Salaun / Derrien, 1902  (p. 83-92)


SEIZVET PENNAD


————
Santez Berc’hed e Sant-Thegonnek


Setu, a gaf d’ehoc’h, ankounac’heat ganen hor bro Leon, dre an abek ma’z ounn chommet keit-all da gounta d’ehoc’h eul lodenn euz ar pez a zo c’hoarvezet enn eskopti Treger. N’am euz ket ankounac’heat hor bro ; mez, pa oan, e kaven kouls kounta d’ehoc’h dioc’htu lod euz ar goal-draou a zo c’hoarvezet er vro-ze. Her great em euz, ha breman e teuan da gomz d’ehoc’h euz ar pez a zo c’hoarvezet e Kastel, e Lesneven, hag er parresiou-all dre bevar c’horn ar vro.

Marteze e kaf d’ehoc’h n’em euz great, betek-hen, nemed lavaret gevier en eur ziskleria d’enoc’h an traou diskiant ha kriz a rea ar republikaned enn eskopti Treger, rak lavaret a reot dign : Mar deo brao kounta gevier pa deuer a bell, eo ker brao kounta gevier divar-benn ar pez zo c’hoarvezet a bell zo. Mad, breman ez an da lavaret d’ehoc’h ar pez a zo arruet enn hor bro, gant darn euz ho tud koz, hag e velfot goude-ze ha gaouiad eo Ian Bennors.

Nann, ne oufe den kredi an traou diskiant, difeiz, louz hag hudur a reaz an dispac’herien dre ar vro. Unan (kollet e ranke beza he skiant-vad ganthan) a zavaz eun dervez, enn eun iliz, e kador ar virionez, hag ac’hano e kriaz a-bouez he benn, ar c’homzou spountus-man : « O Doue, ma out e guirionez Doue, frik ac’hanomp gand da dan foultr ! » Ha neuze, o trei ouc’h ar re her selaoue, c’hoarz an diaoul var he vuzellou, mar gell an diaoul c’hoarzin enn ifern : « Her guelet a rit, n’euz Doue ebet, rak ma viche bet unan, en diviche hor friket aman, evel m’her goulennomp diganthan. »

E Kemper, eun den hanvet Dagorn, unan euz ar pennou kenta a gase an traou enn dro enn tu-ze euz ar vro, a gerc’haz kaliriou an iliz kathedral, hag, evit ober goap euz ar relijion hag euz sakramanchou hor mamm zantel an Iliz, e saotraz anezho en eur c’his ken hudur ma ne c’heller ket her lavaret dirak tud hag a zalc’h d’ho brud vad.

E Montroulez e oue c’hoant diskar iliz Itron-Varia-ar-Vur, abalamour ma’z oa an iliz brudeta euz a gear dre ar miraklou a c’hoarveze ennhi. Mez e Montroulez euz bet tud a feiz, tud a galoun hed ar veach. An oll a en em zavaz a enep an dispac’herien, hag iliz Itron-Varia-ar-Vur a jommaz en he za. Atao breman, kaer o deuz lod lavaret traou divar he fenn, atao breman Montroulez a zo eur gear hag a zo ennhi tud a galoun.

Er bloaz 1848, tud deuet euz n’ounn dare pe vro, kaset araok gand tud-all difeiz, o doe c’hoant da ober droug d’an Aoutrou Keramanac’h, persoun Sant-Vaze. Mez an oll a en em zavaz adarre en ho enep, evel en amzer goz, ha, dreist ar re-all, ar gigerien ne felle ket d’ezho, nag a bell nag a dost, e c’hoarvesche an disterra enkrez gand ho fersoun.

Setu aman eun taol hag a zo bet tamallet da Vontrouleziz, ha koulskoude ne ket gantho eo bet great, mez gand ar zoudardet digaset di. Me a ia d’her c’hounta d’ehoc’h.

E meur a vro marteze euz bet dibennet muioc’h a dud eget e Breiz-Izel, mez n’euz bro ebed hag a ve bet great ennhi kement evit displanta ar relijion euz a galoun an dud. E Breiz, pep tra a ioa mad d’an dud difeiz evit dont a-benn euz ho zaol ha ne vankent tro ebed evit diskouez ar gasoni o doa ouc’h Doue hag ouc’h ar re hen adore. Setu aman eun dra hag hen diskouezo d’ehoc’h.

E parrez Sant-Thegonnek, tost d’al leac’h m’eo lakeat breman gar an hent houarn, ez euz en eun draonienn, pell dioc’h pep ti, eur chapel savet gand hon tud koz enn henor da zantez Berc’hed. Evel ma ne c’helle ket ar gristenien vad, enn amzer ma komzan d’ehoc’h, mont da iliz ho farrez evit pedi Doue, hag evel ma c’houient ervad oa red pedi evelato, ec’h en em glefchont da vont eun nosvez d’ar chapel-ze da lavaret d’an Aoutrou Doue n’o doa ket hen ankounac’heat, ha da bedi anezhan da bellaat pep drouk dioutho. Sonjal a rea d’ezho e c’hellent beza dinec’h enn eur chapel evel Santez-Berc’hed, distro divar pep hent braz, pell diouc’h pep bourk. Tud Sant-Thegonnek, Guimilliau, Guiclan, Lambaol-Guimilliau ha re an Dre-Nevez, a en em glevaz ’ta da vont eun nosvez da bedi Doue da japel Santez-Berc’hed. Choaz a rejont lun ar Rogasionou, abalamour, enn Aviel an deiz-se, Jesus-Christ a lavar : Goulennit hag e vezo roet d’ehoc’h. Hogen izoumm braz o doa an oll euz a drugarez an Aoutrou Doue.

Al leac’h d’en em gaout d’an oll a ioa var barrez Guimilliau, pelloc’h dioc’h Santez-Berc’hed eget Bodiniri, Kosti hag ar Pont-Glaz, var an hent a ia var eeun d’ar chapel. An heur d’en em gaout a ioa da zek heur noz. Er penn kenta euz a viz mae edo ar Rogasionou, hag evelse mar doa noz p’en em gafche an oll, ne viche ket c’hoaz re zivezat. An dud fall ne zellont ket ker piz-se ouc’h an traou ; nemed e teuint a benn euz ho zaol, ne reont ket a fors penaoz, pe dre an tu kleiz pe dre an tu deou, pe dre ar grizder pe dre ar fallagriez.

Ne oufen ket lavaret d’ehoc’h penaoz oa eat ar brud, da viana gouezet e oue e Montroulez e tlie koueriaded SantThegonnek, Guiklan ha Guimilliau, mont eun nosvez da Santez-Berc’hed da bedi an Aoutrou Doue. Neuze, drouk ennhan, kasoni an diaoul en he galoun, kabiten soudardet Montroulez a c’halvaz he dud hag a lavaraz d’ezho :

— Ha c’houi a gaf abek e diotachou tud ar vro-man a zalc’h d’ho fals kredennou koz ?

— Da be seurt kredennou, mestr ?

— Dre aman eo c’hoaz sot avoualac’h an dud evit kredi euz eun Doue hag a gas traou ar bed-man enn dro hervez he faltazi.

— Eun Doue ! Daoust ha piou en deuz he velet ?

— Petra fell d’ehoc’h ? Lavaret a reont eman enn tu-bennag.

— Neuze eo mall d’ezhan klask tud da zont d’he zikour ha da zifenn he draou, rak ni a gas he vignouned d’ar prizoun ha d’ar maro, hag a ziskar he diez, a hantvont ilizou, pe a laka anezho da ober mechosiou.

— Guir a livirit, mez lakaat tud dall da velet sklear a zo diez.

— N’euz nemed lakaat daou gef-tan d’ezho el leac’h ho daoulagad.

— A gaf d’ehoc’h ?

— Da viana ne deuint ket da lavaret n’hor bezo ket roet d’ezho peb a lunedou mad.

— Mad, e leac’h daou gef-tan, egiz lunedou, diou vouled fuzil eo am euz c’hoant da lakaat e penn pep hini.

— Guelloc’h an dra-ze, kabiten, pounneroc’h e vezo ho fenn gand eun tamm ploumm.

— Mad, setu aman petra am boa c’hoant da lavaret d’ehoc’h : da Zantez-Berc’hed, etre parrez Sant-Thegonnec hag hini Guimilliau, e tle dont kals Koueriaded euz ar parreziou a zivardro ; gouzout a ran pe zeiz ha dre be hent a tleont dont ; c’hoant o deuz da ober, evel a ziagent, ar Rogasionou ; gouzout a ran zoken da bed heur e tleont en em gaout e Santez-Berc’hed. Ha c’hoant hoc’h euz e teskfemp d’ar goueriaded sot-se penaoz ober ar Rogasionou ?

— Ne c’houlennomp ket a vell, ha mont a raimp ganeoc’h pa gerfot.

— Bezit neuze prest-oll a-benn varc’hoaz da noz, seiz heur-hanter. Daou c’hant den a rankan da gaout : guelloc’h eo beza muioc’h, gand aoun…

— Tri c’hant, mar kirit, kabiten !

— Nann, daou c’hant a zo avoualac’h. Va eil mestr aman a gemero an nep a garo, mez red e vezo d’ezhan kemeret tud didruez, rak, ma teufe unan-bennag da drueza, ec’h elfemp-oll chomm eno ; tud ar vro-man, evitho da veza touellet gant Doue, a oar herzel stard pa gavont ho zro, ha rei bazad evit bazad. Guelloc’h eo d’eomp beza ar re grenva.

— Koulskoude mar teuont en eur bedi Doue, ne dle beza gantho nemed chapeledou, ha ne ket diez dont a-benn euz an hini n’en deuz ken arm nemed eur chapeled.

— N’euz fors, n’euz ket da fiziout e tud ar vro-man ; me a zo bet dija tizet gantho hag a zo desket dign beva var evez.

— Mad neuze, kabiten, eme an eil-mestr, me a ia da zibaba daou c’hant den ha ne greno ket ho dourn evit tenna var goueriaded Sant-Thegonnek.

Antronoz, var dro seiz heur-hanter dioc’h an abardaez, eur vandenn soudarded a iea euz a Vontroulez ne c’houie den da beleac’h. Evelato an dud vad a ioa glac’haret, rak gouzout a reant ne d-ea ar re-ze er meaz a gear nemed evit ober drouk enn tu pe du ; ha n’oant ket evit kas kelou da zen rak ne c’houient ket da beleac’h ez eant.

Ar re fall a frote ho daouarn hag a lavare an eil d’egile :

— Ne ouzoun ket da beleac’h ez a ar zoudardet, n’euz fors. Evidoun-me a zo fouge ennoun, rak me gred emaint o vont da rei eur gentel nevez d’an dud diot-se n’int mad nemed da gaout abek ennomp-ni, abalamour m’hon euz dilezet ho c’hredennou oamp skuiz gantho.

— Ia, ia, eme eun all, mad a reont, rak epad ma chommo unan epken anezho var an douar, ne ehanint d’hon tamall.

— Dreist pep tra ar veleien, eme eun all c’hoaz. Me garfe guelet korf an diveza anezho o ruilla, hag o vont gand an dour da draon ar ster betek an Dourdu hag er mor braz da ober boued d’ar c’hankred.

— Guir an traou-ze, eme an oll. Alo ! chanz vad d’ar zoudardet !

Ar zoudardet henchet mad a en em gavaz var dro dek heur enn eul leac’h hanvet Hent-Doun, abalamour ma’z eo huel ar c’hleuziou enn daou du d’ezhan. An hent-se a ia var eeun euz a Vimilliau da Zantez-Berc’hed, ha dreizhan e ranke tremen an dud vad o doa c’hoant da vont da bedi Doue. Kabiten ar zoudardet a rannaz he dud etre diou lodenn : lakaat a reaz kant anezho e pep hini euz an diou voarem a zo a bep tu d’an hent en eur lavaret d’ezho :

— Ar re a zo an tosta da vourk Guimilliau a ranko lezer ar goueriaded da vont araok eb ober van ebed, ken na vezo o vont dirazho an diveza euz ar vandenn. Neuze me grio : Tan ! hag oll a-unan e tennimp. Ne vezo ket diez d’eomp biza, rak n’eo ket re denval an noz, ha bern-var-vern e vezint en hent azindannomp. Hon tennou a lakai mesk ha kabal en ho zouez ; epad ma vezint oc’h esa gouzout euz a beleac’h e kouez glao ploumm varnezho, ni hor bezo amzer da garga ha da denna adarre. Mar kirit beza didruez ha senti ouzin, hini anezho ne dec’ho kuit.

— Bezit dinec’h, kabiten ; evit didruez e vezimp, gouzout a rit e sentomp var ar ger.

— Neuze eo mad an traou. Chommomp breman sioul ; gourvezomp e mesk al lann var ar c’hleuz, gand aoun na ve digaset unan-bennag araok da velet ha n’euz den dre aman.

Eun heur a ioa edo ar zoudardet gourvezet var ho c’hleuz ha den ne deue varzu ennho. Tud Guimilliau o doa gortozet tud ar parresiou-all araok mont en hent. Edont o vont da inoui, rak kredi a c’hellit ne dlient ket beza en ho eaz a-dreuz-kof var eur c’hleuz, etouez al lann, pa glefchont a-bell e kreiz sioulder an noz, eur vouez o kana :

Exurge Domine, adjuva nos et libera nos propter nomen tuum.

Savit, Aoutrou, roit dourn d’eomp ha tennit ac’hanomp a zaouarn hon enebourien evit diskouez peger braz eo hoc’h ano.

Ar belek : Deus auribus nostris audivimus :

Aoutrou Doue gand hon diouskouarn hon euz klevet.

Ar bobl : Patres nostri annuntiaverunt nobis,

Hon tud koz o deuz kountet d’eomp ho madelezou.

Ar belek : Gloria Patri, et Filio, et Spiritui Sancto.

Gloar d’an Tad, dar Mab, d’ar Spered-Santel.

— Peoc’h, eme ar c’habiten, emaint erru. Ne glevit-hu ket anezho o kana d’ho Doue koz meuleudiou diskiant ha ne gomprenont ket ho-unan ?

— Eo, klevet a reomp kana. Nag eo sot tud ar vro-man ; nak e tlefent trugarekaat ac’hanomp-ni da veza deuet en ho bro da denna euz ho fenn sorc’hennou ken diot !

— Breman avad chommomp sioul, ar biz var bluenn ar fuzil, prest da denna pa livirign.

An divroidi dizakret, var ho c’hleuz e mesk al lann, en em guzulie evit laza, evel loened gouez noazuz, kristenien vad Breiz-Izel ; koueriaded Guimilliau, Sant-Thegonnek hag ar re-all, a deue gand an hent, dinec’h ha dispount, en eur bedi Doue a greiz ho c’haloun.

Tostaat a ra ar c’han ; klevet a rear splamm avoualac’h :

Ar belek : Pater de coelis Deus,

Doue an Tad euz a huelder an envou,

Ar bobl : Miserere nobis !

Bezet truez ouzomp !

Ar belek : Omnes sancti angeli et archangeli,

Elez hag arc’helez santel,

Ar bobl : Orate pro nobis !

Pedit-oll evidomp !

Ar belek : Omnes sancti et sanctae Dei,

Sent ha sentezed an Aoutrou Doue,

Ar bobl : Intercedite pro nobis !

Erbedit-oll Doue evidomp !

Ar belek : Propitius esto !

Bezet, Aoutrou Doue, trugarezuz en hor c’hever !

Ar bobl : Parce nobis, Domine !

Pardounit ac’hanomp, Aoutrou !

Tostaat a ra ar brosesion, rak ouc’hpenn ar c’han e klever breman trouz an dud o vale gand ho boutou prenn hag o tiskenn enn Hent-Doun. Ne zaleont ket da veza dirak ar zoudardet ; eman ar groaz hag ar re genta e kreiz an diou renkad. Ar belek a zao he vouez, hag ar bobl, o tiskana, a laka an Hent-Doun da grozal :

Ar belek : A subitaneâ et improvisà morte,

Dioc’h ar maro prim hag a deu enn eun taol,

Ar bobl : Libera nos, Domine !

Mirit ac’hanomp, Aoutrou !

Ar belek : Ab insidiis diaboli,

Ouc’h spiou an drouk-spered,

Ar bobl: Libera nos, Domine !

Diouallit ac’hanomp, Aoutrou !

Ar goueriaded keiz a iea dinec’h ; ne zellent ket enn dro d’ezho ; ho c’haloun hag ho spered a zave varzu an env gand ho fedenn. Soudardet ar republik a lugerne ho daoulagad e kreiz tevalijenn an noz, evel ma lugern lagad ar bleiz var an danvad a ia da zamma.

Ar belek a zao adarre he vouez hag ar bobl ziskan outhan :

Ar belek : Ab irâ et odio et omni malâ voluntate,

Dioc’h ar gounnar, ar gasoni ha bep c’hoant fall,

Ar bobl : Libera nos, Domine !

Pellait ac’hanomp, Aoutrou !

N’oa ket achu an diskan gand ar bobl, pa glefchor ar c’habiten o krial a-bouez he benn :

— Tan, soudardet !

Daou c’hant tenn fuzil a grozaz a-hed an Hent-Doun, ha kalz euz a dud hor bro, goazed ha merc’hed, a gouezaz d’an douar flastret ho fenn, torret ho izili, toullet ho c’horf... An dud paour ! n’edont ket var evez, ne c’houient petra da ober. Ar re n’oant ket glazet a zelle enn dro d’ezho da c’houzout petra ioa c’hoarvezet...

Ar c’habiten a griaz evit an eil gueach :

— Tan adarre, soudardet !

Hag, evit an eil gueach ive, daou c’hant tenn a ziskaraz tud d’an traon, a beur-lazaz lod-all, e kreiz an noz, enn Hent-Doun !!...

Neuze e savaz eur c’hemesk braz etouez tud paour hor bro. Anaout a rejont oa dizoloet ho mennoz hag oa deuet ar republikaned d’ho gortoz evit ho laza-oll, pa vichent o vont dre an Hent-Doun. Ar re n’oant ket goal dizet a zammaz var ho chouk ar re a ioa kouezet en ho c’hichen, evit ho c’has ganto d’ar gear, d’ho lakaat enn douar binniget, e bered ho farrez. Esa a rejont kemeret an teac’h dre zaou benn an hent, mez ar zoudardet a ioa dilammet divar ho c’hleuz hag a viraz outho. Ped ne oue ket lazet neuze c’hoaz a daoliou baionnettez ! Evelato strafillet-oll, hag eat er meaz anezho ho-unan, e teuchont a benn-herr hag a strob var ar zoudardet ; lod a oue goal-lakeat adarre, mez kals a c’hellaz tec’het, heman he dad ganthan ouc’h he gein, hennez he c’hoar, egile eun amezek. Lod-all a c’hellaz skrimpa var ar c’hleuziou dioc’h an daou du euz an hent hag a ieaz da guzet etouez al lann ken na deuaz an deiz varnezho. Ped den a oue lazet eno dre drubarderez ? Ped den a oue merzeriet en deiz-se, abalamour d’ho c’harantez evit Doue, var hent Santez-Berc’hed ? Den n’her gouezo biken.

Ha neket guir int eat dre bep seurt hentchou, o deuz great an traou fallakra, an traou krisa, paotred ar republik, evit lakaat ar Vretouned da fall-galouni ha da drei kein d’an Aoutrou Doue ? Ha ne ket guir o deuz great guella ma c’hellent evit disc’hrisienna ar feiz euz hor bro ? Mez kaer o doe beza kriz, paotred Breiz-Izel a zalc’haz mad d’ho c’hreden ha ne zoublchont ho fenn na dirak gourdrouzou, na dirak krizder, na dirak tennou ar republikaned. Traou ker kriz hag an dra-man a velimp c’hoaz e leac’h-all, hag e leac’h-all ez oar bet ker stard e feiz hon tud koz evel e Guimilliau hag e Sant-Thegonnek.

Antronoz vintin, en eur zistrei da Vontroulez, ar zoudardet a ieaz dre vourk Sant-Thegonnek. Goude an taol o doa great var hent Santez-Berc’hed, e kave d’ezho e krenche an oll diraz-ho, hag e rachent eno ar pez a garchent.

— Bremaik, soudarded, eme ar c’habiten, e velfot pegement a brez a vezo gand Sant-Thegonnegiz da rei d’eomp peb a damm da zibri ha banneou da eva,

— Ne raio ket an dra-ze a zrouk d’eomp, kabiten, rak abaoue deac’h da noz n’hor beuz bet grinsenn, ha ne ket goal domm an noz c’hoaz evit chomm er meaz da loja.

— Nann, eme unan euz ar zoudarded, evidon-me a ioa skournet dija, ha n’em euz gellet tomma dign, nemed e fors da lopa var ar goueriaded.

— Na me ken nebeut, eme eun all.

— Gortozit, eme ar c’habiten, abarz eun heur aman e vezo karget ho kof d’ehoc’h.

— Guell a ze, eme an oll.

Hag int-hi da vale buanna ma c’hellent varzu Sant-Thegonnek.

Kerkent ha m’ouent en em gavet, ec’h ejont da c’houlenn da zibri ha da eva. Mez lavaret e oue d’ezho, e pep ti, n’oa na tamm na banne ; n’oa ket bet a amzer c’hoaz da boazad bara, re vintin oa ; ha n’oa ket a arc’hant enn tiez da vont da brena guin ha guin-ardant da Vontroulez. Hag e guirionez, an traou a ioa gorrennet ker piz, ma n’oue kavet netra e neb leac’h : var c’hed edo an oll euz ar zoudarded.

O klevet kement-se, ar c’habiten a ieaz drouk ennhan hag a c’halvaz ar mear d’he gaout.

— Ni a zo soudarded ar Republik hag a rank kaout da zibri ha da eva.

— Beza digaset ganeoc’h ’ta neuze, eme ar mear. E Sant-Thegonnek n’euz na tamm na banne.

— Pa lavaran d’ehoc’h e rankan kaout.

— Ha pa lavaran d’ehoc’h n’euz ket da rei d’ehoc’h.

— Klevet hoc’h euz, emichans, petra zo c’hoarvezet, en noz tremenet, enn Hent-Doun, var dro Santez-Berc’hed ?

— Ia, klevet em euz oc’h euz merzeriet kals tud dinoaz.

— Mad, ar memez tra a c’hellfe c’hoarvezout aman, ma ne ziouallit.

— Breman eo sklear an deiz hag e veler ac’hanoc’h. N’hor beuz ket kals aoun : Doue n’hon dilezo ket.

— Doue ! Doue ! me a lakaio ac’hanoc’h da ankounac’h anezhan.

— Biken !

— Me a lammo a zirak ho taoulagad kement tra a c’hellfe digas sonj d’ehoc’h anezhan.

— N’hoc’h ket evit ober an dra-ze.

— Me a lakaio diskar d’an traon tour braz Sant-Thegonnek ha freuza hoc’h iliz ker kaer, hag er c’his-se, ne jomo netra ganeoc’h evit digas da sonj d’ehoc’h euz ho fals-kredennou hag euz a ziotachou an amzer goz.

— Diskarit an tour ha freuzit an iliz, mar kirit ; da viana e rankfot lezer ganeomp ar stered a zo enn env, a veler a belloc’h eget hon tour, hag a lavaro d’eomp bepred euz eun Doue hag a roio, er bed-all, da bep hini hervez he ober var an douar.

Ar c’habiten a droaz kein, eb lavaret ger ; daoust hag aoun a grogas ennhan, o klevet mear Sant-Thegonnek o komz er c’his-se ? Da viana, mont a reaz kuit eb goulenn na tamm na banne.


————