevet e oue krisoc’h eget biskoaz. Ne d’an ket aman da gounta d’ehoc’h ped den en deuz eskinet, lakeat er prizoun ha kaset d’ar maro ; re hir e ve ar roll anezho. Lavaret a rign d’ehoc’h avad ne c’hellaz ket lakat he graban var hini euz ar chouanted, rag ar re-man en em zioualle, en em ganne ha ne dec’hent nemed pa viche red, pa deue varnezho soudardet ar republik, bern-var-vern, dek pe ugent ouc’h pep hini. Dre-ze, Loull ar Bouc’h ne velaz ket Andre ar Ponthou debret gant merienn Plouaret.

Da bep tra, er bed-man, euz eur fin, ha marteze o pezo c’hoant da c’houzout penaoz e kuiteaz Loull ar Bouc’h ar bed-man evit mont da gounta da Zoue he oll fallagriezou. Her lavaret a c’hellan d’ehoc’h.

Goude ma oa bet hor bro baour meur a vloaz o ruilla e kreiz ar goad hag ar vouillen, Doue a reaz outhi eur zell a druez hag a lakeaz digeri an ilizou. Neuze ar paour keaz persoun intru a rankas kemeret an teac’h, d’he dro, evit lezer ho iliz gand ar veleien vad. Ne oue ket red mont d’her pedi da vont enn he hent. Kenta tiz a oue, e kreiz ar brudou eurus-all a deue e Plouaret, oue klevet oa eat Loull ar Bouc’h euz he di, e kreiz an noz, ne c’houie den da beleac’h. Den ne c’houie da beleac’h oa eat, na den zoken ne glaskaz her gouzout. Araok oa unanik bennag a du gant-han, ha breman, hervez an oll, ne ket mad da deuler d’ar c’hi...

Setu mignouniach an dud fall !

Peder pe bemp sizun goude ma oa eat Loull ar Bouc’h euz a Blouaret, eun dervez, var dro eiz heur dioc’h ar mintin, Mari-Jann Kermabrouz a ioa azezet var an aoled o rei da zibri hag o viska he dillad d’he merc’h vian Mac’harit. Klevet a reaz trouz e tal dor he zi ; gervel a reaz he map Hervoanik a ioa o c’hoari, gand he gi bian, e starn an daol. — Pa lavaran edo Hervoanik e c’hoari gand he gi, ne lavaran ket ar virionez, rak, an trubard bian, he c’hoari oa chacha var skouarn ar paour keaz ki ken na iude, ha, pa iude he gi, Henroanik a c’hoarze.

Mari-Jann Kermabrouz a c’halvaz he map.

— Hervoanik, va faotr, guel petra a zo aman e kichenn an nor.

— Petra livirit, va mamm, eme ar bugel, o tiskregi euz a skouarn he gi ?

— Kea da velet petra a zo oc’h ober trouz aze, e tal an nor.

Hervoanik a zavaz kerkent euz a starn an daol evit dont da gaout an nor, he gi bian var he lerc’h, en eur lammet hag en eur ficha he lost evel pa ne viche great chachaden ebet var he skouarn.

Pa en em gavaz Hervoanik dirag an nor, e chommaz krenn en he za, ha ne lavare ger.

— Piou a zo aze, Hervoanik, eme he vamm ?

— Ne ouzounn dare, va mamm, emezhan.

— Eun den eo da viana ?

— Ne ouzounn ket.

— Petra ? Ne ouzot ket hag eun den eo a zo aze e kichenn an nor ?

— Hevel eo ouc’h eun den, evit guir ; mez ne gredan ket e ve eun den e ve evelato.

— Na perak ’ta ?

— Heman, va mamm, a astenn he c’hinou beteg he ziouskouarn, a skrign he zent hag a lugern he zaoulagad evel daou gef-tan ; treud eo evel eur vaz, hag he zillad a zo reuget ha leun bri.

— Goulen diganthan petra a glask.

— Petra a glaskit ? eme Hervoanik, en eur zont var he c’hiz, rak kaout a rea d’ezhan e tostea he c’her anezhan ouc’h an hini a ioa e tal an nor.

— Eun tamm bara, rak naoun am euz.

Mari-Jann her c’hlevaz hag a lavaraz d’he mab :

— Hervoanik, kemer an tamm korn bara a zo aze var an daol, ha ro anezhan d’ar paour a c’houlen.

— Ia, va mamm, mez hennez am c’haso ganthan evelse ?

— Ne raio ket, va mab ; hennez a zo eun den eveldomp-ni ; an dienez epken her laka da veza dishevel dioc’h an dud-all.

— Oh ! va mamm, aoun am euz ; deuit hoc’h-unan da rei d’ezhan he damm bara.

— Guelet a rez n’oun ket evit mont, rak ema aman da c’hoar vian ganen en noaz, hag e rankan lakat he dillad d’ezhi.

— Da viana, va mamm, mar krog ennoun, c’houi a deuio da viret outhan d’am c’has ganthan.

— Ia, ia, bez dinec’h.

Var gement-se, en eur grena evelato, Hervoanik a gasas he gorn bara d’an hini a c’houlenne e tal an nor. Ne dostea ket re, astenn a rea he zourn hirra ma c’helle. Ar paour a ioa e kichenn an nor a astennaz ive prim he zourn ; kregi a reas gant hast enn tamra bara, ha ker buan e troaz kein d’an ti.

Goazed Kermabrouz a ioa er park o labourat. Pa deujont d’ho mern, Mari-Jann a gountaz d’ezho ar pez a ioa c’hoarvezet dioc’h ar mintin. Hervoanik, pa oa eat kuit an hini a lugerne he zaoulagad evel daou gef-tan, a c’hlabouse hag a en em bompade. — Ped den n’am euz-me ket klevet oc’h en em fougeal, evel Hervoanik, pell diouc’h ar Prusianed, ha, dirazho, a grene evel deliou ?

O klevet an traou-ze, Guillerm, ozac’h Kermabrouz, a lavaraz :

— Dre aman marteze euz eat unan euz an dud fall o deuz great kement a zroug dre ar vro. Breman eo digoret an ilizou, deuet ar veleien vad enn dro ; ar re fall a rank mont kuit. Piou eo an hini a zo eat dre aman ? Ne ouzomp ket. Mad, bremaik, dioc’htu ma vezo debret hor mern, ec’h aimp var he lerc’h. Dre he roudou ni her c’havo, hag a vouezo petra eo. Mar deo eur c’hristen mad, aman, e Kermabrouz, e kavo bara ha golo ; mar deo eun den fall, n’hon euz da ober nemed her lakaat etre daouarn ar re a zo karget da varn ar rumm dud-se.

Kerkent ha ma oue debret ho mern gantho, goazed Kermabrouz a ieaz varlerc’h an hini a ioa bet o c’houlenn eun tamm bara e tal dor ho zi. Hen heulia a rejont diouc’h he roudou betek Koat-Liou, e parrez Bourbriak ; mez eno her c’holjont. Kaer o deoue klask a gleiz hag a zeou, dre greiz an drez hag ar spern, kerkoulz ha dre ar vinojennou, ne gafchont tres ebed euz anezhan. Dont a rankchont e guenn d’ar gear.

Tri dervez bennag goude-ze, Hervoan ar Menn, euz ar Restigou, a ieaz da Goat-Liou da velet eun toull-bleiz, eun toull-trap, en doa great eno evit paka eur vamm vleizez ne ehane da gas ganthi bemdez unan-bennag euz he loened : danvad, leue pe ounner. E kreiz an toull en doa plantet eur peul spern-du, lemmet mad he veg, evit toulgofa ar vleizez ma viche kouezet eeun varnezhan. An toull en doa goloet, evel ma oa ar c’hiz, gand skourrou bian, deliou seac’h ha raden glaz, evit kuzet he drapet. Pa en em gavaz e kichen, e velaz raktal oa kouezet eun dra-bennag enn toull, rag an doen a ioa freuzet. Tostaat a reaz goustadig, eur forc’h houarn enn ho zourn, hag, ouc’h he skoaz, eur fuzil a zaou denn, hag hi karget. Dizelei a reaz an toull gant he forc’h. Ha petra a velaz ? Eun den toulgofet, var ar peul spern-du...

Hervoan ar Menn a jommaz mantred ; ne gredaz ket diskenn he-unan enn toull ; dont a reaz d’ar gear da glask re-all da vont ganthan. Eur skeul vian a zigaschont gantho, ha gand hounnez e oue tennet euz an toull ar c’horf maro. Ha piou oa hennez, an hini maro-ze ? Klasket e oue enn he c’hodellou hag e oue kavet ganthan tri real varn-ugent, eur c’hodellat arc’hant paper, hag eur paper-all a ioa merket varnezhan hano Loull ar Bouc’h. Var ar paper-ze e lavaret oa hanvet, gand ar C’houarnamant, Loull ar Bouc’h da bersoun e Plouaret, hag e tlie an oll senti outhan, ha rei skoazel d’ezhan a enep kement hini o diviche c’hoant da enebi outhan, pe da esa ober droug d’ezhan. Ker buan e oue anavezet, rag ar brud euz a Loull ar Bouc’h, euz he grizder e kenver an dud vad hag ar veleien goz, a ioa eat dre bevar c’horn ar vro.

Goude-ze e oue klevet oa bet, ar paour keaz persoun intru, goude ma oa eat euz a Blouaret, eur pennad amzer er c’hoajou, evel eun den gouez, e parrez Gurunhuel ; ac’hano oa deuet da gostez Mousteruz. Goude-ze oa bet guelet dre goajou Koat-ar-Roc’h, e parrez Koadout ; ac’hano, en eur dremen dre Germabrouz, oa eat da Goat-Liou, el leac’h ma varvaz toulgofet, e kreiz eur c’hoat, pell diouc’h pep kristen...

Lod a lavar oa bet anterret e bered Bourbriak, lod-all a lavar oa bet fourret enn douar, evel eur c’hi, e kougn eur park. Pehini euz an daou dra-ze a zo guir ? Ne oufen ket her lavaret d’ehoc’h. Ar pez a c’hellan da lavaret eo an nep a nac’h he Zoue, a zilez he relijion, belek pe zen all, ne achu ket mad an traou ganthan.


————