Salaun / Derrien, 1902  (p. 92-101)


EIZVET PENNAD


————
Gouel MIRABEAU e kear Lesneven


Ne gountan d’ehoc’h nemed eun nebeudik euz ar reusiou a reaz an dud difeiz enn hor bro, rak poan a ra d’ar galoun kounta diotachou ha diskianterez lod euz hon tud. Nebeut zo euz hon ilizou ha ne ouent ket saotret enn eur c’hiz bennag. Hoc’h unan eo eaz d’ehoc’h guelet ne ket gaou ar pez a lavaran. Pa’z it enn eun iliz, savit ho taoulagad, hag e velfot, a bep tu, sent dibennet, mein-benerez ar re vraoa kizellet, torret ha bruzunet a daoliou morzol diskiant ; guer livet enn eur c’hiz ken dudiuz, faoutet, e meur a damm, abalamour ma’z oa varnezho patrom hor Zalver, staget ouc’h ar groaz. Ha var an hentchou, pet kroaz na velit-hu ket diskaret, torret ho divreac’h dre gounnar ouc’h an Aoutrou Doue ? Enn eur ger, e pep iliz, e pep leac’h ha dre-oll, e tiverket hano Doue. Kaout a rea d’an dud diskiant-se e c’helchent displanta euz a galoun an den ar sonj a Zoue, abalamour ma ne lezent he hano nag he skeuden na var goat, na var guer, na var mean.

Na dit ket da gredi evelato e ve bet great an oll diskianterez difeiz-se gand tud hor bro. Nann. Lezer ober a reant, avad. Ar Breizad, evithan da veza dispount dirak an tan hag an dir, a zo aounik, spountik meurbed dirak an divroidi ; pe evit lavaret guell, ar Breizad a lez he skiant vad a gostez evit kredi ha mont da heul an hini a deuio da gounta d’ezhan sorc’hennou burzuduz, dispar ha diskiant, ma ne ket euz he vro, ma ne gomz ket iez he dudou koz ; abalamour da ze ez eat a-unan gand an divroidi a rea enn hor bro an traou fall a gountan aman.

Guechall edo an traou er c’hiz-se ; daoust hag herrio ne ket er memez tra ? Deuet, e n’euz fors pe seurt parrez, eun divroad bennag, hag e ve eur bleoier, eur marc’hadour bleo, ur marc’hadour krec’hign gozed, hag e ve zoken eun trouc’her moc’h e ve, an dra-ze ne ra man, gant ma vezo komzou gallek, mad pe fall, enn he c’hinou, gant ma raio he baotr rok, dreist pep tra ma vez dillad aoutrou var he gein, e troio hag e tistroio an oll enn tu ma karo, e lakaio tud ar barrez da goll ho fenn hag e kaso d’he heul zoken ar re binvidika, ha, var ho meno, ar re skianteka euz ar vro. Ha ne ket guir ?

Mad, mar kavit abek enn ho tudou koz, distroit hoc’h-unan var an hent mad, ha kasit d’ar foar, divar ho tro, kement galouper-bro a deuio da viret ouzoc’h da vale a-unan gant an dud skiantek euz ho parrez, ha dreist-holl, gand ho peleien karget gant Doue d’hoc’h hentcha.

Evelato n’oa ket deuet, enn eun taol, hon tud koz da veza kriz ha difeiz avoualac’h evit terri er c’hiz-se ho fenn ouc’h ar zent hag ouc’h ar c’hroaziou, araok oa lammet euz ho c’haloun, guella ma c’hellet, doujanz Doue. Ha setu aman petra a rejor, e Lesneven, evit dont a benn a gement-se.

An divroidi milliget, o tigouezout e Breiz, a zachaz e berr amzer kalz a dud var ho lerc’h, dre ma c’houient pegement e karie ar Vretouned ar pardoniou hag ar goueliou. Meur a veach o doa guelet parresiou a bez o vont da bardouna da Lokrist-an-Izelvet, da Folgoat, da Rumengol ha da feunteun Santez-Vendrok, e Trelez. Hag e troaz enn ho fenn ober eur gouel enn enor da unan euz ar pennou kenta euz an dispac’h, d’an hini anezho a rea muia trouz dre ar vro. He hano oa Mirabeau, eun alvokad glabouser a Baris. Mez, evel n’oa ket Mirabeau tamm henvel ouc’h sent Baradoz an Aoutrou Doue, ne felle ket d’ezho ken nebeut e viche he c’houel henvel ouc’h goueliou ar zent koz. Setu perak e oue embannet e kear Lesneven, e Plouzeniel, e Folgoat, e Kernouez, e Plouider hag enn oll barresiou-all a dro-var-dro, beteg e Pagan, ar pez a zo aman varlerc’h :

« Selaouit, paotred a Vreiz, hag e klefot guell a-se : Bete vreman, e velomp ac’hanoc’h, ho chapeled enn ho tourn, o vont d’ar pardoniou en eur gana kantikou hag a laka an dud da gousket. Er pardoniou-ze, ne glevit nemed sermoniou hir, inouuz, mad da vantri ho spered ha da lakaat ac’hanoc’h da goll ho penn dre ho diskianterez. Ni a zo deuet enn ho touez evit tenna euz ho penn an huvreou diot lakeat ennhan gand beleien ne ouzont netra ; ni a zo deuet dre aman evit skerijenna ac’hanoc’h, evit diskouez d’ehoc’h penaoz tremen ar vuez-man eb dizec’ha, var ho treid, gand an dristidigez. Ni a ia da ober eur gouel enn enor d’an hini en deuz great muia vad d’ar vro. Mez hor goueliou-ni ne vizint ket henvel ouc’h ho re-c’houi. Ganeomp-ni ne vezo nemed ebatou ha c’hoariou evit diskuiza ar c’horf ha laouennaat ar galoun. Ne vezo kanet nemed kanaouennou a vrezel, a lakai kaloun an oll da dridal, ha, da ziveza, ec’h azezimp oll ouc’h an daol evit dibri, evel breudeur, eur fest ha ne vanko ennhan na cher-vad leiz kof, na guin koz da eva gand ar skudel.

« Kement den a zo e karg a dle dont d’ar gouel a reomp e Lesneven ; alia a reomp ive an oll da zont, kerkouls an hini koz hag an hini iaouank, kerkouls ar merc’hed hag ar goazed, kerkouls ar paour hag ar pinvidik.

« Deuit ! Deuit ! Deuit oll ! n’ho pezo ket a geuz. »

Evit rei muioc’h a dro hag a lid d’ar gouel, e oue lakeat, e kreiz kear, etre ar c’hoc’hi hag an iliz, var hent Brest, peder barrikenn var ho zal, evel pevar beul, da ober pevar bilier, ha var ar barrikennou-ze, plench da ober solier. E kreiz ar zolier-ze, var eur piltoz koat dero, evit beza guelet a bell, oa lakeat skeuden, pe batrom Mirabeau.

Evel ma’z oa bet embannet ar gouel enn oll barresiou a dro-var-dro, ec’h en em gavaz, enn dervez-se, eun ingroez a dud e kear Lesneven. Kement hini a ioa e karg a ranke dont di dindan boan da veza torret. Ouc’hpenn-ze, kals tud divar ar meaz, dre c’hoant da velet traou nevez ha da c’houzout penaoz e rea ar republik he c’houeliou, a zilezaz ive ho farrez hag a ieaz e kear. D’ar mare-ze, Lesneven a ioa eur gear vraz ha brudet, eur gear hag a ioa ennhi tud a vrezel ha tud a lezenn ; er penn kenta edo euz a geriou Bro-Leon.

An dispac’h e deuz he dibennet ; breman an dud a vrezel hag a lezenn a zo eat da Vrest pe da eul leac’h-all, hag ar ieot a zao herrio, etre ar vein, dre ar ruiou, e kear Lesneven. Ha n’euz ket aze, Lesneveniz, peadra evidoc’h da drugarekaat ar republik ?

Ne ket eb souez ive ’ta mar doa kals tud dirak skeuden Mirabeau.

Kement a ranket da ober a ioa merket penn-da-benn. Lavaret oa peur bale, peur ehana ; peur mont araok, peur dont adren ; peur chomm er za, peur mont var bennou an daoulin ; peur oa krial, peur oa serri ar ginou. Gand ar republikaned ne ket ar galoun nag ar skiant a zelaoued ; ar pez a veze gourc’hemennet a ranket da ober, pe e plijo ganeoc’h, pe ne raio ket. D’ezho al liberte da c’hourc’hemenn ar pez a geront, d’ar re-all an urz da zenti, e pep tra, evel loened mud, ouc’h ar pez a vez gourc’hemennet d’ezho. Neuze oa an traou er c’hiz-se, breman eman er memez tra gand ar memez rumm dud ; an urz vad hag a berz Doue ne d’eo netra evitho ; faltazi an den, n’euz fors pegen diskiant eo, eo a ra al lezenn.

Hogen, gourc’hemennet oa d’an oll mont var bennou ho daoulin dirak skeuden Mirabeau, pa viche kanet eur zoun hanvet Marseillez. Kerkent ha ma oue klevet ar c’homzou kenta euz ar zoun-ze, kabiten ar zoudardet, a c’haoliad var he varc’h, eur blumachenn venn, glaz ha ruz var gern he dok, a griaz a-bouez he benn :

Daoulinit-oll !

Ha raktal ar pennou braz a gear a gouezaz-oll d’an daoulin, var ar vein. Kollet o doa ho fenn, a gredan ; ne ouzounn ket e peleac’h edo ho skiant vad... An dud divar ar meaz, avad, a jomme sounn en ho za, ho zok pe ho boned var ho fenn, en eur farsal, en eur c’hoarzin, en eur vadinat evel pa vichent bet o sellet ouc’h eur guriozite bennag. Paotred Plouneour-Dreaz ha paotred Kerlouan, dreist-oll, ho boned glaz var ho fenn, ho bleo hir pleget azindan-han, hag ho c’horn-butun enn he ourl, a c’hoarze ken na dregerne al leur-gear gantho. Boazet dioc’h kroz ar mor braz hag ar penseou, ne reant van ebed, kaer a ioa krial varnezho. Neuze e teuaz soudardet d’ho c’haout, hag ho aliaz gand komzou flour da zaoulina epad eur pennadik bian. Evel m’o doa c’hoant da velet ar gouel penn-da-benn, en eur genderc’hel evelato da c’hoarzin ha da gaozeal, evel araok, e lakejont eur penn-glin d’an douar ; n’oa ket avad evit adori Mirabeau e oa, mez, evel a lavaran d’ehoc’h, evit guelet penaoz ec’h achuche eun hevelep diskianterez.

Neuze e oue eun tammik peoc’h.

Edo adarre soun ar Marseillez o vont enn dro pa glefchor eun den koz o krial, gand herder, ker kren ma veze klevet dreist mouez ar ganerien :

— Bastien ! Bastien ! va map, deomp d’ar gear ha lezomp ar re-man da ober ho brizerez.

— Ia, ia, deomp kuit, eme eun den all ; ar republikaned n’euz gantho nemed traou a enep ar skiant vad hag a enep ar feiz.

An daou zen kalounek-se oa Dider Dindaon, kloc’her Plouider, brudet meurbet dre ar vro ha karet gant an oll, rak biskoaz ne reaz an disterra drouk da zen. D’ar mareou-ze, oa dija eat braz var he oad, ha bokejou ar garnel a c’holoe he benn, ar pez ne vire ket outhan da gaout eur galoun domm ha leun a nerz evit stourm ouc’h ar fals-kredennou.

Egile oa Fanch Vian, louzaouer brudet dre bevar c’horn ar Vro, euz a Gastel da Vrest, adalek Tour-ar-C’hernik, eharz ar mor, bete Roc’h-Trevezel, var gern Menez-Are. N’oa parrez ebed na gomzet ennhi a Fanch Vian, ha n’e ket ep souez, rak rei a rea aliou ha louzeier, evit netra, da gement hini a deue d’her c’haout. Ne laboure ket evit gounit arc’hant, mez evit ober vad d’he nesa, er guel a Zoue.

Pa glevaz Dider Dindaon eun all o respount outhan, e tistroaz :

— Te a zo aze ive ’ta, Fanch Vian, emezhan ?

— Ia da, Dider ; me a zo bet kerc’het da zont aman var zigarez guelet unan klan, ha, padal, da zellet ouc’h diskianterez eo.

— Ia, ia, guir a leverez ; an traou-man n’int nemed sorc’hennou lu : deomp ac’halenn d’ar gear.

— Mad a livirit, deomp kuit. Ha c’houi o piche biken kredet en diviche gellet skiant eun den huvreal traou ker zot ?

— Birviken jamez. Mez, kleo, ar re-man a zo republikaned, hag ar rumm dud-se o deuz pep seurt sonjou nemed sonjou mad.

— Peoc’h a vezo aze, eme kabiten ar zoudardet, atao var he varc’h.

— Peoc’h da biou, eme Fanch Vian ? Da dud hag a gemer Breiziz evel chatal mud ?

— Er meaz a Vreiz an divroidi, eme Dider Dindaon ! D’eomp-ni hor bro gand hor feiz hag hor Rouanez, d’ehoc’h c’houi hoc’h hini, gand ho republik, mar kirit.

— D’an traon ar republik ! d’an douar Mirabeau ! eme Fanch Vian.

Ha kant mouez a griaz varlerc’h Fanch Vian :

D’an traon ar republik ! d’an douar Mirabeau !

Neuze ez eaz kounnar enn dud a vrezel. Ar c’habiten a c’haloupe gand he varc’h dre greiz ar bobl ; ar zoudardet a dennaz ho c’hlezeier ; ar goad a ioa o vont da ruilla var bave Lesneven, pa griaz adarre Dider Dindaon gant he vouez a gloc’her, kren ha nerzuz :

— Deomp kuit, va bugale, deomp d’ar gear, ha lezomp an diotienn-man da ober ho diotachou er c’hiz ma kirint.

Ker buan e savaz en ho za eur bagad tud, ne oufac’h ket. Hent Kerlouan, hent Plouneour, hent Landerne, a ioa leun a dud o vont kuit. Pep hini a iea varzu he gear, lod droug ennho, lod-all goloet a vez o velet petra a reat enn ho bro, aziaraok ken stard enn he feiz.

Dider Dindaon ha Fanch Vian a deuaz ho daou dre hent Plouescat, eur strollad tud enn dro d’ezho.

En eur vont er meaz a gear, e velchont, dirag he di, Kolaik Leskonnek o tifretal he zivreac’h, evel pa viche kollet he benn ganthan. Kerkent ha ma oue en em gavet dirazhan Dider Dindaon ha Fanch Vian, Kolaik a c’houlennaz digantho :

— Da... da... da beleac’h e... ez... it, goazed ?

Kolaik a ioa eun tamm saoz.

— D’ar gear ez eomp, Kolaik, eme ar re-man.

— Ma.... ma.... mad a rit. Te.... te.... te Lesneven eo ko... ko... kollet herrio ho fenn gan... gan... gand an dud.

— Her guelet mad a reomp, siouaz ! Kolaik, hag abalamour da ze ez eomp d’ar gear.

— Gue... gue... guell a ze. Ha c’houi, tu... tu... tud iaouank, ne ankou... kou... kounac’hait james an Aoutrou Doue, na... na... nag an Aoutrou Christ binniget, na... na... nag ar Verc’hez Vari.

« Evel a velit, n’edo ket kear Lesneven a bez, var al leur gear, oc’h adori Mirabeau.

Lezomp Dider Dindaon, Fanch Vian hag ho zud da vont da lavaret ho fedennou d’ar gear, ha distroomp var al leur-gear da velet penaoz ez a gouel Mirabeau.

Pennou braz kear, evel m’am euz her lavaret d’ehoc’h, ar re a dlie rei skouer-vad d’ar bobl ha miret na viche saotret ho c’hear gant traou ker zot, a gouezaz da genta d’an daoulin, evel tud dibenn ha diskiant. Unan epken a gredaz chomm en he za, he dok var he benn. Hennez oa an Aoutrou Feburier, barner a beoc’h, e Lesneven. Er penn kenta, den n’en doa taolet evez outhan ; an oll a ioa troet ho fenn da zellet ouc’h Dider Dindaon ha Fanch Vian, o vont kuit gand paotred ho bro. Mez pa oue achu an tamm kabal a reaz ar re-man o vont enn ho hent, an oll a jommas sebezet o velet an Aoutrou Feburier, sounn en he za, he dok var he benn. Eat oa d’ar gouel abalamour ma ranke mont, rag e karg edo ; mez n’en doa ket evit-se kollet he skiant na nac’het he relijion.

Pa velaz an oll var ho daoulin o kana meuleudiou da Virabeau, e kriaz abaouez he benn :

— Idolatriach ! [1] idolatriach eo kement-man !

Mar o doa sellet an dud ouc’h Dider Dindaon ha Fanch Vian, e tigorchont brasoc’h c’hoaz ho daoulagad da zellet ouc’h an Aoutrou Feburier, ne heane da grial :

— Idolatriach ! idolatriach !

He vignouned a deuaz d’her c’haout hag a zache var he zillad evit ober d’ezhan daoulina eveldho. Mez hen, digeflusk ha sounn evel eur peul, a grie atao :

— Idolatriach ! idolatriach !

An tammou lakisien euz a gear hag ar zoudardet, a grie ive :

— D’an daoulin ! d’an daoulin ! Feburier !

— Nann, biken, eme an Aoutrou Feburier, gand herder ! Me ne adoran nemed eun Doue, krouer an env hag an douar. Idolatriach a zo aman, Aoutrounez, idolatriach epken.

Ar c’habiten, var he varc’h, a deuaz beteg ennhan :

— D’an daoulin, Feburier, emezhan ; d’an daoulin.

— Nann, birviken. Ne zaoulinan nemed dirag Doue evit hen adori, pe dirag ar zent evit ho fedi.

Eur guchen soudarded, hardiseat o velet hag o klevet ho c’habiten, a deuaz, d’ho zro, d’he gaout, ho c’hlezeier en noaz gantho ha savet azioc’h he benn :

— D’an daoulin, Feburier ; dizolo da benn, emezho, en eur ober an neuz da skei varnezhan.

— Skoit pa gerfot, soudardet difeiz ha diskiant, me ne grenan ket dirazoc’h ; ho klezeier ne reont aoun ebed dign. Jamez ne zaoulinign, rak ne adoran ha ne adorign nemed eun Doue epken.

He c’hreg, an Itroun Feburier, a ioa e prenestr he zi o sellet outhan, ha n’oa ket evit tenna he daoulagad divarnhan. Petra iea dre he c’haloun o velet, er c’hiz-se, he fried var var da veza lazet ? Petra ? Selaouit hag her c’hlefot. Ne d’an ket da esa her c’hounta d’ehoc’h ac’hanoun va-unan. Guelloc’h e kavan lenn d’ehoc’h al lizer a skrivaz, var an dra-man, d’an Aoutrou Floc’h, persoun Lesneven hag he fersoun, a ioa, d’ar mare-ze, e Bro-Zaoz, abalamour m’en doa ranket kemeret an teac’h, dre an abek n’en doa ket touet heuill lezennou dizoue ar republik :

« Ken aliez gueach, emezhi, m’her c’hleven oc’h anzao he feiz hag o krial : idolatriach ! idolatriach ! e kave dign e neue va c’haloun enn eur mor a zudi, hag em boa c’hoant da veza bet enn he gichenn, krog enn he vreac’h, hor bugale enn dro d’eomp. Fouge a ioa ennoun o kaout eur pried ker kalounek. Pa veliz e kemere an traou eun dro fall, e lakiz va diou verc’h ha va daou faotrik var ho daoulin, evit pedi Doue da rei nerz ha kaloun d’ho zad da harza beteg ar maro, mar doa red. Ar c’hlezeier a luc’he a-uz d’he benn. Dek soudard, ho c’hountet mad em euz, a dro bek ho fuziliou varzu ennhan ; kredi a rean edont o vont d’he zrailla... ha va c’haloun a zaou-hantere etre ar spount hag al levenez !... Klask a rean para va daoulagad var he re evit lavaret d’ezhan, dre zin, e kaven mad ha kaer ar pez a rea, hag ec’h alien anezhan da genderc’hel. Abaoue en deuz lavaret dign n’en doa sellet ouzign nemed diou veach epken, gand aoun, emezhan, na viche deuet ar guel ac’hanoun da voukaat, da deneraat he galoun ha d’hen dinerza, pe d’hel lakaat da ober eun dra-bennag a re dre garantez evit ar relijion. »

Fanch Vian ha Dider Dindaon o doa, en eur vont kuit, lakeat eun tamm kemmesk etouez an dud : komzou ha skouer an Aoutrou Feburier a zigoc’hennaz daoulagad kement den divar ar meaz a ioa c’hoaz chommet var leur-gear Lesneven. Oll e safchont en ho za en eur grial evel an Aoutrou Peburier.

— Idolatriach ! Goaperez ! Idolatriach !

Ar gouel a achuaz e kreiz an hu hag ar mallosiou a laoske mignouned ar republik. Kement hini n’edo ket o choum e kear Lesneven, a en em dennaz d’ar gear buanna ma c’hellaz.

Pa oa eat pep hini enn he hent, pa ne jommaz mui, e Lesneven, nemed tud kear ha republikaned diroll, ar zoudardet a falvezaz d’ezho lakaat an Aoutrou Feburier da baea, dre ar maro, an dismeganz en doa great var Mirabeau ha var ar gouel burzuduz great enn he enor.

An Aoutrou Feburier a ioa chommet en he za, evel araok, he dok var he benn, e kreiz al leur-gear, da zellet ouc’h an dud divar ar meaz o vont pep hini d’he barrez. N’oa ket deuet zoken enn he benn ar zonj da dec’het kuit. Evelse oa eaz d’ar zoudardet her c’haout. Dont a rejont varzu ennhan evit her lac’ha raktal, pe, d’an nebeuta, evit her c’has gantho d’ar prizoun. Mez kaout a rejont tud da zerc’hel penn outho. An Aoutrou Feburier, abalamour d’he vadelez ha d’he garantez evit ar paour, abalamour d’he eeunder e kenver an oll enn he vicher a varner-a-beoc’h, a ioa brudet mad e kear ha karet kerkouls gand ar pinvidik evel gand ar paour. Dre-ze, pa dosteaz ar zoudardet evit kregi ennan, ar C’hard nasional a Lesneven, a ioa ive ho armou hag ho fuziliou gantho, a lavaraz grons ha dichek e tennchent didruez var ar zoudarded, mac’h esachent ober an disterra drouk d’an Aoutrou Feburier. Hag ar zoudarded a rankaz plega.

Kaloun Lesneveniz n’oa ket fall. Touellet oant bet gand divroidi fallakr ; eat oant d’ho heul var an hent fall. Eur gomz kalounek a berz an Aoutrou Peburier, a oue avoualac’h evit ho sklerijenna hag ho digas var an hent mad.

Ouc’hpenn, gourdrouz a rejont. Ar C’hard nasional a deuaz zoken da ambrouk an Aoutrou Feburier beteg he di, hag eul loden anezho a jommaz, epad an noz, d’hen diouall a enep livrasted kear hag an dispac’herien kounnaret.

Mirabeau a jommaz he-unan, e kreiz al leur-gear, var he biltoz koat ha var he beder varrikenn !

Ne oufen kret lavaret d’ehoc’h peur nag e peleac’h zoken eo marvet an Aoutrou Feburier. Kredi a c’hellomp eo maro evel eur zant hag eman breman e baradoz an Aoutrou Doue. He bugale a rank beza oll marvet dizemez. He verc’h kosa, Francesa Feburier, e deuz tremenet he buez oc’h ober vad da beorien Lesneven, hag en eur vervel, e deuz roet he zi, ti he zad, d’an iliz evit loja ar veleien, hag eno emaint herrio o chomm.


————
NAOVET PENNAD


————
Konk-Leon


Traou ker zot, ken dibenn ha ken difeiz hag an traou a gountan d’ehoc’h, ne dlient ket lezer dinec’h skiant an dud vad er vro. Abalamour da ze e klevet eun tamm krosmol e touez ar bobl. Mez ouc’hpenn an traou diot-se a rea an divroidi digouezet e Breiz, meur a dra all a c’hoarvezaz c’hoaz er bloaz varlerc’h. Guell e kavan kounta d’ehoc’h, araok mont larkoc’h, ar pez a c’hoarvezaz e Konk-Leon. Traou ker kriz hag ar re-ze a erruaz e meur a leac’h, ha ienaat a ra kaloun eun den enn he greiz oc’h ho c’hounta ; ne lavarign d’ehoc’h nemed an dra-man :

Guelet a reat, er parreziou divar ar meaz, bandennou tud, pemzek pe ugent asamblez, gantho armou ha fuziliou. Hanvet oant dre ar vro an arme noar (ger gallek evit lavaret an arme du, evelse oant hanvet dre ar vro). Dre ma’z eant, an oll a grene, a dec’he pe a en em guze, rak n’oa ket krisoc’h tud var an douar eget ar re-man. Ne reant nemed

  1. Ar ger idolatriach a zo eur ger gallek evit lavaret rei da draou krouet an enor dleet da Zoue epken.